Mont d’an endalc’had

Arroudoù disin

Eus Wikiarroud

Den ne oar piv a lavaras pe a skrivas an arroudoù-mañ.

Aferioù

[kemmañ]
Ur c'honter zo un den hag a zo bet tutet evit displegañ deoc'h n'hoc'h eus ket gounezet an arc'hant hoc'h eus gounezet.
An accountant is a man hired to explain that you didn't make the money you did.
Meneget e Green, Jonathon. Dictionary of Cynical Quotations. London : Cassell, 1994 (ISBN 978-0-304-34313-3)
Ur feurjedour zo un den hag a guitaas ar gontouriezh abalamour ma ne c'helle ket talañ ouzh ar birvilh.
An actuary is someone who moved out of accountancy because he couldn't stand the excitement.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
N'eo ar goubrenerezh nemet aferioù diskorpul.
Corruption is simply business without scruples.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Aktoured hag akouretezed

[kemmañ]
Ar faned zo tud hag a ro da c'houzout d'un aktour n'emañ ket e-unan o soñjal ar pezh a soñj diwar e benn.
Fans are people who let an actor know he's not alone in the way he feels about himself.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Komedianeta : divizout pe hini a-douez an div zremm a skuizh an nebeutañ an arvesterien.
Casting: deciding which of two faces the public is least tired of.
Meneget e Halliwell, Leslie. Halliwell's Filmgoers Companion. New York : HarperCollins, 1993 (ISBN 978-0-06-273239-2)
Ur steredennig zo forzh pe vaouez yaouankoc'h eget tregont vloaz ha n'emañ ket implijet a-zevri en ur fouzhlec'h.
A starlet is any woman under thirty not actively employed in a brothel.
Meneget e Halliwell's Filmgoers Companion.

Aliañ

[kemmañ]
An arbennigour : un den boutin, pell diouzh ar gêr, o reiñ alioù.
The expert: an ordinary man, away from home, giving advice.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Arc'hant

[kemmañ]
An armerzhourien zo tud hag a labour gant niveroù hep kaout ar bersonelezh rekis evit bezañ konterien.
Economists are people who work with numbers but don't have the personality to be accountants.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Arz

[kemmañ]
Aes eo kompren en arz arnevez : ul livadur eo mard emañ a-istribilh ouzh ar voger, un delwenn eo mar gallit bale en-dro dezhañ.
It's easy to understand modern art: if it hangs on the wall it's a painting, if you can walk around it's a sculpture.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
An arz arnevez zo pa brenit un daolenn da guzhat un toull er voger ha pa zivizit goude-se ez eo kalz bravoc'h an toull.
Modern art is when you buy a picture to cover a hole in the wall and then decide that the hole looks much better.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Barzhoniezh

[kemmañ]
Barzhoniezh a reer eus an traoù el levrioù ha na dizhont ket ar marzoù.
Poetry is the stuff in books that doesn't quite reach the margins.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Bruderezh

[kemmañ]

Pa glemm ha pa huanad an arval,
Laka e logo div wech brasoc'h.
Mard eo c'hoazh disuj,
Diskouez ur skeudenn eus e labouradeg.
En degouezhioù gwashañ hepken
E tleez diskouez dremmoù an arvalien.

When the client moans and sighs,
Make his logo twice the size.
If he still should prove refractory,
Show a picture of his factory.
Only in the gravest cases
Should you show the clients' faces.

Meneget e Ogilvy, David. Ogilvy on Advertising. London : Welbeck, 2023 (ISBN 978-1-80279-496-0)

Berzh

[kemmañ]
Neb ha n'en deus nemet e zellid da beadra zo war an hent mat evit mervel gant an naon.
He that has nothing but merit to support him is in a fair way to starve.
Meneget e Characters and Observations, un dornskrid disin eus an XIXvet kantved bet embannet e 1930.

Bugale

[kemmañ]
Krennoad : ur bazenn etre bugeliezh hag avoultriezh.
Adolescence: a stage betwenn infancy and adultery.
Meneget e Mencken, H. L.. Mencken's Dictionary of Quotations. New York : HarperCollins, 1982 (ISBN 978-0-00-434569-7)

Buhez

[kemmañ]
Bevañ mat eo an dial gwellañ.
Living well is the best revenge.
1925, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Dav e ve deoc'h klask arnodiñ pep tra ur wech — war-bouez ar gwadorged hag an dansoù folklorel.
You should make a point of trying every experience once — except incest and folk-dancing.
Ur Skosad dizanv, meneget e Bax, Arnold (1943). Farewell, My Youth. Santa Barbara : Greenwood Press, 1970 (ISBN 978-0-8371-3246-4)
Mar gallit derc'hel ho penn p'emañ an holl dud tro-dro deoc'h o koll o re, marteze hoc'h eus komprenet a-dreuz e stad an traoù.
If you can keep your head when all about yo are losing theirs, perhaps you have misunderstood the situation.
Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations
Ur c'hleñved hêrezhel eo ar vuhez.
Life is an hereditary disease.
Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Darempredoù

[kemmañ]
Un dremm livet a laka diskred er pried ha goanag er galant.
A painted face fills the husband with suspicion and the gallant with hope.
Krennlavar svedat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Deskadurezh

[kemmañ]
Stlepel perlez faos e-tal moc'h gwirion eo an deskadurezh klasel e skolioù foran Bro-Saoz.
Classical education in the Emglish public schools consists of casting sham pearls in front of real swine.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur c'helenner zo un den eo e vicher lavaret d'ar studierion penaos diskoulmañ ar c'hudennoù er vuhez en deus-eñ klasket diarbenn dre vont da gelenner.
A professor is a man whose job is to tell students how to solve the problems of life which he himself has tried to avoid by becoming a professor.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Dilennadegoù

[kemmañ]
Mar befe kemmet tra pe dra gant an dilennadegoù e vefent lakaet da eneplezenn.
If voting changed anything, they'd make it illegal.
Graffito, London, 1979, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Doue

[kemmañ]
Bev eo Doue, ne fell ket dezhañ emellout, traken.
God is alive, he just doesn't want to get involved.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Doue n'eo ket marv. Bev eo hag emañ o labourat war ur raktres kalz uveloc'h.
God is not dead. He is alive and working on a much less ambitious project.
Graffito e 1975, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Mar bevfe Doue war an douar, tud a dorrfe e brenestroù.
If God lived on earth, people would break his windows.
Krennlavar yidek, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Emgarantez

[kemmañ]
Pezh a gont n'eo ket hepken e c'hounezfen-me, e kollfec'h-c'hwi eo.
What matters isn't just that I should win, it's that you should lose.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Feiz

[kemmañ]
Ar feiz eo ar perzh-se hag hol laka da grediñ er pezh e ouzomp a zo diwir.
Faith is that quality which enables us to believe what we know to be untrue.
Meneget e Ferguson, J.. Definitive Quotations. San Diego, Ca. : Verbatim, 1981 (ISBN 978-0-930454-09-8)

Glan er-maez, un den peurleal hag ur sant
Brein e-barzh — hag anvet ur puritan.

Pure in show, an upright holy man,
Corrupt within — an called a Puritan.

A Song of the Puritan, e-tro 1605.

Gwazed

[kemmañ]
Heñvel an eil re ouzh ar re all eo ar wazed, met disheñvel eo o dremmoù evit ma c'hellfed diforc'hañ an eil diouzh egile.
All husbands are alike, but they have different faces so you can tell them apart..
Meneget e Adams, A. K.. Cassell Books of Humorous Quotations. London : Cassell, 1970 (ISBN 978-0-304-93486-7)
Pauned eo ar baotred yaouank, leoned eo ar baotred dimezet, hag azened eo ar baotret euredet.
The bachelor is a peacock, the engaged man a lion, and the married man a jackass.
Krennlavar alamanek, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
N'eo ur gwaz nemet un amourouz gant ur barv daou zevezh, hep adc'houzougenn hag ur gwall sifern en e benn.
A husband is simply a lover with two day's gwrowth of beard, his collar off and a bad cold in the head.
Meneget e Cassell Books of Humorous Quotations.

Gwirionez

[kemmañ]
Ar wirionez a sklêrijenn — met an arc'hant a domm.
Truth lights — but money warms.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Gwregelouriezh

[kemmañ]
Mar tapit ur gwaz, stlapit-eñ en-dro.
If you catch a man, throw him back.
Lugan ar Women's Liberation Movement e-tro 1975, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur vaouez he deus d'ober gant ur gwaz evel m'en deus ur pesk d'ober gant ur marc'h-houarn.
A woman needs a man like a fish needs a bicycle.
Lugan gwregelour e 1970, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Hollywood

[kemmañ]
En Hollywood, ur brientin zo forzh pe zen hag a c'hall linennañ e lignez betek e dad.
A Hollywood aristocrat is anyone who can trace his ancestry back to his father.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
En un eured en Hollywood e ra ar c'houblad ar gouestl da chom feal an eil d'egile betek ma vo echu ar sizhun briedelezh.
A Hollywood marriage is one in which the couple vow to be faihful to each other until after the honeymoon.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Hollywood : al lec'h ma'z plac'hed da glask gwazed ha ma'z a gwazed da glask plac'hed.
Hollywood:the place where girls go to look for husbands and husbands go to look for girls.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Hollywood a bren un istor mat diwar-benn ur plac'h fall ha e dreiñ a ra d'un istor fall diwar-benn ur plac'h vat.
Hollywood buys a good story about a bad girl and changes it to a bad story about a good girl.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Istor

[kemmañ]
Ra vevi en un amzer zedennus.
May you live in interesting times.
Mallozh sinaat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Justis

[kemmañ]

Al lezenn a gastiz ar gwaz pe ar vaouez
Hag a laer ar waz digant an hentez,
Met en e frankiz e lez an torfedour gwazh
Hag a laer an hentez digant ar waz.

The law doth punish man or woman
That steals the goose from off the common,
But lets the greater felon loose
That steals the common from the goose

Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Bezit frank ha didro gant ho alvokad... e vicher eo luziañ ar gudenn diwezhatoc'h.
Be frank and explicit with your lawer... it is his business to confuse the issue afterwards.
Meneget e Solly, J. Raymond. A Cynic's Breviary. London : John Lane, 1925
Ur barner zo un alvokad hag en deus anavezet ur politiker ur wech.
A judge is a lawyer who once knew a politician.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur milioner spontet eo an arval gwellañ.
The best client is a scared millionaire.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Karantez

[kemmañ]
Arabat eo karout al loened, ne badont ket pell a-walc'h. Arabat eo karout an dud, re bell e padont.
You must not love animals, they don't last long enough. You must not love humans, they last too long.
Meneget e A Cynic's Breviary.

Karitez

[kemmañ]
Arallgarantez : an arz da ober traoù diemgar evit abegoù emgar.
Altruism: the art of doing unselfish things for selfish reasons.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Kazetennerezh

[kemmañ]
Holl gement a vez graet gant bleinskriverien ar c'hazetennoù eo diskenn a-ziwar ar runioù goude echuet ar gad ha baioneteziñ ar c'hloazidi.
All newspaper editorial writers ever do is come down from the hills after the battle is over and bayonet the wounded.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur c'heloù zo un dra bennak na fell ket d'un den bennak en ul lec'h bennak e vefe moullet ganeoc'h — bruderezh eo ar peurrest.
News is something someone, somewhere doesn't want you to print — the rest is advertising.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Kened

[kemmañ]
Gwell e vez d'ar plac'h etre kaout kened kentoc'h eget speredegezh rak gouzout a oar e c'hall ar paotr etre gwelet kalz gwelloc'h eget ma c'hall soñjal.
The average girl would rather have beauty than brains because she knows the average man can see much better than he can think.
Meneget e The Ladies Home Journal, 1947.

Kloer

[kemmañ]
Ur beleg zo un den a vez graet Tad anezhañ gant an holl war-bouez e vugale dezhañ, a zo rediet da ober Eontr anezhañ.
A priest is a man who is called Father by everyone except his own children, who are obliged to call him Uncle.
Lavared italian, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Kontrollerezh

[kemmañ]
Ne lavarfen ket tra pe dra d'ar bobl betek ma vo echuet ar brezel, ha goude-se e lavarfen dezhi piv zo bet trec'h.
I wouldn't tell the people anything until the war is over, and then I'd tell them who won.
Ur c'hontroller stadunanat en U.S. Army, a-zivout an doare peurreizh da arverañ ar media er brezel, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
An hudurniezh zo kement tra a laka ur barner da sonnañ.
Obscenity is whatever gives a judge an erection.
Un alvokad stadunanat, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Kozhni

[kemmañ]
Ar gozhni ha n'eo ket ar furnezh eo a vez diskouezet gant ar blev gris.
Grey hair is a sign of age, not of wisdom.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Maouezed

[kemmañ]
Bez' ez eus ur vaouez hag a zo bet tonket dimp gant ar blanedenn. Saveteet omp mar c'hwitomp warni.
There is one woman whom fate has destined for each of us. If we miss her we are saved.
Meneget e The New York Times, 1948.
Na zamgredit ez eo pep maouez he daoulagad trist unan hag he deus karet ha kollet — marteze he deus e dapet.
Don't assume that every sad-eyed woman has loved and lost — she may have got him.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Nepred ne ra ar maouezed dave d'o oad betek ma ve furoc'h e zianavezout.
Women never refer to their age until it would be wiser to ignore it.
Meneget e Fuller, Edmund. Thesaurus of Epigrams. New York : Crown Publishing, 1943 (ISBN 978-1-112-69284-0)

Marv

[kemmañ]
Respont ar vuhez d'ar goulenn Perak ? eo ar marv.
Death is life's answer to the question 'Why?'.
Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Media

[kemmañ]
Ar skinwel — an dilufr o ren an dilufr.
Television — the bland leading the bland.
Meneget e Halliwell, Leslie. The Filmgoer's Book of Quotes. New York : HarperCollins, 1979 (ISBN 978-0-583-12889-6)

Mezegiezh

[kemmañ]
N'eus tamm dudi ebet el louzeier, met kalz louzeier zo en dudi.
There's no fun in medicine, but there's a lot of medicine in fun.
Meneget e Cowan, Lore & Maurice. The Wit of Medicine. London : Leslie Frewin, 1972 (ISBN 978-0-85632-010-1)
Ur viruz zo ur ger latin troet gant doktored evit talvezout kement ha Ken mat ha ma hini eo ho martezeadenn .
A virus is a Latin word translated by doctors to mean 'Your guess is as good as mine'.
Meneget e Cowan, Lore & Maurice. The Wit of Medicine. London : Leslie Frewin, 1972 (ISBN 978-0-85632-010-1)

Milourien

[kemmañ]
Gwad ar soudard eo a ra ar jeneral meur.
It is the blood of the soldier that makes the general great.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ni eo ar re ardavek, renet gant ar re ziampart, oc'h ober ar pezh a zo didalvoud evit ar re zianaoudek.
We are the unwilling, led by the unqualified, doing the unnecessary for the ungrateful.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Prederouriezh

[kemmañ]
An diforc'h nemetañ a zo etre ar graffiti hag ar brederouriezh eo ar ger fouzhañ .
The only difference between graffiti and philosophy is the word 'fuck'.
Graffito, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Priedelezh

[kemmañ]
Ar briedelezh eo an droug nemetañ e ped ar wazed evit e gaout.
Marriage is the only evil that men pray for.
Krennlavar gresian, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ar briedelezh eo ar priz paeet gant ar wazed evit fouzhañ, ha fouzhañ eo ar priz paeet gant ar maouezed evit ar briedelezh.
Marriage is the price men pay for sex, ha sex is the price women pay for marriage.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ar briedelezh zo ur romant karantez ma varv an haroz er pennad kentañ.
Marriage is a romance in which the hero dies in the first chapter.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ar sizhun briedelezh eo ar mare ma fizi c'hoazh ar wreg e ger a enor ar gwaz.
The honeymoon is the period when the bride still trusts the groom's word of honour.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Goude ho eured, kaezhig, traoù displijus zo tonket da c'hoarvezout, met na daolit ket pled. Nepred ne'm eus graet.
After your marriage, my dear, unpleasant things are bound to happen, but take no notice. I never did.
Ur brientin dizanv, kuzul d'e verc'h, meneget e Perkin, Joan. Victorian Women. New York : New York University Press, 1995 (ISBN 978-0-8147-6625-5)
Kaout ur gwaz re eo an daouozhac'hiezh. Heñvel eo an unpriedelezh
Bigamy is having one husband too many.Monogamy is the same.
Ur vaouez dizanv, meneget evel enskrid e Jong, Erica. Fear of Flying. New York : Vintage Books, 1994 (ISBN 978-0-7493-9605-3)
Neb a zimez evit an arc'hant o gounez.
The man who marries for money earns it.
Krennlavar yuzev, meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur wreg zo ur vaouez hag a chom e-kichen ur gwaz e kement trubuilh n'en defe ket mar ne vefe ket bet dimezet ganti.
A wife is one who stands by a man in all the troubles he wouldn't have if he hadn't married her.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Sevenadur

[kemmañ]
Sevenadur a-yoc'h : an eil ger o tislavarout egile.
Mass culture: a contradiction in terms.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Skridvarnourien

[kemmañ]
Ar veulkeed o vurutellañ ar furien eo ar skridvarnourien.
Critics are the stupid who discuss the wise.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Ur skridvarnour zo un den hag a skriv a-zivout traoù na blijont ket dezhañ.
A critic is a man who writes about things he doesn't like.
Meneget e Mencken's Dictionary of Quotations.

Sodien

[kemmañ]
Neb a vreuta e gaoz dezhañ en deus ur sod da arval.
He who pleads his own cause has a fool for a client.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Sonerezh

[kemmañ]
Ar pop music eo an doare sonerezh a vez sonet ker buan ma ne c'heller ket kavout digant pe sonaozour klasel ez eo bet laeret.
Pop music is the kind played so fast that you can't work out which classical composer it was pinched from.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.
Un denjentil gwirion eo neb a oar seniñ ar binioù — met na ra ket.
A true gentleman is one who knows how to play the bagpipes — but doesn't.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Vertuz

[kemmañ]
Ar vertuz, a-douez termenadurioù all, a c'hall bezañ termenet evel-mañ : un ober enep ar youl.
Virtue, among other definitions, may thus be defined: an action against the will.
Meneget e Characters and Observations.
Mar ne c'hallit ket bezañ mat, bezit evezhiek.
If you can't be good, be careful.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Yaouankizoù

[kemmañ]
Kendalc'hit gwalldechoù en ho yaouankiz, ha ne viot ket dilezet ganto en ho kozhni.
Cultivate vices when you are young, and when you are old they will not forsake you.
Meneget e Dictionary of Cynical Quotations.

Yezhoù

[kemmañ]
An hanter eus al labour eo un termenadurezh mat.
A good terminology is half the game.
Meneget e Koestler, Arthur. Bricks to Babel. New York : Random House, 1983 (ISBN 978-0-394-51897-8)