Vegetius
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Publius Flavius Vegetius Renatus, anavezetoc'h evel Vegetius, a oa ur skrivagner e dibenn an Impalaeriezh roman (dibenn ar IVre – deroù ar Vvet kantved). Ne ouzer netra diwar-benn e vuhez.
Div oberenn zo deuet betek ennomp : Epitoma rei militaris, anvet De Re Militari ivez, a bled gant arz ar brezel, ha Digesta Artis Mulomedicinae, un dornlevr evit ar vezeien-loened.
De Re Militari[kemmañ]
Neuze, neb a c’hoanta ar peoc’h a rank prientiñ ar brezel
Igitur qui desiderat pacem, praeparet bellum[1]
Alies meneget en ur stumm berroc’h: Si vis pacem, para bellum (ma fell dit kaout ar peoc’h, prient ar brezel).
Daveoù[kemmañ]
- ↑ (la) Epitoma rei militaris, levrenn 3, Flavius Vegetius Renatus — Lenn war ar Wikimammenn.