Sonerezh
Neuz
Ar sonerezh eo an arz hag a bled gant ar sonioù hag an tav. Aozet hag arveret e vez sonerezh evit dudiañ, kehentiñ, kinklañ pe lidañ.
Meur a dermenadur zo d'ar sonerezh, hervez ar mare, ar gevredigezh hag ar sevenadur.
Henamzer
[kemmañ]- Mar fell d'an den anavezout ur boblad e rank selaou he sonerezh.
- Mar fell dit mestroniañ ar bobl, bez mestr war he sonerezh da gentañ.
- — Platon (427–348) : Politeia (385–370) — La République, Flammarion, 2011 (ISBN 978-2-08-138669-3)
XVIvet kantved
[kemmañ]- An den-se ha na gar ket ar sonerezh ez eo ret kaout aon razañ ha tremen hebiou dezhañ. Dall ha bouzar eo ouzh kened ar bed, ha gouest eo da ober forzh petra, rak teñvalijenn zo ennañ.
- — William Shakespeare (1564–1616) : The Merchant of Venice (1596)
XVIIIvet kantved
[kemmañ]- Yezh an entan eo ar sonerezh, hogen kement entan n'eo ket dellezek da vout lakaet e sonerezh.
- — Christoph Martin Wieland (1733–1813), barzh, troer hag embanner alaman : Oberon (1780) • (de) Lenn en-linenn
- Ur bennaenn zo e kalon ar sonerezh, n'eo ket bet kavet c'hoazh.
- — William Herschel (1738–1822) [1]
- Ar sonerezh mat ne fazi ket, mont a ra war-eeun da strad an ene da glask ar glac'har a vez ouzh hon flaouiañ.
- — Henri Beyle, alias Stendhal (1783–1842) : Vies de Haydn, de Mozart et de Métastase, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-282-93734-8)
XIXvet kantved
[kemmañ]- Ar sonerezh eo yezh hollek mab-den.
- — Henry Wadworth Longfellow (1807–1882) : Outre-Mer: A Pilgrimage Beyond the Sea (Travelogue) (1835) [2]
- Ker ret eo trouz ar vangounell o wigourat ha sonerezh ar pellennoù.
- — Henry David Thoreau (1817–1862) [3]
- Berrskriverezh ar from eo ar sonerezh.
- — Lyev Tolstoy (1828–1910) [4]
- Hep ar sonerezh e vije ar vuhez ur fazi, ur skuizhder, un harlu.
- — Friedrich Nietzsche (1844–1900) : Götzen-Dämmerung oder wie man mit dem Hammer philosophiert (1888), rann Sprüche und Pfeile, 33, Severus Verlag, 2015 (ISBN 978-3-95801-151-9)
- Ar stardadenn reizhel ne c'hell bezañ keñveriet nemet gant ar sonerezh ha gant ar pediñ.
- — Henry Havelock Ellis (1859–1939) : The Dance of Life (1923) • (en) Lenn en-linenn
- Un den hag a gar ar sonerezh a warant ur c'hard eus e hevoud.
- — Jules Renard (1864–1910) : Journal (28 Here 1907) — Actes Sud, 2004 (ISBN 978-2-7427-5216-4)
- Lusk eo an hollved. E pep unan eus e elfennoù emañ sonerezh an atom evel m'emañ sonerezh ar pellennoù.
- — Herbert George Wells (1866–1946) : Star Begotten (1937), CSIPP, 2018 (ISBN 978-1-7220-7907-9)
- Jedoniezh sonus eo ar sonerezh, sonerezh didrouz eo ar jedoniezh.
- Pedenn ar baganiz eo ar sonerezh.
- — Édouard Herriot (1872–1957) : Notes et maximes (1961)
- Trawalc'h eo ar sonerezh evit ur vuhez, met ur vuhez n'eo ket trawalc'h evit ar sonerezh.
- — Sergey Rac'hmaninov (1873–1943), sonaozour rusat [5]
- Ar sonerezh eo ar yezh nemeti na c'hall ket lavaret un dra zrouk pe flemmus.
- — John Erskine (1879–1951)
- Emsav ar from enep ar moustrerezh eo ar jazz.
- — Joel Augustus Rogers (1880–1966), kazetenner hag istorour jamaikan-stadunanat : 100 Amazing Facts About the Negro with Complete Proof, CSIPP, 2014 (ISBN 978-1-5033-5411-1)
- Ar sonerezh a ro ur stumm d'an tav.
- — Georges Braque (1882–1963) : Le Jour et la Nuit, Gallimard, 1956 (ISBN 978-2-07-020977-4)
- Petra eo ar sonaozañ anez an urzhiañ an danvez sonek ?
- — Edgard Varèse (1883–1965) : lizher da André Jolivet, 29 Eost 1936
- A vrient an dreistijin ! Goude selaouet ur pezh digant Mozart, an tav a zeu war-lerc'h zo digantañ c'hoazh.
- — Sacha Guitry (1885–1957) : Toutes réflexions faites (1947)
- Deuet on boas d'ar marv : ur pianoour zo un den dic'hizet en archeder, e-tal dezhañ e biano par d'ur c'harr-kañv.
- — Arthur Rubinstein (1887–1982) : My Many Years, Alfred A. Knopf, 1980 (ISBN 978-0-394-42253-4)
- Kement a draoù kaer zo da lavarout c'hoazh e Do muiañ.
- — Sergey Prokofyev (1891–1953) [4]
- Perzhioù diniver zo d'ar sonerezh, kalz anezho n'int ket bet kavet c'hoazh.
- — Nour Ali Elahi ("Ostad Elahi", 1895–1974) : 100 Maxims of Guidance, Nour Foundation, 1995 (ISBN 978-2-911331-00-8)
XXvet kantved
[kemmañ]- Ar sonerezh hepken a c'hall komz a-zivout ar marv.
- — André Malraux (1901–1976) : La condition humaine, Gallimard, 1933 (ISBN 978-2-07-024131-6)
- Da vat e santomp ez eus un ene ennomp pa seloaump sonerezh.
- — Jean Anouilh (1910–1987) : Le directeur de l'Opéra, La Table Ronde, 1972 (ISBN 978-2-7103-2240-5)
- Da vat e santomp ez eus un ene ennomp pa selaouomp sonerezh.
- — Emil Cioran (1911–1995) : Les cahiers de l'Herne (1957–1972), Flammarion, 2015 (ISBN 978-2-08-133353-6)
- Mard eus un den hag a zle pep tra da Vach ez eo Doue a-dra-sur.
- — Emil Cioran : Syllogismes de l'amertume (1952), Foio, 1987 (ISBN 978-2-07-032449-1)
- Gant pep hini ac'hanomp ez eus ur sonerezh ambroug diabarzh.
- — Gilbert Cesbron (1913–1979) : Journal sans date (1936), Robert Laffont, 1970 (ISBN 978-2-221-00396-1)
- Akordeon ar binvidien eo ar piano.
- — Michel Audiard (1920–1985) : Audiard par Audiard, Éditions René Château, 2000 (ISBN 978-2-85852-051-0)
- Sonerezh hiziv a zousa ar vuhez hag a vouzar an dud.
- — Frédéric Dard ("San-Antonio", 1921–2000) : Les pensées de San-Antonio, Le Cherche Midi, 1996
- Ker bouzar e oa Beethoven ma kredas a-hed e vuhez e oa o livañ taolennoù.
- — François Cavanna (1923–2014) : Le saviez-vous?, Éditions du Square, 1971
- Wagner ne c'hallan ket e selaou kalz. Bewech e peg ennon ar c'hoant da aloubiñ Polonia.
- — Woody Allen (*1935) : Manhattan Murder Mystery (1993)
- — Pierre Desproges (1939–1988) [6]
- Talm un ene en hollved eo ar sonerezh.
- — Eugène Pilote (*1939) : Les feuilles sortent, Éditions Refermez avant d'allumer, 1972
- Re vat eo ar primaozañ evit e lezel d'an degouezh.
- — Paul Simon (*1942), sonaozour, kaner ha soner stadunanat [7]
- Ar sonerezh a c'hall lakaat an dud en o frankiz.
- — Bob Marley (1945–1981) : kanaouenn Trench Town (1973)
- A-drugarez d'ar sonerezh e weler sklaeroc'h, pelloc'h eget gant an daoulagad.
- — Erik Orsenna (*1947) : La révolte des accents, Le Livre de Poche, 2008 (ISBN 978-2-253-12400-9)
- En hon amzer ez eus muioc'h a luskoù eget a gendoniezh en hor buhezioù.
- — Jeff Clayton (*1954), saksellour jazz stadunanat [4]
- Didalvez eo gouzout lenn ar sonerezh mar ne c'heller ket e gemer.
- — David Baird (*1956) : A Thousand Paths, Sourcebooks, Inc., 2000 (ISBN 978-1-57071-526-6)
- Dellezek eo ar sonerezh da vout an eil yezh ret en holl skolioù ar bed.
- — Paul Carvel (*1964) : Jets d'encre, Éditions Lateoli, 2000
Notennoù
[kemmañ]- ↑ Meneget gant Edward Singleton Holdon e Sir William Herschel: His Life and Works (1881).
- ↑ Meneget gant Kathleen Kimball e The Music Lover's Quotation Book: A Lyrical Companion, Sound and Vision Publishing, 1990 (ISBN 978-0-920151-13-6)
- ↑ Meneget gant Franklin B. Sanborn : The First and Last Journey of Thoreau, Triest Publishing, 2018 (ISBN 978-0-649-04724-6)
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 Meneget gant Sheila E. Anderson e The Quotable Musician: From Bach to Tupac, Allworth Press, 2010 (ISBN 978-1-58115-732-1)
- ↑ Meneget gant Jacques-Emmanuel Fousnaquer e Rachmaninov, Points, 1994 (ISBN 978-2-02-013699-0)
- ↑ Meneget gant Claude Gagnière en Pour tout l'or des mots, Robert Laffont, 1997 (ISBN 978-2-221-08255-3)
- ↑ En Herald Tribune, 12 Here 1990.