Mont d’an endalc’had

Mafia

Eus Wikiarroud

Ur mafia zo un aozadur torfedourien, gant renerien guzh, hag a glask pinvidikaat dre sachañ arc'hant digant an dud, dre gaer pe aliesoc'h dre heg, dre spontañ an dud pe dre ober droug, dezho pe d'o c'herent. Klask a ra pep mafia en em silañ er gevredigezh hag en ensavadurioù.

Arroudoù

[kemmañ]
Ar sponterezh a dremen. Ar mafia a chom.
  • Il terrorismo passa. La mafia resta.
— Giancarlo De Cataldo (1956 –), skrivagner ha den-a-lezenn italian.
Da ziforc'hañ diouzh an aozadurioù torfedour hepken, pe diouzh ar sponterezh, perzh dibar ar mafia eo e zarempredoù brientinel gant ar pennadurezhioù hag an aozadurioù o ren, a ro dezhañ an dro da chom stabil e framm end-eeun ar Stad.
  • A differenza delle organizzazioni puramente criminali, o del terrorismo, la mafia ha come sua specificità un rapporto privilegiato con le élite dominanti e le istituzioni, che le permettono una presenza stabile nella struttura stessa dello Stato.
— Antonino Caponnetto (1920-2002), den-a-lezenn italian.
Deskrivet hon eus ar mafia, a zo bet termenet evel-henn gant un den ijinek hag a anavez mat an Enezenn : ur santad krennamzerel eo ar mafia ; ur mafioso zo un den hag a gred dezhañ e c'hall pourchas gwarez ha surentez he gorf hag e vadoù a-drugarez d'e dalvoudegezh ha d'e levezon, en un doare distag diouzh oberoù ar pennadurezhioù hag al lezennoù.
  • Abbiamo descritto la mafia, che una persona d'ingegno, profonda conoscitrice dell'Isola ci definiva nel modo seguente: « la mafia è un sentimento medioevale; mafioso è colui che crede di poter provvedere alla tutela e alla incolumità della sua persona e dei suoi averi mercé il suo valore e la sua influenza personale indipendentemente dall'azione dell'autorità e delle leggi. »
— Leopoldo Franchetti (1847-1917), politiker italian.
Diskoachet em eus dañjerusted ur mafia a Iliz ken galloudus, korvigellus ha noazus hag ar mafia a zo bet divizet stourm outañ gant ar reizhiad lezvarnel en Italia.
  • Ho scoperto la pericolosità di una mafia ecclesiastica non meno potente, insidiosa e nefasta della mafia che il sistema giudiziario in Italia è impegnato a contrastare.
— Francesco Miccichè (1943 –), eskob katolik italian.
Neb hag a soñjfe e stourm ouzh ar mafia e "peurvan" Palermo ha n'eo ket e peurrest Italia ne rafe nemet koll e amzer.
  • Chiunque pensasse di combattere la mafia nel "pascolo" palermitano e non nel resto d'Italia non farebbe che perdere tempo.
— Carlo Alberto dalla Chiesa (1920-1982), jeneral ha prefed italian.