Mont d’an endalc’had

Sainte Tryphine et le Roi Arthur

Eus Wikiarroud

Sainte Tryphine et le Roi Arthur – Mystère breton en deux Journées et huit Actes zo anv ur pezh-c'hoari brezhonek a oa bet embannet 300 skouerenn anezhañ, an droidigezh c'hallek da-heul, gant Fañch an Uhel e 1863.[1]

Adembannet eo bet gant Charlez Gwennou e 1899 dindan an talbenn Santez Trifina hag ar roue Arzur[2] ha gant Presses Universitaires de Rennes a-gevret gant Terre de Brume e 2002, dindan an talbenn Sainte Tryphine et le roi Arthur (ISBN 978-2-84362-198-7).

Santez Tryphina hag ar roue Arzhur

[kemmañ]

Kent-lavar kenta

[kemmañ]

Enn hano ann Drindet, Tad, Mab, ha Speret-Glan,
Me ho ped, kristenien, da daol evez breman ;
Buez santez Trephin, hag he breur Kervoura
Hon euz, epad daou zeiz, ar c'hoant da ziskleria.

Er bloaz pemp kant hag eiz, ur prinz vaillant ha fur
A oa roue e Breiz, hag e hano Arzur :
Oc'h penn ma kommande war ann oll Vretoned,
E touge ar gurun enn brô ann Islanted.
Ma tibab eur brinsez eveuz ann Hiberny
Da veza e bried, da zont gant-han d'he-d'y :
Ar verc'h-ma oa iaouank hag euz ar re vrava,
Oc'h-penn-se eur santez, he hâno Tryphina.
Mes Kervoura, den fall, mar boa war ann douar,
A gemer gwarizi ouzh eurusted he c'hoar,
Eun trôn hag eur gurun a renk da gaout ive,
Hag e speret gant-se na bad na noz na de.
Abacarus, roue enn douar ar Soazon[3]
A zo klanv da vervel gant lornez ha kountron,
Eur verc'h iaouank en deuz, ha n'en deuz nemet hi,
Ma sonch Kervoura mont d'ober al lez d'ezhi.
[...]

Pennad kenta

[kemmañ]
◆ C'hoariel VII
  • Pajenn 34

AR SORCEREZ hec'h-unan er c'havarn.
Pa zellan barz em skrid, hag em mellezourou,
E krenan, hag e verv ar goad em goazioù.
Mes n'en deus ket a gâz, ret a vezo goulenn.
Mar 'z euz tra infernal, deuz brema d'am c'helenn !
Tolleront in corde infantis stropiom[4]
Deuz bremâ d'am zikour, d'euz 'ta, p'am euz ezom.
Eun taol kurun. — Dont a ra da gavout Kervoura.
Aotrou, gwelet a ran traou hag a zo spontuz ;
Ho envel na rin ket, dre ma 'z int re heuzuz.
Sonjall enn-ho heb ken a ra d'in saouzani,
Mes p'am euz koumanset, eo ret d'in achui.
Mont a ra d'he c'havarn, hag e kri :
Kounsorted iffernal, laret ar wirione,
Ha galloud a ran-me rei zikour d'ar roue ?
Ann diaoulou en em ziskouez.
[...]

◆ C'hoariel XII
  • Pajen 50

AR PAOTR A GAMPR.
Deiz mad d'ehoc'h, ma aotrou, gret eo gan-en pep tra.
Setu aze ar skrid, rek-se sellit enn-ha ;
Ar pez a c'houlennec'h zo gwir, drema welan :
Me 'm euz gret ma dever, grit a garit breman.
KERVOURA, goude lenn al lizer.
Palejarny morghe ! setu ama eun tol !
Mes penaos a rin-me, evit kement-ma oll ?
En em droit a goste, ma loskit ma-unan,
Rak gant kement-se oll, ezoun terripl e poan.
Ar paotr a gampr a ia kuit.

◆ C'hoariel XIII
  • Pajen 56

KERVOURA a zigouez. — AR PACH d'ezhan :
Aotrou, setu me bet, m'ho deuz lavaret d'in
Pa vo achu eno e teuint d'ho servijin.
KERVOURA
Penaos pa vo achu ? Par le vantre-bie !
Ma na d-an ma-unan brema enn ho bete ?
Kollet eo ar bed-ma gant ar seurt canaillez,
Ma renker ho fedi pa hon euz brassa prez.
Mont a ra da gavout ar vasounerien.
Tostait ama, goersed, kontit d'in ho rezon,
Terrupl, war a glevan, e komzit difeson ;
Me a renk goût brema ha c'houi zo ken hardiz,
E-vit stourmi ouz-in, kome en hevelep giz :
Penaoz, mipien gisti, ma 'z oc'h ken effrontet
Da respont ouzh ma fach er feson ma c'heuz gret ?
Ha sonjal a rit-hu e pado ma spered
Da c'houzanv insolanz gant ar seurt kokined !

  • Pajen 60

KERVOURA a sko gant egile, hag a lavar :
Ha te, mab ar goz c'hast, te dremeno perrad,
Kerkoulz ha da gonsort, gant ar memes marc'had :
Dal eta war da chouk, ar vaz-ma zo pounner.
Ha deuz d'am zervicha, enn heur m'az koulenner.

Eil bennad

[kemmañ]
◆ C'hoariel II
  • Pajenn 110

EIL FORBAN.
Na c’houi, kourtizanez, gant ho lapouz bihan,
C’houi a zo ur c’hast fall enn servich ar re-mañ ;
Foeltret hennez er mor, ïa taoulit-hen prest,
Pe ho pezo ive aman ar memes fest.
AR VAGEREZ.
Allaz ! hennez a ve un torfet re heuzuz,
Laza eur c’hrouadur ha n’en d-e ket kabluz !
Ma c’halon baour a zo leun a druez out-han,
Ha pa zellan he zremm, oun souezet gant-han.

Pevare pennad

[kemmañ]
◆ C'hoariel I
  • Pajenn 176

ANN DUKEZ.
Ma demezell a gampr, tostaït, deut amañ,
Sellit ha livirit ha c’houi anav hou-mañ ?
Hervez doare, ema o veachi pell-zo ;
He dillad a ziskouez n’ema ket euz ar vrô.
ANN DEMEZELL.
Eleal, ma itron, souez oun p’he gwelan ;
N’e deuz ket ann doare da vout euz ar vrô-mañ.
Me ia d’he dihunn, ïa gant oc’h aotre,
Evit klevet gant-hi he chanz hag he doare.
ANN DUKEZ.
It eta goustadik, da c’hout petra laro ;
Feson-vad e deveuz, daoust a bez brô ez eo ;
Goulennit digant-hi a bez brô eo deuet,
Mes komzit gant dousder, gant aoun na ve nec’het.
ANN DEMEZELL DA DRYPHYNA.
Dihunit, merc’h iaouank, petra rit-hu aze ?
N’en d-eo ket mad kousket enn iliz evel-se.

◆ C'hoariel VII
  • Pajenn 212

TRYPHINA.
Me iello, kredit mad, elec'h ma kommando,
Ha gwella ma hellin out-hi me a zento ;
Bepred e tle ann den dont da oboïssa
D'ann hini hen c'helenn, hag a ro boed d'ezha.

Eizved pennad

[kemmañ]
◆ C'hoariel II
  • Pajenn 420

TRYPHINA, dierc'hen, dispak he bleo, ha war he daoulin.
Pardon a c'houlennan ouz Doue da ghentan ;
M'am euz, e gwirionez, offanset nemet-han.
Evid-hoc'h, ma fried, ma c'halon hel lavar,
N 'e ket em c'hirieghez mar hoc'h eus bet glac'har.
Mar n 'e ket bet hon tievel eur baradoz,
N 'e ket ma c'harantez ezvezant zo bet kaoz.
Mar d-oun bet dibarfed enn holl vertusiou-all,
Pardon a c'houlennan, rak n'emeuz gret ken gwall.
Adeo ! Arzur, adeo ! hep droulanz e varvan,
Ha pa n 'am c'harit mui, petra rinn er bed-man ?
Sioulanz eur pennadik. Ar Roue a dro e benn.
Ann den a gampr ha kannad Kervoura a zeu gant kerdin.

  • Pajenn 422

AR C'HENTA SOUDARD.
Ret eo gorren he bleo, hag ho ëren er-fat,
Ma kavimp he gouzoug da droc'ha dilikat.
Larit adeo d'ar bed, d'ho tud, d'ho mignoned,
Rak kalz a zo aman, war ho pouez glac'haret ;
Ha sonjit gant preder enn hoc'h heur divezan,
Birviken e buez n'ez eot euz al lec'h-ma.

Notennoù

[kemmañ]
  1. Ar skrid.
  2. Wikimammenn
  3. Soazon : sic.
  4. E kalon ur bugel e kasint ar walenn.