Lord Acton

Eus Wikiarroud

John Emerich Edward Dalberg(10 a viz Genver 1834 – 19 a viz Mezheven 1902), kentañ baron Acton ha trizekvet markiz Groppoli, a oa un istorour, ur politiker hag ur skrivagner saoz.

Brudetoc'h eo e brezegennoù eget e levrioù.


Ar veli a vreign an den ; diharz eo breinadur ar veli diharz.

  • Power tends to corrupt; absolute power corrupts absolutely.[1]

N'eus ket un den ha n'en dije ket un aluzon da c'houlenn : ur mousc'hoarzh, pe ur stardadenn dorn, pe ur sell karadek.

  • There is not a soul who does not have to beg alms of another, either a smile, a handshake, or a fond eye.

An droug nemetañ en demokratelezh eo tiranterezh ar brasañ niver, pe gentoc'h ar gevrenn-se, ha ne vez ket atav ar brasañ niver, a zeu a-benn, dre nerzh pe dre laer, da aozañ un dilennadeg.

  • The one pervading evil of democracy is the tyranny of the majority, or rather of that party, not always the majority, that succeeds, by force or fraud, in carrying elections.

Na vezit ket laouen gant al levr gwellañ ; klaskit gouleier ouzhpenn er re all ; arabat eo deoc'h kaout levrioù muiañ-karet.

  • Be not content with the best book; seek sidelights from the others; have no favourites.

[An Istor] n'eo ket ur samm war an eñvor, ur sklêrijenn war an ene eo.

  • [History is] not a burden on the memory but an illumination of the soul.[2]

Ha dalc'hit soñj, el lec'h m'emañ ar veli etre un nebeud daouarn, re alies e vez kemeret ar stur gant tud o spered torfedourien. Gant an Istor ez eo bet prouet kement-se.

  • And remember, where you have a concentration of power in a few hands, all too frequently men with the mentality of gangsters get control. History has proven that.

An dud enep ar bankoù eo ar gudenn a zo padet a-hed ar c'hantvedoù, hag a vo ret stourm outi abred pe ziwezhat.

  • The issue which has swept down the centuries and which will have to be fought sooner or later is the people versus the banks.

Notennoù[kemmañ]