Voltaire

Eus Wikiarroud
Mont da : merdeiñ, klask

François-Marie Arouet, brudet evel Voltaire (1694-1778), zo ur skivagner ha prederour gallek .

Dictionnaire philosophique[kemmañ]

Antropofaged[kemmañ]

Eus ar garantez hon eus graet kaoz. Kalet eo tremen eus tud a bok d'ar re all da dud a zebr ar re all. Re wir eo ez eus bet debrerien-tud; kavet ez eus bet lod en Amerika; marteze ez eus lod all c'hoazh, hag ar gigloped ne oant ket ar re nemeto en henamzer a en em vage gant kig-tud a-wechoù. Juvenal a zerevell e oa, e bro an Egipted, ar bobl ken fur, ken brudet he lezennoù, ken deol pa azeule krokodiled hag ognon, Tintirited a zebras un enebour dezho a oa kouezhet etre o daouarn; nesav ket ar gontadenn diwar glevout, graet e voe an torfed hogozik dirak e zaoulagad; en Egipt e oa da-neuze, ha nepell diouzh Tintir. Menegiñ a ra, war un dro, ar Waskoned ha Sagonted a en em vagas gwechall gant kig o c'henvroiz.


Babel[kemmañ]

  • Pennad embannet e 1767.

Ar fouge zo bet savet dezhañ ar brasañ monumantoù. Dre fouge eo e voe savet tour Babel.

Brezel[kemmañ]

... Un arz kaer a'r c'haerañ a dra sur an hini a a wast ar maezioù, a zistruj an tier hag a lak a da vervel, bep bloaz, daou-ugent mil den diwar gant mil. ...

Lorc'h[kemmañ]

Didro e lavar Cicero, e-barzh unan eus e lizheroù: Diskleriit din da biv e fell deoc’h e rankfen reiñ Galia“. E-barzh unan all e lavar bezañ aet skuizh gant lizheroù n’ouzon ket pe briñsed en trugarekae dre m’en devoa graet rouantelezhioù eus o froviñsoù, hag eñ lavarout ouzhpenn ne ouie ket e pelec’h, zo kaeroc’h, edo ar rouantelezhioù-se. Cicero, hag en devoa gwelet alies ar bobl roman, ar bobl roue-se, o strakal an daouarn dezhañ hag o sentiñ outañ, hag a veze trugarekaet gant rouaned ha n’anaveze ket, a zo bet savet barradoù lorc’hentez ha fougaserezh dezhañ marteze. Petra bennak ma ne zere ket ar santimant-se ouzh ul loen ken munut hag un den, e c’hallfed koulskoude en pardoniñ gant Cicero, Caesar, pe Scipio; met gwelout, e penn pellañ unan eus hon froviñsoù hanter varbar, un den hag en devije prenet ur garg vihan, ha lakaet moulañ gwerzennoù fall a-walc’h, o sevel lorc’h ennañ, sede aze peadra da c’hoarzhin e-pad ur pennad mat.