Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh
Rannbennad nevezNeuz
Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Labour kempenn
- Salud deoc'h,
- Hag anaout a rit ur film anvet Chante avec moi hag a vije bet sevenet gant Edward Sutherland dindan an titl Sing Along With Me ?
- Roud ebet en IMDb, Wikipedia, Amazon, Google.
- Ur film zo bet e 1952 koulskoude gant Peter Graham Scott, met n'on ket sur e vije hennezh.
- Trugarez deoc'h, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 09:06 (UTC)
- Salud ivez,
- Tro-wenn ivez, 'vat ! N'em eus kavet tra e Catalog of Copyright Entries: Third series ivez !
- Din-me n'hall ket bezañ ar film gant Scott dre ne voe ket skignet er-maez eus Rouantelezh-Unanet, war a seblant : titl gallek ebet 'ta.
- Dedennus e vije goût eus pelec'h e teu Chante avec moi.
- A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 10:39 (UTC)
- Setu ur bomm tennet eus ar film, evel m'eo meneget em mammenn :
— Vous n'avez pas peur ?
— A-t-on déjà remis mon courage en question ?
— Non. On ne l'a même jamais mentionné.Chante avec moi, Edward Sutherland- Ha ne zegas netra da'm soñj ! Trugarez deoc'h, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 11:02 (UTC)
- Klokoc'h ha hiroc'h em boa lennet, ya... :-) Ez an da c'houlenn digant tud oc'h ober war-dro al lec'hienn notre Cinéma.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 11:14 (UTC)
- Em c'herz emañ ar geriadur DICTIONNAIRE DU CINÉMA - LES RÉALISATEURS gant Jean TULARD, embannet e 1992 (ISBN : 2-221-07320-7) gant ROBERT LAFFONT : [...] ; Abie's Irish Rose (1946) ; Bermuda Affair (1956). Film all ebet sevenet gant Sutherland, A. Edward etre 1946 ha 1956 'ta.
- Roud ebet eus Chante avec moi nag eus Sing Along with Me e-barzh embannadur 1995 DICTIONNAIRE DES FILMS gant Bernard RAPP & Jean-Claude LAMY, embannet (ISBN : 2-03-750024) gant LAROUSSE, em c'herz ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 12:36 (UTC)
- 2005 eo bloaz ma levr. Ma, lezel a rin ar bomm-se e skrid kuzh betek klask pelloc'h evit gouzout hiroc'h.
- Tost echu eo an hir a bennad-se ganin (evit Wikiarroud) ; kelaouet e viot e koulz ! Trugarez deoc'h evit hoc'h amzer.
- A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 13:04 (UTC)
- Mann ebet, 'vat ! Abuziñ ma amzer n'em eus ket graet dre ma plij kalz ar sinema din, hag an arz-mañ liammet ouzh ar sonerezh dreist-holl. Un digarez e oa ivez d'ober anaoudegezh gant Wiquiquote, dianav din penn-da-benn betek-henn. Kalon vat deoc'h 'ta !--Prieladkozh (kaozeal) 25 Gwe 2018 da 13:49 (UTC)
- Salud deoc'h — Mar kavit amzer da deuler ur sell... reizhit, gwellait ha klokait hardizh ! A galon, Lagad Zoltec (kaozeal) 27 Gwe 2018 da 20:26 (UTC)
- Salud deoc'h ivez, N'edon ket er vro evit an deizioù ha setu perak emaon o respont deoc'h ken diwezhat. Trugarez deoc'h : mont a rin da lenn, ha laouen. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Her 2018 da 10:10 (UTC)
- Krog oc'h en ur raktres e-touez ar re ziaesañ, 'vat ! N'eo ket gwall aes klask treiñ eilger ur film bennak, deuet da vezañ brudetoc'h evit an oberenn hec'h-unan gwechoù 'zo, eus ur yezh d'eben. Daoust ha chom a ray ken fentus all ? Amañ 'mañ an dalc'h !
— Je crois, docteur, que l'homme de Neandertal est en train de nous le mettre dans l'os... Deux intellectuels assis vont moins loin qu'une brute qui marche.
- Michel Audiard • Un taxi pour Tobrouk • Denys de La Patellière • 1961
- Kalon vat deoc'h, bepred !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Her 2018 da 13:33 (UTC)
— Me 'gred din, Doktor, emañ den Neandertal ouzh hon tapout lous... Daou gefredour war o c'hoazez ned eont ket ker pell hag un aneval war vale.
...Emaon o sevel ur bajenn diwar-benn Michel Audiard, dres a-walc'h ! A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 5 Her 2018 da 15:42 (UTC)
Fent er foot
[kemmañ]- Klevet bremaik war France-Inter :
... Lavaret 'vije ur bomm digant Audiard ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 8 Her 2018 da 11:33 (UTC)« Le maillot de Zizou, c'est la Joconde du football. »
– Ur skorer
- N'ouzon dare piv 'zo da drueziñ outañ : da Vinci pe Audiard... :-) Sed amañ ur rummad nevez — Fent ar foot — hag a vije leun-barr en ur ober ul lajadig 'vat !...--Prieladkozh (kaozeal) 8 Her 2018 da 12:42 (UTC)
- Ho saludiñ,
- Emaon o treiñ ar pennad e saozneg, setu e rankan displegañ lod troiennoù.
- Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad.
- Ha c'hwi 'oar marteze pe labous eo ?
- A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Kzu 2018 da 18:21 (UTC)
Wikipedia
[kemmañ]- Ho saludiñ,
- Pell zo ne oan ket bet o furchal ar Wikipedia brezhonek. P'edon bremaik ouzh en ober (en aner avat), em eus lennet penaos hoc'h eus goulennet ma vefe klozet ho kont.
- Neuze, klozet e vefe ho kont Wikimedia a-bezh : Wikiarroud (labour zo !), Wikiskolveur (un den zo krog da sevel kentelioù brezhoneg), Commons (labour zo !) hag all. Ur gwall daol evit hor yezh, pa 'z eus ac'hanoc'h unan eus ar vrezhonegerien ampart-se a ra ker gwall ziouer d'an Emsav – hag ur benveg hollbouezus eo ar Wikimedia brezhonek evit dazont ar yezh, ker pouezus ha ma oa bet diazezadur Diwan eo, da 'm soñj.
- Neuze, gounezet tachenn gant E Veurdez Emanvet : diverket ledander ho kouiziegezh yac'h gant strizhder E spered klañv. Gouzout a ran em eus-me paouezet da voueta ar Wiki brezhonek (zoken pa 'm gwel E Veurdez a-drek kement abegadenn, war a hañval, betek goulenn ma vefe klozet ma c'hont ha ma "c'hontoù all" – ha Lo! difoupet ur merer kerkent da sentiñ d'an urzh !), hogen labour a chom da ober e brezhoneg e Wikimedia, evit ar yaouankizoù pergen. Un hent distro am eus kemeret : kelenn a ran penaos boueta Wikipedia, alese an degasadennoù IP a vez a vare da vare. Tud digont a zegas danvez ivez, pa welan IP@ n'anavan ket ; lod o deus plomet e oa ret ober an dro da Nevezubu !
- Diouzh respont ar merer d'ho koulenn e c'hallor barn stad ar Wikipedia brezhonek a-fed gwirioù an implijerien, petra bennak ma ouzer e ya an dud da heul E Veurdez en e zibab diot : ober kalz, berr ha fall e-lec'h ober nebeutoc'h, hir ha mat. Aet eo an niver a zegaserien da ger moan ha gouiziegezh E Veurdez. Den ne ra mui war-dro hizivaat, reizhañ ha klokaat an holloueziadur, alese e renk o vont d'an traoñ a viz da viz.
- Ma, emichañs n'emañ ket ho yec'hed skoet gant kement all ! Gouezit atav hoc'h eus ur mignon o kantren dre ar Genrouedad.
- A-galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 7 Meu 2019 da 14:03 (UTC)
- Salud deoc'h ivez,
- Siwazh ned a ket an traoù war wellaat eno ha ne welan ket mat petra 'c'hellje o c'hemmañ.
- Fur ha poellek eo ar merour am eus savet ma goulenn outañ : gwelet 'vo petra 'vo respontet din...
- Gwir eo ez on skoet un tammig o welet e c'hall unan bennak — e 2019 ! — skrivañ n'eus forzh petra e-barzh un holloueziadur hep na fiñvfe pennoù-bras Wikipedia !
- Trugarez vras eus ho postel. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Meu 2019 da 09:35 (UTC)
Labour kempenn
[kemmañ]Demat dit. Gwelout a ran az teus graet degasadennoù amañ n’eus ket pell zo. Laosket am eus kemmenadennoù en davarn, amañ hag aze. Deus da reiñ da ali ma fell dit. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2019 da 08:57 (UTC)