Mont d’an endalc’had

Wikiarroud:Burevidi

Eus Wikiarroud

Ar vurevidi war Wikiarroud eo ar verourien gant ar galloud teknikel :

  • da envel implijerien evel merour pe bureviad;
  • da reiñ ar statud bot d'un implijer pe d'e dennañ digantañ; ha
  • da adenvel un implijer.

Met ne c'hellont ket reiñ ar gwirioù a verour pe a vureviad d'un implijer all nemet ur wech prouet dre ur vot ez eo a-du an darn vrasañ eus implijerien ar gumuniezh gant seurt ober.

En hevelep doare, reiñ ur statud bot, pe kemm anv un implijer, ne c'hello bezañ graet nemet en un doare ral ha prederiet. Ur perzh ret evit bezañ bureviad a zo doujañ da ali ar muiañ-niver ha bezañ gouest da zisplegañ kement dibab graet gant an den en un doare seven.

Ar vurevidi ne c'hellont ket tennañ ar gwirioù a verour pe a vureviad. Kement-mañ ne c'hell bezañ graet nemet gant ar stewarded, tud dizalc'h eus neb wikipedia dilennet bep bloaz.

Burevidi war ar wikiarroud brezhonek

[kemmañ]

N'eus hini ebet evit ar mare. Dre vras, ne vez roet ar gwirioù bureviad gant ar stewarded nemet pa vez er wiki dek implijer oberiant d’an nebeutañ ha merourien da bad.

Sellet ivez

[kemmañ]

Lakaat e anv

[kemmañ]
  • Evit lakaat e anv : krouiñ un titl a drede live e traoñ ar bajenn gant hoc'h anv implijer, hag un disklêriadenn da heul, hag ur gevrenn vouezhiañ a bevare live da c'houde.

Goulenn a ran bezañ bureviad ha merour war ar wikiarroud zo nevez boulc'het da vat. Krouet e oa bet ganin ar raktres-mañ war incubator e fin miz Gwengolo. Savet 'm eus ar framm ha stourmet e pad ur miz hanter evit ma teufe ar wikiarroud-se da vezañ ofisiel: ar pezh a zo graet bremañ. Ezhomm mije kaout ar binviji bureviad evit bezañ gouest reiñ ar gwirioù bot ha merour d'an implijerien o dije ezhomm hep tremen bewech dre meta. Setu, mar plij, m'ho peus c'hoant da gemer perzh er wikiarroud ha da reiñ an dorn krouit ur gont ha votit evidon (ha lakait hoc'h anv ivez kement hag ober). Trugarez deoc'h en a-raok.Benoni 26 Du 2007 da 11:56 (UTC)[respont]

Mouezhiadeg

[kemmañ]
  • +
A-du
  1. Benoni 26 Du 2007 da 12:17 (UTC)[respont]
  2. Tattoo 26 Du 2007 da 14:07 (UTC)[respont]
  • -
A-enep
  • =
Neptu