Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec
Rannbennad nevezSalud deoc'h, Ha goût a rit gant piv e oa bet savet divizoù ar film Il buono, il brutto, il cattivo ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Her 2018 da 12:12 (UTC)
- Ho saludiñ,
- Gant Sergio Leone ha Luciano Vincenzoni, hervez Imdb (story) hag itwiki (sogetto = scriptment).
- A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 7 Her 2018 da 17:27 (UTC)
- Trugarez deoc'h, Ne oa ket sklaer din tamm ebet. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 8 Her 2018 da 17:16 (UTC)
Anadiplozenn
[kemmañ]Demat, Deoc'h da c'hoût : KIS-359 — Gl. figures, tropes, métaboles - Preder : ASTALMAD, pajenn 23.. Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Du 2018 da 15:51 (UTC)
- Ho saludiñ,
- Trugarez vras deoc'h evit an titour ; ne soñj ket din avat e vefe degemeret ar ger astalmad e brwiki, p'emañ e rener emanvet enep SADED daoust d'al labour divent a zo bet sevenet ganto. Peadra e vefe da voulc'hañ ur brezel-embann arre hag adarre, ha tremen skuizh on aet gant doareoù Voldemort. Biken, 'm eus aon, ne dizho brwiki ul live dereat keit ha ma vo hennezh oc'h ober forzh petra a-drugarez d'an diouer a vererien. A galon, Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Du 2018 da 18:07 (UTC)
- Salud deoc'h ivez, Ne oa ket bet kaset an titour-se deoc'h evit talañ ouzh egile, da ziskouel e oa ar wirionez ganeoc'h ne lâran ket. Graet ma soñj ganin-me chom hep distreiñ da sevel un dra pe dra nag er WikiBzh nag er Wikeriadur ivez. Gwazh a se d'al laboused...:-( N'on ket evit anduriñ ken drougiezh, feiz fall ha grosoni an den-se. Deoc'h da c'hoût : emaon o paouez sevel ar pennad astalmad er Wiktionnaire lec'h ma c'heller labourat hep bezañ heskinet. Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Du 2018 da 16:23 (UTC)
- Salud deoc'h, Techet e oan da ober heñvel, met lezel al lavegezh da ren war ar raktresoù brezhonek e vije paouez da reizhañ ha sevel pennadoù. Setu em eus dibabet kenderc'hel hep respont d'an tagadennoù, ha pa vezan aet og gant doareoù egile e savan pennadoù evit Wikiarroud (ur sizhunvezh labour evit Krennlavarioù ha troioù-lavar brezhonek, da skouer). Gwelet em eus ez eo krog un den da sevel pennadoù a-zivout loened, met evit doare ne oar ket... an doare. Ezhomm zo ac'hanoc'h er Wikipedia brezhonek ! Egile ne laka ket e bavioù lous war pennadoù skiantel, pa gred dezhañ bout Mestr ar brezhoneg. A galon, Lagad Zoltec (kaozeal) 20 Du 2018 da 12:41 (UTC)
- Ne zizroin ken, rak deiz pe zeiz e laoskfen ur ger bennak hag am bije keuz oute war-lerc'h. Ha war a seblant n'eo ket gwall chalet an implijerien all gant ar pezh a c'hoarvez ingal er Wikipedia e brezhoneg, a zo kaeroc'h. Ya, gwelet em eus e teue un den all hag a seblant bezañ sot gant ar vioù : mont a ra a Wikipedia da Wikipedia da ouzhpennañ luc'hskeudennoù dastumadeg Muzeom istor naturel Toloza (ma ne fazian ket). Gwelet em eus ho peus lakaet un tamm kempenn er pennad Houad penn ruz war e lerc'h. Da ziwall 'zo, rak kemmet e oa bet ur bern traoù er c'herentiad Anatidae e 2017 (Revise the generic classification and linear sequence of Anas) ha n'emañ ket ken ar spesad-se er genad Anas, e-barzh hini Mareca (Screamers, ducks, geese, swans) ne lâran ket... Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Du 2018 da 12:27 (UTC)
- Trugarez deoc'h : krediñ a ra din bout reizhet Houad penn ruz hervez hoc'h ali fur (gwelet a rit, ezhomm zo ac'hanoc'h !). Merzet em eus ivez e c'hall He That Must Not Be Named skrivañ forzh petra hep trubuilhañ den — lod a seblant bout a-du gantañ zoken, moarvat abalamour ma skriv kalz (e-lec'h mat, evel-just). Bezet pe vezet, distroit 'ta war ho tachenn pa garot — me 'gred din e reot, pa vo muioc'h a hegaz ennoc'h abalamour d'ar sotonioù a-zivout al laboused eget da re HTMNBN ! Diskuizhit mat, bepred. — Lagad Zoltec (kaozeal) 21 Du 2018 da 16:18 (UTC)
- Ne gav ket din. Drouk eo an den ken ez eo ha n'em eus ket c'hoant da goll na nerzh na yec'hed evit ar WkBzh. Degemeret mat e oan bet er Wiktionnaire gallek hag, eno, e kendalc'han da ouzhpennañ gerioù brezhonek war ma fouezig. Pa savan goulennoù ouzh ar verourien e tegemeran respontoù hep bezañ kaset d'ar blotoù, er c'hontrol. Klasket en devoa tabut ouzhin eno ivez, met kaset e oa bet kuit nebeut amzer war-lerc'h (Quand la liberté des uns s'arrête où commence celle des autres : comportement incompatible avec l'esprit collaboratif).
- Pa soñjan, ul lec'hienn dalvoudus deoc'h : AnimalBase ; Anas penelope da skouer.
- Ur wir blijadur e voe din kenlabourat ganeoc'h ha chañs vat d'ho lapined 'ta ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Du 2018 da 16:10 (UTC)
- Trugarez deoc'h : krediñ a ra din bout reizhet Houad penn ruz hervez hoc'h ali fur (gwelet a rit, ezhomm zo ac'hanoc'h !). Merzet em eus ivez e c'hall He That Must Not Be Named skrivañ forzh petra hep trubuilhañ den — lod a seblant bout a-du gantañ zoken, moarvat abalamour ma skriv kalz (e-lec'h mat, evel-just). Bezet pe vezet, distroit 'ta war ho tachenn pa garot — me 'gred din e reot, pa vo muioc'h a hegaz ennoc'h abalamour d'ar sotonioù a-zivout al laboused eget da re HTMNBN ! Diskuizhit mat, bepred. — Lagad Zoltec (kaozeal) 21 Du 2018 da 16:18 (UTC)
- Ne zizroin ken, rak deiz pe zeiz e laoskfen ur ger bennak hag am bije keuz oute war-lerc'h. Ha war a seblant n'eo ket gwall chalet an implijerien all gant ar pezh a c'hoarvez ingal er Wikipedia e brezhoneg, a zo kaeroc'h. Ya, gwelet em eus e teue un den all hag a seblant bezañ sot gant ar vioù : mont a ra a Wikipedia da Wikipedia da ouzhpennañ luc'hskeudennoù dastumadeg Muzeom istor naturel Toloza (ma ne fazian ket). Gwelet em eus ho peus lakaet un tamm kempenn er pennad Houad penn ruz war e lerc'h. Da ziwall 'zo, rak kemmet e oa bet ur bern traoù er c'herentiad Anatidae e 2017 (Revise the generic classification and linear sequence of Anas) ha n'emañ ket ken ar spesad-se er genad Anas, e-barzh hini Mareca (Screamers, ducks, geese, swans) ne lâran ket... Kalon vat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Du 2018 da 12:27 (UTC)
- Salud deoc'h, Techet e oan da ober heñvel, met lezel al lavegezh da ren war ar raktresoù brezhonek e vije paouez da reizhañ ha sevel pennadoù. Setu em eus dibabet kenderc'hel hep respont d'an tagadennoù, ha pa vezan aet og gant doareoù egile e savan pennadoù evit Wikiarroud (ur sizhunvezh labour evit Krennlavarioù ha troioù-lavar brezhonek, da skouer). Gwelet em eus ez eo krog un den da sevel pennadoù a-zivout loened, met evit doare ne oar ket... an doare. Ezhomm zo ac'hanoc'h er Wikipedia brezhonek ! Egile ne laka ket e bavioù lous war pennadoù skiantel, pa gred dezhañ bout Mestr ar brezhoneg. A galon, Lagad Zoltec (kaozeal) 20 Du 2018 da 12:41 (UTC)
- Salud deoc'h ivez, Ne oa ket bet kaset an titour-se deoc'h evit talañ ouzh egile, da ziskouel e oa ar wirionez ganeoc'h ne lâran ket. Graet ma soñj ganin-me chom hep distreiñ da sevel un dra pe dra nag er WikiBzh nag er Wikeriadur ivez. Gwazh a se d'al laboused...:-( N'on ket evit anduriñ ken drougiezh, feiz fall ha grosoni an den-se. Deoc'h da c'hoût : emaon o paouez sevel ar pennad astalmad er Wiktionnaire lec'h ma c'heller labourat hep bezañ heskinet. Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Du 2018 da 16:23 (UTC)
- Ho saludiñ,
- Emaon o treiñ ar pennad e saozneg, setu e rankan displegañ lod troiennoù.
- Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad.
- Ha c'hwi 'oar marteze pe labous eo ?
- A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Kzu 2018 da 18:21 (UTC)
- Demat deoc'h ivez, Sur on da vezañ lennet an anv-se un tu bennak — en un danevell, ma ne fazian ket — pelec'h, avat, aze emañ an dalc'h ?! 'H in da c'houlenn ouzh tud kumuniezh an evnoniezh er Wikipedia gallek, mar fell deoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Kzu 2018 da 14:13 (UTC)
Harz al laer !
[kemmañ]N'on ket evit krediñ !
Savet ganin-me d'ar 28 a viz C'hwevrer diwezhañ er Wiktionnaire gallek...
...ha hiziv gant egile er Wikeriadur brezhonek !
Pemp bloaz a oad bred !--Prieladkozh (kaozeal) 8 Meu 2019 da 10:00 (UTC)
Labour kempenn
[kemmañ]Demat dit. Gwelout a ran az teus graet degasadennoù amañ n’eus ket pell zo. Laosket am eus kemmenadennoù en davarn, amañ hag aze. Deus da reiñ da ali ma fell dit. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2019 da 08:55 (UTC)
- A-du on ganit, evel-just : ar pal kentañ a vo gwelaat ar pennadoù ha sevel re nevez. Laouen on da welout e chom tud amañ c’hoazh.
- Tud oberiant zo c’hoazh e Wikipedia, moarvat en em c’hinnigo unan pe zaou (te, peraket ?).
- War a seblant, ma n’eus ket a-walc’h a dud en ur wiki e vezer lakaet gant ar stewarded da verour evit ur prantad amzer, tri miz da skouer. Mat e vefe evit poent. Huñvreüs (kaozeal) 9 Gou 2019 da 10:35 (UTC)
André Frédérique
[kemmañ]Lakaet am eus ar bajenn André Frédérique en da esaouenn implijer : Implijer:Lagad Zoltec/André Frédérique. E galleg eo penn-da-benn. Ret e vo treiñ anezhi a-raok adlakaat anezhi en esaouenn pennañ. Daveennoù resisoc’h, evel niverenn ar bajennoù, a vefe mat ivez. Huñvreüs (kaozeal) 30 Gou 2019 da 16:38 (UTC)