Michel Audiard
Dre e anaoudegezh eus meteier Paris : an dud, ar boliserien hag ar forbanned, dre e selloù lemm didruez war ar bed ha dre ar goge parizian e ouezas lakaat buhez wirion en tudennoù.
Mission à Tanger (1949)
[kemmañ]— Ne c'hounezer ket ur brezel en ur zastum ar re varv.
Une histoire d'amour (1951)
[kemmañ]— Da ugent vloaz, pa c'hoarier an dro-gaer veur, e vezer fromet un tammig dre ret, naturel eo. C'hoariellat a raent vel m'en em garent, hep sellet ouzh o eurier. Ar beurbadelezh a oa dirazo. D'an oad-se, ar beurbadelezh a bad un nebeud munutennoù.
— Ho pried n'eo ket ur muntrer. Ne vo ket enkabled, bezit dinec'h. Nag eñ, na den all ebet, a-hend-all. N'eus ket meneg eus an amoedigezh er C'hod kastizel. N'eus lezenn ebet a gement a verz ouzh an dioded a gaout bugale. Didrabas oc'h neuze.
— Atav e vez heol, oabl glas hag aodoù en istorioù-se. Sellout a reer an eil ouzh egile, laouen-bras e vezer. Ken diot hag ur gartenn-bost eo, ha ken jentil hag ur ganaouenn a garantez.
— Mar ne vije ket o zud o serriñ an holl zorioù, marteze ne fellje ket d'ar voused mont da aveliñ o fenn.
Garou-Garou, le passe-muraille (1951)
[kemmañ]— Ne vez anavet pennoù ar vuntrerien nemet pa vezont er baner. Ha c'hoazh, ket atav.
Massacre en dentelles (1951)
[kemmañ]— Mar klaskje ar merc'hed gouzout a be lec'h e teu an arc'hant a zispignont e serrje ar vravigourien o stalioù.
— Trafikañ gant lealded a ran-me. Faos eo ma fezhioù aour, o c'has a ran dre girri o marilhoù faos, bleinet gant paotred o faperioù faos. Labour a-zoare eo ! Perzhded eus ar rakvrezel !
— Dudius-kenañ eo ho prozh...
— O, e Paris e prenan ma dilhad.
— A, sur e oan ! Ne gaver ar seurt-se nemet er Folies Bergères.
— C'hwek eo ho kwreg, Aotrou.
— Boutin-tre eo an ali-se. Marteze ez asantin gantañ en diwezh.
Elle et Moi (1952)
[kemmañ]— Gwechall n'ez pije merzhet den ebet. Ma c'harout a raes.
— Ya, met dimezet on ganit abaoe !
Les Dents longues (1953)
[kemmañ]— Evel e frankiz eo e chomlec'h : da c'hortoz, ha da c'hortoz pell !
— Terzhienn ar vugale n'eo ket gwall dra, war am bez klevet atav.
— N'eo ket e bugale ar re all, gwir eo. En ho re ez eo un afer all.
— Hag a nevez a-zivout ar varonez ?
— Marv bepred !
Les Trois Mousquetaires (1953)
[kemmañ]— Evit bout temzet mat e rank ar mignonaj bout soubet e gwad ar re all.
— Oc'h embann bout un den a gleze, met o lakaat berz war an duvelloù... Oc'h embann bout mignon d'al lennegezh, met o tiazezañ an Académie Française... Armand Jean du Plessis, kardinal Richelieu, a oa un dudenn leun a zislavaroù.
— Anat e oa e soñje d'an itron a Sannois, evel d'an darn vuiañ eus ar maouezed, e oa mirout ur sekred e lavarout d'un den hepken bewech.
— Aramis : Kemerit kentoc'h ur serc'h dereat.
— d'Artagnan : Opala, Aotrou 'n abad... Evel boued spered... Ur serc'h !
— Aramis : Ha ne 'm eus ket lavaret « dereat » ? Netra ne vir ouzhoc'h, ouzhpenn, ag he dibab speredek.
L'Ennemi public numéro un (1953)
[kemmañ]— Ar pezh a ra diouer d'an dud onest eo ar revolverioù.
— Gouzout a ran da belec'h e kas ar pistolennoù. Pa ne reer ket ganto, dreist-holl !
— Perak e tougit lunedoù ?
— Evel ma vez douget arouezennoù enor : evit diskouez bout lennekoc'h.
Série noire (1955)
[kemmañ]— Er vuhez ez eo ret d'an den bout atav jentil gant ar maouezed, zoken gant e wreg.
— Ha deoc'h-c'hwi eo kement-se holl ? C'hwi 'raio sinema un deiz bennak, ma bihanig !
— Souezhus 'vije, me n'on ket ur gomedianez.
— Un digarez ouzhpenn !
Gas-oil (1955)
[kemmañ]— Brav on, zoken en deñvalijenn.
— Na zisoñj ket e talc'hez-te ar rod-stur, zoken pa vlenian-me.
— Gwechall e veze dalc'het an ti gant ar merc'hed, stegnañ a raent an dilhad hag e lufrent ar c'houevrennoù. Hiziv e votont ha zoken e lennont ar Série noire. Ha da zisoc'h...
— Ha da zisoc'h ?
— Da zisoc'h, er marc'had e vez bountet avaloù pezhell dezho !
Jusqu'au dernier (1956)
[kemmañ]— Gwelloc'h eget ur mignon eo : arc'hant a zle din.
— Setu-te er gêr ! Furch ma chakodoù, dalc'h tost d'al lizheroù ; gallout a rafes gortoz ma kemerfen ur c'houmanant a-raok sevel ar c'honter !
— Kleñved an archer eo ar foaraour.
— Evel ar vignoned eo ar mennozhioù : arabat eo kaout re anezho.
— Te eo an hini nemeti a garan ha te 'fellfe dit bout an hini nemeti n'em befe ket c'hoant da gousket ganti ? N'eo ket reizhpoell.
— Mont kuit... Atav e c'heller mont kuit ! Diouzh an divizoù eo ! Eus an eil devezh d'egile e welimp ar gagnaouered, ar guped o tec'haloupat...
— Ar guped ?
— An urcherien !
— Te 'gred dit e kemerint ma marc'h diganin ?
— Ar re-se a gemer pep tra : ar blouzenn hag an treust, ar chadenn hag an eurier, ar marc'h hag ar c'harr. Attilaed an amzerioù nevez zo anezho.
— Gwisket kran eo hardizh !
— Re ! Ur flik pe un truant eo...
— Komz a ra flour a-walc'h.
— Un truant eo, neuze !
Trois jours à vivre (1957)
[kemmañ]— Dede, gwiriekaat a ri ar gwiskamantoù. Berra ar milginoù ha ledana ar brikioù : Alexandre a c'hoario Lorenzo warc'hoazh e Rouen.
— Ar paourkaezh tru...
— Laouen eo !
— N'eo ket se !... Eus Lorenzo e oan o komz. [1]
Retour de manivelle (1957)
[kemmañ]— Pa lârez "kreisteiz" e teu naon dezhi. Pa lârez "sec'hed 'm eus" e teu sec'h he c'horzhailhenn. Trawalc'h e vo dit lâret "tomm eo din" evit ma tennfe he hiviz.
— 'Mañ ar gwir gantañ pa ra an heg ouzhimp. Ar fliked, ar gureed, ar soudarded zo graet evit se. Met gaou zo gantañ pa c'hoarzh. Arabat e vez bout an hini kentañ o c'hoarzhin, morse.
— Ne soñj nemet en dra-se !
— Den ebet n'en deus soñjet en un dra all en ur sellout ouzhit. Ur garantez vrav-tre a zegasez, a rez mat-tre, met na rannez gwech ebet !
— Louskenn !
— Ur gunujenn eo ?
— Louskenn...
— Na foranit ket ar ger-se, gallout a rafe servijout deoc'h. Din-me ez eo bet lavaret evel ur ger a garantez, atav.
— Ganet eo bet karourez...
— Perak ne lavarez ket fraezh : "sodez" ?
— Petra 'rit v ur vuhez ?
— Dibrez on.
Maigret tend un piège (1957)
[kemmañ]— Ur Vari Vastrouilhez, ur pezh-lêr a gav mat pep gwaz [...], atav e kavont sav, ar merc'hed-se, a-barzh fin ar gont. An holl a zeu da weladenniñ hag en diwezh e vez ur genaoueg o prenañ.
— Tremenet eo-hi dirak an aotrou maer, posubl eo ervat. Evit a sell ouzh ar peurrest avat ez eo tremenet e-biou.
— Penn koant zo ganit, ma faotrig. Taol evezh avat.
— Perak e lârit se din ?
— Abalamour ma c'helljed e droc'hañ dit ! Hini un denjentil eo da emzalc'husted, brav ! Un enkabladur a genwallerezh e c'hellfe koustañ dit kement-se avat... Anv zo eus un torfed.. Neuze, gant da loreadeg, mard a an traoù war an tu mat ez out darev evit ar galeoù dija . Met mar ned a ket ken mat... Darev out evit c'hoari ar segalenn... Evel ma c'hoariez e c'hoarian... Ar re wenn pe ar re zu a gemerez ? [2][3]
— N'eus urzh ebet ganimp, c'hwi 'anavez al lezenn...
— Me, ya... Met n'eo ket betek du-mañ emaomp o pignat. [4]
Le Désordre et la Nuit (1958)
[kemmañ]— Diwar ar vourc'hizezed e reer ar gwellañ marc'hkened. An holl lorberien a oar kement-se. [5]
— 23 bloaz on, du eo ma daoulagad, vigelc'hiek eo ma dremm. N'on ket gwerc'hez ken, met gwenn c'hoazh eo ma roll el lez-varn. An deroù a ouezi dre sellout ouzh ma faseporzh, hag ar peurrest dre ma c'hemer ez tivrec'h. Eeunoc'h n'eus ket, nekwir ?
— Mar komzfes din eus Adam hag Eva e welfen un mestaol ouzh an elevez en istor-se.
— Biskoazh ne'm eus meizet hoal trivliel ar c'houblad flac'hadoù.
Les Grandes Familles (1958)
[kemmañ]— Evel levr an diegez eo an aferioù : ned eer ket d'ar marc'had hep gouzout pelec'h kemer arc'hant.
— Bez fiziañs ennon, lezel a rin dit peadra d'en em vagañ... A-boan...
— N'on ket enep digarezioù. Prest on da zegemer anezho, zoken.
— Ni hon-daou zo er memes familh, ha ni hon-daou hon eus arc'hant : te eo ar batromelezh, me eo ar gevalaouriezh. Evit an tu dehoù e votomp : te evit mirout ar gevredigezh, me evit flastrañ ar vicherourien. Aozañ a reomp koan evit ugent kouviad : ul lid-degemer a rez-te, ur fouzhadeg a aozan-me. Ha mar deu porbolennoù dimp-ni antronoz, abalamour d'al legestr e vo dit-te, abalamour d'an naplez din-me.
— Sturiadiennoù am boa lezet deoc'h a-raok mont kuit !
— Ar sturiañ n'o ho poa ket lezet din !
— Ma c'hazout a rit abalamour ma kemeran ma ebat. Ma c'hazout a rit, ha me hoc'h amerd.
— Sed a zo gwir 'vat !
Archimède le clochard (1959)
[kemmañ]— Na zisoñj ket pezh zo bet lâret gant ar mezeg : pemp takenn. An doen eo an anv. Ha fazioù takennoù a gas eus an doen d'an intañvegezh !
— Ne c'hopran nemet mevelien diot, laeret e vezan gant ar re all. Pe vorianed... Me ne gaver mui morianed ken. An holl zo oc'h ober an dispac'h pe un aotreegezh war al lizhiri.
— Gwell eo d'an den mont kuit gant e benn izel eget gant e dreid a-raok.
— Eizhtez ! Hag un devarn a rit-c'hwi eus se ? Un aluzen a ran-me.
— Ober pezh a fell d'an den eo ar frankiz. Mont d'ar c'harc'har pa fell dezhañ hag all.
— An eil boutailhad-se, he zennet 'peus eus ar skorn ? N'eo ket an Nautilus !
— Kinnig labour, pech galeour !
— Evit hoalañ ar melestradur e ranker lazhañ. Piv lazhañ avat ? Rak aes eo, d'ar c'hentañ gwel... Met pa vezer dizimez...
— Da gentañ : morse ne gouskan dindan ar pontoù, Aotrou, hañv-goañv. Da eil : adalek miz Du ne anavan nemet daou ziskoulm dereat : ar prizon pe an Aod Pers. Se eo ma flijadur !
— Ha bet out bet ?
— Ya, Aotrou, met ne oan ket evit gouzañv ar boued.
— Ne gomzan ket eus ar prizon, eus an Aod Pers ne lavaran ket.
— Me ivez, eus an Aod Pers. N'on ket evit gouzañv an eoul olivez.
— Aotrou Félix, emaoc'h o vont da skarzhañ kuit ! N'on ket evit gouzañv ho kokenn !
— Arabat eo fiziout e neuz an dud !
— Eo, ganeoc'h ! A-dreuz eo ho fas ha kornek eo ho tro-spered, kempred oc'h...
— Klouar eo !
— Ha skorn ho po ?
— Kement korf soubet en un dourenn a c'houzañv ur bount a strad da c'horre kevatal da bouez an tolzad dourenn dilec'hiet. Skorn ebet !
Pourquoi viens-tu si tard ? (1959)
[kemmañ]— Evet 'm eus abalamour ma ne'm boa ket kalon da zistreiñ d'ar gêr nozvezhiennoù 'oa. Ur c'hleñved eo evañ, ur c'hleñved spontus ! Truezus eo an dorzhelleien, treboulus eo an nammidi, farsus eo an alkooleien... Truez a c'houlennont, disprizet e vezont... Ar garantez a gestont, er bidouf e vezont bac'het... Hebleustr eo... Disked eo... Aesoc'h eo dreist-holl eget plegañ da welout o estrenvan ha klask kompren... Kompren e c'houzañvont, ya, e c'houzañvont, ha ne reont ket a-ratozh. O anavout a ran, me zo unan anezho... Alies e vez komzet eus mezventi ar broleterien pe eus alkoolegezh ar vourc'hizien... Petra eo ar gerioù-se, "proleter", "bourc'hiz" ?... Pe ster o deus c'hoazh ar gerioù, forzh pe c'herioù, er bazenn-se eus an ifern ?... Ha siet eo an alkooleien ?... N'in ket 'vat ! Gopret fall a-wechoù... Lojet fall alies... Kret fall atav !
Maigret et l'Affaire Saint-Fiacre (1959)
[kemmañ]— Gouzout a ran e laka ar bier da devaat hag e vefe ret din e zilezel. Met gwell eo bet din dilezel ar ficherezh.
— N'out ket cheñchet kement-se. Mirout an den a ra an daoulagad glas.
— Me n'on ket ur c'hefier, marteze, met gouest on evelato d'ober ho stal deoc'h !
— Kablusted un den hepken ne zispella ket atebegezh an holl dud.
Rue des prairies (1959)
[kemmañ]— Mar bez atav ar memes re o c'hounez ne vez morse tro-digoll ebet.
Babette s'en va-t-en guerre (1959)
[kemmañ]— Leun eo ar bed gant enebourien ar Reich, touellivet, kuzh, pennek... Klaskit 'ta lakat ur Japanad da anzav ez eo yuzev. C'hwi 'welo hag aes eo !
Le Baron de l'écluse (1960)
[kemmañ]— Diguzh ar champagn ! Ar bed-se ne ya ket en-dro gant beaujolais.
— Ker mat eo bourc'hizelezh douar ha noblañs kleze. Bout feuriet en eskemmdi ne vir ket ouzh Suez a vout ur ganol. Hiziv an deiz, an tiegezhioù gwellañ a zoug anvioù kirri, gwiadoù gwarantet pe vandennoù-rod, ha kement ha reoù all e talvont.
— Naet eo Montbernont, prop eo ! Mont a ra da vout lazhet pa vez brezel ha fardañ a ra bugale evit an hini da zont.
— Ker mat on bet desavet ma'z on boas da gemer an tammoù bihan padal e kavan gwell ar re vras.
— Ha n'eo ket bet re hir ?
— Eo. Met sellout a reomp ouzhit ha pardoniñ a reomp dit.
— Un den hag a zo o c'hortoz daou vilion eus an eil eur d'eben zo gouest da amprestiñ un nebeud miliadoù a lurioù, nekwir ?
— Mar eus ur suner anezhañ, pezh n'on ket. Piv sunañ, a-hend-all ?
— An davarnourez, ar skluzier...
— Divezh out, hañ !
— O, mar plij ! Da welet em eus oc'h amprestiñ.
— Ya, met morse sammadoù bihan, ha dreist-holl morse digant tud vihan. Neb a brest arc'hant da Jérôme Antoine a ro un urzh d'e vanker, terriñ e bod-espern ne ra ket. Perzh krennarded fallakr pe maodierned arroutet eo riblañ an arboellerien vunut, biskoazh n'on bet an eil pe egile, ha biken ne vin.
— Koant eo ho taouarn, Itron.
— Ne vezont ket dreset gant al labourioù.
— Noplaet e vezont ganto.
Les Vieux de la vieille (1960)
[kemmañ]— N'eus ket da dortal, ret e vez bepred fiziout en neuz er vuhez : pa vez un den gant pigos un houad, divaskell un houad ha pavioù un houad, un houad eo. Ha pezh a dalv evit an houidi a dalv ivez evit ar vontiged kaoc'h. [6]
— Ac'hanta, me 'lâr deoc'h pa vezer kozh e ouzer pegoulz e stouer met ne ouzer ket pegoulz e saver a-nevez.
(O klask leuniañ un teul, gant poan) — N'eo ket an daoulagad hag a zo fall. An divrec'h re verr eo.
(Dirak bez e wreg) — Neuze, te 'wel, Marie, graet eo, me 'zo 'vont da Ouyette. Ma vefes ket aet kuit, n'afen ket kuit di. Met, pa'z out aet kuit, me ya kuit di. Mimoza 'm eus degaset dit. Goût 'ran ne blije ket kalz dit met ne'm eus kavet netra all. 'Oan ket gouest da zegas ur gaolenn-fleur dit memestra.
— Ac'hanta, aotrouien... Petra 'c'hoarvez ? Petra zo ? Kuzhet hoc'h eus ar bellenn ? Diwallit, Aotrou, un tredeog kevreadel zo ac'hanon!
— Ha c'hwi zo c'hwi saoz ?
— Ma, n'on ket...
— Mat, neuze, evidon-me, un tredeog ha n'eo ket saoz n'eo nemet ur bontig kaoc'h gwisket gant ur bragoù damverr o c'hoari gant ur c'hwitell ! Kit 'ta da wiskañ ur bragoù hir, den yaouank !
Bleiner ar c'harr-boutin : — Ma, diwallit neuze. Rak mar gwelan ac'hanoc'h adarre, me ho flastro ! Ha ne'm eus ket amzer da goll : ret eo din mont betek Aizenay.
Baptiste : — Mard it ker buan ha m'ho amerdan ho po lañs war ho euriadur evit ur wech !
Un taxi pour Tobrouk (1960)
[kemmañ]— Pa vezer hantersot eveldout e touger ur skritell, e kaser keloù.
— E Vichy emañ ma zad karet. Al lezennegezh zo e gwad an den-se. Sinaiz o tilestrañ e yaje da vandarin. Morianed o kemer ar galloud e lakaje un askorn en e fri. Gresianed...
— Me 'gred din, Doktor, emañ den Neandertal ouzh hon tapout lous. Daou gefredour war o c'hoazez ned eont ket ker pell hag un aneval war vale.
— En dezerzh e kavez ur c'horf marv dic'houzouget na c'hellez ket pivadiñ : furchal e chakodoù a reer. Pa gaver un digorer-boest, ur Saoez eo, hag un distouver, ur Gall eo.
— Ludwig ker, dizanaout a rit ar C'hallaoued. Kemplezh ar frankiz hon eus, abaoe 89. Dic'houzouget hon eus an hanter eus Europa en anv ar pennaenn-se. Abaoe m'eo bet flastret Polonia gant Napoleon n'omp ket evit gouzañv e vije graet gant den pe zen en hol lec'h. Evel forc'het en em santjemp.
— Evidon-me, er brezel, un dra zedennus zo : dibunadeg an trec'h eo. Pezh zo torr-revr eo tout pezh a c'hoarvez a-raok. Ret e vije kaout e arc'hopr enluadur ha dibunañ diouzhtu. A-raok ma trenkje ar soubenn...
— Adkas un den d'ar gêr, ne vije ket sot, met e adkas e-tal evit ma kendalc'hjemp da lardañ pilligoù an eil egile, ha dreist eo, da'z meno ?
— Ma 'peus ket un tad-kozh bankour, ha lârout a ri din da betra 'servij bout yuzev ?
— Ni, e Bro-C'hall, ar brizonidi, ne vezont ket lazhet.
— Dre ret, n'on eus ket kement, hañ...
— Dal, te hag a oar alamaneg, lâr kaoc'h dezhañ 'ta !
— Met kaozeal galleg a rez, pezh gagn !
— N'er c'haozean ket, e gomz a ran.
— Ha goût 'rez eo mat an truchon-se ?
— Evel-just eo mat. Petra 'c'hallan ober, me...
— Ganit edo ar gwir. Er brezel e rankjed bepred lazhañ an dud a-raok o anaout.
— Kemenn a ra Radio Kairo emaomp o kilañ e pep lec'h. Mar ne fiziit ket en ho keleier-c'hwi...
— Kabiten von Stegel, c'hwi hol laka da vigorniel, hañ ! Ha ne vefe ket gwell deoc'h bout kaset ganimp da Dobrouk war-eeun ? Pe estaj ? Pa vefemp erru e c'hellfen marteze a-walc'h prientiñ ur gibellad evidoc'h, ivez ?
— Arabat eo teurel pled, un aneval ganet gant ar brezel eo Théo.
— Ur paraoniak a reer eus se er yezh klinikel, ur brigader er yezh vilourel.
Le Bateau d'Émile (1961)
[kemmañ]— O met, emeñ da benn o koeñviñ, boulomig ! Hag ouzhpenn e komzez etre daouaskoù !
— Estreget ar flitouer zo er vuhez... Pe neuze e rez gaou ouzhit da-unan. An trubuilh gant ar merc'hed eo n'int mat nemet da se, pe da geginañ. Tramway Shangai pe an dobez bevin. Ha c'hoazh, ret eo dibab... Rak dibaot a wech ez pez an daou.
— Ac'hanta, a-benn ar fin, er familh o devo bepred ar merc'hed ar melender mousc'hoarzhus-se, an amoedigezh voull-se na adkaver nemet e Botticelli...
— Er familh emañ hengoun ar gwaskad kalon dirak an amerdamantoù, an diñs falset eo, ar gartenn veskellet denner diouzh e vañch evit talañ ouzh arskodennoù bras.
— Minet splann eo ar familh. Bepredker bajanek an neuz, met fresk an nead ! Miret e vezer gant ar vertuz.
— Atav ez eus bet un oristal eus hoc'h eontr.
— Ma aotreit da zegas d'ho soñj ez eo ma eontr ho preur, dreist pep tra.
— Setu perak e lavaran ez eus un oristal anezhañ... Anez e lavarfen ez eus ul loustoñ anezhañ.
Les lions sont lâchés (1961)
[kemmañ]— Pardonet e vez d'ar merc'hed koant pa sellont outo er melezourioù, ha karezet e vez ar baotred speredek p'en em selaouont o komz... Perak ?
— Unan eus diazezoù ar gorollouriezh eo ar galaoù a vadelezh. Aozet e vez abadennoù na vint biken c'hoariet a-nevez, en eskemm ouzh enkefiadoù na vint biken gwelet gant den. Anez, abaoe ar geit ma vez dañset evito, e vije pinvidik ar beorien. Kemmet kamp gant an arc'hant, ar pezh a zo dreist meiz.
— Dreistezhomm eo anaout an traoù a gomzer diwar o fenn. Me 'lavarfe zoken e tiskouez ar wirionded dre vras un doare diouer a ijin.
— Tastornerezh eo an dañs. Eilrenk a-grenn eo kement tra a reer gant an treid, den ne ra forzh.
— Ar berzh-mat ha dreist-holl an daremprediñ ho mignonezed o deus desket un dra din : paouez da glask e korn ar straed ar pezh a gaver digoust gant ar mondianezed.
Le Président (1961)
[kemmañ]— Atav ar memes re a veneger, n'eo ket souezh e vefent anavet.
— Ma mignonez ker, Wagner a azeuler pe n'eur ket evit selaou, hervez giz pep hini, met c'hwek n'eo ket, tamm ebet !
[...]
— A-hervez ne c'heller ket ober "c'hwek" eus Wagner. Piv 'c'heller kavout c'hwek neuze, me 'c'houlenn diganeoc'h ?
— Mozart, pe Tino Rossi.
— Bez' ez eus patromed war an tu kleiz, mennet on da zeskiñ deoc'h.
— Bez' ez eus pesked-nij ivez, met n'int ket ar muiañ-niver er genad.
— Ur meskaj anarkour ha mirour zo ennon, en ur c'heñver a chom da dermeniñ.
— Evit ar re yaouank eo an diskuizh, ar vuhez o deus dirazo. Me n'em eus ket.
— Perak ne vutunit ket, Millerand ? Hegarataat a ra.
— An urzh n'eo ket ur mad drezañ e-unan, nemet evit an diktatourien hag ar vajaneien e vefe.
— Gall-kenañ eo ar boaz da fiziout ul leuriadur en dud ha sevel a-enep ar gwir da ober gantañ.
— Evel ma gwreg out, atav e vezez a-du pa reer ar pezh a vennez.
— Gouarnet omp gant ebestel hag a verk priz ar beterabez hag a vefe divarrek da lakaat irvin-ruz da greskiñ.
— Dek vloaz e oa an ao. Chalamont da vare Verdun, ar pezh a ro gwir dezhañ da gomz neuze. Peogwir e oan-me war an dachenn ne oufen ket lavarout bout ken neptuek. Fall e vez ar gwel a-vras pa vezer re dost.
— Met en ur selaou an ao. Chalamont emaon o paouez merzout ur perzh boutin da yezh ar sifroù ha hini ar bleunioù : tu zo d'o lakaat da lavarout ar pezh a venner. Komz a ra ar sifroù, hogen morse ne huchont. Setu perak ne viront ket ouzh mignoned an ao. Chalamont a gousket. Roit aotre din, aotrounez, da gavout gwell yezh an dud : gwelloc'h e komprenan.
— Ho tisterder a dalveze da andorenn deoc'h hag ur goulenn am boa da sevel ouzhoc'h dres a-walc'h.
— Pa soñjer ez eo bet kinniget evit bodad ar c'hontrollerezh... Dre chañs ez eo bet korbellet.
— Gant piv ?
— Gant an holl re hag a oar lenn ha skrivañ.
— Forzh petra a lavar hennezh !
— Tra an tu-enep eo.
— Pa ne venner ket kaout ar galloud en e nac'her, Aotrou Beaufort. Tu zo da vevañ mat-tre en disheol.
— Ha chom ennañ da viken, kement-se a ouzit ervat.
Le cave se rebiffe (1961)
[kemmañ]— Gant ma fried n'eo ket aes gouzout. Tavedek e oa a-raok dija. Bremañ ne zigor e veg nemet evit debriñ.
— Ret eo paeañ evit an onestiz !
— Paourkaezh genaoueg! Ar gwir ! Met kompren mat, pa vez anv eus moneiz emañ an holl wirioù gant ar Stad ha hini ebet gant an dud !
— Pa soñjer ez eo trawalc'h lakaat ar vorzhed en tan evit gwelout an amerdourien o teredek !
— Ha komprenit mat, er vuhez, nac'h bout donezonet zo dougen dorn d'ar re zister.
— Anaout a ran da onestiz, met ma c'hlaselourien a anavan ivez. Adalek Adam oc'h asantiñ ma vije tennet ur gostezenn dioutañ betek Napoleon o c'hortoz Grouchy, an holl aferioù hag a zo aet a-dreuz a oa diazezet war ar fiziañs.
— Fiziout en dud onest eo ar riskl gwirion nemetañ er micherioù arvarus.
— Ne vez ket desket an desavadurezh.
— An Aotrou Doue en dije gellet da ober onest. Chañs 'peus, espernet out bet gantañ.
— Evit ur wech ma tapan krog en un arzour eus an Azginivelezh, ne fell ket din e zifoariñ 'blam' d'ur beiadur-mitizhien.
— Ur petra ?
— Ur goniri gant da vastrouilh !
Le Gentleman d'Epsom (1962)
[kemmañ]— Pell a-walc'h on bet en arme evit bout tapet skiant-prenet a-fed trubarderezh.
Un singe en hiver (1962)
[kemmañ]— Mard evfen nebeutoc'h e vefen un den all, ha ne'm eus ket c'hoant !
— Ur fouzhti eo hervez ar vouedoniourien, ur preti sinat hervez an toulloù visoù.
— Mar bije un dra oc'h ober diouer din, ne vije mui ar gwin, ar vezventi ne lavaran ket !
— An dic'hortoz? Petra eo ?
Les Tontons flingueurs (1963)
[kemmañ]— velato, n'hoc'h eus ket ezhomm ac'hanon evit steudañ dek traktor e-barzh ur stand, hañ ?... Klaskit kentoc'h ober ma ne vo ket sac'het evel ar wezh diwezhañ.
— Petra zo bet sac'het ?
— An disac'herez.
— Ne vez morse mat lezel an dleoù da gousket, ha dreist-holl lezel ar c'hoskorig da hunvreal.
— Dizaon e vez ar c'henaoueien, dre se end-eeun en o anaver zoken.
— Arabat e vije kuitaat Montauban gwech ebet.
(An tankoù Patton) — N'eo ket ma merk muiañ-karet.
— Lod tud darluskidik a bellgomz, lod all a zilec'h.
— ...Pezh a anver un den onest meur. Douget d'an divezouriezh hag ar mateziged, ar relijion hag ar jedoueroù bezañs.
— Du-mañ, pa gomz ar wazed, ar bilhezed en em sach !
Carambolages (1963)
[kemmañ]— Tregont bloavezh galeoù... Ha daou-ugent marteze zoken, mar dalc'hit an taol ! An dimeziñ, ma faotr, eo Biribi ar garantez. Me a bak abaoe ugent vloaz... Dimezet on bet e '42 rak gwir— aroe da gaout ur gwiskamant gloan glan hag ur re votoù lêr. Setu da belec'h e kas ar granded. [7]
— Eiler Levey, revalc'h n'oc'h ket, ker bajanek hag un eiler ne lavaran ket. Reizh eo, merkit mat. Mar bijec'h ur sklêrijenn e vijec'h enseller.
— Mar n'o devez an dud onest hogosik morse an dere a zellezont ez eo abalamour ma lazhont nebeutoc'h eget ar re all.
— Disoc'h poellel an dizimez eo an dimeziñ.
Mélodie en sous-sol (1963)
[kemmañ]— Al labour zo un dra hag a zo gwelloc'h kregiñ ganti pa vezer yaouank. Pa grogez mousig ez eo evel pa vijes bet ganet nammet : kemer a rez ar pleg, ne soñjez ket ennañ ken...
— Ar frankiz a sav da seizh eur en holl brizonioù Bro-C'hall.
— Pezh zo pouezus eo ronkal. Degas a ra neuz vat.
— Na vam ket dirak ar mor, a-viskoazh eo bet amañ.
— Adal bremañ e labourimp diouzh ar padventer. Rak ur vunutenn diforc'h n'eo ket tri-ugent eilenn dre ret. Gouest eo da dreiñ e bloavezhiadoù bidouf. Kred ac'hanon, me 'oar diouzh an dra.
— Ho segal, gwell eo din nompas stekiñ outo. Ar botoù a gaver koaret dirak an nor, ar flitoueroù hag en em fich o-unan, ne anaven ket an holl draoù-se hag e tremenen hepto ken aes ha tra. Neuze, bremañ, ne gomprenin mui em lakafe va gwreg da vrifañ ar c'hig hag ar c'heuz er memes plad, ne gomprenin ket ne vije ket ma moused oc'h ober Lieskteknikel. [8]
— Spontus eo pegen onest eo... Gwall-siek da vat... Ma, pa lavarin, biskoazh n'en deus tapet tell-gastiz ebet, na petra 'ta !
— N'eus ket a wallzarvoudoù er vuhez, gwalldonkadurioù hepken zo.
— Pezh a brou e c'heller bout gwerc'hez war pep tachenn ! O klask gouzout e oan petra ennout n'en doa biskoazh servijet c'hoazh. Mat, 'maon o paouez merzout ez eo an eñvor !
— Keloù vizon zo ! Hag a-viskoazh eo bet karet al loened gant ar bilhezed viñson ! [9]
Des pissenlits par la racine (1963)
[kemmañ]— Seul vuioc'h a gregin 'peus, seul nebeutoc'h a benaennoù 'peus. Marvenn-gig an ene eo ar segal.
— Me n'on ket Laorañs Arabia, ne dreuzan ket an dezerzh divanne !
Cent mille dollars au soleil (1963)
[kemmañ]— A-benn pemp pe c'hwec'h kilometr e stagimp gant Djebel Amrin. Ugent kilometrad krapenn, tri-ugent kammdro, islonkoù pevar-ugent metr. Warlene hon eus bet tri bleiner oc'h ober ar splujadenn, me ne'm eus ket c'hoant d'ober 'velto. Gant tout ar segal 'zo ouzh hor gortoz, ne youlan ket bout beziet gant ar re baour.
— El lec'hioù digenvez e vez gwell bout hegarat bepred. Digoust eo hag espern ar c'hartouchennoù a ra. Setu perak 'maout o vont da serriñ da veg bras.
Les Barbouzes (1964)
[kemmañ]— Goût a rit, pa zeu un aotrou dianav d'o ti da zegas ho pried marv, pa zinamit ar sal-dour ha pa vann ar viziterien dre ar prenestr, ne vezer mui souezhet gant kalz a dra.
— Setu an urzhioù : lesaat, lorbiñ, skrapañ ha pa vez difrae : dimeziñ !
La Chasse à l'homme (1964)
[kemmañ]— Un oriad espar ne c'hall nemet treiñ da bried fall.
— Daou vilvilion a dailhoù nevez ! Me ne ran mui "kellidsteuñv" eus kement-se, "argadenn armet" eo an anv reizh !
— An dimeziñ eo ar pezh a ziforc'h an dud diouzh al loened.
— Droukveskañ a rit gant ar c'horzhin, moarvat... N'eo ket ar memes tra evelato !
— An dibab a lezan ganeoc'h c'hoazh : an dimeziñ pe ar grizilhonoù.
— Ret eo din anzav ne zeu ket an diforc'h war va spered.
— Na fiñvit let ! Chomit evel-se !... Ur Matisse ! Mar bijec'h en noazh e vijec'h ur Renoir ! Met m'ho pije paket ul lamm hor bije ur Picasso !
Par un beau matin d'été (1964)
[kemmañ]— Bez' ez eus tud hag a zo bidoufidi a dad da vab, evel ma'z eus lod hag a zo apotikerien.
— Ar gribenn o teal, m'en argas. [10]
La Métamorphose des cloportes (1965)
[kemmañ]— Startoc'h a-galz eo kavout sav da varc'hadourezh eget e falzigañ... Dav eo gouzout, daremprediñ... Un damoug eo laerezh, tra ken.
— Ur stumm mat eo ar pevarad evit ul laz-seniñ, met un tammig re eo evit tagañ ur bank.
— E par ar c'hignat an dud, ar re gammañ eus an troioù-kamm n'int netra, klevout a rit, netra e-kichen al liverezh difetis. [11]
Quand passent les faisans (1965)
[kemmañ]— Bez' emañ an dud a hag a gont e milionoù, ar re hag a gont e milmilionoù, ha neuze ar re ha na gontont ket.
Les Bons Vivants (1965)
[kemmañ]— Alies e kas an aotrouniezh d'an digenvez, hag a gas an impalaerien war ar roc'helloù hag an dud dizimez er c'heginoù.
Ne nous fâchons pas (1966)
[kemmañ]— E louzaouiñ evel-se, difrom, n'eo ket muntrañ penn-da-benn, met un doare kenderviezh zo memestra ! [12]
La Grande Sauterelle (1967)
[kemmañ]— Na pegen bajanek e c'hellez bout ! Bajanek n'out ket, zoken, gars out. Morse ne'z ez d'ar sine, ne lennez ket, n'ouzez mann ebet. Marteze n'eus empenn ebet ganit zoken. Pa seller ouzit diwar-c'horre e tleer gwelout da zent.
— Ne c'hellerket digevrediñ ar gisti diouzh traù ar mor. Ne nac'han ket e naplesont ar vartoloded un tammig, met koantaat a reont ar gaoz !
Un idiot à Paris (1967)
[kemmañ]— Ur brezeler kozh zo ac'hanon, hag ur stourmer sokialour, hag un tavarnour. Da lavarout eo em eus klevet ma c'hementad a gonirioù en buhez !
— Ne c'houlennan ket an aluzen. Biskoazh ne'm eus bet gwenneien digant den pe zen... Zoken pa vezen o labourat.
— Den ebet ne viro ouzh an dud a gomz a-drek da gein. Ar pep pouezusañ e tavfent pa zistroes.
Le Pacha (1968)
[kemmañ]— Pa ya ar gaoz war ar segal, adal ur sammadienn e selaou an holl.
— Ne vi ket tost da ziskregiñ, pa vo bet lakaet ar valteien da gelc'htreiñ.
— Ur bajaneg 100% pur e gimiezh... Me 'garfe gouzout pelec'h e klaskez 'nezhañ.
— Quai des Orfèvres [13] Feal e choman da'm fourchaserien.
— C'hoant 'm eus da veajiñ. Okeania, Bora-Bora, ar vahineed[14]... Anaout a rez ?
— Perak, fellout a ra dit ma c'has ganit ?
— Ne gaser ket silzig pa'z eer da Frankfurt.
Faut pas prendre les enfants du bon Dieu pour des canards sauvages (1968)
[kemmañ]— Rita eo ma anv. Me zo strujet bav-tre ha speredek-kenañ. C'hwi aze, n'ouzon ket petra 'blij deoc'h – ar vioù fritet, Teilhard de Chardin pe ar rhythm 'n blues – ar gwenneien a blij din-me. Ne soñjan nemet enno. Enno hag er wazed. Er wazed hag o deus gwenneien.
— Evidon-me, ar Rosemonde hag he bagad c'hoarezed ar peder feskenn n'int nemet melloù fougaserezed, pezhioù divergont. Tud diyac'h, a lârfen zoken.
— Pa oan o lavarout, neuze, an nozvezh kentañ dindan doenn ur plac'h yaouank a laka da zougen bri. Hag an eil avat ?
— Ar goniri betek ar poent-se, me 'lâr e krog da vout nec'hus !
Sous le signe du taureau (1969)
[kemmañ]— Ur ouenn eo ar gonterien ! [...] Komzit dezho eus karantez, e komzont deoc'h eus arc'hant ! Ur vicher merc'hed e rankfe bezañ !
Une veuve en or (1969)
[kemmañ]— Tennet eo bet ar gisti diouzh an tiez evit staliañ ar sevenadur enno ! Staliomp ar gasterezh el Louvre !
Elle boit pas, elle fume pas, elle drague pas, mais... elle cause ! (1969)
[kemmañ]— Evezhiet pizh ar pishañ e vezer diouzhtu pa glasker ober ar vad.
— Hama, n'ouzon ket, biskoazh ne'm eus klasket !
Le Cri du cormoran le soir au-dessus des jonques (1970)
[kemmañ]— Me 'garfe gouzout penaos ez eer da Istanbul hep paseporzh ?
— En un arched.
Le drapeau noir flotte sur la marmite (1971)
[kemmañ]— Pa soñjan... Pa soñjan em eus kuitaet un hidalgo !
— Un hidalgo a rit-c'hwi eus se ? Ur meket a ran-me !
— Ur metek !... Ur metek hag a oa perc'henn war un hacienda e kreizig-kreiz Brazil !
— Itron ger, pa ouzer ho live deskadurezh, lakaat Caracas da benn-gêr Brazil a dremen c'hoazh. Met chalus eo, d'ho oad, droukveskañ un hacienda hag ur fouzhti !
Elle cause plus... elle flingue (1971)
[kemmañ]— Adalek gouzifiad Merovingiz betek rokedennoù o fennoù-furch, n'eus arm ebet ha n'anvefes ket !
— Komz da'm C'holt, klañv eo ma fenn.
— Poltred ar poliser skouer : ur meiz gwall izeloc'h eget ar c'heitad, gant daredennoù bleuperezh.
Ar c'homiser : — Biskoazh n'on bet fouzhet div wech eus renk.
Rosemonde : — Ac'hanta, n'ouzez ket petra 'gollez !
Comment réussir quand on est con et pleurnichard (1974)
[kemmañ]— Ha pa vije aotennoù, alc'hwezioù ar c'harr pe gwragez, pep tra 'm eus e zoubl.
Bons baisers... à lundi (1974)
[kemmañ]— N'eus ket laeron ac'hanomp.
— Ma, petra 'rit neuze ?'
— Astenn an dorn... armet !
Le Grand Escogriffe (1976)
[kemmañ]— Ha gouzout a rit e petra 'maon o soñjal ?
— Ha mareoù zo ma ne soñjit ket en dra ?
— Ya... Pa vezan ouzh e ober.
Le Corps de mon ennemi (1976)
[kemmañ]— Anaout a reer pouez ur penalti war ur bilhed mouezhiañ.
— N'eus nemet ar bolitikerien, ar vugale hag ar farderion melloù a gement a zo dedennet gant ar mell-droad.
— Lavarit din 'ta, mafaotr, n'emaoc'h ket o vont da respont "perak" da gement goulenn a ran ouzhoc'h ?
— Perak ket ?
— Ac'hanta, sed aze ur goulenn mat !
— Hama, kav ur respont mat neuze !
— Ha petra 'lâr din ne vin ket diskaret ganeoc'h goude ?
— Te 'gav gwell a-raok ?
Mort d'un pourri (1977)
[kemmañ]— An div walenn hag a c'hourdrouz ar bed eo an dizurzh hag an urzh. Heug am bez gant ar goubrenerezh, kridienn am bez gant ar vertuz.
— Kalz politikerien, furlukined jentil, un nebeud dukezed, ul lodenn vat a c'histi... Ar berzhded c'hall, na petra 'ta !
— Gortoz! Selaou, emeur o seniñ ouzh an nor. Gervel a rin en-dro.
— Na advarc'h ket ! Mar klevan tennoù ne lakain nemet ul loaioù.
— Degas a ran d'ho soñj e c'hourc'hemenn al lezenn ma vefe degaset ar vuntrerien d'ar Justis.
— Ya, met ne spisa ket an niver a dammoù.
Tendre Poulet (1978)
[kemmañ]— A zoueed, gwarezit-ni diouzh ar merc'hed : divergont ha didostaus e vezont en deizioù mat, hag ur walenn evit ar geoded er re fall.
— Fallokrat !
— w:br:Aesc'hulos, Dimezell.
— Dindan un disglavier e vez graet ar remzadoù meur.
— Testoù ?
— Bo... un drederenn ha n'o deus gwelet netra, un drederenn hag e kred dezho bout gwelet... hag un drederenn hag o deus gwelet met ne zeu netra da soñj dezho.
Le Guignolo (1979)
[kemmañ]— Ur gwerzher taolennoù zo ul laer enrollet e Marilh ar c'henwerzh.
— Hag anaout a rit an diforc'h etre ul laer hag ur genaoueg ?
— Ne ran ket...
— Ul laer a ziskuizh bep an amzer.
Pile ou Face (1980)
[kemmañ]— — Ne'z eer ket da flik, gourfennañ evel flik a reer.
— Ar justis, c'hwi 'gred enni c'hoazh ?
— Evel ar Werc'hez Vari eo ar justis : pa n'he gweler ket ur wech an amzer en em stailh an douetañs.
Garde à vue (1981)
[kemmañ]— Argisti zo maouezed hag a ro kalz traoùdeoc'h evit nebeud a-walc'h a voneiz.
Le Professionnel (1981)
[kemmañ]— N'eo ket gant da robotoù e torres ma revr ar muiañ, gant ar pilennoù e oa ! Ne yae ket ar pilennoù alaman er robotoù japanat ! N'oukon ket zoken ha mont a rae ar pilennoù breizhat gant ar robotoù arvernat !
Est-ce bien raisonnable ? (1981)
[kemmañ]— Atav em bez klevet lavarout droug diwar-benn ar mammoù-kaer... Lod zo dispar, sur a-walc'h ?
— Marteze... Ar re hag a veaj kalz... Pell-bras... Lod ergerzhourezed.
Les Morfalous (1984)
[kemmañ]— O, te, Flus, na laka ket ar re 'rall da gac'hat !
On ne meurt que deux fois (1985)
[kemmañ]— Anaout a rit ar barzh alaman w:br:Heinrich Heine ? P'edo o vervel e lavaras : « Doue am fardono, rak E vicher eo. ».
— N'eo ket ma hini, dre zichañs. C'hwi a lazh, Doue a bardon, me a enklask.
— Er vered, da nebeutañ, e ouzomp pelec'h emañ. Aliesoc'h eget kentoc'h e vo gwelet.
— Ar reuz er vuhez eo ned eer ket er-maez anezhi ent-bev !
— Mervel n'eo netra. Ar goude eo a zo bec'hius.
Levrlennadur
[kemmañ]- (fr) Chateau, René : Audiard par Audiard, Éditions René Château, 2000 (ISBN 978-2-85852-051-0)
- (fr) Durant, Philippe : Michel Audiard, Le Cherche Midi, 1991 (ISBN 978-2-7491-0476-8)
- (br) Kervella, Divi : Geriadur luc'hajoù ar brezhoneg, An Alarc'h Embannadurioù, 2003 (ISBN 978-2-95202-382-5)
- (fr) Lemonier, Marc : Michel Audiard - L'intégrale, Hors Collection, 2012 (ISBN 978-2-258-09477-2)
- (br) (fr) Ménard, Martial : Petit dictionnaire desplus belles injures bretonnes, An Here, 2002 (ISBN 978-2-86843-250-6)
- (fr) Mirabel, Vincent : 200 répliques cultes du cinéma, First, 2009 (ISBN 978-2-7540-1199-0)
Pennad kar
[kemmañ]Liammoù diavaez
[kemmañ]Notennoù
[kemmañ]- ↑ Brikioù : luc'haj evit "bragoù" (Divi Kervella)
- ↑ Ar galeoù : la relègue e luc'haj Paris.
- ↑ C'hoari ar segalenn : bout dibennet, benveg an Dr. Guillotin o vout heñvelekaet ouzh un troc'h-segalennoù.
- ↑ Urzh : "urzh furchal" er Gwir.
- ↑ Grue (galleg evit "gast" abaoe 1415) > Marc'hken e geriadur Ménard.
- ↑ Bontig kaoc'h : petit merdeux (geriadurioù Ménard).
- ↑ Biribi : 7 galeoù gall e Norzhafrika (5 en Aljeria, 1 e Maroko hag 1 e Tunizia)
- ↑ Liesteknikel : (École) Polytechnique.
- ↑ Bilhezed viñson : gisti (Divi Gervella).
- ↑ Kribenn : luc'haj evit "poliser", poulet.
- ↑ Peinture abstraite: "liverezh difetis" e TermOfis, "livouriezh solluniek" e Geriadur Ménard.
- ↑ Louzaouiñ : flinguer (Geriadur Ménard p.588-b).
- ↑ Sez ar Polis lezvarnel e Paris betek miz Even 2017.
- ↑ Vahine : Tahitieg evit "maouez".