Krennlavarioù ha troioù-lavar brezhonek
Neuz
Krennlavarioù ha troioù-lavar brezhonek zo a-leizh, evel e pep sevenadur. Amañ e kavor tremen 1 400 anezho, bet dastumet a-dreuz an amzer gant meur a zen ha renket tamm-pe-damm dre zodennoù.
Arc'hant
[kemmañ]
|
Atant
[kemmañ]- Al labourer a-viskoazh / A zebr ur garg douar ar bloaz
- An amzer eo a ra ar foenn, neket an dud eo
- An douar zo kozh met n'eo ket sot.
- An hini a ved hag a had souden / A goll ur bara war bep ervenn
- Ar c'herc'h pa ziwano / E vo devet o beg dezho
- Ar gwin koshañ eo ar gwellañ
- Ar gwinizh du paneve gant ar vezh / A ziwanfe en un nozvezh
- Atav e kav an den eost an amezeg gwelloc'h eget e hini
- Bezhin glas ha teil du / A laka kouer war e du / Bezhin du ha teil louet / A gas kouer da glask e voued
- Bezhin louet ha teil brein / A ra d'ar c'houer sevel e gein / Bezhin brein ha teil louet / A laka ar c'houer da glask e voued
- Blev konikled, plu klujar / N'int ket mat da stuiañ douar [4]
- Bloavezh c'hwiled, bloavezh ed / Bloavezh gwenan, ne vez ket
- Bloavezh glizh / Bloavezh gwinizh
- Bloavezh gwenan, bloavezh ed / Bloavezh c'hwiled, ne vez ket
- Bloavezh hogin, boavezh ed / Bloavezh irin ne vez ket
- Bloavezh kelion / Bloavezh had melchon • Amzer domm ha sec'h
- Bloavezh kraoñ, bloavezh ed / Hanter kolo, hanter hed / Greun an arc'h dispartiet
- D'ar c'hann emañ ar preñv el loar
- Diwar an treuzgeot e vez ed / Diwar an onkl ne vez ket
- Diwar brec'h al labourer emañ ar bed-holl o vevañ
- Douar askol, douar ed / Douar raden, douar brulu, n'eo ket
- Douar graeek, douar greunek
- Dre balat sonn / Ez a ar c'hlaz don
- Dre o beg e tozv ar yer
- Du ar vouarenn / Darev ar segalenn
- El lec'h ma oa an erv er bloaz-mañ e vo an ant er bloaz a zeu
- Er bloaz bizeost, neb a vez fin / A laka kanab e-lec'h lin
- Evit ar raned da gano / Ma buoc'hig paour-me a varvo / Pa gano ar goukoug deomp-ni / Ma buoc'hig-me ne varvo mui
- Gant ar pradoù ez eo e vager al loened / Al loened a ro teil hag an teil a ro ed
- Gant dilhad tomm ha bevañs mat / Pep miz goañv zo dereat
- Gra fall d'an douar, ne denni tra dioutañ
- Gwashañ tra a c'hell en em gavout gant ur merer / Eo klevet kilhog e vestr • Arabat eo e vefe ti ar mestr re dost d'an atant.
- Gwelloc'h bevañ div vuoc'h gant boued teir eget teir gant boued div
- Gwelloc'h eo d'ur feurmier uzañ e votoù da vont da baeañ e aotrou eget klevet e gilhog o kanañ
- Gwelloc'h plantañ rabez eizhtez a-raok gouel Yann [5]
- Gwinizh war-lerc'h heiz / Fallañ gounidigezh e Breizh
- Heiz dibell ha gwinizh pellek / A laka an arc'h da vout barrek
- Justañ tra er menaj : an teil hag an arc'hant
- Kurun diouzh ar gevred / Marrat bepred
- Kurun diouzh ar gwalarn / Taol ar varr er sanailh
- Labourit a-dreuz, labourit a-hed / Teilit mat hag ho po ed
- Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed 'barzh an arc'h
- Mar deu d'ar vuoc'h dilaezhañ / Kenavo mignon, ha skamp
- Mar fell deoc'h droukprezeg ho ed / Kit e miz Ebrel d'o gwelet
- N'eo ket gant bokedoù / E larta an hoc'h en e graou
- N'eo ket mat hadañ rabez war ar c'hresk loar
- Na espern teil met espern had / Ha mard ac'h eus hadet un dornad / Neuze ez pezo eur falzad
- Na gemerit evit merour / Nag ur c'har nag un treitour
- Naet an douar, pa vez c'hwennet
- Neb a gign e vaout er bloaz-mañ / A vez kuit da vloaz d'e douzañ
- Neb a ya gant e votoù war an ed / A ya diarc'hen da glask e voued
- Pa 'z a ur gerc'henn gant ar riv / En he lec'h e tiwan div
- Pa gan ar goukoug eizhtez goude gouel Yann / E chom pell an ed war o dramm
- Pa gan ar goukoug gant gouel Yann / E chom an ed pell war o dramm
- Pa gan ar ran e kreiz an deiz / Neuze 'vez poent gounit an heiz
- Pa gan ar ran e kreiz ar prad / Neuze 'vez poent gounit pep had / Nemet al lann hag ar pilad [6]
- Pa gano an durzhunell / Me 'bo laezh e-leizh ma skudell
- Pa hadi kas had / Pe laosk dihad
- Pa sav al loar a-barzh an noz / Had ar panez antronoz
- Pa varv ar gerc'henn gant ar riv / Unan a chom a dalv div
- Pa vez an delioù er wezvoudenn / Kement ha divskouarn ul logodenn / 'Tle adverenn bezañ war wenodenn
- Pa vez avel greñv, nizañ / Pa vez kalm, tamouezañ
- Pa vez glav da c'houel Madalen / E vrein ar c'hraoñ hag ar c'hesten [7]
- Pa vez gwelet un aval e-kerzh gouel Yann / E-kerzh gouel Mikael e vez kant
- Pa vez houarnet ar c'harr / Er pod e lakaer ar yar
- Pa vez ker ar bleud / E vez kezeg treut
- Pa vez ker ar piz / E vez ker ar gwinizh
- Pa zeu bleuñv d'ar gwinizh / E tigresk al laezh livrizh
- Pa zeu gouel Yann / E nebeuta al laezh hag an amann
- Pa ziver an dour eus korn an ejen / E vez poent gounit ar winizhenn
- Pask abred / Pep tra abred
- Pask kailharek / Solier barrek
- Pri touseg, kolo ha foenn / A ra ur voger penn-da-benn
- Re gozh an douar d'ober goap outañ
- Roit d'ar saout boued fraezh / Hag e savo dienn war al laezh
- Serrit ar gwazhioù / Douret eo ar pradoù [8]
- Teil a-grogadoù / Segal a-bochadoù
- Teil deñved ha hadañ diouzhtu / A laka an heiz da vezañ druz
- Un hed gwenan a-raok gouel Yann / A dalv ul leue en e vamm
Boued
[kemmañ]- Al lêr a baeo • Gouzañv a raio diwar gorfadoù.
- An dour red ne ra droug da zen ebet [9]
- An holl draoù mat d'ar staoñ ne vezont ket atav mat d'ar stomog
- An tamm hag al lomm / A zalc'h an den en e blom / Al lomm hag an tamm / A ra dezhañ kaout lamm
- Anez pebr ha holen / E vez goular ar soubenn
- Ar c'housked zo hanter voued
- Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad
- Ar pod dour pa zeu en ti / A brest e c'hwitell da bep hini
- Ar soubenn a zalc'h ar c'hof diroufenn
- Avaloù-douar da walc'h / Hag ar c'hig just a-walc'h
- Bara ha dour / A zalc'h ar sac'h bourr
- Bevin, houad ha kig maout / Zo mat da neb a c'hall o c'haout
- Biskoazh bara tev / N'en deus graet fall d'un den bev
- Biskoazh den gant naon bras / Tamm bara fall ne gavas
- Brammat a ra ar bourc'hiz pa vez goullo e gof / Breugeudiñ a ra ar Breizhad pa vez leun e gof
- Debriñ a ra d'an nev evel ma ra Roc'han [10]
- Dre dan ar patatez a freuz / Hag an amann a deuz
- Ev da win pur ha soubenn domm / Ha pep hini diouzh ezhomm
- Fars forn a vez debret gant an dorn
- Friko da Sul, friko da Lun / Ha bara sec'h e-pad ar sizhun
- Gant goanag ha dour yen / E c'heller bevañ meur a zen
- Gwelloc'h c'hwezh vat eget trouz arc'hant
- Gwelloc'h eo kof da freuzañ eget boued da venel
- Gwelloc'h kofig da ziframmañ / Eget tammig da chom amañ
- Gwelloc'h ur pred bepred / Eget ur boezellad ed
- Gwelloc'h fav eget netra
- Gwelloc'h un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez
- Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras avelek
- Kafe bervet / Kafe lazhet
- Kaout ar vazh yod da lipat
- Kement zo fall / A gar ar sall
- Ker gwazh re ha re nebeut
- Kistin poazh / Bramm hag ez po c'hoazh
- Krampouezh hag amann zo mat / Un nebeudig eus pep sac'had / Hag ar merc'hed war ar marc'had
- Laerezh e amzer hag e voued / Brasañ pec'hed zo er bed
- Laezh ha kig zo ampoezon rik, kig ha laezh zo medisinerezh
- Laka kig er pod / An tan, sur, en devezo e lod
- Marc'harid Milmaout / Deuit dre amañ gant ho saout / Kig ha farz zo er pod / Deuit dre amañ hag ho po lod
- Mesper, da foerat treid da zivesker
- Neb a zebr avaloù poazh / Birviken askorn ne gac'has
- Neb a zebr stripoù / A zebr kaoc'h a-wechoù
- Neb zo laouen gant bara sec'h / A gav da beuriñ e pep lec'h
- Nemet sec'hed pe naon ez pije / Na zebr tamm ha na ev banne
- Ne vo ket bras lod pep hini / Ur grampouezhenn etre nav c'hi
- Pa vez re domm ar yod e skaot
- Paourentez a dosta en kuzh / Eus kegin lipous ha re zruz
- Patatez ha kig-sall / N'eo ket ur meuz fall
- Patatez ha laezh / A ra vat da galon gaezh
- Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn
- Pêrigoù melen, kraoñennigoù gell / He deus ar vatezh digant ar mevel / Krampouezh amanennet, bannigoù laezh / En deus ar mevel digant ar vatezh
- Pred fall ha pred mat / A zalc'h un tiegezh en he stad
- Sac'h goullo ned eo ket evit chom en e sav / Pa vez leun ar sac'h ned a ket ken e-barzh
- Soubenn al laezh pa vez sall / N'eo ket ur meuz fall
- Soubenn an tri zraig : dour, holen ha baraig
- Tammoù bihan hag alies / A garg ar c'hof pa vez diaes
- Tan, dour ha bara a gaver e pep lec'h
- Tri seurt tud a laka amann war o bara : ar veleien abalamour ma 'z int sakr, an dudjentil abalamour ma 'z int nobl, ar beizanted abalamour ma 'z int sot
- Yod kerc'h, krampouezh ha farz du / A laka an den war e du
Bugale
[kemmañ]- A-vihanik ober ar mad / A ro nerzh 'vit koshaat
- Aesoc'h debriñ kig eget kac'hat eskern • Ar gwilioudiñ.
- Ar re a zo dishêr / O deus poan ha mizer
- Ar re o deus bugale / O deus poan hep dale
- Bezo du, bezo gwenn / Pep gavr a gar he menn
- Bugale ar gevnianted / Gwashañ kerent a zo er bed / Ha gwellañ ma vent dimezet
- Bugale vihan, poan vihan / Bugale vras, poan vras
- D'ar vugale gwellañ madoù / Eo oberoù mat o zadoù
- Dibaot lez-vamm a gar ivez / Bugale all keit hag he re
- Doue benniget / Pebezh torad filiped ! / C'hoazh e vezo / Mar chom ar filip kozh bev
- Doue benniget / Pebezh torad filiped ! / Triwec'h vi em boa lakaet / Ha naontek filip am eus bet
- Doue, mabig, ra 'z kresko ker bras / Hag ar beleg az padezas
- Dour d'ar preñv ken na grevo • Ur remed enep preñved ar vugale.
- E-touez an truilhoù hag ar pilhoù / E saver ar bugaligoù
- El lec'h ma teu Yann / E teu e damm / Pa zeu Yann / E teu e rann • Pep bugel a zegas un dra bennak en tiegezh.
- Fest an ibil sonn / D'ho yec'hed, paeron ! [11]
- Graet eo o botoù a-raok o zreid
- Kalz bugale, hep largentez / A laka espern an danvez
- Kamm, luch, tort ha born / Zo ganet diwar ar c'horn [12]
- Kastiz, boued ha deskadurezh / Tri zra ret d'ar bugel bemdez
- Kig hag eskern, fank ha bouilhenn / Penn-kil-ha-troad, setu an den • Ar gwilioudiñ.
- Mab ha merc'h / Netra war-lerc'h
- Mat an traoù : ur paotr bihan zo bet kentaou
- Neb en deus bugale zo da c'hoari ganto
- Neb en deus gwreg ha bugale / A zle ivez turlutud dezhe [13]
- Un ti karget a vinored / N'en deus mignon na kar er bed
- Yac'h evel ar beuz / Kement mempr en deus
- Desevel
- Aesoc'h eo plegañ plantenn eget displegañ gwezenn • Aesoc'h eo reiñ boazioù mat d'ur bugel eget reizhañ un oadour
- Al lestr na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar garreg a sento sur
- An hailhoned eo a ra ar wazed
- An hini na oar ket sentiñ / Ne oar ket komandiñ
- Ar frouezh gwellañ a-raok dareviñ / Zo bet trenk, c'hwerv, put-ki
- Ar vamm a espern ar wialenn / A ranko bout kalet kostez he fenn
- Dibaot bugel a heuilh tud sot / Eus o sotoni na zesk lod
- E pep amzer, kelenn / A-wechoù, gourc'hemenn
- Kentañ zo a-raok prezeg / Reiñ skouer vat ha komz brezhoneg
- Komzoù an den kozh a gelenn ar re yaouank zo gourc'hemenn
- Marc'h a reut ouzh ar c'hentroù / A ra gaou bras d'e gostezioù
- N'eo ket e-touez an traezh hag ar bili / E tesker neuñv d'an houidi
- N'eo ket gant eskern / E taper al lern
- Neb en deus mamm en deus tamm
- Netra ne zeu gant bazhadoù nemet laezh-ribod
- O wallenforniañ / E reer kornek ar bara
- Ober strakañ ar skourjezig / Ne zastum ket kezeg spontik
- Re a gabestr a vez roet dezho
- Sentiñ pe santout 'vo ret ober [14]
- Tad ha mamm a lez bugel / Zo daonet a-raok mervel
- Deskadurezh
- Deskadurezh a dalv arc'hant
- Deskadurezh d'ar vugale / Zo gwelloc'h eget leve
- Diwar welout / E teu gouzout
- Dre glevet e tesker / Ha dre sentiñ e kelenner
- Evit deskiñ e ranker aketiñ / Evit bezañ desket ez eo ret aked
- Gwell eo chom hep bezañ ganet / Evit chom hep bezañ desket
- Gwell eo deskiñ mabig bihan / Eget dastum madoù dezhañ
- Gwell eo skouer eget komzoù
- Gwellañ skiant an hini prenet / Nemet re ger e ve koustet
- Gwelloc'h skiant evit arc'hant
- Neb na oar a gavo da zeskiñ
- Pep tra en deus e gentel
- Sotoc'h evit an den a-wechoù e gelenn
- Ur gentel vat zo mat da gaout
- Ur skouer vat a zoug bepred had
Buhez
[kemmañ]- An amzer a dremen (ou : dond a ra an amzer) hag ar vuhez a ziverr
- Ar vuhez hirañ zo c'hoazh berr / Hag ar bec'h skañvañ c'hoazh pounner
- Ar vuhez vat a bad atav / Ar vuhez fall a baouezo
- Evit bevañ gant levenez / N'eus ket ezhomm aour na perlez
- Bout zo tri seurt bevañ : bevañ, bevaik ha bevetezh
Deiziadur
[kemmañ]♦ Levr L. F. Sauvé, op. cit. eo mammenn deiziadoù gouelioù ar sent.
- An almanag ne lâr ket gaou / Pa vez erc'h e vez gwenn an traoù / Pa vez avel e fich ar bodoù / Pa vez glav e vez mil ar poulloù
- Hiziv emañ ar Yaou / Hed ar sizhun nemet daou • Ar Sadorn eo deiz diwezhañ ar sizhun.
- War-lerc'h ar Merc'her e teu ar Yaou / Morse n'int heñvel o-daou
- War-lerc'h ar Merc'her e teu ar Yaou / Paket ar sizhun er c'hraou • Ne chom nemet daou zevezh labour
- Genver
- Deiz gouel sant Adrien / E trec'h al laou war ar c'hwen [15]
- Genver a garg ar foz, C'hwevrer e zalc'h kloz [16]
- Genverig a lavar / Ez eus vi gant ar yar
- Gwell eo gwelet ki en kounnar / Evit heol e miz Genvar
- Hanter Genver un eur a hed / Da c'houel Chandelour div abred.
- Miz Genver / Kalet pe dener
- Miz Genver e hal ar saout hag e tozv ar yer
- Miz Genver e tozv an enez hag e hal an dañvadez
- Miz Genver, hiziv evel kent / A ziskouez eo hir e zent [17]
- Ne vo ket leun ar solier / Mar bez heol tomm da viz Genver
- Pa vez tremenet dent Genver / E vez diskouloc'h an amzer [18]
- C'hwevrer
- An Ened sec'h, Pask kailharek / A laka an arc'h da varrek [19]
- Ar voualc'h a gan e miz C'hwevrer eo gwelloc'h dezhi tevel
- Da c'houel Chandelour / Deiz da c'hwec'h eur da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener ha d'ar gwiader
- Da c'houel Maria ar gouloù / Kuzhet ar c'hantolerioù / Ha torret ar c'hegeloù / Hanter greun, hanter bloaz / An had diavaez / An ozhac'h en e aez
- Da c'houel Mathiaz / Ar piged a ra o neizh
- Da c'houel Mathiez / Vi e revr an houadez / Hag ar big a choaz he farez [20]
- Da c'houel ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Nemet d'ar c'hemener / Ha d'al luguder
- Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo
- Diouzh an heol Meurlarjig / Diouzh an etev, Paskig
- Etre Pask ha Meurlarjez / Seizh sizhun nemet daou zeiz / Etre Pask ha Pentekost / Seizh sizhun penn ha lost
- Gouel Mari ar Chandelour / Deiz da bep micherour / Ar c'hantolorioù en tan / Hag ar vatezh da gousket / Pa vez debret he c'hoan
- Gouel Mari ar gouloù, gora ar chandelour / Hir a-walc'h an deiz d'an ozhac'h da labourat / Ha d'ar wreg da gribat
- Gouel sant Mathiaz / Ne savo ket ar c'hoad e glas / Troc'het hiziv, sec'h warc'hoazh
- Mar deuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz / E lakaje an dud da redek en noazh
- Meurlarjez 'tal an tan, Pask en nor
- Meurlarjez kailharet / Arc'h ha solier barrek
- Meurlarjez me 'garfe 'vefe bemdez / an eost div wech ar bloaz / Ha gouel Mikael bep seizh vloaz [21]
- Miz C'hwevrer : hanter blouz, hanter foenn, hanter gerc'h / Hag al lodenn vrasañ c'hoazh war-lerc'h
- Miz C'hwevrer a c'hwezh, a c'hwezh / Hag a lazh ar voualc'h war he neizh
- Ret eo lakaat piz e glec'h / N'eo ket hiziv evel dec'h [22]
- Tremenet gouel sant Mathaiz / An heol d'e liv, an dour d'e blas / Ha lezenn an hent da vezañ glas
- Meurzh
- Berr, berr, miz C'hwevrer, karg an ant hag ar foz / Me o disec'ho en un deiz hag un noz
- Bleuñv e Meurzh, feurm en Abril / A ya holl gant ar morzil [23] [24]
- C'hoario Meurzh ar pezh a garo / Ur c'hostez ag ar c'hleuz a dommo
- Da c'houel Paol / Laka merenn vihan war an daol [25]
- Da c'houel sant Jozeb / Mar bez klouar, taol al lin war an Douar [26]
- Da c'houel sant Jozeb pe sant Benead / Gounid ar panez hag al lin mat [27]
- Da Sul Fask / E lamm ar saout dreist o nask [28]
- Da Wener ar Groaz e kroaz ar big he neizh [29]
- Da Sul ar Bleunioù, kont ar vioù / Da Sul Fask, torr o fennoù / Da Sul ar C'hazimodo, frik ar c'hozh podoù [30]
- Deiz Sul ar Bleunioù / E teu an naered eus ar c'hleuzioù
- Deuet Meurzh e-giz ma karo / Gwrac'h e korn ar c'hleuz a dommo
- E miz Meurzh glav hag avel foll / A ray lakaat evezh d'an holl
- E-pad ar sizhun santel / Amzer goloet, avel [31]
- Heol Meurzh a c'hloaz / Heol Ebrel a lazh
- Meurzh a lazh gant e vorzholioù / An ejen bras e korn ar c'hraou
- Meurzh da Veurzh : tan-gwall, chas klañv ha naered
- Meurzh e skoulm / Ebrel e bodenn / Mae e bleuñv / Even e greunenn / Gouere e gwastell wenn
- Meurzh gant ur c'hwezhadenn / A zisec'h ar foz penn-da-benn
- Meurzh, gant e veurzheri / A ra d'ar wrac'h staota en ti / Ha d'he merc'h kerkoulz hag hi [32]
- Miz Meurzh gant e vorzholioù / A lazh al leueoù en o mammoù
- Miz Meurzh gant e vorzholioù / A sko ker gwazh hag an Ankoù
- Miz Meurzh gant e vorzholioù / A zeu da skeiñ war hon dorioù
- Miz Meurzh gant ur c'hwezhadenn / A lazh meur a vagadenn
- Pa glevfet an drask o kanañ / Serret keuneud mat da dommañ / Pa glevfet ar voualc'h goude-se / Taolit ho chupenn a-gostez
- Tri deiz goude ma kan an drask / Ez a ar vuoc'h joaus d'he nask
- Tri devezh e Meurzh, tri devezh en Ebrel / E teu ar goukoug da dennañ ur vi erer pe ur vi sparfell
- Ebrel
- Ar ran a gan kent miz Ebrel / E vez gwelloc'h dezhañ tevel
- Bleuñv en Ebrel, feurm e Mae / Eus ar re-se e kargimp hon sae [23]
- D'ar seitek a viz Ebrel e rank ar goukoug kanañ pe greviñ
- Da c'houel Mark / An had diwezhañ er park [33]
- Da c'houel Mark / An ozhac'h hag ar mevel a gousk er park
- Da c'houel Mark / Diodet ar park [34]
- Da c'houel Mark / E teu ar vuoc'h eus ar park
- Da c'houel Mark / Merenn vihan d'ar park
- Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen [35]
- Da c'houel sant Gwennole / Stank ar foenneg ouzh ar c'hole [36]
- Da viz Ebrel e kousk an ozhac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatezh ober ivez
- Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo
- Dre ma tosta hanter Ebrel / E kousk an ozhac'h hag ar mevel / Ar wreg a lavar e miz Mae / D'ar vatezhig : deomp ivez !
- Ebrel c'harv / Porc'hell varv
- Ebrel, Ebrelik / Digor da ziv askellig
- Goude miz Ebrel da fin Eost / Da dan ebet nad a tost
- Kizhier Ebrel, kizhier laer
- Pa vez glav da c'houel Mark / E kouezh ar c'herez er park
- Pask a-dost, Pask a-bell / Pask a vo en Ebrel / Pask en Ebrel a vo / Pe ar C'hazimodo
- Rev Ebrel zo kenkoulz ha rev Mae
- Sant Jorc'hdig diwar e dorchenn / A laka ar c'hozh saout da vreskenn [37]
- Mae
- Da viz Mae, ar mezeg a vez gae
- Da viz Mae e lamm ar segal dreist ar c'hae
- Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c'hae
- Digant kala Mae goulennet / Pe da zeiz e teuy Nedeleg / Ha mar ne gredit ket c'hoazh / Goulennit da sant Jerman bras [38]
- E miz Mae / Ar c'hezeg a daol o sae / Ar segal a lamm dreist ar c'hae
- E miz Mae / Kanab gae
- E miz Mae glav bemdez zo re, re nebeut bep eil deiz
- Hanter Mae dilost goañv / Hanter miz Even el lakaan
- Pa vo barvoù kelvez e miz Mae / Kalon an ijuler a vo gae [39]
- Mezheven
- Da c'houel ar Pentekost / Al lin a ra an dro da gern an tog [40]
- Da c'houel Barnabaz / Gant ur forniad poazh / Hag un all en arc'h / E paseo a-walc'h [41]
- Da c'houel Pêr / E yay ar goukoug d'ar gêr [42]
- Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen [35]
- Da c'houel Yann / E yay ar goukoug d'al lann [43]
- Da c'houel Yann e vez eizh eur da guzh-heol
- Gouel Yann a rann an deiz e daou damm
- Miz Even a ra al lin / Ha Gouere er gra fin
- N'eo ket graet gant e vamm / Neb a glev ar goukoug nav devezh goude gouel Yann
- Sant Ronan, dilost Mae / A laka kerc'h el lec'h na vez [44]
- Ur park zo gwall fall / Mar da viz Even ne dalv
- Gouere
- Biskoazh foar sant Weltaz ne vez / Na zañs enni bara segal nevez [45]
- Da c'houel Maria Garmez / Gwelloc'h gavr eget ur vuoc'h laezh [46]
- Da bardon sant Tei / Ar falz en heiz [47]
- Da gann Gouero / Eost e pep bro
- Hanter Gouero / Falz en erv
- Sant Yann a oa ur sant bras / Met sant Kristof brasoc'h c'hoazh [48]
- Eost
- Avel sant Laorañs a zishilh kerc'h / Pa ne vez ket a-raok e vez war-lerc'h [49]
- Da c'houel Itron Varia an Erc'h / Pa vez avel greñv e vez ed kaer [50]
- Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen [35]
- Da c'houel sant Lug ez astenn an deiz amzer d'ar sailh da ziskenn er puñs [51]
- Hadañ lann e pep miz / Nemet e miz Eost ha pa vez avel viz
- Mar bez glav da c'houel hanter-Eost / Kenavezo d'ar c'hraoñ kelvez
- Pask gleborek / Eost baraek
- Gwengolo
- Da c'houel Mazhev / Ar frouezh zo holl darev [52]
- Da c'houel Mikael, da c'houloù-deiz / An Tri Roue 'vez er c'hreisteiz [53][54]
- Da c'houel sant Jili / E teu ar goañv e penn an ti [55]
- Da viz Gwengolo / E teu dour er poulloù
- E foar an Trokerezh / Un ebeul evit ur gwenneg [56]
- E miz Gwengolo / En abardaez 'mañ an dorno
- Glav, glav, ken e timezo merc'h ar Mazhev / Marc'h ar Mazhev zo dimezet, hag ar glav ne ehan ket
- Gounid ouzh diskar loar Gwengolo / Ne vez na greun na kolo
- Gourmikaël hag an Ankoù / A laka kalz cheñchamantoù
- Hiziv emañ gouel sant Jili / Kant levenez, mil prederi
- Here
- Da foar Paol / Kefeleg war an daol [57]
- E miz Hero / Teilit mat hag ho pezo.
- Foar Here e Gouenoù / Poent eo skuilhañ an trempoù
- Here, Du ha Kerzu / A c'halver ar mizioù du
- Tremenet pardon Bulad / A bep koabrenn, pep kaouad [58]
- Du
- Aet miz Here en e hent / Da hanternoz gouel an Hollsent
- Da c'houel sant Andrev, gwalc'h da roched, ma vo sec'h da Nedeleg [59]
- Da gala-goañv ed hadit / Hag ivez frouezh dastumit
- Da santez Katell / Ez a ar mestr da vevel • Kement a labour a vez mar rank ar mestr labourat ivez. [60]
- Hag o nezañ emaoc'h c'hoazh ! / Gouel sant Andrev a vo warc'hoazh • Arabat eo nozvezhiañ betek re.
- Kala-goañv, kala miz / Nedeleg a-benn daou viz
- Mat eo hadañ an douar / War an diskar eus al loar / Hogen segalig sant Andrev / Deuet Nedeleg pa zeu er-maez
- Pa gler an dour da c'houel Marzhin / E ya ar goañv war benn e c'hlin • Kriz e vo ar goañv, skornet e vo ar vro ha kouezhadennoù a vo. [61]
- Sant Andrev gamm na vankas ket / Teir sizhun tri deiz kent Nedeleg
- Kerzu
- Erc'h kent Nedeleg / Teil d'ar segaleg
- Gouel Nedeleg, paz ur c'hefeleg / Da zeiz kentañ ar bloaz, paz ur waz. [62]
- Hañv-goañv betek Nedeleg / Diwar neuze 'vez goañv kalet / Ken e vezo bleuñv en haleg / Hag ac'hano goañv tenn / Ken ne savo bleuñv er spern-gwenn
- Kelien da Nedeleg, skorn da Bask
- Miz Kerzu, miz ar gouelioù / Eo miz ar gwadigennoù [63]
- N'eus nemet mab an den hag an touseg / Hag a gousk e noz an Nedeleg
- Nedeleg ha gouel Yann / A laka ar bed etre div rann / Kala Ebrel ha gouel Mikeal / A laka e-leal
- Nedeleg sec'h, Pask kailharek / 'Laka an arc'h da vezañ barrek / Hag an ozhac'h da vezañ bouzellek
- Pa vez da Sul deiz Nedeleg / Hadañ da lin war ar garreg / Ha da brenañ ed gwerzh da gazeg
- Pa vez loar wenn d'an Nedeleg / E vez lin mat e pep havreg
- Sant Nikolaz, berrañ devezh a zo er bloaz [64]
- Tremenet gouel sant Andrev / Arit don ha hadit tev / Ha diwallit dirak al loened bev
- Ur gelienenn d'an Nedeleg / Zo koulz hag ur c'hefeleg
Dimeziñ
[kemmañ]- A-barzh e vezo fin ar bed / Ar fallañ douar gwellañ ed / Ar fallañ merc'h gwellañ dimezet / Hag ar besterd a-raok oc'h ober tro ar vered [65]
- A-forzh poaniañ / Ne chom den da fortuniañ
- A-raok soñjal da zimeziñ / Ret eo kaout un ti / Ha douar diouti [66]
- A-ziwar moue ar gazeg / E vez paket an ebeulez [67]
- Aet int da fritañ museged gant paourentez
- Aesoc'h dimeziñ / Evit sevel ti
- Aliesoc'h den dimezet / Evit den plaset aezet
- An dimezioù a ziabell / A c'halv un tiig ur c'hastell
- An dimezioù graet a-bell / N'int nemet tourioù ha kestell • An dimezioù ragaozet n'int nemet kestell el loar, ned eont ket en-dro
- An dimeziñ : pemp kant lur poan hag ur c'hartouron plijadur
- An durzhunell a ra truez / P'he deus kollet he farez
- An hini a blij ar c'hizier dezañ e-nevez ur wreg koant
- An hini a sav ar C'hrav-domm hep sellet war e lerc'h a vez dimezet ar bloaz war-lerc'h
- An tog a rank mestriñ d'ar c'hoef
- An truilhoù, ar merc'hed brav / A gav fred atav
- Ar bank en tan ne lakaer ket / Dre ma vez an alc'hwez kollet [68]
- Ar gened zo war-lerc'h ar mad / Keit ha ki kamm war-lerc'h gad
- C'hoant dimeziñ ha bevañ pell / En deus pep Yann ha pep Katell / Dimezet int, pell e vevont / Holl war o giz e karfent dont
- Da bep oad / E vez pilet koad • Dimeziñ war an oad
- Da bep oad e red ar c'hi war-lerc'h ar c'had
- Da vont da zougen ar Werc'hez / E ranker prenañ dantelezh
- Da zaou ha tregont ar c'hoant a zeu, da bevar ha tregont ar c'hoant a bad
- Da zimeziñ, gwelloc'h kalon vat ha tener / Eget arc'hant leizh ar baner
- Daonet 'vo ma c'hiez / Lavaret n'eo ket diaes
- Dimez da vab pa gari / Ha da verc'h pa c'halli / Gwelloc'h eo dimeziñ merc'h / Eget kaout anken war-lerc'h
- Dimezet Yann Bilhenn da Janed Truilhenn
- Diouzh pep troad n'eo mat pep botez / Ha da bep gwaz ned a pep maouez
- Divalav daou zen a gavfet / Paotr hep barv ha plac'h barvek
- El lec'h ma vez ur c'hilhog / Ne gan ket ar yar
- Etre an dimeziñ hag an eured / Emañ an diaoul o redek
- Etre an dimeziñ hag ar c'heuz / N'eus nemet treuz ar c'hleuz / Ha pa vo sellet mat / N'eus nemet treuz ur votez koad
- Evit reizhañ ar bleizi / Ez eo ret o dimeziñ
- Gant ar c'hoant fortuniañ e c'heller ober tro ar bed / Gant ar c'hoant kac'hat ne c'heller ket
- Gouezit ervad petra oc'h (emaoc'h) oc'h ober : an dimeziñ n'eo ket marc'had unneg eur hanter a achu da greisteiz
- Gwell eo berroù war an oaled / Eget en ti marc'h rous ar pried [3]
- Gwell eo dimeziñ abred merc'h evid n'eo kaoud keuz war-lerc'h
- Gwelloc'h dibab brun / Eget chom da yun
- Hennezh eo bet c'hwezhet e fri dezhañ • Unan all zo bet dibabet da bried
- Kalon ur wreg zo un delenn / Hag a son kaer pa gar un den
- Kaout botoù berr, lostenn verr, marc'h Hamon, marc'h rouz • Bout gwarizius
- Kentoc'h e skuizh ar freilh evit al leur [69]
- Kuzul gwreg ha heol abred / Gwech a vez mat, gwech ne vezont ket
- Maen uz karr, karr uz maen
- N'eo ket ar viloni / A laka an druzoni
- N'eo ket blev melen ha koantiri / A laka ar pod da virviñ
- N'eo ket skiantek an hini / A ro ali da zimeziñ
- N'eus dimeziñ nemet unan / An hini a zimez da zaou, da dri / A ya d'an ifern da leskiñ / An hini a zimez da dri, da bevar / A ya da viken gant ar gounnar [70]
- N'eus ket a gozh votez / Na gav ket he farez / Nemet devet e vez
- N'eus pilhenn na gav truilhenn / Er c'harzh pe e-kichen
- N'eus tiegezh hep buanegezh
- Ne lammfet ket ar c'hilhog digant ar yar / Na Yann ar boc'hig digant par
- Neb a avantur e wreg / E-lec'h unan en deus dek
- Neb a gemer e bar / A zimez a-benn pa gar
- Neb na sent ket ouzh e wreg / Gwech a ra mat, gwech ne ra ket
- Neñv koumoulek, avel krinet, gwreg kozh kinklet ne badont ket
- Ozhac'h da ziwezhañ a rank mont da gousket / Ha gwelet mat hag e zor zo prennet
- Pa 'c'h a ar billig war an tan / Ec'h a an daou war unan [71]
- Pa vez an tan en daou benn d'an ti nevez ne vez ket pell o teviñ
- Pa vez brasañ ar brezel e vez tostoc'h ar peoc'h
- Pa vez kouez, dorniat, arat / Emañ ar wreg en he loariad / Pa vez forniad, yod ha krampouezh / Penn ar wreg triflet a vez
- Pelec'h e kavot ur wreg vat ? / D'an neñv e ranker mont d'he c'herc'hat
- Piv zo kasaus d'an holl ? An diaoul hag ur wreg foll
- Ret eo mervel evit bezañ meulet / Dimeziñ evit bezañ dispennet
- Seul dostoc'h, seul dommoc'h
- Un alc'hwez arc'hant a zigor / Gwell evit un alc'hwez houarn an nor / Gwell evit arc'hant un alc'hwez aour
- Un taol tog en deus bet • Ur verc'h da zimeziñ en deus
- Ur bennhêrezh pa vez fall / A dalv kant skoed war unan all
- Ur c'had gwelet a-bell a dro da louarn a-dost • Dimeziñ gant un den estren a c'hall degas souezhadennoù
- Ur c'hilhog kement ha ma dorn / A zo trec'h d'ur yar kement hag un ti-forn
- Ur c'hoari kaer a vez en ti / Mard eus kegel o komandiñ
- Ur c'hozh botez bet er vouilhenn / M'he deus madoù a gav perc'henn
- Ur gwaz ever, ur wreg lipous / A gousko abred war ar plouz
- Ur pennhêr ha pa ve fall ha dall / A dalv kant skoed war unan all / Met pa vez sellet pizh / e teu daou c'hant war o c'hiz
- Ur pennhêr hag ur bennhêrez / A c'hall kargañ ur barrez [72]
- Ur pennhêr hag ur bennhêrez / A ra alies gwall diegezh
- Ur wregig koant ha rederez / A gas da fall he ziegezh
Doganed
[kemmañ]- Ac'hanta, Yann al Leue / Paket out bet adarre !
- Dogan hag a oar / A ya rak enep ar c'hloar / Dogan ha na oar ket / N'en deus baradoz ebet
- Emañ ma lod e pep hini / Kent em bezo bet ma hini
- Emañ ma lod e kant / Kent em bezo bet ma c'hoant
- Tog pe voned zo ganeoc'h / Tres un dogan zo warnoc'h
- N'eo ket brav bezañ dogan / Pa vez bazhadoù goude
- Yann Golo-pod • A oar hag a lez ober
- Yannig Kountant • Na oar ket
Furnez
[kemmañ]- A bep liv marc'h mat / A bep bro tud vat
- A skiant hag a goantiri / Eo pinvidik a-walc'h pep hini
- A-barzh kontañ war sikour Doue / Eus ho kostez poagnit ivez
- A-benn neuze hag ac'hann di / En devo harzhet meur a gi
- A-van-da-van ez a merenn da goan
- Alies eus ar furnez / E teu ar gorregezh
- An aon eo boulc'h ar furnez
- An den a gomz, al loen zo mut / Diouzh o skiant eo komzoù an dud
- An devezh goude biken, pa savo ul loar nevez e ti ar gemenerien [73]
- An eil amzer a vev un all
- An esperañs a vev an den / En dizesper ne vev den
- An ezhomm a ra ar pec'hed
- An traoù gant an traoù / An nez gant al laou
- Ar bed a dro, an den ivez / An eil a ya da heul egile
- Ar c'hamm a sailh keit hag un all / Hiroc'h mar gall
- Ar c'hamm a wel e damm • A ra stad anezhañ e-unan
- Ar c'hlask zo frank / Ar c'haout n'eo ket stank
- Ar c'hoarzhin hag ar gouelañ / En em heuilh peurliesañ
- Ar ouenn a denn / Diwar laou ne zeu ket c'hwen
- Ar pezh a zo tremenet ne zaleo ket
- Ar rod a vez atav e tu pe du o treiñ
- Ar sant pellañ / Ar sant gwellañ
- Ar vevenn ne dalv ket ar vezherenn
- Arabat dit lakaat da benn en draf, gant aon na chomfe da revr e gwask
- Arabat eo c'hwitellat uheloc'h eget ar genoù
- Arabat eo d'ar c'hilhog kanañ re abred • Ober ar youc'hadeg a-raok ar varradeg
- Arabat eo fiziout ar souchet o krediñ e ve kousket
- Arabat eo klask treiñ an avel / Diwar-bouez ur sugell
- Arabat eo lakaat peñsel burell da limestra • Dister ha prizius ned eont ket kevret
- Arabat eo lavaret « biken ne dañvain seurt soubenn »
- Arabat eo ober ar youc'hadeg a-raok ar varradeg
- Arabat eo stekiñ e benn ouzh ar wezenn bellañ • Na gwelout pelloc'h eget beg e fri
- Bale skañv ha gwelet a-bell / Zo merk un den a boell
- Bez fur, pa n'out ket koant / Diskouez ec'h eus skiant
- Bili war ziribin / Ne zastumont ket a vezhin
- Biskoazh louarn n'eo bet paket / Div wech en ur griped
- Biskoazh sant n'eo bet en e barrez meulet
- Buoc'h Marteze zo aet pell zo gant ar bleiz
- D'an dud fall ober meuleudi / Ouzh ar re vat zo strinkañ pri
- Daou benn zo da bep bazh
- Daou louarn kamm zo trec'h war unan eeun
- Dibaot hent kaer na ve meinek / Ha gwenodenn na ve dreinek
- Dibaot siminal a voged / Anez na vez tan en oaled
- Diouzh a reoc'h / E kavoc'h
- Diouzh ar frouezh emañ ret tañvaat / Kent evit lavaret emañ mat
- Dister an dra mar ne dalv ket ar boan d'e c'houlenn
- Diverglañ a ra an houarn en tan / An den n'eo den anez kaout poan
- Diwar an dour red, gwall ebet / Diwar an dour skoilh, gwall d'an holl
- Diwar deir gwech e torr ar blanedenn
- Diwar gi, ki ha diwar gazh, kazh / Diwar logodenn ne vez ket razh
- Doue a sell ouzh an den / Pa laka e grezenn e yen
- Dre forzh mont d'ar stivell / E teu da derriñ ar bezel
- E-keñver an dellidoù / Emañ ar c'haoudoù
- E pep tra e klask pep den / Tennañ begig e spilhenn
- E-touez ar muiañ a drein / Emañ ar gaerañ rozenn
- El lec'h ma 'z eus tremen / Ez eus hent pe wenodenn
- El lec'h n'eus nemet tud dall, ur born zo mat da roue
- En noz, ker brav ar raden hag ar roz
- Eno emañ micher ar bed / Lakaat an traoù d'ar red / Darn o vont / Darn o tont
- Etre naet ha loudour / Ur berad dour
- Eus ar sac'h ne c'heller tennañ / Nemet ar pezh a zo ennañ
- Eus vi torret da alumen / Ne zigloro labous biken
- Evel ar pennoù kolo / Ar pennoù uhel zo goullo
- Evel ma ri da wele e kouski e-barzh
- Gant a bep seurt leueoù e vez graet foarioù
- Gant an amzer hag an avel / Ez a pep anken war o divaskell
- Gant ar c'han kaerañ / E vez al labous kaouedet ar gwellañ • Diwallit ouzh ar veulerien
- Gant martezeoù ne vager ket a leueoù
- Gedal n'eo ket koll
- Goude an delenn, ar rebed • Tremen a reer eus an eil plijadur d'eben
- Goude an enkrez e teu levenez
- Goude ar c'hoarzh / E teu an dic'hoarzh
- Gouzañv hep klemm ar pezh a c'hoarvez / Zo louzoù mat ouzh pep enkrez
- Gwall fall e tle bout ar wezenn / Pa n'hall ket sec'hañ he ruskenn
- Gwashoc'h eget ar raned / A son e bal ar c'horriganed [74]
- Gwechall a oa gwechall, an hini n'en doa ket doulagad a oa dall hag an hini en devoa a wele eeun pe a-dreuz
- Gwechall diouzh gwechall / Hiziv diouzh hiziv
- Gwell eo dougen ar groaz eget he ruzañ
- Gwell eo furnez evit pinvidigezh
- Gwell eo ur gudenn mat-nezet / Evit n'eo un ti skubet
- Gwelloc'h eo ar soupren eget ar sorc'henn
- Gwelloc'h eo distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall veaj
- Gwelloc'h gloazañ daou eget lazhañ unan
- Gwelloc'h un taol troad eget un taol teod
- Gwelloc'h ur c'had paket eget div o redek
- Hep stourm ne vezer ket trec'h
- Hepken betek ar wech diwezhañ ez a ar pod d'ar feunteun
- Itron Varia an Amzer / Ne labour ket en aner
- Kaerañ zo eo al lagad / Pa vez digor war galon vat
- Kalonek a drec'h pep tra
- Kammed-ha-kammed e reer tro ar bed
- Kant bro, kant giz / Kant parrez, kant iliz / Kant marc'hadour, kant priz / Kant maouez, kant hiviz / Nemet unan a vefe dihiviz
- Kant klevet ne dalvezont ket ur gwelet
- Karet a reer an drubarderezh / Kasoni zo ouzh an trubard
- Kement a strak / Ne dorr ket krak
- Ken alies ar pod d'ar feunteun / Ken na vez torret
- Keuz a-raok ne vez ket / Keuz war-lerc'h ne dalv ket
- Ki skaotet a dec'h rak dour bervet
- Klask pesked pa vez tost al lenn, ev dour pa vez tost ar feunteun
- Kraf evit kraf / Krog evit krog / Ivin ouzh ivin
- Lagad a dalv teod • Gwell bout war al lec'h eget komz
- Lavar din piv a hentez, me 'lavaro dit piv out
- Lod a ouel, lod a gan / Ar bed zo dudi ha poan
- Mad graet / Buan ankouaet
- Maen-ruilh, maen-ki / Ne zastumont ket a ginvi [75]
- Mallozh da neb a zo ganet en ur gwall vro / Rak atav e tistro
- Mar skubfe pep hini dirak e di / Ne welfed ket e nep lec'h loustoni
- Mont re vuan ne dalv netra / Nemet c'hwen a ve da bakañ
- Muiañ keuneud, brasañ tantad
- N'end eus ket menez hep deval
- N'eo ket an tog a ra an eskob
- N'eo ket ar c'hezeg bras a gas ar c'herc'h d'ar marc'had • An hini brasañ ne vez ket atav an hini kreñvañ
- N'eo ket d'ar re fall / Ober lezenn d'ar re all
- N'eo ket gant taboulinoù e vez paket ar c'had
- N'eo ket ur c'hement c'hoantaat ha kaout
- N'eo ket ur skandillig a ra an hañv / Nag ur barr-avel a ra ar goañv
- N'eus den ebet war an Douar / Na gav en tu bennak e bar
- N'eus den fin n'en deus e goulz
- N'eus den na tra hep e si / Hag alies en deus daou pe dri
- N'eus droug ebet ha na denn da vad
- N'eus netra o paeañ an dud e par an amzer
- Na rebech da zen ar pezh a ri da-unan, pa n'ouzez ket petra a ri warc'hoazh
- Ne c'heller ket bout ha bout bet
- Ne vern an hent, gant ma c'heller degouezhout
- Neb a c'hed en devez
- Neb a c'hoarzh da veure a c'harm da noz
- Neb a dromplo gant spilhoù / A dromplo gant skoedoù
- Neb a glev ar c'hwezh / Diouzh e revr e kouezh
- Neb a laer un u / A laer ur jav pa gav tu
- Neb a ra bil / A zeu tort ha vil
- Neb a sent ouzh e benn / Zo sotoc'h eget un azen
- Neb a ya d'ar foar a goll e blas
- Neb a zigor e gap / A bak atav un dra bennak
- Neb na vrik netra / Na koll na gounit ne ra
- Nebeut tra, nebeut / Hinkin a ra neud
- Ouzh ar red n'eus ket a remed
- Pa erru ur c'holl en ti / Ec'h erru daou pe dri
- Pa vez ar c'hazh da foetañ / Foetañ diouzhtu eo ar gwellañ
- Pa vez ar c'hazh er-maez ag ar gêr / Al logod a ra fest er solier
- Pa vez debret ar bara / E vez diaes e baeañ
- Pa vez gedon eo gedona
- Pa vez kamm ar c'heuneud ne vez ket eeun ar glaou
- Pa vez roet e lod d'ar foll / E rank e c'hounid pe e goll
- Pa vez tro da goll / Gwelloc'h hanter eget holl
- Pa vezer savet en uhelañ / E vez al lamm brasañ
- Pa voud ar skouarn gleiz / Meuleudioù a-leizh / Pa voud ar skouarn dehoù / Meuleudioù hebiou
- Pa ziveuzo kêr Is / E veuzo Paris
- Pa zle erruout gwall / Gwell eo born eget dall
- Paour ha pinvidig / A rank dizoura e gig
- Par wir / Par c'haou
- Pep hini a anavez e loen pa rank en bevañ
- Pep hini e vlaz / Logod d'ar c'hazh / Eskern d'ar chas
- Pep hini en deus e goust / Evel-se emaomp tout
- Pep tra a dremen gant an amzer
- Pep tra en e blas / Hag ar bec'h e kreiz ar c'hravazh
- Petra 'servij nac'h ouzh Doue / Ar pezh a oar ar Werc'hez ? • Perak kuzhat ar pezh a oar meur a zen ?
- Poan ar re all zo skañv da zougen
- Ret eo lezel neb en deus gal / D'en em gravat ha da c'hrognal
- Sellit ouzh ho seulioù / Hag e welot toull ho loeroù
- Tamm-ha-tamm ez a ar verc'h da vamm
- Tammig-ha-tammig e vez graet e vragoù da Yannig
- Tammig-ha-tammig ez a ar marc'h gant ar big
- Tri beg zo o souten ar bed / Beg ar vronn, beg ar soc'h / Hag ar beg all a ouzoc'h
- Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo greun diwar ho had
- Ul laouenn-dar / Arc'hant hep mar
- Un den berzet a dalv kant
- Un den kreñv, un den krevet / Ur baleer bras, un den brevet / Un neuñvier kaer, un den beuzet / Un tenner mat, un den lazhet
- Un drezenn daoubennek / A ro lamm d'ar genaoueg
- Ur gomz lavaret er poent mat / Zo gwelloc'h eget div re ziwezhat
- Ur penn-ed dic'hreun a sav e benn uhel / Unan leun a bleg bepred izel
- Ur poent zo evit pep tra
- Ur wech n'eo ket atav eo
Gwirionez
[kemmañ]- An den klañv e zaoulagad n'hall ket gwelet an deiz / Nag ar re a zo kablus klevet ar wirionez
- Ar wirionez na dalv netra / Pa ra gaou ouzh an nesañ
- Ar wirionez zo diaes da glevet / Dreist pep tra d'an hini n'he c'har ket
- Ar wirionez zo kasaus / D'an neb a zo kablus
- Ar wirionez zo kasaus / Ha neb he lâr zo arabadus
- Etre c'hoari ha fars / E vez lavaret ar wirionez da galz
- Lavaret a reer alies / Gaou e-lec'h gwirionez
- Neb a oar reizh ar wirionez / A c'hall he lâret gwell a-se
- Ur gaou livet zo heñvel ouzh ar wirionez
Hêrezh
[kemmañ]- Al louzoù fall a drec'h atav
- En douar fall emañ fall an ed
- Ha droug ha mad / A denn d'e had
- Hevelep tad, hevelep mab / Mab diouzh tad
- Mab e dad eo Kadioù / Pe a vent, pe a liv / Nemet e vamm a lârfe gaou / Mar n'emañ e ouenn eo al liv
- Merc'h he mamm eo Katell
Kaezouregezh
[kemmañ]- Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog ar yar
- Ar c'hazh a vourr o logota / Hag ar c'hi o koulineta
- Ar c'hlask a zo frank / Ar c'haout n'eo ket stank
- Betek-henn n'emañ ket ar mod / Ec'h a ar plac'h da glask ar paotr
- Dousoù e pep lec'h / Karantez e nep lec'h
- Kerse ne zeu nemet goude
- N'eo ket kaout skeul d'ar c'hazh / Evit pakañ logod pe razh
- Oad ha hed / A laka ki d'ar red
Karantez
[kemmañ]- An aour melen a vez rannet / Ar garantez ne vez ket
- Ar c'hentañ gwelet / Marv pe zimezet / Mar bez friko e vi pedet
- Ar feiz a zibrad ar menezioù / Ar garantez a gas d'an neñvoù
- Ar garantez d'en em vagañ / A rank kaout dour ha bara
- Ar garantez dre ma kosha / Evel gwin mat gwelloc'h-gwellañ
- Ar garantez zo d'ar gened / Evel glizh an hañv war ar boked
- Ar gwir garantez zo un tan / Ha ne c'hall ket bevañ en e unan
- Ar re-se zo an eil dindan egile • Karantez a vagont an eil evit egile
- En doujañs emañ ar garantez
- En em garout hep karout den / Zo bezañ fallañ loen
- Evit ur boanigenn, kant madigenn
- Fritañ laouenn ar baourentez / War pillig ar garantez
- Gant karantez zo plijadur / Ha gant madoù tamalladur
- Gwell eo en em garout nebeutoc'h / Evit ma pado pelloc'h
- Gwell eo karantez 'leizh an dorn / Evit n'eo madoù 'leizh ar forn
- Gwell eo karantez etre daou / Evit n'eo madoù 'leizh ar c'hraou
- Karantez pell, karantez gwell / Karantez tost, karantez laosk
- Kareañ kanaouenn zo er bed / Eo hini ar muiañ karet
- Karout hep bout karet / Zo poanius ha kalet
- Karout kened ne bad ket pell / Karout onestiz zo gwell
- Kemer hep reiñ / A laka karantez da dreiñ / Reiñ hep kemer / A laka karantez d'ar red
- Madoù a zeu, madoù a ya / Karantez morse ne guita
- Madoù a ya war-bouez ar stêr / Hag ar garantez a chom er gêr
- Neb na glev nemet ur c'hloc'h ne glev nemet ur son
- Pa vec'h ken du hag ar mouar / Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar
- Ret eo anavezout a-raok karout
- Ret eo karout ar sant / Evit e gavout koant
Kenwerzh
[kemmañ]- E-keñver kinklañ eo gwerzhañ
- Lakaat he zorn en e zisheol • (C'hwitañ war un taol mat)
- Na werzh netra da vignonig / Na bren netra digant pinvidig
- Prenit ker pell hag a garot / Gwerzhit ker tost hag a c'hellot
- Re ginnig marc'hadourezh a ziskouez n'eo ket hewerzh
Kevredigezh
[kemmañ]- Mouezh Doue eo mouezh an dud
- Atebegezh
- Arabat eo mont war-bouez un neudenn vrein [76]
- Digarez ar c'hreñvañ eo bepred ar gwellañ
- N'eo ket a-walc'h staotañ er piñsin / Ha mont er-maez da c'hoarzhin • Ret eo bout atebek
- Barn
- Arabat eo barn an dud diouzh o gwelet
- A-raok meuliñ pe damall / Gwelit hag ez eo leal
- Barnit ar re all / Evel ma fell deoc'h bezañ barnet
- Diouzh ma ri e vi barnet
- Emañ ar billig o tamall ar pod-houarn
- Gant ar muzur a rofed d'ar re all / E vo roet deoc'h
- Kentañ rebech a ra kakouz da gakouz eo kakouz
- Lies a wech e vez tizhet fall / Neb a gustum tizhout ar re all
- Ma mab, gant ar ment a venti / Ha netra ken, mentet e vi
- Podez merenn a ra goap eus podez koan / Padal emaint o-div war ar memes tan
- Ret eo lemmañ a-raok flemmañ
- War stad ar re all neb a gomzo / Mar kar em sellet e tavo
- Bodadegoù
- Aet eo ar c'hazh gantañ • Aet eo kuit dre guzh
- El lec'h ma staot ur c'hi / E staot daou, tri
- Brud
- Brud mat a chome toull an nor / Brud fall a red betek ar mor
- Den a galon zo doujet
- Evit plijout d'an holl / Eo dleet bezañ fur ha foll
- Gant an holl neb zo karet / Zo fur-fur pe zispered
- Darempredoù
- Da heul ar bleiz / Ned a ket an oan
- Gra da oan hag e vi touzet
- Gwellañ kammed a ra ar bleiz eo an hini a ra e-unan
- Gwelloc'h brammat dirak ur vro / Eget kreviñ en ur c'horn-tro
- Gwelloc'h eo plegañ eget terriñ
- Lez kaoc'hig da zont, hag arc'hoazh en do c'hoant foerig da zont • Bez gwan gant un den hag e c'houlenno mui-ouzh-mui
- Lezit ar re all da ziluziañ o gwiad
- Mar plegez da vout gwelien e vi lonket gant ar moc'h
- Mat al laezh dous, mat al laezh trenk / Mat da bep unan chom en e renk
- Neb a lavar e oar pep tra / A ziskouez bout an azenañ
- Neb a venn krougañ ar c'hazh a lavar eo fall da logota
- Neb n'eo ket mestr en e vro / Mont d'ur vro all hag e vo
- Pa lez an den da lakaat un troad war e c'houzoug e vez lakaet daou
- Pep unan a gont diouzh e du
- Un azen ned a ket da lavaret grasoù • Ne drugareka ket
- Yenañ traoù zo en ti / Penn daoulin an ozhac'h ha fri ar c'hi
- Kenskoazell
- Dre faot un tach e koll ar marc'h e houarn
- Gwadegenn evit gwadegenn pa vo lazhet ar moc'h [77]
- Gwell eo rannañ etre dek eget lezel unan hep
- Kenderv-kompez pa bresti / Mab ar c'hast pa c'houlenni
- Pep hini d'e dro / Evel an toaz e go
- Poan lodennet / Poan dibennet
- Truez hep sikour a ra nebeut a vad
- Un amezeg mat zo gwell / Eget ned eo kerent a-bell
- Un neudenn na grougo den / Kant neudenn a ra kordenn
- Korf
- Bihan ha tev / N'eo ket difonn eo
- Blev a rodell : diaoul a baotr
- Ur chouk ront hag ur revr plat / Hennezh zo ur paotr mat
- Sekredoù
- Bezit atav war evezh ouzh un den mezv / Rak ar pezh a oar, an holl er gouezo
- Divskouarn zo er c'harzh / Diavaez ha diabarzh
- El lec'h ma vez tri e vez toull an ti • Pa vez gouezet un dra gant tri den ne chom ket kuzh e-pad pell
- Pig pe vran a gan
- Tra guzh da dri neb a lavar / A-benn nebeud un all er goar
- Ur sac'h dizere eo — Ne oar ket mirout ar pezh a vez fiziet ennañ
- War-dro ar moc'h / E vez soroc'h
- Skiant-prenet
- Kouezhet eo e veud en e zorn • Disouezhet eo bet
- Tremenet eo lost al leue dre e c'henoù • C'hwitet en deus war an degouezh
- Tabut
- Dont a ri da'm forn da boazhañ • A-du ganin e vi en diwezh
- Em milin n'eus ket dour a-walc'h / Evit malañ hoc'h arreval
- Ma genoù zo din hag ho hini zo deoc'h
- Ne ruo ket hiroc'h eget e c'har • Grozmolat a raio betek skuishaat ha tevel
- Neb ne lavar ger a zo asant
- Peoc'h ! Peoc'h ! / Lost ar vuoc'h / Zo ganeoc'h • Ganeoc'h emañ ar wirionez
- Temz-spered
- Bout fier ne goust netra / Bragal a ra
- Diaesoc'h eo ober mezh dezhañ eget ober doñjer d'ur pemoc'h
- Diouzh e gan ez anaver al labous
- Fouge zo ennañ evel un targazh er ribod
- Goapaat a ra ker flour / Ma tennfe dienn diwar zour
- Hennezh 'vez atav war-lerc'h kerc'h • Diwezhat e vez atav, da erruout pe da gompren ; ar c'herc'h a c'hounezer da ziwezhañ
- Hennezh a ra kalz a deil diwar nebeud a c'houzell • Brabañsal a ra diwar nebeut
- Hennezh ne oar na bu na ba / Na sou na diha / Ne oar nemet evañ laezh / Ha debriñ yod d'e lakaat er-maez
- Kaout ar moc'h bihan er gêr • Bout imoret mat
- Memor verr a rank kaout divesker hir
- Meur a heñvel zo er foar / Ha n'int na breur na c'hoar
- Mont war kein ar marc'h • Bout gwarizius
- Neb en em veul e-unan en em veul pa gar
- Sotoc'h eget Merlin hag a red en dour a-raok ar glav [78]
Kloer
[kemmañ]- Al louarn o prezeg d'ar yer
- Aotrou person, mar grit ho kest / C'hwi 'raio ivez ar fest
- Ar veleien ne garont ket / Bezañ distroet eus o fred / Gortozit 'ta gant pasianted / Pe an absolvenn n'ho po ket
- Gaou a lavarit, pa ma vin manac'h
- Hag e vec'h eus gouenn ar c'hi / Mard hoc'h eus madoù, deuit en ti / Hag e vec'h eus gouenn ar roue / Mard oc'h paour, it en anv Doue
- Hêrezh ur beleg eo arabat he c'has da benn uhelañ an ti — Arabat eo he mirout, peogwir e teu eus ar beorien
- Kazeg ar c'hure / A ranko bale
- Kelien ha merien / Menec'h ha beleien / Pevar seurt loened / Ar gwashañ zo er bed
- Madoù beleg ha plouz ed-du / N'int mat nemet d'ober ludu
- Muioc'h a win eget a goar a zispigner er pardonioù
- Pa 'z a ur manac'h da nep lec'h / E teu un allig en e lec'h
- Pep manac'h a bed evit e sac'h
- Peurvuiañ ar beleg / A lâr en ur brezeg / Selaouet ma c'homzoù / Laoskit ma oberoù
- Reizhenn manac'h a zo tenna / Digant an holl hep reiñ tra
- Ur beleg marv / Un all en e lec'h
Kozhni
[kemmañ]- A-raok mervel reiñ e zanvez / A dosta an den ouzh paourentez
- Aesoc'h ar mab goulenn ouzh tad / Evit d'an tad goulenn ouzh mab
- An delienn a gouez war an douar / Ar gened ivez a ziskar
- An den dre ma gosa a falla
- An hini a zalc'h an askorn / A yelo ar c'hi da heul e zorn
- An hini kozh, pa redo / D'an inkane ez aio — Ne vo ket ker prim ha gwechall
- An hini gozh a lamm en dour / Hag a bed Doue d'he sikour
- Ar bugel a ra goap eus ar re gozh / Ne yelo ket d'ar baradoz
- Ar skosoù kozh ne vevont ket pell pa vez kemmet lec'h dezho
- Blev gwenn ha lunedoù / Ne blijont ket d'ar merc'hedoù
- Dalc'h ar c'hef ez torn p'emañ / Hag e teui da dommañ outañ [79]
- Div, teir amzer en deus an den / N'int ket heñvel an eil ouzh eben
- E-kichen ur c'hazh kozh e vez brav tommañ
- Fañch kozh a zebr iskis / Ken na dap gant e viz
- Grisaat n'eo ket koshaat
- Gwrac'h klemmus, gwrac'h padus
- Mar fell dit bevañ kozh / Kas an avel fall diouzh da gof
- Mat eo bevañ pell / Bevañ mat zo gwell
- N'a ket da goz an hini na laosk ket a avel euz e gof
- N'eo ket ar re a vez erbedet a ya da gozh
- Ne c'heller ket, siwazh, neveziñ / Beg ur wrac'h kozh 'vel tal an ti
- Neb a zo sot yaouank-flamm / Evit koshaat ne fura tamm
- Seul goshoc'h, seul sotoc'h
- Term-term a ya da goz
- Tremenet an heol war he zreuzoù [80]
- Tremenet eo an heol hebiou ar prenestr [80]
- Tristañ daou dra zo er bed / Koll ar gweled hag ar c'herzhed
- Ur c'hozh louarn, hag eñ pare / Ur gozh yar c'hoazh a garfe
- War-lerc'h un daspugner / E teu un dispigner
Labour
[kemmañ]- Abred pe ziwezhat ez a an taol da fall
- Aet eo gantañ evel farz gant ur paotr kozh • Buan en deus labouret
- Al loc'hañ eo an diaesañ
- An diloa el limon hag al lijerañ a-raok • Kezeg ; da labourat buan
- An diviner a c'hounez e voued, al labourer na ra ket
- An eur eo an eur, pa vez tremenet n'eus eur ebet ken
- An hini 'vez oc'h aozañ yod / 'N deus an tamm kentañ evit e lod
- An hini a c'hwitell bepred a zisec'h e veg
- An hini a vale eeun a gav atav ledan e straed
- An hini a zo akuit da zebriñ a zo akuit da labourat
- An hini na sec'h ket e bal / 'Zle bep mare sec'hañ e dal
- An tu eo an hanter eus al labour
- Anez labour, prezeg aner
- Anez labour, prezeg aner / Kentañ prezeg eo ober
- Ar belladenn zo kac'hadenn
- Ar boued d'an eur, al labour pa c'heller
- Ar c'haerañ charretour a ziskar e garr
- Ar c'housk a c'heller digoll / Met kousket a-raok zo koll
- Ar gwellañ bara da zebriñ / A vez gounezet o c'hweziñ
- Ar pezh a zo graet gant ma zad / A zo graet mat
- Arabat eo ribotat hep kaout amann
- Ar re vraz na reont ket toud al labour
- Bale n'eo ket dale
- Bevañ mat, bevañ zo ret / Lardañ diegi zo pec'hed
- Biken ne zegouezho aour / E godell un den dilabour
- Bras al labour, bihan an debriñ
- Da c'hwennat ha da fichañ foenn / Atav ken dillo hag un all da benn [81]
- Da louarn kousket / Ne zeu tamm boued
- Dalc'h mat d'ar bas / Laosk ar belost da gas
- Deuet da leve d'ar gêr • D'un den hag en deus graet un ehan hir en e labour
- Dibaot ar c'halvez / A labour hep danvez
- Diouzh al labour / Ar micherour
- Diwar ar friantiz ez a ar c'hazh da logota
- Diwar c'hoari ne zeu netra d'ar gêr
- El labour emañ ar yec'hed
- Evit pakañ louarn pe c'had / Eo ret sevel mintin-mat
- Finesa zo gwelloc'h / Evit nerzh
- Freuzañ hag adober a bad hir
- Gant ar boan hag an amzer / A-benn eus pep tra e teuer
- Gant netra ne reer tra
- Goude dale / E teu ar gorregezh
- Goude dale e ranker bale
- Gwell eo un oberer eget kant lavarer
- Gwell eo ober labour fall evid dizentiñ ouz ar mestr !
- Gwelloc'h gouzout tres eget kaout nerzh
- Gwelloc'h ijin eget nerzh
- Gwelloc'h un amezeg mat a-dost eget ur c'herent fall a-bell
- Hanter douget ur bec'h graet mat
- Hennezh zo maout / Da lakaat spilhoù e revr ar saout • Da ober al labour war an tu gin
- Hep ar skodoù hag ar c'hoad-tro / 'Ve muioc'h a gilvizien evit na zo
- Hirañ amzer, aesañ labour
- Ho labour a yelo da labour wenn • En aner e labourit
- Kalz a dud a ra kalz labour met kalz a voued a ya ganto
- Kant devezh souzañ ne reont ket un devezh fonnañ
- Kaout c'hoant zo gallout [82]
- Karrig a dro a red bro
- Kemenerien omp tout / Met an tailh a zoug • Diouzh e labour e varner an den
- Kloc'h an añjeluz, kloc'h an digolierañ
- Komz gant ur sod ret eo gwelloc'h / Reiñ flour gwinizh d'ar moc'h
- Kreisteiz : hanter an deiz, hanter ar boued / Hanter al labour n'eo ket
- Labour d'ar Sul, labour a-gul
- Labour Sul, labour null
- Labour mut, labour yud
- Labour, mignon, endra 'c'helli / Pa vi kozh ec'h ehani
- Labourad n'eo ket un dizenor
- Labourat evel ma kac'h ar saout en noz • Kaoc'hañ al labour
- Labourat evel ur yar dilost • Ober labour diechu
- Labourit a-dreuz, labourit a-hed, temzit ervad hag ho-po ed
- Labourit pa gousk an dibreder / Hag ho po ed leun ar solier
- Me 'garfe e ve noz, koan em c'hof, ar Sul warc'hoazh ha gouel antronoz
- Mont da gerc'hat dour gant ur bouteg [73]
- Mont da glask avaloù er dervenn • Diouer a skiant-prenet
- N'emañ ket bale an eost gantañ • Ruzañ a ra
- N'eo ket an tourioù eo a ra al labourioù / Nag ar chantolorioù eo a stank an dorioù [83]
- N'eus ket ezomm da gemer un den bihan evid espern boued nag unan braz evid ober muioc'h a labour
- N'eus ket moaien da voaieniñ / D'ober soubenn hep druzoni
- N'eus labour n'heller da verraat / En ur gemer dre ar penn mat
- Na biskoazh den na eure re / Na rafe re nebeut goude
- Ne c'heller ket kanañ ha c'hwitellat war an dro
- Ne dalv ket ar boan sutal pa ne fell ket d'ar marc'h staotañ
- Ne vez ket desket da dad-kozh ober bugale-vihan
- Neb a c'hall ober paner a c'hall ober manikin
- Neb a gouezh en devez lamm / Pa dorr e c'har e vez kamm
- Neb a sellfe ouzh an erv ne c'hounezfe ket
- Neb a venn, hennezh a c'hall [84]
- Neb en deus ezhomm da labourat a rank plegañ
- Neb na laka poan nag aked / N'en devezo madoù na boued
- Neb zo sod e soñj dezhañ / Eo sotoc'h an holl evitañ
- O c'hortoz ar geot da sevel e varv ar saout gant an naon
- O terc'hel stenn / E vez kaset an traoù da benn
- Pa ri ti, to / Pa ri falz, troad / Had, pe laosk dihad
- Pa vez ar muiañ a dud e vez ar fallañ labour
- Pa vez tro d'ober un dra / Na chom ket da varc'hata
- Pa weler divskouarn ar c'had n'eo ket re abred d'he bazhata
- Paol gozh o klask eeunañ he gar d'e vamm / En deus he zorret e daou damm [1]
- Pep hini e dro / Hag ar vilin a dro
- Pep unan a ya da heul e vara
- Re a vann ne dalv mann
- Ret eo gouzañv da gaout skiant / Labourat tenn da gaout arc'hant
- Ret eo skeiñ war an houarn keit ha ma vez tomm
- Ret eo terriñ ar graoñenn / Evit kaout ar vouedenn
- Sell ouzh petra 'ri
- Setu kloc'h an diskolierañ / Poent eo disterniañ
- Seul gentañ, seul wellañ
- Stagañ kezeg ouzh lost ar c'harr / Lakaat lost ar c'harr a-raok • Ober an traoù war an tu-gin
- Tamm an traoù d'ar gemenerien / Ha tamm al las d'al labourerien
- Te 'gavo gras / Mont eus an doser d'ar bas • Aesoc'h e vo al labour
- Tost ne dap ket ha berr ne skoulm ket • Ret eo mont betek penn ar pezh a venner ober
- Ul loen ouzh ar stern / Ne zle ket kac'hat en ur bern • Ret eo dezhañ labourat
- Un dra c'hraet ne zle netra d'un dra da ober
- Ur c'homander mad a zo gwelloc'h evid daou labourer
- Ur sprec'henn a zebr alies kement hag ur marc'h mat
Lezireien
[kemmañ]- Anez labourat, brec'h didorr
- Bepred didalvez a gav digarez
- Da Sadorn ez eo bet ganet / Ebat gantañ al labour graet
- Didalvedigezh, mamm ar baourentez
- Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ
- Ganet eo bet goude ar c'hrampouezh gwinizh • Goude m'eo bet graet al labour
- Hennezh ne c'hwezo ket el lec'h ma c'hwez ar broc'h
- Kouez al loudourenn / Pa 'z eo sec'h zo gwenn • Al lezireien ne sellont ket ouzh disoc'h o labour
- Lein hir hag oferenn verr / A blij d'an dud dibreder
- Neb n'en deus ket c'hoant da gaout naon / Ne chom ket re bell war e skaoñ
- Neb na laka poan hag aked / N'en devo na madoù na boued
- Un den yaouank karget a ziegi / A zastum poan war-benn e gozhni
Liv an amzer
[kemmañ]- Abred ne goll morse
- Alies ar wenn rev / A zeu a-raok ar glav
- Amzer vrav pa gan an alc'hweder / Pell hag uhel en aer
- Amzer vrav pa vez an durzhunell o kanañ e-touez an derv hag ar fav
- An avel c'hevred / A laka ar c'hleier d'en em glevet
- An avel izel ha yen / He deus tromplet meur a zen • Glav diwar avel greisteiz
- An avel su ha gevred / Mat d'ar c'houllo ha d'ar garget [85]
- An heol gwenn / Da c'hlav a denn
- An heol zo aet da guzh er vouilhenn • Keloù glav
- An tenn e Brest / Ar glav zo prest
- Ar c'hefeleg diouzh ar mintin, an avel en e veg / Ar c'hefeleg diouzh an noz, an avel en e lost
- Ar pagan en deus kalaet e voned glas • Avel walarn o tont eus Kerlouan : glas eo an oabl
- Avel a c'hornaoueg / Anat da bep genaoueg
- Avel a greisteiz / Glav hep dale
- Avel gevred, na ziwadañ moc'h / Diwallit ho kontell ganeoc'h
- Avel viz / Avel bizh • Nebeut a besked
- Bezo an avel el lec'h ma karo / Pa ra glav e c'hleb atav
- Biskoazh glav en deus graet na davfe / Avel greñv na gouezhfe
- Bolz an neñvoù steredennet / Amzer vrav diastennet • Keloù glav
- Brum diwar ar mor / Heol tomm ken na c'hor / Brum diwar ar c'hoad / Glav ken na strak
- Brumenn pa vez / A bad tri devezh
- Brumenn vor / Tommder en gor
- D'abardaez heol toull / Antronoz glav ken a boull
- Diwallit rak ar mervent kozh / Hag ar gwalarn yaouank
- El lec'h ma plij da Zoue e ra glav / El lec'h ma vez disto e ra atav
- Erc'h a draoñ, glav a viz / Gwashañ div amzer a welis
- Erc'h ar bloaz kozh a dalv bara
- Frim er bloaz kozh / Avaloù 'leizh ar foz
- Glav 'vezo a-benn nemeur pa dro ar c'hazh e lost ouzh an tan
- Glav a zeu diwar greisteiz / Glav e-pad an deiz [86]
- Glav da Sul, glav da Lun / Glav e-pad ar sizhun
- Glav da c'houloù-deiz / Ne zalc'ho ket betek kreisteiz
- Glav diouzh ar biz / Glav e-pad ar miz
- Glav war an traezh /Glav e-pad an deiz
- Glizh ken na ziver ar gwez / Glav a-benn tri devezh
- Goañv abred / Goañv bepred
- Goañv abred / Goañv bepred
- Goañv kalet ken na deu ar bleuñv en haleg / Goañv gwenn ken na deu ar bleuñv er spern
- Goude ar Pardon ned a mui ar gurun war Sant-Ider [87]
- Goude ar glav, an disglav
- Gwalarn kalmet diouzh an noz/ Su pe gevred antronoz
- Gwareg-c'hlav diouzh ar beure / Stignit ho tevezh koulskoude
- Gwell eo moged forn / Eget avel skorn
- Heol a savo re vintin / Zo tec'het da wall fin
- Heol gwenn a ro glav / Ha heol ruz amzer vrav
- Kanevedenn a-raok dek eur / Gloan er-maez, eme an inkarder
- Kanevedenn a-raok dek eur / Trec'h ar sec'hor d'ar glebor
- Kanevedenn a-raok dek eur / Un devezh mat d'al labourer
- Kanevedenn diouzh an noz / Glav hag avel antronoz
- Kanevedenn diouzh ar mintin / Sin vat d'ar pirc'hirin
- Kelc'h a-dost / Glav a-bell / Kelc'h a-bell / Glav a-dost [88]
- Kelc'h loar diouzh an noz / Glav pe avel antronoz
- Kilhog Plouvien war Vourc'h-Wenn, glav / Kilhog Plouvien war Lopre, amzer vrav
- Kornaoueg teñval, gevred sklaer / Poent d'ar c'houer dont d'ar gêr
- Leun ur c'hlos-vi ag avel viz / A zalc'hfe glav e-pad ur miz
- Loar da Wener / Amzer
- Mard a an arnev d'ar menez / Kemer da freilh ha kerzh er-maez / Eus ar menez mard a d'ar mor / Serr war da gein prenestr ha dor
- Mard eo yen ha kriz ar goañv / Da gof ouzh taol, da gein d'an tan
- Mogedenn diwar ar mor / Heol gor ken na faouto an nor
- Nav c'hrozadenn forn / A ya gant ur barr avel skorn
- Pa 'z a ar barroù d'ar mor / Kit d'ho kwele, serrit ho tor
- Pa gan an dour er gwernioù / Souch da skouarnoù • Amzer yen
- Pa gouezh ar stered / Sur e vo glav abred
- Pa grog ar skorn gant al loar nevez / Ne bad nemet daout pe dri devezh / Pa grog ar skorn war an diskar / E pad keit ha ma kar
- Pa skorn an dour en ti / E koll ar c'herc'h o fri
- Pa vez an avel er c'hornaoueg / E vez tapet meur a c'henaoueg
- Pa vez an erc'h war an douar / Ne vez na tomm na klouar
- Pa vez glav da c'houel Madalen / E vrein ar c'hraoñ hag ar c'histin [89]
- Pa ya an deñved da saout / E vez glav da gaout [90]
- Pa zeu ar c'hizhier en haleg / Echu ar goañv kalet
- Re a erc'h, re a gerc'h / Re a skorn, re a segal
- Rev gwenn en diskar / Amzer c'hleb hep mar
- Rev gwenn war ar c'hresk / Amzer gaer ha fresk
- Rev gwenn war loar nevez / A denn d'ar glav alies
- Ruz diouzh an noz, gwenn d'ar mintin / 'Laka joaus ar pirc'hirin
- Ruz pa guzh, gwenn pa sav / Sur e vo amzer vrav
- Ruzder a zo mat / Pa ya an deiz war verraat
- Ruzder diouzh ar mintin / Sur da vezañ gwall fin / Ruzder diouzh an noz / Brav an amzer antronoz
- Ruzder diouzh ar mintin / Tomm an dour en e biñsin • Keloù glav
- Ruzder diouzh an noz / Glav antronoz
- Sant Pêr ha sant Paol / O c'hoari bouloù war an daol • Kurun
- Seizh bloavezh sec'hor / Ne reont ket ur bloavezh kernez / Un devezh glebor / Er grafe
- Trouz mor e Pont Krac'h / Glav hag avel ken na gac'h
Loened
[kemmañ]- Aet eo dezhañ evel ur c'hi d'ur paotr kozh
- Aet eo e vlev gant ar big • Moal eo.
- Ar c'hi hag ar c'hazh / Mignoned warc'hoazh
- Ar c'hilhog : « Erru an ozhac'h d'ar gêr ! » / Ar c'hazh : « Mezv, mezv, mezv ! » / Ar c'hi : « Atav, atav, atav ! »
- Ar marc'h gwellañ / A rank pukañ
- Ar pesked a ya da heul o boued
- Ar pezh a ra d'an dridi bezañ treut / Kalz emaint war nebeut
- Ar saout a zebr lann / Zo druz o amann
- Ar yar a zov dre he beg
- Bouzar ki pa gar
- C'hwen, c'hwil / Tennañ kant ha golo mil
- Dañvad kailharet, peurvuiañ / Ouzh ar re all 'glask em frotañ
- Diouzh he dant e vez goroet ar vuoc'h
- Diwar logod, logod / Diwar razhed, razhed
- E-kichen ki stag ne vank ral gad
- El lec'h ma vez staget an azen e rank peuriñ
- Kerc'heiz a lez pesk bihan / A zebr melc'hwedenn da goan
- Ki besk ha kazh diskouarnet / N'int mat nemet da zebriñ boued
- Kompren pig e-lec'h bran • Na kompren ar pezh a vez lavaret
- Meur a hini a gav mat pesked dizreinet
- Morse d'ul loen labour / Ne roer kerc'h a-raok dour
- Morse gar voan n'he deus manket da loen
- Morse ne weler ur marc'h o vont skuizh o tougen e gerc'h
- N'anavezer ket mat ar c'hazh / Ken na vez sachet war e lost
- N'anavezer ket mat ar c'hi / Ken na vez sachet war e fri
- N'eo ket gant dour sklaer e vez graet moc'h lart
- Ned eo ket pec'hed, nemet mat / Mougañ an naer gant he zorad
- N'eo ket ret teuler mein war kement ki a c'harzh
- N'eus nemet ar glujar hag ar c'had / Ha ne c'heller doñvaat
- N'eus pesk dizraen ebet
- Pa gloch ar yar e vez atav vi pe labous
- Pa gomzer eus ar bleiz / Emañ e lost e-kreiz
- Pa vez komzet eus ar bleiz e vez gwelet e lost a-bell pe a-dost
- Pe ve bihan, pe ve bras, ur pemoc'h en deus nav anduilhenn en e gof
- Pep ki a harzh en e di
- Pep ki zo hardizh en e di
- Pep ki zo mestr en e di
- Petra 'dalv kaout ur vuoc'h vat / Mar skuilh he laezh gant un taol troad ?
- Teod ar c'hi zo medisin, teod ar c'hazh zo ampoezon
- Ul loen fall ne dalv ket e groc'hen
- Un dra ha n'eo bet gwelet biskoazh / Eo un neizh logod e skouarn ur c'hazh
- Ur c'hae spern a ya da dri bloaz / Tri oad kae : oad ki / Tri oad ki : oad marc'h / Tri oad marc'h : oad den / Tri oad den : oad ur voualc'h beg melen
- Ur c'hi plom / Pa 'z a d'ar strad e chom
- Ur pemoc'h ne ra vad / Nemet war ar plad
Madoù
[kemmañ]- A-nebeut-da-nebeut / Ez a da ludu ar bern keuneud
- Aet ar bloaz, emaoc'h en noazh
- Aet eo war ur plankenn lardet • Rivinet eo.
- Ar c'had zo d'an neb he fak
- Ar madoù a zeu dre an hent fall / Zo diaes meurbet da ziwall
- Ar madoù bras, an enorioù / Eus a sent a ra diaouloù
- Ar paour pa 'z en e dommder / A ankoue tout e vizer [91]
- Ar paour pa binvidika / Gant an diaoul ez a
- An eil nebeud a gresk egile
- Ar pezh a zeu gant ar mare lanv / Gant ar mare a dre er-maez a yelo
- Ar pinvidig zo gwiridik
- Ar yar a goll he vi / Dre forzh kanañ goude dozviñ
- Arabat eo debriñ an eost diwar e c'har hag en ed en glas
- Arabat eo goulenn war an dro / Ar jav hag argant ar jav
- Bern n'eo ket mammenn
- Bezañ paour n'eo ket pec'hed /Gwell eo koulskoude tec'het
- Bezañ pinvidik n'eo netra / Bezañ eürus eo ar gwellañ
- Bleud an diaoul ac'h a da vrenn
- Bloavezh bizeost, neb a vez fin / A laosk ar c'herc'h hag a had lin / Neb a vez fin, ar bloaz war-lerc'h / A laosk al linn hag a had kerc'h
- D'ar mor ez a ar pesked
- Danvez minored ha plouz ed-du / A ya bemdez war ziminu
- Diaes eo kas paour da baour
- Dibaot den ne binvika / Oc'h ober gaou eus e nesañ
- Dibaot sac'h na rank fregañ / Pa vez Paolig ouzh e gargañ • Ne denner ket splet eus madoù deuet wall berzh
- Diouzh an aez / Eo kas ar saout er-maez • Ret eo d'an den dispign hervez an arc'hant a zo en e gerz
- Dre hadañ mat e park ar bed / Da vare an eost e vez puilh an ed
- E soc'h a yelo da vinaoued — Emañ o koll e vadoù
- Erru ur gont a vez / Ez a ar paour e gouez
- Etre re ha re nebeut emañ ar muzul mat
- Foar war ar stal / Ma vo gwelet petra 'talv
- Gwell eo brud mat da bep hini / Eget kaout madoù 'leizh an ti
- Gwell eo eürusted ha levenez / Eget aour leun ur palez
- Gwell eo hep dle bara heiz / Eget amprest bara gwinizh
- Gwell eo merer pinvidik / Eget denjentil paourik
- Gwelloc'h un ti mat eget kalz ar barkoù
- Gwenn e benn, du e revr gant ar vizer
- Lakaat Sul da bemdez / Zo sin a baourentez / Lakaat bemdez da Sul / Zo paourentez sur
- Madoù a zeu, madoù a ya / Evel moged, evel pep tra
- Madoù dastumet gant ar rastell / A yelo kuit gant an avel
- Madoù deuet pront / Buan e tishilont
- Madoù gwall berc'hennet / Biskoazh n'o deus bleuniet
- Mar fell dit dastum madoù / Pa lammi unan, laka daou [92]
- N'emañ ket an aour gantañ war ar raden • Pinvidik eo.
- N'en deus ket a vein tennet • Paour eo.
- Paourentez zo kalet / Met n'eo ket pec'hed
- Paourig pa binvidika / Gwazh eget an diaoul e ya
- Pe n'eus ket muioc'h, ret eo ober gant seurt a zo
- Pinvidik on koulz ha nikun / Pa 'z on kontant eus ma fortun
- Ret eo d'an den n'en deus netra / Labourat tenn ha nann gouelañ
- Ret eo da zerc'hel tinell gaer / Bezañ pinvidik-bras pe laer
Marv
[kemmañ]- Ar gwele a zo heñvel ouz ar bez hag ar c'housked ouz ar maro
- Ar maro a zo kriz
- Avel, holl avel ! / Ez eo ret mervel
- Buanañ mont / Berrañ kont • Mervel en yaouank
- D'an abardaez e lavarfet / Hag-eñ eo bet kaer an deiz / Evel d'ar marv e welfet / Hag-eñ eo bet mat ar vuhez
- Danïel-mil-micher a oa marvet gand an naon
- Etre maro ha bew e vez red delc'her da vond
- Evid kelou bevañ beteg mervel ha mervel pa vo red... n'eus ket ezomm d'en em dregasiñ
- Gwelloc'h eo ur gwaz garo evid ur gwaz maro
- Ha c'hwi a garje kaout ur marv mat ? — Bevit ervat
- Harzit, harzit, emezañ / Ma vo lakaet en toull-mañ / Mar lakafemp ur maen bras war e gein / Mard afemp da di d'hol lein
- Kozh ha yaouank, ha da bep oad / An Ankoù 'zeuio d'ho falc'hat
- Maro eo mamm an avalou ha disec'het plant ar chistr
- Mervel a raimp ha n'or-bezo ket bet amzer da ziskuizañ
- Meur a varc'h mad a zo marvet o vond adarre
- Nag a boan, ha mervel goude !... ha bezañ daonet c'hoaz marteze !
- Ne zebran na chevr na plaisenn / Ret eo mont da glask ma naouenn
- N'eo ket ar mervel ar gwasañ : ar varn' hini eo
- N'eus born ebet er vered
- Neb zo galvet gant ar bleiz / A yelo en noz pe en deiz
- Ober a ra an deiz evel an deiz ma oa marvet gavr ar wrac'h koz : e-pad an deiz ar beure o tond
- Pa gaser ar paour d'an douar / Kloc'h bras ar barrez zo bouzar
- Pa vez digor an douar santel d'ar Sul e vez ur maro war ar sizun
- Red e vez mervel evid diskouez e vezer bet klañv
- Tudoù kaezh / Pa viot marv c'hwi vo reizh
- Ul liñsel wenn ha pemp plankenn / Un dorchenn blouz dindan ho penn / Pemp troatad douar war c'horre / Setu madoù ar bed er bez
Merc'hed
[kemmañ]- An dilhad kaer, an dantelez / Ne guzhont ket alies santelezh
- An hini a vez e gras ar merc'hed / N'en devez na naon na sec'hed
- An taol eo ar pounnerañ / Penn maouez ar c'haletañ
- Anez ar gwin hag ar merc'hed / Pegen didrouz 'vefe ar bed
- Ar big a grog en he skouarn • C'hoant he deus da zimeziñ
- Ar c'homzoù zo merc'hed / Ar skridoù zo gwazed
- Ar merc'hed hag an istr / A rafe d'ar vein ober sistr
- Ar ralañ tra a ya en hent / Zo ur pemoc'h hep roc'hal / Ur c'hi hep trotal / Div vaouez hep kaozeal
- Ar vleuñvig a dro a-wechoù, karantez plac'h a dro atav
- Biskoazh n'eus bet chañs vat o karout ar merc'hed
- Biskoazh plac'h fur — fur ne vez pell / O hentiñ gwaz — na ne vez gwell
- C'hwezh an tin hag al lavand / Zo gant ar merc'hed yaouank / C'hwezh ar balan mogedet / Zo gant merc'hed dimezet
- Daou dra war an Douar na reni ket : an amzer hag ar merc'hed
- El lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had / El lec'h ma 'z eus teir e vez foar
- Er fornioù-red, er milinoù / E vez klevet ar c'helouioù / Er poulloù hag er sanailhoù / E vez klevet ar marvailhoù [93]
- Evel ur vaouez eo an dra-se : ne cheñcho ket
- Evit ar mor bezañ treitour, treitouroc'h ar merc'hed
- Evit ma krizet un aval mat / N'eo ket kollet e c'hwezh vat
- Fall eo ar yar mar n'eo ket evit ar c'hilhog [94]
- Gant ar c'hoant da bignat re uhel / Ar plac'hig a ziskenn izel
- Gouzañv an amzer hag ar merc'hed / Daou dra ret da ober
- Graet e votoù / A-raok e loeroù • Argaset eo bet ar paotr
- Gwell eo un dorzh vara war an daol evit ur melezour war ar prenestr
- Honnezh he deus bragez ha lostenn ganti • Emzalc'h un archer zo ganti.
- Honnezh he deus un teod da dennañ an diaoul eus an ifern
- Honnezh ne ziwano ket ar faou en he genoù • Teodek eo.
- Honnezh zo dir war he dremm • Un divergontadell eo-hi.
- Kafe du a laka ar merc'hed war o zu, kafe gwenn a laka ar wazed war o fenn
- Karantez ar merc'hed zo e-giz ar pell / Pa soñjer an nebeutañ ez a gant an avel
- Karout ar merc'hed hag ar gwin / A denn peurvuiañ da wall fin
- Na dostait biken ouzh ar plac'hed / Rak tromplus int kalz anezho / Ha kollet eo ar bed ganto
- Nag a blac'h koant zo aet da wreg ! / Mard afe kement o deus c'hoant / Ez afent holl kant ha kant
- Neb en deus ur vaouez vrav / En deus div atav [95]
- Pa vez an avel e gevred / E sav c'hoant c'hoari d'ar merc'hed / Forzh d'an avel bout pe roud / Atav emaint e goud
- Pa zeu ar verc'h-kaer en ti / E teu he labour ganti
- Pep bro he deus he giz / Pep maouez he hiviz / Nemet roched he gwaz 've ganti
- Plac'h vezviez ne vez ket mestrez war he zraoù
- Un taol eo ar pounnerañ / Penn maouez ar c'haletañ
- Ur pok Spagn zo bet roet dezhi • Brazezet eo bet.
- Ur vodenn skav / Pa vez gwisket a vez brav • Ar ficherezh a guzh ar vilder
Mevelien
[kemmañ]- Ar mestr mat a ra ar mevel mat
- Ar mestr zo mestr ha pa ve kaoz eus e revr
- Foetañ fank ha foetañ drez / Eo micher ur paotr lakez
- Glav a daol, avel a c'hwezh / Da ober joa d'ar vatezh
- Gwelloc'h ur mevel divragez eget digontell
- Hadet da gala-goañv, stanket an toull-karr / Poent eo d'ar mevel mont gant ar gounnar
- Janed eo matezh Janed / Janed hag he mestrez a ribod kevret • Mezviñ a reont a-gevret
- Kazh maneget ne dalv netra da logota
- Me zo mevel n'eo ket mestr / Verum carum factum est [96]
- Mevel Youen eo Jaouen • Diouzh ar mestr e vez ar mevel
- Mevel nevez pa zeuio / Kement ha tri e labouro
- N'eo ket fall mont da vevel 'lec'h ma vez lart ar c'hi
- Pa vez ar wreg hag ar vatezh a-unan, lez ar patrom da c'hoari
- Soubenn ar c'hig hag irvinenn / A ra d'ar vatezh teir chikenn
Micherioù
[kemmañ]- An heskenner hag ar c'halvez / E plij dezho fest ar maout Mae [97]
- Ar barazher a oar dre c'hwezh / Hag eñ e vez tra vat er pezh
- Ar c'hemener diwar e dorchenn / Pa gouezh a gouezh en ifern
- Ar glaouer er c'hoadoù / Evel ar bleiz a yud atav
- Ar gwiader en he stern / E-giz an diaoul en ifern / Oc'h ober tik-tak, tik-tak / Hag o tennañ hag o lakaat
- Ar gwiader kaotaer / A ra lien evel lêr
- Ar mañsoner a gar an hini / En deus iliav-red ouzh e di
- Ar mañsoner pa staoto / Diouzh e labour a droio
- Ar miliner a laer bleud / Ar gwiader a laer neud / Ar fornerien a laer toaz / Ar gemenerien krampouezh kras
- Ar miliner, laer ar bleud / A vo krouget dre e viz-meud / Ha mar ne vez ket krouget mat / E vo krouget dre e viz troad
- Ar soner war e varrikenn / A ra d'ar yaouankiz breskenn
- Botaouer koad a ra bepred / Listri da gas tud da gac'het
- Er c'hivijerezhioù an ejened / Zo buoc'hed
- Evañ gwin, kañjoliñ merc'hed / Setu dever ar c'hloareg
- Gwelloc'h eo bout kiger eget leue
- Kemener brein / An diaoul war e gein
- Marichal krign-karn / Chaoker kaoc'h-houarn
- Milin lazh-logod / E vez dour a-walc'h d'ur silienn pa vez glav
- N'eo ket gwreg ar c'here / He deus ar gwellañ botoù
- N'eus ket hardisoc'h eget roched ur miliner / Rak bep mintin e pak ul laer
- Na pa rafe ar vilin nemet un dro grenn / Ar miliner zo sur diouzh e grampouezhenn
- Naontek micher, ugent mizer
- Nav c'hemener evit ober un den
- Neb a glask afer ouzh an artizaned / Zo sur da vezañ gwanet
- Neb a lavar ur c'hemener / A lavar ivez ur gaouier
- Ostiz an Anaon / A varvas gant an naon [98]
- Pa vez ker al lêr / E c'hoarzh ar botaouer
- Pep hini e vicher ha ned aio ket ar c'hazh d'al laezh
- Tiez savet gant krec'hin tud / A saver ker buan, ken divrud [99]
- Ur c'hemener n'eo ket den / Met ur c'hemener ned eo ken
- Ur micherour diouzh an deiz / A garfe 've noz da greisteiz
- Ur miliner laer ar bleud / A vo daonet betek e vleud
- Yannig e vil vicher a varvas gant an naon
Mignoniezh
[kemmañ]- Ar vignoned ne roont ket / Etrezo pep tra a vez rannet
- Keit ha n'ho po ezhomm ebet / E kavot kalz mignoned / Pa zeu berroù a-wel / Kalz mignoned a dro banniel
- Neb a gemer ha na ro ket / N'en deus mignon ebet / Neb a gemer hag a ro / En deus karantez e pep bro
- Ur c'hozh ti soul ennañ ur mignon / Zo ul lez kaer d'ar galon
- Ur mignon mat zo gwelloc'h eget kar
Mor
[kemmañ]- An den-a-vor a dreuz Beg ar Raz / Ar marv a welas
- Ar mor a lavar d'ar martolod : poagn ganin, me az pevo ; diwall razon, me az peuzo !
- Ar mor a zo treitour
- Ar vrud fall a ya dreist ar mor hag ar vrud vad a chom e toull an nor
- Bloavezhioù houl, bloavezhioù pesked
- Brum diwar ar mor, heol tomm ken e c'hor
- Brum diwar ar mor, heol tomm ken e faout an nor
- Da lestr digoret / N'eus avel vat ebet
- D'ar mor e ya ar pesked
- Deomp da gousket / Pa zeuy ar mor e teuy pesked
- El lec'h m'emañ ar mor / Emañ ar pesked
- El lec'h ma vez tre ha lanv / Pep unan 'laka e anv • Bezhinerien
- E miz Mezheven e vezevenn ar mor
- Gwellañ neuier, kentañ beuzet
- Loar gwelet / Mor manet
- Ne dremen den beg ar Raz / Hep aon ha hep gloaz
- Pa c'hrozmolo ar mor / Paourik, serrit ho tor
- Pa val ar vilin diwar ar c'hoad / 'Vez trist doare ar merdead [100]
- Pa vez ar siren o kanañ / E c'hall martolod paour gouelañ [101]
- Ret eo neuñviñ pe veuziñ
- Tri devezh goude al loar-gann / Gwech e lamm, gwech ne ra van
Natur
[kemmañ]- Aesoc'h plegañ ur blantenn eget ur wezenn
- An delioù 'zigor en derv / Kent evit digeriñ er faou
- An heol o parañ / Ar glav o kailharañ
- Benniget an douar hag ar bleunioù / Diarc'hen e c'heller mont a-dreuz pradoù
- Da Wener-ar-Groez / E kroez ar big he neizh [102]
- Da c'houel Yann / Ec'h ay ar goukoug d'al lann
- Diwar gostez an dorgenn / Eo e red ar muiañ an eienenn
- Douar red / Dour a led
- Genvirig a lavar / Ez eus vi gant ar yar
- Mar klevfe ar sourd, mar gwelfe ar c'hoz / Ne vefe bev den ebet er vro
- Ur gevnidenn diouzh ar mintin / Sin a wall fin / Ur gevnidenn diouzh an noz / Sin a geloù mat antronoz
Revelezh
[kemmañ]- Alanig, paotr ar yer / Paotr ar merc'hed mard eo gwir
- Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog ar yar
- Karantez c'hoar / Breur na oar
- Ki treut, lost reut
Tiegezh
[kemmañ]- Ar gwellañ tra en tiegezh / Eo ur wreg leun a furnez
- Ar gwragez, siwazh ! hag ar gwin / A laka an tiegezh war an tu-gin
- Ar wreg, an arc'hant hag ar gwin / O deus o mad hag o binim
- Da wreg vat gwellañ gouiziegezh / Eo gouarn mat he ziegezh
- Edan tri deiz e skuizh pep den / Gant glav, gant gwreg ha gant estren
- Gwreg a ev gwin / Merc'h a gomz latin / Heol a sav re vintin / E oar Doue pe wall fin
- Gwreg a labour en he zi / Ne vez kalz anv anezhi
- Gwreg a zo kustum da evañ / A bep hent holl ne dalv netra / Ouzh pep onestiz e serr dor / Hag ouzh pep pec'hed e tigor
- Servij ar ribotadenn / Ar wreg en he loariadenn
- Ur gwaz dre en em vezviñ / Hag ur wreg dre c'hoari / A skarzh buan madoù an ti
Vertuzioù
[kemmañ]- Ar bleiz a varvo en e groc'hen • Chom a ra e e berzhioù hag e sioù gant an den
- Dalc'h
- A-raok komz grit nav zro / Gant ho teod en ho keno
- Brizh-diod hag a oar tevel / Ouzh un den fur zo heñvel
- Chomit sioul hag e pakot logod
- Da c'henoù zo bras / Evel genoù forn ar raz
- Da heul kaoz ez a an den betek Paris
- El lec'h ma vez an dour ar sioulañ / E vez an donañ
- Gant Doue anvet muiañ eo / Neb na lavar mat pe na dav
- Gwashoc'h un taol teod / Evit un taol kleze
- Gwelloc'h ur ger tavet / Eget daou lavaret
- Kaoz an arabadus / Zo hir ha padus
- Klev ar gaoter a sarmon d'ar pothouarn
- Lagad a dalv teod
- Neb a gar re ar gwin / A evo dour a-benn ar fin
- Neb a grañch fae / A grañch war e sae
- Neb a ra goap / Ouzh e revr e stag
- Neb zo lemm beg e deod / A rank bezañ kalet kostez e benn
- Neb zo lemm e deod a zle bout kalet e skouarn hag e benn
- Pep unan en deus e benn / Pa rank e zougen
- Re gravat a boazh / Re brezeg a noazh
- Re ziwezhat skeiñ war ar vorzhed / Pa vez laosket ar bramm da redek
- Tavit ha prennit ho kenoù / Mar n'eo ket fur ho komzoù
- Tevel hag ober
- Ur skoulm graet gant an teod ne vez ket diliammet gant an dent • Ne c'heller ket nullañ efed ar c'homzoù distaget
- Dilontegezh
- Aliesoc'h an hini a vez beuzet er gwer eget er stêr
- Ar gwin a lazh muioc'h a dud / Eget na bare yac'haer gant e vrud / Muioc'h a dud a lazh ar gwin / Evit na bare ar medisin
- Goude c'hoarzhin e teu gouelañ / Goude c'hoari huanadañ
- Goude reilhenn, pinijenn
- Neb a chom er gêr da noz / A vez divlam antronoz
- Neb a erbed e sec'hed / A erbed e yec'hed
- Neb en deus evet a evo
- Neb zo lipous e vuzelloù / A lez noazh e jaritelloù
- Neb zo re vignon d'ar gwin mat / Zo enebour da vab e dad
- Nemet sec'hed pe naon az pez / Na zebr tamm ha na ev banne
- O vont d'ar fest c'hwi a gano / O tont en-dro c'hwi a ouelo
- Re diouzh mintin neb a c'hoarzhas / 'Barzh an noz alies a ouelas
- Enor
- An enor ne dalv netra / Met magañ a ra
- Gwell e ve ganin mervel mil gwech / Eget koll ma enor ur wech / Rak ma enor, pa vez kollet / Evit e glask n'er c'havin ket
- Evezhiegezh
- Al logodenn n'he deus nemet un toull / Zo boued d'ar c'hazh abred
- Ar bodennoù o deus daoulagad
- Ar c'hizhier a glev
- Arabat eo gwerzhañ ar vi e revr ar yar
- Gwelloc'h un tamm bemdez / Evit re da veurlarjez
- Kent sammañ, pouezit ar bec'h / P'e sammit, dougit-eñ dinec'h
- Na daolit ket ho potoù kozh a-gostez / Ken n'ho po ur re nevez
- Prenañ keuneud zo re ziwezhat / Pa vez ret c'hwezhañ er biziad
- Izelegezh
- Ar yar a goll he vi / O kanañ re goude dozviñ
- Brav a-walc'h eo lâret pa vezer pell eus ar bec'h / Berroc'h e vez an teod pa vezer war al lec'h
- E beg ar skeulioù uhel / E c'hwezh kreñv an avel
- Evit c'hoazh n'eo ket bet ganet / Neb a zo gant an holl karet
- Eürusañ den zo er bed / An den n'eo ket anavezet
- Hennezh zo un aotrou bihan
- Lakaet an diaoul e penn izelañ an ti / Hep dale er penn uhelañ e vestroni
- Karitez
- Aes eo ober blijadur, diaes eo ober vad
- Al laer brasañ / A groug ar bihanañ
- Al laeron vihan a vez krouget / Hag ar re vras ne vezont ket
- Aluzen diwar aluzen / 'Laka paour pinvidik
- Ar mad kuzhet eo ar gwellañ / Ul lagad zo a wel pep tra
- Ar pezh a roer ne dalv netra / An doare da reiñ eo a ra
- Ar roerig, ar c'haverig
- Bezit mut pa roit / Pa roer deoc'h, komzit
- Bravoc'h reiñ eget mont da glask
- Daouarn tomm ha kalon yen / A ra goap ouzh meur a zen
- Didalvez ha koll amzer / Deskiñ ar mad hep en ober
- Eus ar skudell a roez e resevez
- Gwell eo madelezh eget braventez
- Gwell eo reiñ eget aloubiñ
- Gwelloc'h lazhañ ar bleiz / Evit bezañ lazhet gantañ
- Hennezh 'vez pizh ouzh pep unan / Nemet outañ e-unan
- Hennezh zo eus gouenn an touseg, p'en deus aon na vankfe douar dezhañ da zebriñ — Pizh eo.
- Mar grit ho tañvad / E veoc'h touzet
- Neb a ra vad e-lec'h droug / D'ar baradoz en em zoug
- Nesoc'h eo ilin eget dorn — D'ar c'har tostañ e roer da gentañ
- Ober vad pa c'helli / Droug a ri pa gari
- Pa zeu ar paour da doull ho tor / Mar ne roit dezhañ, respontit gant enor
- Reiñ d'ar paour aluzen alies / Ne ziverras biskoazh an danvez
- Reiñ ur bizenn evit ur favenn
- Ret eo muzuliañ anaoudegezh gant an troatad madoberoù
- Un dorn hon eus da gemer hag un dorn all da reiñ
- Ur vad peurc'hraet / Prest ankounac'het
- Onestiz
- An neudenn eeun eo ar gwellañ [103]
- Benniget ul laer hag a laer ul laer
- Hennezh en deus ur gontell da droc'hañ diouzh an daou du
- Heñvel war wir e sav ken aes / Ha ma ra dienn war al laezh • N'eus netra aesoc'h eget livañ gevier gwirheñvel
- Ker gwazh neb a zalc'h ar sac'h / Ha neb a laka e-barzh
- Neb a laer ur spilhenn / A c'hall laerezh un azen
- Neb a ra hervez a zle / A gousk dispont en e wele
- Pa vez an tan e vez laer ivez
- Tra lavaret a zle bout sevenet
- Un den onest d'en deus nemet ur ger
- Pasianted
- Dre forzh kanañ nouel / Ec'h erru an Nedeleg
- En noz e kemerer ar silioù / Dale a ra vad a-wechoù
- Gant kolo hag amzer / E teu da eogiñ ar mesper
- Gant pasianted ha hir-amzer e vez graet meur a dra
- Gant pasianted ha hir amzer / Meur a dra a reer
- Gortoz pell, gortoz gwell
- Karrig a dro a denn bro / Karrig a red ne bad ket
- Morse ki klañv / Ne vev pell
- N'eus netra o paeañ an dud / 'Vel an amzer
- Ne c'hall ket ur wezenn kaout bleuñv hag avaloù
- Ne zeu ket a besked d'ar gigenn bep tro ma vez en dour
- Neb a ya fonnus a ya pell / Neb a ya difonn a ya gwell
- Neb a zalc'h a dizh / Neb a red a skuizh
- Nebeut tra, nebeut / Inkin a ra neud
- Pa zeu ar mor e teu ar pesked
- Rannañ pe gannañ ! — Leuskel ar gwad da yenañ • Ar gounnar da dremen
Yaouankiz
[kemmañ]- An dic'hourdezon a zo direzon ; d'un den yaouank eo difeson
- An dud yaouank a gav gante / E kouezh an aour eus beg ar gwez / Ha padal an delioù a gouezh / Da ober plas d'ar re nevez
- Er yaouankiz espern zo ret / A-benn ma teuio kozhni d'ar red
- Youankiz pa ouife / Kozhni pa c'hellfe / Moliac'hoù a rafe
Yec'hed
[kemmañ]- Aesoc'h klemm eget kaout poan
- An amzer a bad pell / Ha pep unan a ya pa c'hell
- Anez ar yec'hed n'eus netra
- An hik, yec'hed da vihanig / Ha da gozhig marv-mik
- An hini a doler e sec'hed a erbed e yec'hed
- Aotrou person, deuit afo / Ar foerellik eo a zo / Aotrou perdon, deuit d'ar red / Ar foerellig ne ehan ket
- Ar boan a zered d'an daoulamm / Da vont kuit e vez morzet ha kamm
- Ar butun a ra diaes / Da gemeret re alies
- Ar c'hleñved a zeu war varc'h hag a ya kuit war varc'h
- Bout gwelet ar bleiz • Bout raouliet
- Bronn goret hag askorn torret / Gwashoc'h 'vit ar werbl n'eus ket
- Da zistagañ ar c'hleñved / Ul louzoù diwezhat n'en deus galloud ebet
- Doue a gas ar c'hleñved kuit / Gant al louzaouer ez a ar gounid
- Evit ar remm, an droug-penn hag ar glizienn / Ne gavot biken al louzaouenn
- Hennezh e vez atav vi pe labous o c'hoari gantañ • Bresk eo e yec'hed
- Klañv hep glac'har / Kamm ki pa gar
- Klemm-klemm a ya da gozh
- Mar grez biloù e teui da vout tort
- Neb a gousk war e sec'hed / En devez muioc'h a yec'hed
- Neb a ziwall sec'hed / A ziwall yec'hed
- O nezañ e neudenn emañ • Falloc'h-fallañ eo e yec'hed
- O reiñ d'ar c'horf e c'houlennoù / E teu dezhañ gwall gleñvedoù
- Pa ne 'z a ket e vez kaset / Ha pa 'z a re 'vez digaset
- Pa vez ar boan en he gwashañ / E vez darev ar gor da ziskargañ
- Pemp munutenn yec'hed a ra vad d'an den klañv
- Remm : debriñ boued ha klemm
- Saig kamm, paket lamm, chomet kamm
- Un eurvez yec'hed a ra vad d'un den klañv
- Un nebeud a ra vad d'ar c'hlañvour
Yezhoù
[kemmañ]- Galleg saout / Den n'eo gouest d'e anaout / Brezhoneg kezeg / Den n'eo gouest d'e brezeg
- Gwell eo brezhoneg mat evit galleg fall
- Gwellañ galleg / Galleg Gwened
Levrlennadur
[kemmañ]- SAUVÉ, Louis-François 1878-1885 : Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne – Devinettes, formulettes, charmes et conjurations magiques, Slatkine Reprints, 1986 (ISBN 978-2-05-100101-4)
- GROS, Jules 1974 : Le Trésor du Breton parlé – Éléments de stylistique trégorroise, levrenn 3 : Le style populaire, stagadenn d'ar gelaouenn Barr-Heol niv. 88, Librairie Bretonne Giraudon, Lannuon, 1976
- LE BERRE, Yves & LE DÛ, Jean : Proverbes et Dictions de Basse-Bretagne, Rivages, 1985 (ISBN 978-2-903059-54-5) • Da bellgargañ, digoust
- ARZUR, Anna-Vari Arzur : Pa ri ti to – 1000 proverbes en breton par 2000 petits Léonards, Skolig-al-Louarn, Plouvien, 1986
- Geriadur An Here, An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0) • pp. 1379-1394, renket dre zodenn
- MÉNARD, Martial, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012 (ISBN 978-2-35678-069-0)
Notennoù
[kemmañ]- ↑ 1,0 ha1,1 Paol : an diaoul.
- ↑ Gwerzhañ o blev a rae ar c'houerezed paour.
- ↑ 3,0 ha3,1 Eus gwarizi ez eus kaoz amañ.
- ↑ Stuiañ : strujusaat ; eus ar vigrierien ez eus kaoz amañ.
- ↑ Yann : 24/06
- ↑ Pilad (Avena nuda) : un doare kerc'h, pe gwinizh skoanet, dianav e Breizh adalek deroù an XXvet kantved.
- ↑ Madalen : 22/07.
- ↑ Claudite, iam rivos, pueri; sat prata biberunt (Virgilius, Ecloga tertia, linenn 111.
- ↑ En enep d'an dour chag.
- ↑ Roc'han, mab Roc'han : ar pemoc'h. Dismegañsus eo e-keñver ar Brotestanted, pa oa Benjamin de Rohan, duc de Soubise (1580–1642) unan eus ar pennoù anezho.
- ↑ A lavarer da-geñver pred ar badeziant.
- ↑ Ar c'horn : kresk al loar.
- ↑ Turlutud : bourrusted.
- ↑ Santout : ar c'hwistadoù.
- ↑ Adrian : 09/01.
- ↑ Kloz : skornet an dour.
- ↑ E zent : an nadozioù skorn a vez ouzh lezoù an toennoù.
- ↑ Diskouloc'h : klouaroc'h.
- ↑ Ened : predad gouelioù etre gouel ar Rouaned (06/01) ha Merc'her al Ludu (deiz kentañ ar C'hoariz, 46 devezh a zioueroù etre Meurlarjez ha Pask) ; e 2019 e red an Ened eus ar 06/01 betek ar 06/03, Meurlarjez o vout d'ar 05/03 hag e red ar C'hoariz adalek ar 06/03 betek an 21/04.
- ↑ Mathiez : 24/02.
- ↑ Da c'houel Mikael e veze paeet ar feurmoù, ha tutaet mevelien.
- ↑ Da Verc'her al Ludu.
- ↑ 23,0 ha23,1 Feurm : stummet.
- ↑ Morzil : avel vervent.
- ↑ Paol Aorelian : 12/03 ; hiraat a ra an devezhioù (ur Paol all, Paol Tars, a vez lidet d'ar 29/06).
- ↑ Jozeb : 19/03
- ↑ Benead : 21/03.
- ↑ Sul Fask : kentañ Sul goude ar c'hentañ loargann goude kedez Veurzh (etre an 22/03 hag ar 25/04).
- ↑ Gwener ar Groaz : eil derc'hent Sul Fask.
- ↑ Sul ar Bleunioù : diwezhañ Sul a-raok Pask ; Sul ar C'hazimodo : kentañ Sul goude Pask.
- ↑ Sizhun santel : ar sizhun a-raok Pask.
- ↑ Meurzheri : rustoni an amzer e miz Meurzh
- ↑ Mark : 25/04.
- ↑ Diodet : stummet, tañvouezet.
- ↑ 35,0 35,1 ha35,2 Gouelioù Pêr : 15/04, 29/06, 01/08.
- ↑ Gwennole : 03/03.
- ↑ Jorc'hdig (Jord) : 23/04.
- ↑ Jerman : 31/07 ; atav e vez an 01/05, an 31/07 hag ar 25/12 d'an hevelep deiz er sizhun (d'ur Merc'her e 2019).
- ↑ Ijuler : uzurer.
- ↑ Pentekost : d'an hanterkantvet deiz ha seizhvet Sul goude Pask (d'an 09/06 e 2019).
- ↑ Barnabaz : 11/06.
- ↑ Pêr : 29/06.
- ↑ Yann :24/06
- ↑ Ronan : 01/06.
- ↑ Foar sant Weltaz : d'al Lun goude eil Sul miz Gouere, e korn-bro Kastellin.
- ↑ Maria Garmez : 16/07.
- ↑ Tei : 07/07.
- ↑ Kristof : 25/07.
- ↑ Laorañs : 10/08.
- ↑ Itron Varia an Erc'h : 05/08.
- ↑ Lug: 18/08.
- ↑ Mazhev : 21/09.
- ↑ Mikael : 29/09.
- ↑ An Tri Roue : ar Rastell, bodriel ar steredeg Orion ; teir steredenn a-steud : Almitak ζ Ori/zêta Orionis, Alnilam ε / epsilon ha Mintaka δ / delta.
- ↑ Jili : 01/09.
- ↑ Foar an Trokerezh : foar sant Mikael, 29/09
- ↑ Foar Kastell-Paol : 10/10 ; digor ar chase.
- ↑ Pardon Bulad-Pestivien : 08/10.
- ↑ Andrev : 30/11.
- ↑ Katell : 25/11.
- ↑ Marzhin : 11/11.
- ↑ Hiraat a ra an deiz.
- ↑ Lazhet e vez ar pemoc'h.
- ↑ Nikolaz : 06/12.
- ↑ ''A-raok : e penn ar prosesion.
- ↑ Diouti: gourel eo "ti" koulskoude.
- ↑ Ar gazeg : an danvez mamm-gaer.
- ↑ Eus intañvezed ez eus kaoz amañ.
- ↑ Ar gwaz eo ar freilh, ar vaouez al leur.
- ↑ Ar gounnar : an diaoul.
- ↑ Ar gwaz eo ar billig, ar vaouez an tan.
- ↑ Gant bugale.
- ↑ 73,0 ha73,1 Eus an dic'hallus ez eus kaoz amañ.
- ↑ Eus un trouz displijus ez eus kaoz.
- ↑ Maen-ki : kaset war-raok gant ur c'hi
- ↑ Neudenn vrein : digarez toull.
- ↑ Eus digoll ez eus kaoz amañ.
- ↑ Ur gunujenn eo e Goueled-Leon keñveriañ un den ouzh Merlin.
- ↑ Ar c'hef : an etev.
- ↑ 80,0 ha80,1 Ne c'hall mui ar vaouez dougen bugel.
- ↑ Lod a rae hanterdro e kreiz ar park.
- ↑ cf. Neb a venn, hennezh a c'hall.
- ↑ An tourioù : ar re uhelventek ha treut, en enep d'ar re grenn ha ledan.
- ↑ cf. Kaout c'hoant zo gallout.
- ↑ Eus bigi ez eus kaoz amañ.
- ↑ Kreisteiz : ar roud-avel, evel-just !
- ↑ Ar Pardon : da Sul ar Pentekost.
- ↑ Ur c'helc'h a zeu war wel tro-dro d'al loar pa vez torret ar gouloù gant strinkelloù ar skorn a zo en aergelc'h ; "rodenn", "amloù" a reer ivez eus ar c'hoarvadenn-se.
- ↑ Madalen : 22/07
- ↑ Eus koumoul ez eus kaoz amañ.
- ↑ En e dommder: en e wele.
- ↑ Unan : ur gwenneg.
- ↑ Er poulloù : ar poulloù-kannañ ; ar merc'hed eo a rae war-dro ar sanailhoù ivez.
- ↑ Mar n'eo ket evit : mar nac'h.
- ↑ Goeñviñ a ra-hi gant an amzer.
- ↑ Verum carum factum est : evel-se 'mañ.
- ↑ Maout : ar gwin a vez roet d'ar vicherourien pa vez echu al labour ; evit ar glotenn emañ "Mae" amañ.
- ↑ Eus un ostiz fall e di gwall bourvezet ez eus kaoz.
- ↑ Eus tu ar vezeien ez eus kaoz.
- ↑ "Diwar ar c'hoad" : pa vez avel-douar.
- ↑ "Ar siren" : ar bouder.
- ↑ Gwener-ar-Groaz, ar Gwener a-raok Sul-Fask.
- ↑ Eus onestiz ez eus kaoz amañ.