Oad
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma vezer re yaouank da gregiñ gant golf ha re gozh da fardiñ war ar roued.
- Middle age is that age in life when you are too young to take up golf and too old to rush up to the net. — F. P. Adams
♦ Par da gement tra all eo an diskaroad : evit ober berzh ennañ ez eo ret kregiñ pa vezer yaouank.
- Old age is like everything else : to make a success of it you've got to start young. — Fred Astaire
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma tibab an den etre daou demptadur an hini e gaso abretoc'h d'ar gêr.
- Middle age is that age in life when having a choice between two temptations and choosing the one that will get you home earlier. — Dan Bennett
♦ Ar gozhni n'eo ket ker fall-se, pa seller ouzh ar gevrenn all.
- Old age is not so bad when you consider the alternative. — H. Boorne
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma vezer lakaet da c'horrekaat gant ur mezeg e-lec'h ur poliser.
- Middle age is that age in life when a man is told to slow down by a doctor instead of a policeman. — S. Brady
♦ Pa grog un den da randoniñ ez eo poent dezhañ en em dennañ diouzh ar bed.
- When a man falls into anecdotage it is a sign for him to retire from the world. — Disraeli
♦ N'eo ket bout un tad-kozh a laka an den da gozh ; bout dimezet d'ur vamm-gozh eo.
- It's not being a grandfather that makes one feel old; it's being married to a grandmother. — D. Griffith
♦ Ar frealz diwar bout daou-ugent vloaz eo ne c'heller mui mervel ent-yaouank.
- The consolation of being over forty is that you can nolonger die young. — Dean Hargrove
♦ Forzh piv a c'hall koshaat. N'eus nemet bevañ hir a-walc'h d'ober.
- Anyone can get old. All you have to do is live long enough. — Groucho Marx
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma vez diaesoc'h kavout un temptadur eget derc'hel outañ.
- Middle age is that age in life when it is harder to find temptation than it is to resist it.
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma ouzit an holl respontoù met den ebet ne ra ar goulennoù ouzhoc'h.
- Middle age is that age in life when you know all the answers but nobody asks you the questions.
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma c'heller ober kement ha biskoazh hep kaout c'hoant d'ober avat.
- Middle age is that age in life when you can do as much as ever but would rather not.
♦ An oad diazez eo ar mare-se er vuhez ma klasker gouzout pegen pell e pado ur c'harr kentoc'h eget pegen buan e yelo.
- Middle age is that age in life when you want to see how long your car will last instead of how fast it will go.
Notennoù
[kemmañ]- ↑ Oad kreizat : an oad ma vez kement a-dud yaouankoc'h ha kement a dud koshoc'h en ur boblañs ; andon: United Nations