Mont d’an endalc’had

Krennlavaroù italianek

Eus Wikiarroud
ABCDEFGHIJKLMNOPQRSTUVWXYZ
« Il buon amico nel mal si conosce », skeudenn gant Giuseppe Maria Mitelli (1634-1718))
  • A brigante, brigante e mezzo. - Da vrigant, brigant hanter.
  • A buon cavalier non manca lancia. - Da varc'heg mat ne vank goaf ebet.
  • A buon cavallo non manca sella. - Da varc'h mat ne vank dibr ebet.
  • A buon cavallo non occorre dir trotta. - Da varc'h mat ne vez ket ezhomm lavaret trotal.
  • A buon intenditor poche parole. — Da neb a gompren, nebeut a gomzoù.
  • A caldo autunno segue lungo inverno. - War-lerc'h un diskar-amzer tomm e teu ur goañvezh hir.
  • A cane scottato l'acqua fredda par calda. — Da gi skaotet e seblant tomm an dour yen.
  • A cane vecchio non dargli cuccia. — Na roit loch ebet d'ur c'hi kozh.
  • A carnevale ogni scherzo vale, ma che sia uno scherzo che sa di sale. — Pep farsadenn zo mat da Veurlarjez, gant ma vo unan sall.
  • A caval che corre, non abbisognano speroni. — Da varc'h a red n'eus ket ezhomm a gentroù.
  • A caval donato non si guarda in bocca. - Marc'h roet ne seller ket ouzh e c'henoù.
  • A cavalier novizio, cavallo senza vizio. — Da varc'heg nevez, marc'h disi.*A cavallo d'altri non si dice zoppo. — Ne lavarer ket ez eo kamm marc'h an hentez.
  • A cavallo di fuoco, uomo di paglia, a uomo di paglia, cavallo di fuoco. - Da varc'h a dan den a blouz, da zen a blouz, marc'h a dan.
  • A cavallo giovane, cavaliere vecchio. - Da varc'h yaouank, marc'heg kozh.
  • A chi batte forte, si apron le porte. - Da neb a sko kreñv e tigorer an nor.
  • A chi Dio vuole aiutare, niente gli può nuocere. - Neb a fell da Zoue e sikour ne c'hall tra noazout outañ.
  • A chi fortuna zufola, ha un bel ballare. — Neb e c'hwiban ar c'hañs dezhañ en devez ur gorolladenn vat.
  • A chi ha abbastanza, non manca nulla. — Netra ne ra diouer da neb en deus a-walc'h.
  • A chi mangia sempre polli vien voglia di polenta. — Da neb a zebr kig-yar atav e fell debriñ polenta.
  • A chi non piace il vino, il Signore faccia mancar l'acqua. — Da neb ne blij ket ar gwin dezhañ, ra an aotrou e lakaat da zioueriñ dour.
  • A chi non può imparare l'abbicì, non si può dare in mano la Bibbia. û Da neb na c'hall ket deskiñ lenn ne c'heller ket reiñ ar Bibl.
  • A chi non vuol credere, poco valgono mille testimoni. — Da neb a nac'h krediñ, mil test ne dalvezont netra.
  • A chi non vuol credere sono inutili tutte le prove. — Da neb a nac'h krediñ ez eo didalvez ar prouennoù.
  • A chi non vuol far fatiche, il terreno produce ortiche. — Linad a gresk war zouar neb na venn ket skuizhañ.
  • A chi parla poco, gli basta la metà del cervello. — Da neb na gomz ket kalz, un hanter empenn zo a-walc'h.
  • A chi prende moglie ci vogliono due cervelli. — A dud a zimez a rank kaout daou embenn.
  • A chi tanto e a chi niente. — Kalz da lod ha netra da lod.
  • A chi troppo e a chi niente. — Re da lod ha netra da lod.
  • A chi ti porge un dito non prendere la mano. — Da neb a ginnig ur biz dit, na gemer ket e zorn.
  • A chi vuole fare del male non manca l'occasione. — Ar re a venn droug dit ne c'hwitont ket war an dro.
  • A ciascun giorno basta la sua pena. — Da bep devezh e boan.
  • A ciascuno sta bene il proprio abito. — Da bep unan e klot e zilhad.
  • A donna di gran bellezza, dalla poca larghezza. — Maouez kenedus-kenañ, nebeut a vrokusted.
  • A duro ceppo, dura accetta. — Da benngos kalet, bouc'halig kalet.
  • A goccia a goccia si scava la pietra. — Takenn-ha-takenn e kleuzer ar maen.[1]
  • A gran salita, gran discesa. — Serzh ar c'hrav, serzh an diribin.
  • A granello a granello si riempie lo staio e si fa il monte. — A c'hreunenn da c'hreunenn e vez leuniet ar boezell ha savet ar menez.
  • A grassa cucina povertà vicina. — Seul zrusoc'h ar c'heginañ, seul dostoc'h an dienez.
  • A lavar la testa all'asino si perde il ranno e il sapone. — Koll amzer ha soavon eo gwalc'hiñ penn un azen.
  • A lume spento è pari ogni bellezza. — Kenedus e vez pep tra pa vez lazhet ar gouloù.
  • A mali estremi estremi rimedi. — Droug bras, remed bras.
  • A muro basso ognuno ci si appoggia. — Pa vez izel ur voger en em harp an holl dud outi.
  • A nemico che fugge ponti d'oro. — D'un enebour tec'hus, pontoù aour.
  • A ogni uccello suo nido è bello. — Pep labous a gav brav e neizh.
  • A padre avaro figliuol prodigo. — Da dad skragn, mab foran. War-lerc'h un daspugner / E teu un dispigner.
  • A pagare e a morire c'è sempre tempo. — Atav e vez amzer evit paeañ hag evit mervel.
  • A paragone del molto che ignoriamo, è meno di niente quanto noi sappiamo. — Nebeutoc'h eget netra eo ar pezh a ouzomp e-keñver ar pezh na ouzomp ket.
  • A pazzo relatore, savio ascoltatore. — Da brezeger foll, selaouer fur.
  • A pensar male, s'indovina sempre. — Mennit droug, atav e vo gouezet.
  • A pentola che bolle, gatta non s'accosta. — Pell e chom ar gazhez pa vez ar gaoter o virviñ.
  • A rubar poco si va in galera, a rubar tanto si fa carriera. — Dal laer bihan ar gaeoù, d'al laer bras ar remzad.
  • A san Lorenzo il dente la noce già sente. — Da ouel sant Laorañs (10 Eost), an dant a sant ar graoñenn dija.
  • A san Martino, apri la botte e assaggia il vino. — Da ouel sant Marzhin (11 Du), digor ar varrikenn ha tañva ar gwin.
  • A San Martino ogni mosto è vino. — Da ouel sant Marzhin, pep fro a dro da win.
  • A san Mattia la neve va via. — Da ouel sant Mazhe (14 Mae) ez a an erc'h da get.
  • A scherzare con la fiamma, ci si scotta. — Pa c'hoarier gant ar flammen e vezer devet.
  • A tal fortezza, tal trincea. — Da hevelep kreñvle'h, hevelep foz-difenn.
  • A torto si lagna del mare chi due volte ci vuole tornare. — E gaou e klemm diwar-bouez ar mor neb a venn distreiñ div wech dezhañ.
  • A tutto c'è rimedio fuorché alla morte. — ur remed zo da bep tra nemet d'ar marv.
  • A usanza nuova non correre. — Arabat eo redek war-lec'h ur c'hiz nevez.
  • Abbattuto l'albero scompare l'ombra. — Pa vez troc'het ar wezenn ez a an disheol da get.
  • Accasa il figli quando vuoi, e la figlia quando puoi. — Dimez da vab pa gari, da verc'h pa c'halli.
  • Acquista buona fama e mettiti a dormire. — Dastumit brud mat ha kit da gousket.
  • Ai bugiardi e agli spacconi non è creduto. — Den ne gred ar c'haouerion hag ar babored.
  • Ai voli troppo alti e repentini sogliono i precipizi esser vicini. — Tost e vez an islonkoù d'an nijadennoù re uhel ha re herr.
  • Abate cupido, per un'offerta ne perde cento. — Un abad gwallc'hoantek, evit ur prof e koll kant.
  • Abate rigoroso rende i frati penitenti. — Un abad strizh a ra breudeur benedus.
  • Abiti stranieri, costumi stranieri; costumi stranieri, gente straniera; la gente straniera sloggia gli antichi abitanti. — Dilhad estren, gizioù estren ; gizioù estren, tud estren ; an dud estren a ziloh an henvroidi.
  • Abito troppo portato e donna troppo vista vengono presto a noia. — Buan e teuer skuizh gant dilhad re zouget ha maouez re welet.
  • Abbondanza genera baldanza. — Gant ar builhentez e teu an herder.
  • Accade in un'ora quel che non avviene in mill'anni. — Dindan un eurvezh e c'hoarvez pezh na c'hoarvez ket dindan mil bloavezh.
  • Accendere una candela ai Santi e una al diavolo. — Entanit ur c'houlaouenn-goar evit ar sent hag unan evit an diaoul.
  • Accendere una fiaccola per far lume al sole. — Entanit un etev evit ober gouloù d'an heol.
  • Acqua che scorre non porta veleno. — An dour-red ne zoug pistri ebet.
  • Acqua cheta rompe i ponti. — An dour sioul a torr ar pontoù.
  • Acqua di san Lorenzo venuta per tempo; se alla Madonna viene va ancora bene; tardiva sempre buona quando arriva. — D'an eur ez eo erruet dour sant Laorañs ; mar erru da ouel ar Verc'hez Vari ez eo mat c'hoazh ; diwezhatoc'h ez vez atav mat pan erru.
  • Acqua e chiacchiere non fanno frittelle. — An dour hag ar flaperezh ne fardont ket bignez.
  • Acqua lontana non spegne il fuoco. — An dour a zo pell ne lazh ket an tan.
  • Acqua passata, non macina più. — Tremenet an dour [en ur vilin-zour] ne val mui.
  • Ad albero vecchio ed a muro cadente, non manca mai edera. — Iliav a vez atav el lec'h ma vez ur gwezenn gozh hag ur voger o vont d'an traoñ.
  • Ad ogni primavera segue un autunno. — Un diskaramzer a vez atav goude un nevezamzer.
  • Ad ognuno la sua croce. — Da bep den e groaz.
  • Ad ognuno pare bello il suo. — Da bep den e kav ez eo brav e hini.
  • Ad un grasso mezzogiorno spesso tien dietro una cena magra. — Goude merenn druz e vez lies koan dreut.
  • Agosto ci matura il grano e il mosto. — E miz Eost e tarev ar greun hag ar fro.
  • Agosto: moglie mia non ti conosco.[2] — Eost : ma gwreg, n'ez anavan ket.
  • Ai macelli van più bovi che vitelli. — Muioc'h a saout eget a leueoù a ya d'al lazhdi.
  • Ai pazzi e ai fanciulli, non si deve promettere nulla. — Arabat eo grataat tra pe dra d'ar sodien ha d'ar vugale.
  • Ai pazzi si dà sempre ragione. — Atav e vez ar wirionez gant ar sodien.
  • Aiutati che Dio t'aiuta. — Em sikour evit ma'z sikouro Doue.
  • Al baciarsi presto tien dietro il coricarsi. — Diouzhtu goude eur ar c'housket e teu ar pokat.
  • Al bisogno si conosce l'amico. — En ezhomm e vez anavet ar mignon.
  • Al buio la villana è bella quanto la dama. — Ker koant hag an itron e vez ar vilenez en duder.
  • Al buio, le donne sono tutte uguali. — Par an eil re d'ar re all e vez an holl vaouezed en duder.
  • Al buio tutti i gatti sono bigi. — Gris e vez an holl gizhier en duder.
  • Al confessore, al medico e all'avvocato non si tiene il ver celato. — Arabat eo kuzhat ar wirionez ouzh ar c'hofeser, ar mezeg hag an alvokad.
  • Al contadin non far sapere quanto è buono il formaggio con le pere. — Arabat eo reiñ d'ar c'houer da c'houzout peger mat eo ar c'heuz gant ar per.
  • Al cuore non si comanda. — Ne c'hourc'hemenner ket d'ar galon.
  • Al cazzo non si comanda. — Ne c'hourc'hemenner ket d'ar c'halc'h.
  • Al destino non si comanda. — Ne c'hourc'hemenner ket d'ar blanedenn.
  • Al fratello piace più vedere la sorella ricca, che farla tale. — Gwell e vez d'ar breur gwelet e c'hoar binvidik eget he lakaat da binvidik.
  • Al levare le tende si conosce il guadagno. — Pa saver ar rideozioù ez anavaer ar gounidoù.[3]
  • Al tempo e al culo non si comanda. — Ne c'hourc'hemenner ket da liv an amzer ha d'ar revr.
  • Al gatto che lecca lo spiedo non affidar arrosto. — Na fiziit ker ar rost er c'hazh a zo o lipar ar ber.
  • Al genio non si danno le ali, ma le si tagliano. — Ne vez ket roet eskell d'an dud ijinus, troc'het e vez o re.
  • Al povero manca il pane, al ricco l'appetito. — D'ar beorien e vank ar bara, d'ar binvidien e vank an ilboued.
  • Al primo colpo non cade l'albero. — Ne gouez ket ar wezenn gant an taol kentañ.
  • Al suono si riconosce la pignata. — Diouzh ar son ez anaver an aval-pin.
  • Al villano, se gli porgi il dito, si prende la mano. — Mar roit ur biz d'ur bilen e kemero an dorn.
  • All'A tien dietro il B nel nostro abbicì. — War-lerc'h A e teu B en hol lizherenneg.
  • All'eco spetta l'ultima parola. — Gant an heklev e chom ar gomz diwezhañ.
  • All'orsa paion belli i suoi orsacchiotti. — Brav e kav an arzhez he arzhedigoù.
  • All'uccello ingordo crepa il gozzo. — Al labous lontek e tarzh e grubuilh.
  • All'ultimo si contano le pecore. — En diwezh e vez kontet an deñved.
  • All'umiltà felicità, all'orgoglio calamità. — Eurvad d'an uvelded, gwalleur d'al lorc'h.
  • Alla fame è presto ridotto chi si imbarca senza biscotto. — Dizale e vo naoniek neb a lestr hep gwispid.
  • Alla fine anche le pernici allo spiedo vengono a noia. — Erziwezh, zoken ar c'hlujiri ouzh ar ber a gav hir o amzer.
  • Alla fine loda la vita e alla sera loda il giorno. — Meulit ar vuhez en diwezh, ha meulit an deiz da noz.
  • Alla guerra si va pieno di denari e si torna pieni di vizi e di pidocchi. — Leun ag argant ez it d'ar brezel, ha leun a sioù hag a laou e tistroit.
  • Alle barbe dei pazzi, il barbiere impara a radere. — Gant barv ar folled e tesk ar barver aotenniñ.
  • Alle volte si crede di trovare il sole d'agosto e si trova la luna di marzo. — A-wechoù e kred d'an den kavout heol miz Eost padal e kav loar miz Meurzh.
  • Altri tempi, altri costumi. — Gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv.
  • Alzati presto al mattino se vuoi gabbare il tuo vicino. — Sav abred da veure mar fell dit touellañ da amezeg.
  • Ambasciator non porta pena. — Na damall ket ar c'hannader.
  • Amare e non essere amato è tempo perso. — Ur c'holl amzer eo karout hep bezañ karet.
  • Ambasciatore che tarda notizia buona che porta. — Kannader diwezhat a zegas keloù mat.
  • Amicizia che cessa, non fu mai vera. — Keneilded torret, biskoazh ne voe gwirion.
  • Amico beneficato, nemico dichiarato. — Keneil a vadoù gwalc'het, enebour disklêriet.
  • Amico di buon tempo mutasi col vento. — Gant an avel e tro keneil an amzer vrav.
  • Amico di ventura, molto briga e poco dura. — Keneilded dre zegouezh, poan vras ha berr e pad.
  • Ammogliarsi è un piacere che costa caro. — Ur blijadur hag a goust ker eo eurediñ.
  • Amor che nasce di malattia, quando si guarisce passa via. — Karantez ganet gant ar c'hleñved a varv gant ar pare.
  • Amor di nostra vita ultimo inganno. — Ar fazi diwezhañ eo karantez hor buhez.
  • Amor, dispetto, rabbia e gelosia, sul cuore della donna han signoria. — Ar garantez, an droukrañs, ar fulor hag ar wrizi a ren war galonoù ar maouezed.
  • Amor nuovo va e viene, amor vecchio si mantiene. — Karantez nevez a ya hag a zeu, karantez gozh a chom.
  • Amor regge il suo regno senza spada. — Hep kleze e ren ar garantez war he rouantelezh.
  • Amore con amor si paga. — Gant karantez e paeer karantez.
  • Amore di parentato, amore interessato. — Karantez dre gerentiezh, karantez krafek.
  • Amore di villeggiatura poco vale e poco dura. — Berr ha didalvez eo krantez ar vakañsoù.
  • Amore di fratello, amore di coltello. — Karantez ur breur, karantez ur gontell.
  • Amore è il vero prezzo con che si compra amore. — Ar garantez eo priz gwirion ar garantez.
  • Amore non si compra né si vende. — Ar garantez ne vez na prenet na gwerzhet.
  • Amore onorato, né vergogna né peccato. — Karantez enoret, na mezh na pec'hed.
  • Amore scaccia amore. — Ar garantez a skarzh ar garantez.
  • Anche i fanciulli diventano uomini. — Zoken ar vugale a dro da wazed.
  • Anche il più verde diventa fieno. — Zoken ar pep glasañ a dro da foenn.
  • Anche il sole ha le sue macchie. — Zoken an heol en deus e darchoù.
  • Anche l'abate fu prima frate. — Zoken an abad a voe ur breur da gentañ.
  • Anche l'ambizione è una fame. — An uhelegezh ivez zo un naon.
  • Anche la legna storta dà il fuoco diritto. — Zoken ar c'hoad gweet a ro tan sonn.
  • Anche la regina Margherita mangia il pollo con le dita. — Zoken ar rouanez Margherita a zebr kig-yar gant he bizied.
  • Anche le bestie le ha fatte il Signore. — Zoken al loened zo bet graet gant an Aotrou.
  • Anche le colombe hanno il fiele. — Zoken ar c'houlmed o deus bestl.
  • Anche le pulci hanno la tosse. — Zoken ar c'hwen o devez ar paz.
  • Anche le uova della gallina nera sono bianche; ma staremo a vedere se anche i suoi pulcini sono bianchi. — Zoken ar yer du a zozv vioù gwenn ; gwelet e vo avat ha gwenn eo he foñsined ivez.
  • Anche tra le spine nascono le rose. — Zoken a-douez an drein e teu ar roz.
  • Anche un giogo dorato pesa. — Zoken ur yev aour zo pounner.
  • Andar presto a dormire e alzarsi presto chiude la porta a molte malattie. — Mont abred da gousket ha sevel abred a serr an nor ouzh kalz kleñvedoù.
  • Andar bestia, e tornar bestia, dice il moro. — Loen o vont, loen o tistreiñ, eme ar maour.
  • Anno nevoso anno fruttuoso. — Bloaz erc'hek, bloaz frouezhek.
  • Anno nuovo vita nuova. — Bloaz nevez, buhez nevez.
  • Approfitta degli errori degli altri, piuttosto che censurarli. — Tennañ splet eus fazioù an hentez, e-lec'h o c'hontrolliñ.
  • Aprile dolce dormire. — Hun c'hwek miz Ebrel.
  • Aprile e maggio sono la chiave di tutto l'anno. — Ebrel ha Mae eo alc'hwez ar bloavezh.
  • Aprile ogni goccia un barile. — E miz Ebrel, pep takenn zo ur varilhad.
  • Aprile piovoso, maggio ventoso, anno fruttuoso. — Ebrel glavek, Mae avelek, bloaz frouezhek.
  • Ara nel mare nell'arena semina, chi crede alle parole della femmina. — Arat ar mor ha hadañ en traeh a ra neb a gred e komzoù ur vaouez.
  • Arcobaleno porta il sereno. — Gant ar ganevedenn e teu an hinonder.
  • Aria rossa o piscia o soffia. — Oabl ruz, glav pe avel.
  • Asino che ha fame mangia d'ogni strame. — Un azen nanoniek a zebr forzh pe c'houzer.
  • Assai ben balla a chi fortuna suona. — Brav e koroll neb e son ar chañs evitañ.
  • Assai domanda chi ben serve e tace. — Kalz e c'houlenn neb a servij mat hag a chom mut.
  • Assai domanda chi si lamenta. — Neb a glemm a c'houlenn re.
  • Assalto francese e ritirata spagnola. — Argadeg c'hall ha kiladeg spagnol.[4]
  • Attacca l'asino dove vuole il padrone e, se si rompe il collo, suo danno. — Nask an azen el lec'h ma gourc'hemenn ar mestr, ha mar torr e c'houzoug ez eo e gaou dezhañ.
  • Avuta la grazia, gabbato lo santo. — Goude bet pezh ac'h eus goulennet, truchet ar sant.
  • Bacco, tabacco e Venere riducon l'uomo in cenere.Bacchus, butun ha Gwener a gas an den da ludu.
  • Balleremo secondo che voi suonerete. — Dañsal a raimp pa viot o seniñ.
  • Bandiera rotta onor di capitano. — Enor da baniel roget ar c'habiten.
  • Basta un matto per casa. — Ur sod hepken zo trawalc'h en ti.
  • Batti il ferro finché è caldo. — Sko war an houarn pa vez tomm. Pa vez gedon eo gedona.
  • Bei gatti e grossi letamai mostrano il buon agricoltore. — Kizhier brav ha teileg vras a ziskouez ar c'houer mat.
  • Bella cosa presto è rapita. — Buan e vez laeret un dra vrav.
  • Bella in vista, dentro è triste. — Brav he gwelet, trist en diabarzh.
  • Bella ostessa, conti traditori. — Lojerez kaer, kontoù trubard.
  • Bella vigna poca uva. — Gwini kaer, nebeud a rezin.
  • Bellezza di corpo non è eredità. — Ur c'horf heneuz n'eo ket un hêrezh.
  • Bellezza e follia vanno spesso in compagnia. — Kened ha follentez a ya par-ouzh-par alies.
  • Bello in fasce brutto in piazza. — Kaer er mailhurennoù, divalav war al leurgêr.
  • Ben sa la botte di qual vino è piena. — Ervat e oar ar varrikenn pa vez darev ar gwin.
  • Ben si caccia il diavolo, ma Satana ritorna. — Argaset e vez an diaoul met Satan a zistro.
  • Bene per male è carità, male per bene è crudeltà. — Mad evit droug zo karitez, droug evit mad zo krizder.
  • Bene educato, non mentì mai. — Desket-bras, biskoazh n'en deus livet gevier.
  • Bene perduto è conosciuto. — Anavet-mat eo ar mad kollet.
  • Beni di fortuna passano come la luna. - Madoù diwar chañs a dremen evel al loar.
  • Bevi il vino e lascia andar l'acqua al mulino. - Ev ar gwin ha lez an dour da vont d'ar vilin.
  • Bisogna dire pane al pane e vino al vino. — Dav eo lavaret bara d'ar bara ha gwin d'ar gwin.
  • Bisogna far buon viso a cattivo gioco. — Dav eo mirout un dremm mat pa vez fall ar c'hoari. Gwell eo dougen ar groaz eget he ruzañ.
  • Bisogna fare di necessità virtù. — Dav eo treiñ ar redi da vertuz.
  • Bisogna fare il pane con la farina che si ha. — Dav eo fardañ ar bara gant ar bleud a zo.
  • Bisogna fare la festa quando cade, e prendere il tempo come viene. — Dav eo lidañ pa zeu, ha kemer an amzer evel ma teu.
  • Bisogna mangiare per vivere e non vivere per mangiare. — Dav eo debriñ evit bevañ ha n'eo ket bevañ evit debriñ.
  • Bisogna prendere gli avvenimenti quando Dio li manda. — Dav eo degemer an darvoudoù pa vezont kaset gant Doue.
  • Bocca che tace nessuno l'aiuta. — Den ne sikour ar genoù mut.
  • Bocca chiusa e occhio aperto non fecero mai male a nessuno. — Genoù serr ha daoulagad digor n'o deus biskoazh noazet da zen.
  • Botte buona fa buon vino. — Barrikenn vat a ra gwin mat.
  • Brutta cosa è il povero superbo e il ricco avaro. — Divalav eo ar paour lorc'hus hag ar pinvidig skragn.
  • Brutta di viso ha sotto il paradiso. — Divalav e zremm ha dindan ar baradoz.[5]
  • Brutto in fasce bello in piazza. — Divalav er mailhurennoù, kaer war al leurgêr.
  • Buca il marmo fin d'acqua una goccia. — Toullañ ar marmor gant un dakenn dour.
  • Bue sciolto lecca per tutto. — Ejen dinask a lip pep tra.
  • Bue fiacco stampa più forte il piede in terra. — An ejen gwan a bouez kreñvoc'h war an douar gant e dreid.
  • Bue vecchio, solco diritto. — Ejen kozh, erv eeun.
  • Buon fuoco e buon vino, scaldano il mio camino. — Tan mat ha gwin mat a domma da'm siminal.
  • Buon sangue non mente. — Gwad mat ne liv ket gevier.
  • Buon tempo e maltempo non dura tutto il tempo. — Amzer vrav hag amzer fall ne badont ket a-hed an amzer.
  • Buon vino e bravura, poco dura. — Argwin mat hag an ampartiz ne badont ket.
  • Buon vino fa buon sangue. — Diwar gwin mat, gwad mat.
  • Buon vino, favola lunga. — Gwin mat, istor hir.
  • Buona fama presto è perduta. — Brud mat a vez kollet buan.
  • Buona greppia, buona bestia. — Kraou mat, loen mat.
  • Buona guardia giova a molte cose. — Ur gward mat zo mat da galz traoù.
  • Buona la forza, migliore l'ingegno. — Mat eo an nerzh, gwell eo an ijinusted.
  • Buone parole e pere marce non rompono la testa a nessuno. — Ar c'homzoù flour hag ar per brein ne torront e benn da zen ebet.
  • Burlando si dice il vero. — Dre fent e vez lavaret ar wirionez.
  • Cader non può, chi ha la virtù per guida. — Neb zo kaset gant ar vertuz ne c'hall ket kouezhañ.
  • Cambiano i suonatori ma la musica è sempre quella. - Kemmet eo ar sonerien met heñvel eo ar sonerezh atav.
  • Cambiare e migliorare sono due cose; molto si cambia nel mondo, ma poco si migliora. — Disheñvel diouzh gwellaat eo kemmañ ; kalz kemmoù er bed, nebeut a wellaennoù.
  • Campa cavallo che l'erba cresce. — Gortoz bepred ma kresko ar geot.[6]
  • Can che abbaia non morde. — Ki harzher ne zant ket.
  • Cane affamato non teme bastone. — Ki naoniek ne zouj bazh ebet.
  • Cane e gatta tre ne porta e tre ne allatta. — Kiez ha kazhez, tri mizvezh o tougen ha tri mizvezh o laezhañ.
  • Cane non mangia cane. — Ar c'hi ne zebr ket ar c'hi.
  • Cane ringhioso e non forzoso, guai alla sua pelle! — Ki tagnous ha dinerzh, gwa e groc'hen !
  • Capelli lunghi, cervello corto. — Hir ar blev, berr an empenn.
  • Carta canta e villan dorme. — Kanañ a ra ar paper ha kousket a ra ar c'houer.[7]
  • Casa fatta e vigna posta, non si sa quello che costa. — Den ne oar pegement e koust un ti savet hag ur winieg plantet.
  • Casa mia, casa mia, per piccina che tu sia, tu mi sembri una badia. - Ma zi-me, ma zi-me, evidout da vezañ bihan e hañvalez din bezañ un abati.
  • Castiga il buono e si emenderà; castiga il cattivo e peggiorerà. — Kastizit an den mat hag e wellaio ; kastizit un den fall hag e washaio.
  • Cattivo cominciamento, fine peggiore. — Deroù fall, diwezh falloc'h.
  • Cavallo da vettura, poco costa e poco dura. — Marc'h-tenn marc'hadmat ne bad ket.
  • Cavallo vecchio, tardi muta ambiatura. — Diaes e vez d'ur marc'h kozh kemmañ e voaz.
  • Cavolo riscaldato non fu mai buono. — Biskoazh n'eo bet mat ar c'haol astommet.[8]
  • Cento teste, cento cappelli. — Kent penn, kant tog.
  • Certe macchie ben si possono grattare ma non togliere. — Lod tarchoù a c'heller skrabañ hogen o zennañ ne c'heller ket.
  • Cessato il guadagno, cessata l'amicizia. — Echu ar gounid, echu ar geneilded.
  • Chi a tutti facilmente crede, ingannato si vede. — Touellet e vez neb a gred an holl dud.
  • Chi accarezza la mula rimedia calci. — Neb a flour ar vulez a dap taolioù treid.
  • Chi accetta l'eredità accetti anche i debiti. — Neb a asant d'an hêrezh a asant d'an dleoù ivez.
  • Chi ad altri inganni tesse, poco bene per sé ordisce. — Neb a aoz antelloù d'an hentez a aoz nebeut a vad evitañ.
  • Chi alza il piede per ogni paglia, si può rompere facilmente una gamba. — Neb a sav e droad evit pep plouzenn e vez aes dezhañ terriñ e c'har.
  • Chi ama me, ama il mio cane. — Neb am c'har a gar ma c'hi.
  • Chi ara terra bagnata, per tre anni l'ha dissipata. — Neb a ara an douar gleb e foran e-pad tri bloaz.
  • Chi asino nasce, asino muore. — Neb a vez ganet bleup a varv bleup.
  • Chi balla senza suono, come asino si ritrova. — Neb a zañs didrouz en em gav evel un azen.
  • Chi ben coltiva il moro, coltiva nel suo campo un gran tesoro. — Neb a oa gounez mouar a c'hounez ur teñzor en e bark.[9]
  • Chi ben comincia è a metà dell'opera. — Labour boulc'het-mat zo hanter graet.
  • Chi bene semina, bene raccoglie. — Neb a had mat a eost mat.
  • Chi beve vino, campa cent'anni. — Neb a ev gwin a vev kant vloaz.
  • Chi biasima il suo prossimo che è morto, dica il vero, dica il falso, ha sempre torto. — e gaou e vez neb a damall an Anaon, ha gwir pe c'haou a lavarfe.
  • Chi caccia volentieri trova presto la lepre. — Neb a gar chaseal a gav buan ar c'had.
  • Chi cade in povertà, perde ogni amico. — Neb a gouezh en dienez a goll holl e vignoned.
  • Chi cava e non mette, le possessioni si disfanno. — Lemel hep lakaat / Nebeudik a bad.
  • Chi cavalca o trotta alla china, o non è sua la bestia, o non la stima. — Neb a chaloup pe a drot gant ar c'hrav, ar jav n'eo ket dezhañ, pe n'e gar ket.
  • Chi cento ne fa una ne aspetta. — Neb na ra ket kant ne c'hortoz ket unan. [10]
  • Chi cerca di sapere ciò che bolle nella pentola d'altri, ha leccate le sue. — Neb a glask gouzout petra zo e kaoter an hentez en deus lipet e hini.
  • Chi cerca lealtà e fedeltà nel mondo, non trova che ipocrisia. — Neb a glask lealded ha fealded er bed ne gav nemet pilpouserezh.
  • Chi cerca, trova. — Neb a glask a gav.
  • Chi coglie acerbo il senno, maturo ha sempre d'ignoranza il frutto. — Neb a gutuilh ar furnezh c'hlas en devez atav frouezh azv an diouiziegezh.
  • Chi compra il superfluo, si prepara a vendere il necessario. — Neb a bren an dreistezhomm a fard gwerzhañ ar rekiz.
  • Chi compra sprezza e chi ha comprato apprezza. — Neb a bren a zispriz ha neb en deus prenet a briz.
  • Chi contro Dio getta la pietra, in capo gli torna. — Neb a vann ur maen da Zoue e tistro ar maen d'e benn.
  • Chi d'estate secca serpi, nell'inverno mangia anguille. — Neb a laka naeron da sec'hiñ en hañv a zebr sili er goañv.
  • Chi d'estate vuole stare al fresco, ci starà anche d'inverno. — Neb e fell dezhañ chom er freskter en hañv a chomo eno ivez er goañv.
  • Chi da gallina nasce, convien che razzoli. — Neb a zo bet ganet gant ur yar a rank skrabañ.
  • Chi da savio operare vuole, pensi al fine. — Neb a venn labourat gant furnezh a soñj en diwezh.
  • Chi dà ghiande non può riavere confetti. — Neb a ro mez ne c'hall ket kaout drajez en eskemm.
  • Chi dal lotto spera soccorso, mette il pelo come un orso. — Neb a c'hortoz sikour digant al lotiro a wisk feur evel un arzh.[11]
  • Chi dà per ricevere, non dà nulla. — Neb a ro evit resev ne ro netra.
  • Chi del vino è amico, di se stesso è nemico. — Neb a zo mignon d'ar gwir zo enebour dezhañ e-unan.
  • Chi di spada ferisce di spada perisce. — Neb a c'hoaz dre ar c'hleze a varv dre ar c'hleze.
  • Chi di speranza vive disperato muore. — Neb a vev diwar goanag a varv dre zic'hoanag.
  • Chi di una donna brutta s'innamora, lieto con essa invecchia e l'ama ancora. — Neb a vag karantez ouzh ur vaouez divalav a gosha laouen ganti hag he c'har bepred.
  • Chi di spirito e di talenti è pieno domina su quelli che ne hanno meno. — Neb a zo leun a spered hag a zonezonoù a ren ar re o deus nebeutoc'h.
  • Chi dice A arrivi fino alla Z. — Neb a lavar A a erru da Z en diwezh.
  • Chi dice A deve dire anche B. — Neb a lavar A a rank lavaret B.
  • Chi dice donna dice danno. — Neb a lavar maouez a lavar gaou.
  • Chi dice donna dice guai, chi dice uomo peggio che mai. — Neb a lavar maouez a lavar trubuilh, neb a lavar gwaz gwashoc'h c'hoazh.
  • Chi dice quel che vuole sente quel che non vorrebbe. — Neb a lavar pezh a venn a glev pezh na venn ket.
  • Chi disprezza compra. — Neb a zispriz a bren.
  • Chi disprezza vuol comprare e chi loda vuol lasciare. — Neb a zispriz a venn prenañ ha nep a feurm a venn lezel.
  • Chi domanda ciò che non dovrebbe, ode quel che non vorrebbe. — Neb a c'houlenn pezh n'eo ket dleet dezhañ goulenn a glev pezh na venn ket kaout.
  • Chi domanda non erra. — Neb a c'houlenn ne fazi ket.
  • Chi dopo la polenta beve acqua, alza la gamba e la polenta scappa. — Neb a ev dour goude ar polenta a sav e c'har hag ar polenta a dec'h.
  • Chi dorme d'agosto dorme a suo costo. — Neb a gousk e miz Eost a gousk diwar e goust.
  • Chi dorme non piglia pesci. — Neb a gousk ne dap ket pesked.
  • Chi è causa del suo mal pianga se stesso. — Neb a zo abeg d'e boan a lenv dezhañ e-unan.
  • Chi è bugiardo è ladro. — Neb a zo gaouier a zo laer.
  • Chi è destinato alla forca non annega. — Neb a zo tonket d'ar groug ne veuz ket.
  • Chi è generoso con la bocca, è avaro col sacco. — Neb a zo brokus e c'henoù a zo skragn e sac'h.
  • Chi è in difetto è in sospetto. — Nep a zo e gaou a zo disfizius.
  • Chi è mandato dai farisei è ingannato dai farisei. — Neb a zo kaset gant farizianed zo touellet gant farizianed.
  • Chi è morso dalla serpe, teme la lucertola. — Neb a zo dantet gant an naer en deus aon rak ar glazard.
  • Chi è schiavo delle ambizioni ha mille padroni. — Neb a zo sklav an uhelbalioù en deus mil mestr.
  • Chi è stato trovato una volta in frode, si presume vi sia sempre. — Neb a zo bet kavet o truchañ a vez atav lakaet da drucher.
  • Chi è svelto a mangiare è svelto a lavorare. — Neb a zebr buan a labour buan.
  • Chi è tosato da un usuraio, non mette più pelo. — Neb a zo touzet gant un uzurer ne goll ket e vlev ken.
  • Chi è uso all'impiccare, non teme la forca.
  • Chi fa da sé fa per tre. — Neb a ra e-unan a ra evit tri.
  • Chi fa del bene agli ingrati, Dio lo considera per male. — Neb a ra ur vad d'un dianaoudeg, Doue e laka da fall.
  • Chi fa il male odia la luce. — Neb a ra droug a argarzh ar gouloù.
  • Chi fa l'altrui mestiere, fa la zuppa nel paniere. — Neb a ra labour an hentez a fard soubenn en ur baner.
  • Chi fa la legge, deve conservarla. — Neb a sav al lezenn a rank ober hervezi.
  • Chi fa le fave senza concime le raccoglie senza baccelli.
  • Chi fa falla e chi non fa sfarfalla. — Neb a ra a c'hall faziañ ha neb na ra ket ne c'hall ket.
  • Chi fa un'ingiustizia, la dimentica; chi la riceve, se ne ricorda. — Neb a ra un direizhder a zisoñj, neb e c'houzañ en deus soñj.
  • Chi fosse indovino, sarebbe ricco. — neb a vefe un diviner a yafe da binvidik.
  • Chi fugge il giudizio, si condanna. — Neb a dec'h a-zirak ar varn en em gondaon.
  • Chi fugge un matto, ha fatto buona giornata. — Neb en deus tec'haet a-zirak ur sod en deus bet un devezh mat.
  • Chi getta un seme lo deve coltivare, se vuol vederlo con il tempo germogliare. — Neb a hag ur c'hreunenn a rank he magañ mar menn he gwelet o tiwanañ gant an amzer.
  • Chi gioca al lotto, è un gran merlotto. — Neb a c'hoari al lotiri zo ur mell moualc'h.
  • Chi gioca al lotto, in rovina va di trotto. — Neb a c'hoari al lotiri a drot war-du ar rivin.
  • Chi ha avuto ha avuto e chi ha dato ha dato. — Neb en deus bet en deus bet ha neb en deus roet en deus roet.
  • Chi ha avuto il beneficio, se lo dimentica. — Neb o deus gounezet a zisoñj.
  • Chi ha da far con un incostante, tien l'anguilla per la coda. — Neb en deus afer gant un den hedro a zalc'h ar silienn dre he lost.
  • Chi ha denti non ha pane e chi ha pane non ha denti. — Neb en deus dent n'en deus ket bara ha neb e deus bara n'en deus ket dent.
  • Chi ha farina non ha la sacca. — Neb en deus bleud n'en deus sac'h ebet.
  • Chi ha fatto ingiuria ad altri, da altri convien che la sopporti. — Neb en deus graet gaou d'an hentez a rank gouzañv gaou digant an hentez.
  • Chi ha il capo di cera, non vada al sole. — Neb en deus ur penn koar ned a ket en heol.
  • Chi ha imbarcato il diavolo, deve stare in sua compagnia. — Neb en deus kaset an diaoul gantañ a rank chom en e gompagnunezh.
  • Chi ha ingegno, lo mostri. — Neb en deus ijin, diskouez.
  • Chi ha per letto la terra, deve coprirsi col cielo. — Neb en deus an douar da wele a rank em c'holeiñ gant an oabl.
  • Chi ha polvere spara. — Neb en deus poultr a denn.
  • Chi ha portato la tonaca puzza sempre di frate. — C'hwezh ar manac'h a vez atav gant neb en deus douget ar sae-veleg.
  • Chi ha tempo, ha vita. — Neb en deus amzer en deus buhez.
  • Chi ha tempo non aspetti tempo. — Neb en deus amzer ne c'hortoz ket an amzer.
  • Chi ha terra, ha guerra. — Neb en deus douar en deus brezel.
  • Chi ha tutto il suo in un loco l'ha nel fuoco. — Neb en deus pep tra en ul lec'h en deus pep tra en tan.
  • Chi ha un mestiere in mano, dappertutto trova pane. — Neb en deus ur vicher en e zorn a gav bara e pep lec'h.
  • Chi il vasto mare intrepido ha solcato, talvolta in piccol rio muore annegato.
  • Chi la dura la vince. — Neb a bad a vez trec'h.
  • Chi la fa l'aspetti. — Neb a ra a c'hortoz.[12]
  • Chi lascia la via vecchia per la nuova sa quel che lascia ma non sa quel che trova. — Neb a ya diwar an hent kozh d'an hent nevez a oa petra a zilezet met ne ouzont ket petra a gavint.
  • Chi lavora con diligenza, prega due volte. — Neb a labour diwar zifrae a bed div wech.
  • Chi lavora, Dio gli dona. — Da neb a labour e ro Doue.
  • Chi mal semina mal raccoglie. — Neb a had fall a eost fall.
  • Chi male una volta si marita, ne risente tutta la vita. — Neb a zimez fall ur wech a c'houzañv e-pad e vuhez.
  • Chi male vive, male muore. — Neb a vev fall a varv fall.
  • Chi maltratta le bestie, non la fa mai bene. — Ne zeu mad ebet diwar gwallgas al loened.
  • Chi mangia sempre pan bianco, spesso desidera il nero. — Neb a zebr bara gwenn atav a c'houlenn bara du alies.
  • Chi mangia sempre torta se ne sazia. — Neb a zebr gwastilli atav ne'en devez morse e walc'h.
  • Chi mena per primo mena due volte. — Neb a sko da gentañ a sko div wech.
  • Chi molto parla, spesso falla. — Neb a gomz kalz a fazi alies.
  • Chi mordere non può non mostri i denti. — Neb na c'hallont ket dantañ ne ziskouezont ket o dent.
  • Chi muore giace e chi vive si dà pace. — Ar re varv en o gourvez hag ar re vev o tiskuizhañ.[13]
  • Chi nasce afflitto muore sconsolato. — Neb a zo ganet niñvet a varvo glac'haret.
  • Chi nasce è bello, chi si sposa è buono e chi muore è santo. — Kaer ganet, mat euredet, sant marvet.
  • Chi nasce matto non guarisce mai. — Neb a zo ganet sot biken ne bareo.
  • Chi nasce tondo non può morir quadrato. — Neb a zo ganet ront n'hall ket mervel karrezek.
  • Chi non ama le bestie, non ama i cristiani. — Neb a gar ket al loened he gar ket ar gristenien.
  • Chi non apre la bocca, non le piove dentro. — Neb na zigor ket e c'henoù ne dap ket glav e-barzh.
  • Chi non beve in compagnia o è un ladro o è una spia. — Neb na ev ket gant an dud all zo ul laer pe ur spier.
  • Chi non caccia non prende. — Neb ha chase ket ne dap ket.
  • Chi non comincia non finisce. — Neb na voulc'h ket ne echu ket.
  • Chi non crede di esser matto, è matto davvero. — Neb na gred ket bout sot zo sot evit gwir.
  • Chi non crede in Dio, non crede nel diavolo. — Neb na gred ket e Doue na gred ket en diaoul.
  • Chi non dà a Cristo, dà al fisco. — Neb na ro ket d'ar C'hrist a ro d'an telloù.
  • Chi non è con me è contro di me. — Neb na sav ket a-du ganin a sav enep din.
  • Chi non è volpe, dal lupo si guardi, perché ne sarà preda presto o tardi. — Neb n'eo ket ul louarn a rank diwall ag ar bleiz, rak abred pe ziwezhat e vo e breizh.
  • Chi non fu buon soldato, non sarà buon capitano. — Neb na oa ket ur soudard mat ne vo ket ur c'habiten mat.
  • Chi non ha fede, non ne può dare. — Neb n'en deus ket ar feiz ne c'hall ket he reiñ.
  • Chi non ha il gatto mantiene i topi e chi ce l'ha li mantiene tutti e due. — Neb n'en deus kazh ebet en deus logod ha neb en deus unan en deus an daou.
  • Chi non ha imparato a ubbidire, non saprà mai comandare. — Neb n'en deus ket desket sentiñ ne c'hallo biken gourc'hemenn.
  • Chi non ha testa abbia gambe. — Neb n'en deus penn ebet en deus un divhar.
  • Chi non lavora non mangia. — Ne na labour ket ne zebr ket.
  • Chi non mangia ha già mangiato. — Neb na zebr ket en deus debret c'hoazh.
  • Chi non muore si rivede. — Ar re ne varvont ket en em welo en-dro.
  • Chi non naufragò in mare, può naufragare in porto. — Neb n'en deus biskoazh graet peñse er mor a c'hall ber peñse er porzh.
  • Chi non può bastonare il cavallo, bastona la sella. — Neb na c'hall ket kannañ ar marc'h a gann an dibr.
  • Chi non risica, non rosica. — Neb na vrok netra n'en devez netra.
  • Chi non sa adulare non sa regnare. — Neb na oa ket lubaniñ ne oar ket ren.
  • Chi non sa fare non sa comandare. — Neb na oar ket ber ne oar ket gourc'hemenn.
  • Chi non sa leggere la sua scrittura è asino di natura. — Neb na c'hall ket lenn e skritur zo un azen dre natur.
  • Chi non sa niente non è buono a niente. — Neb na oar netra n'eo mat da netra.
  • Chi non sa tacere non sa parlare. — Neb na oar ket tevel ne oar ket komz.
  • Chi non sa ubbidire, non sa comandare. — Neb na oar ket gouzañv ne oar ket gourc'hemenn.
  • Chi non segue il consiglio dei genitori, tardi se ne pente. — Neb na heulih ket ali e dud e sev keuz ennañ diwezhatoc'h.
  • Chi non semina non raccoglie. — Neb na had ket ne eost ket.
  • Chi non si innamora da giovane, si innamora da vecchio. — Neb na vag ket karantez pa vez yaouank a vag karantez pa vez kozh.
  • Chi non trovò ombra nell'estate, la troverà nell'inverno. — Neb n'en deus ket kavet disheol en hañv a gavo er goañv.
  • Chi non vuol essere consigliato, non può essere aiutato. — Nec'heller ket skoazellañ neb a nac'h bout aliet.
  • Chi parla due lingue è doppio uomo. — Neb a gomz div yezh zo daou zen.
  • Chi pecca in segreto fa la penitenza pubblica. — Pec'hed dre guzh, pinijenn foran.
  • Chi pecora si fa, il lupo se la mangia. — Neb a dro da zañvad a vo debret gant ar bleiz.
  • Chi per grazia prega, non ha mai bene. — Neb a bed a-builh n'en devez mad ebet.
  • Chi perde ha sempre torto. — Neb a goll a vez atav e gaou.
  • Chi perdona senza dimenticare, non perdona che metà. — Neb a bardon hep ankouaat ne bardon nemet a-hanter.
  • Chi pesca con l'amo d'oro, qualcosa piglia sempre. — Neb a besketa gant un higenn aour a dab un dra bennak bepred.
  • Chi piglia leone in assenza, teme la talpa in presenza. — Neb a bak ul leon ezvezant a zouj ar c'hoz vezant.
  • Chi più ha più vuole. — Neb en deus ar muiañ a c'hoanta muioc'h.
  • Chi più lavora, meno mangia. — Neb a labour muioc'h a zebr nebeutoc'h.
  • Chi più ne fa è fatto papa. — Neb a ra ar muiañ zo lakaet da bab.
  • Chi più ne ha più ne metta. — Hag all, hag all.
  • Chi più sa meno crede. — Seul vuioc'h a ouzer, seul nebeutoc'h a greder.
  • Chi più spende meno spende. — Seul vuioc'h a zispigner, seul nebeutoc'h a zispigner.[14]
  • Chi poco sa presto parla. — Neb a oar nebeut a gomz abred.
  • Chi porta fiori, porta amore. — Neb a zegas bleunioù a zegas karantez.
  • Chi predica al deserto, perde il sermone. — Neb a brezeg en dezerzh a goll ar sarmon.
  • Chi prende l'anguilla per la coda, può dire di non tenere nulla. — Neb a bak ar silienn dre he lost a c'hall lavaret ne zalc'h netra.
  • Chi prima arriva meglio alloggia. — Erruet da gentañ, servijet da gentañ.
  • Chi prima nasce prima pasce. — Neb a zo ganet da gentañ a zebr da gentañ.
  • Chi prima non pensa dopo sospira. — Neb na soñj ket da gentañ a huanad diwezhatoc'h.
  • Chi rende male per bene, non vedrà mai partire da casa sua la sciagura. — Neb a ro un droug evit ur vad ne welo biken ar gwalleur o kuitaat e di.
  • Chi ricorda un beneficio, lo rinfaccia. — Rebechet e vez neb en deus soñj eus ur gounid.
  • Chi ride il venerdì piange la domenica. — Neb a c'hoarzh da Wener a leñv da Sul.
  • Chi rimane in umile stato, non ha da temer caduta. — Neb a chom uvel n'en devez ket aon rak kouezhañ.
  • Chi Roma non vede, nulla crede. — Neb na wel ket Roma ne grede netra.
  • Chi ruba poco, ruba assai. — Neb alaer nebeut a laer kalz.
  • Chi rompe paga e i cocci sono suoi. — Neb a dorr a bae, ha dezhañ eo an tammoù.
  • Chi ruba un regno è un ladro glorificato, e chi un fazzoletto, un ladro castigato. — Neb a laer ur rouantelezh a vez enoret, neb a laer ur frilien a vez kastizet.
  • Chi ruba una volta è sempre ladro. — Laer ur wech, laer da viken.
  • Chi s'accapiglia si piglia. — Neb en em gann en em bak.
  • Chi sa fa e chi non sa insegna. — Ne a oa a ra ha neb na oar ket a gelenn.
  • Chi sa il gioco non l'insegni. — Neb a anavez ar c'hoari n'e gelennont ket.
  • Chi sa senza Cristo non sa nulla. — Ne a oa hep ar C'hrist ne oar netra.
  • Chi scopre il segreto perde la fede. — Neb a gav ar sekred a goll ar feiz.
  • Chi semina buon grano avrà buon pane; chi semina lupino non avrà né pan né vino. — Ne a had greun mat en devo bra mat ; neb a had piz-plat n'en devo na bara na gwin.
  • Chi semina con l'acqua raccoglie col paniere. — Neb a hag gant dour a eost gant ur baner.
  • Chi semina vento raccoglie tempeste. — Neb a hag avel a eost stourm. Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo grun diwar ho had.
  • Chi serba serba al gatto. — Neb a vir a vir evit ar c'hazh.[15]
  • Chi si contenta gode. — Dav eo ober gant pezh a zo.
  • Chi si diletta di frodare gli altri, non si deve lamentare se gli altri lo ingannano. — Neb en devez plijadur o touellañ an hentez ez eo arabat dezhañ klemmpa vez touellet d'e dro.
  • Chi si fa i fatti suoi campa cent'anni. — Neb a ra war-dro e aferioù a vev kant vloaz.
  • Chi si fa un idolo del suo interesse, si fa un martire della sua integrità. — Neb a idol e lazioù a dro da verzher e beurlealded.
  • Chi si fida nel lotto, non mangia di cotto. — Neb a fizi el lotiri ne zebront ket.
  • Chi si guarda dal calcio della mosca, gli tocca quello del cavallo. — Neb a ziwall a daol troad ar gelienn a pak hini ar marc'h.
  • Chi si immagina di essere più di quello che è, si guardi nello specchio. — Neb e kred dezhañ bezañ muioc'h eget n'eo, sellet outañ er melezour.
  • Chi si loda si sbroda. — Neb en em veul en em gousi.
  • Chi si prende d'amore, si lascia di rabbia. — Kejañ dre garantez, dispartiañ dre gounnar.
  • Chi si scusa si accusa. — Neb en em zigarez en em damall.
  • Chi si somiglia si piglia. — En em vodañ a ra ar re a denn an eil re d'ar re all.[16]
  • Chi si sposa in fretta, stenta adagio. — Neb a zimez buan a stourm gorrek.
  • Chi si umilia sarà esaltato, chi si esalta sarà umiliato. — Neb en em izelat a vo uhelaet, neb en em uhela a vo izelaet.
  • Chi si vanta da solo non vale un fagiolo. — Neb a fouge ne dalv ket ur favenn.
  • Chi si vanta del delitto è due volte delinquente. — Neb a fouge gant an torfed zo div wech un torfedour.
  • Chi siede in basso, siede bene. — Neb a zo azezet izel zo azezet-mat.
  • Chi sta tra due selle si trova col culo in terra. — Neb a zo etre daou zibr en em gav gant e revr war an douar.
  • Chi tace acconsente. — Neb na lavar ger a zo asant.
  • Chi tace davanti alla forza, perde il suo diritto. — Neb na lavar ger dirak an nerzh a goll e wir.
  • Chi tanto e chi niente. — Kalz da lod, netra da lod.
  • Chi tardi arriva male alloggia. — Neb a zo diwezhat a zo lojet-fall.
  • Chi ti dà un osso non ti vorrebbe morto. — Neb a ro un askorn dit ne venn ket e vefes marv.
  • Chi ti vuol male, ti liscia il pelo. — Ar rea venn droug dit a floura da vlev.
  • Chi tiene il letame nel suo letamaio, fa triste il suo pagliaio. — Neb a vir e deil en e deileg a zoagn e voutell blouz.
  • Chi tiene la scala non è meno reo del ladro. — Ken kablus hag al laer eo an neb a zalc'h ar skeul.
  • Chi troppo comincia, poco finisce. — Neb a voulc'h re a echu nebeut.
  • Chi troppo vuole nulla stringe. — Neb a c'hoanta re ne zalc'h netra.[17]
  • Chi trova un amico trova un tesoro. — Neb a gav ur mignon a gav un teñzor.
  • Chi uccide i gatti fa male i suoi fatti. — Neb a lazh ar c'hizhier a ra droug dezhañ e-unan.
  • Chi va a caccia non deve lasciare a casa il fucile. — Arabat eo da neb a ya da chaseal lezel e fuzuilh er gêr.
  • Chi va a Roma perde la poltrona. — Neb a ya da Roma a goll e gador.
  • Chi va all'acqua d'agosto, non beve o non vuol bere il mosto. — Neb a ya d'an dour e miz Eost ne eve ket pe ne fell ket dezhañ evañ ar fro.
  • Chi va all'osto, perde il posto.(br) Neb a ya da chaseal a goll e blas.
  • Chi va al mulino s'infarina. — Neb a ya d'ar vilin a dap bleud.
  • Chi va con lo zoppo, impara a zoppicare. — Neb a ya gant ar c'hamm a zesk kammañ.
  • Chi va piano va sano e va lontano; chi va forte va alla morte. — Neb a ya goustad a chom yac'h hag a ya pell ; neb a ya buan a ya d'e dremenvan.
  • Chi ha più fretta, più tardi finisce. — Neb a zo mall warnañ a echu diwezhatoc'h.
  • Chi fa in fretta fa due volte. — Neb a zo mall warnañ a ra div wech.
  • Chi pesca e ha fretta, spesse volte prende dei granchi. — Neb a zo mall warnañ o pesketa a dap kranked alies.
  • Chi va via perde il posto all'osteria. — neb a ya kuit a goll e blas en davarn.
  • Chi vanta se stesso e abbassa gli altri, gli altri abbasseranno lui. — Neb a fouge hag a izela an hentez a vo izelaet gant an hentez.
  • Chi vende a credenza spaccia assai: perde gli amici e i quattrin non ha mai. — Neb a werzh war gred a werzh kalz : koll a ra mignoned ha morse n'en devez arc'hant.
  • Chi va alla festa e non è invitato, ben gli sta se ne è scacciato. — Neb a ya d'ar gouel hep bezañ bet pedet, gant gwir abeg a vez skarzhet.
  • Chi vince ha sempre ragione. — Gant an trec'her e vez ar wirionez atav.
  • Chi vive in libertà non tenti il fato. — Neb a vev en e frankiz ne dempt k.et an tonkad
  • Chi vive sei giorni nell'oasi, il settimo anela il deserto. — Goude c'hwec'h devezh en oaziz e teu c'hoant dezerzh d'ar seizhvet.
  • Chi vivrà vedrà. — Neb a vevo a welo.
  • Chi vuol d'avena un granaio la semini di febbraio. — Neb a venn ur solierad kerc'h a had e miz C'hwevrer.
  • Chi vuol dell'acqua chiara vada alla fonte. — Neb a venn dour boull a ya d'ar vammenn.
  • Chi vuol esser libero, non metta il collo sotto il giogo. — Arabat eo da neb a venn bezañ en e frankiz lakaat e benn dindan ar yev.
  • Chi vuol guarire deve soffrire. — Neb a venn pareañ a rank gouzañv.
  • Chi vuol impetrare, la vergogna ha da levare. — Neb a venn aspediñ a rank bezañ divezh.
  • Chi vuol lavoro degno assai ferro e poco legno. — Neb a venn ul labour din : kalz houarn ha nebeut a brenn.
  • Chi vuol pane, meni letame. — Neb a venn bara, treiñ an teil.
  • Chi vuol presto impoverire, chieda prestito all'usuraio. — Neb a venn paouraat buan, goulenn un amprest digant an uzurer.
  • Chi vuol provar le pene dell'inferno, la stia in Puglia e all'Aquila d'inverno. — Neb a venn amprouiñ poanioù an ifern, chom e Puglia hag el Aquila er goañv.
  • Chi vuol saper cos'è l'inferno faccia il cuoco d'estate e il carrettiere d'inverno. — Neb e fell dezhañ gouzout petra eo an ifern, keginer en hañv ha paotr-karr er goañv.
  • Chi vuol un bel pagliaio lo pianti di febbraio. — Neb a venn ur vrav a voutell foenn, he flantañ e miz c'hwevrer.
  • Chi vuol vedere Pisa vada a Genova.[18] — Neb a venn gwelet Pisa, mont da Genova.
  • Chi vuole arricchire in un anno, è impiccato in sei mesi. — Neb a venn bezañ pinvidik a-barzh bloaz zo krouget a-barzh c'hwec'h miz.
  • Chi vuole assai, non domandi poco. — Neb a venn kalz ne c'houlenn ket nebeut.
  • Chi vuole essere amato, divenga amabile. — Neb a venn bezañ karet a dro dahegarat.
  • Chi vuole essere sicuro della sua farina, deve portare egli stesso il sacco al mulino. — Neb a venn brezañ diarvar a-zivout e vleud a rank kas e-unan ar sac'h d'ar vilin.
  • Chi vuole i santi se li preghi. — Neb a venn ar sent o fed.
  • Chi vuole la figlia accarezzi la madre. — Neb a venn ar verc'h a floura ar vamm.
  • Chi vuole vada e chi non vuole mandi. — Neb a venn a ya ha neb na venn ket a gas.
  • Chiara notte di capodanno, dà slancio a un buon anno. — Noz sklaer da gala-Genver a ro lañs d'ur bloavezh mat.
  • Chiodo scaccia chiodo. — An tach a gas an tach kuit.
  • Chitarra e schioppo fanno andare la casa a galoppo. — Argitar hag ar fuzuilh a laka an ti da vont d'ar c'haloup.
  • Ci vuole altro che un'accozzaglia di gente per fare un esercito. — Muioc'h eget ur bern tud zo ret evit sevel un arme.
  • Ci vuole ingegno per governare i pazzi. — Ijin zo ezhomm evit ren ar sodien.
  • Ciascuno è artefice della sua fortuna. — Pep unan zo artisan e vadoù.
  • Ciascuno porta il suo ingegno al mercato. — Pep unan a zegas e ijin d'ar marc'had.
  • Cielo a pecorelle acqua a catinelle. — Deñved en oabl, dour a-sailhadoù.
  • Ciò che è male per uno, è bene per un altro. — Pezh zo fall evit an eil zo mat evit egile.
  • Ciò che lo stolto fa in fine, il savio fa in principio. — Pezh a vez gret en diwezh gant ar sod, ar fur a ra en deroù.
  • Ciò che non si può cambiare bisogna saperlo sopportare. — Dav eo gouzañv pezh na c'heller ket kemmañ.
  • Col fuoco non si scherza. — Ne c'hoarier ket gant an tan.
  • Col latino, con un ronzino e con un fiorino si gira il mondo. — Gant latin, ur jav hag ur gwenneg e reder bro.
  • Col nulla non si fa nulla. — Netra ne vez graet gant netra .
  • Col pane tutti i guai sono dolci. — Gant bara e vez c'hwek an holl drubuilhoù.
  • Col tempo e con la paglia maturano le nespole. — Gant an amzer ha gant ar plouz e tarev ar mesper.
  • Colla sola lealtà, non si pagano i merletti della cuffia. — Gant al lealded hepken ne baeer ket evit dantelezh ar galabousenn.
  • Come farai, così avrai. — Diouzh a ri az po.
  • Come i piedi portano il corpo, così la benevolenza porta l'anima. — Evel ma toug an treid ar c'horf e toug ar vadelezh an ene.
  • Comincia, che Dio provvede al resto. — Krog, Doue a bourchaso ar peurrest.
  • Comun servizio ingratitudine rende. — An dianaoudegezh a rent ur servij boutin.
  • Con arte e con ingegno, si acquista mezzo regno; e con ingegno ed arte, si acquista l'altra parte. — Gant arz hag ijin e vez gounezet un hanter rouantelezh ; gant ijin hag arz e vez gounezet an hanter all.
  • Con i matti non ci son patti. — N'eus marc'had ebet gant ar sodien.
  • Con l'inchiostro, una mano può innalzare un furfante ed abbassare un galantuomo. — Gant liv-skrivañ e c'hall un dorn uhelaat ur fallakr hag izelaat un denjentil.
  • Con la pazienza la foglia di gelso diventa seta. — Gant gortoz e tro delienn ar vouarenn da seiz.
  • Con la pietra si prova l'oro, con l'oro la donna e con la donna l'uomo. — Gant ar maen ez amprouer an aour, gant an aour ar vaouez ha gant ar vaouez ar gwaz.
  • Con la più alta libertà, abita la più bassa servitù. — Gant ar frankiz uhelañ emañ ar sujidigezh izelañ.
  • Con le buone maniere si ottiene tutto. — Dre an tonioù bras e teu pep tra d'an den.
  • Con un bicchier di vino si fa un amico. — Gant ur werennad gwin e c'hounezer ur mignon.
  • Con un occhio si frigge il pesce e con l'altro si guarda il gatto. — An eil lagad war ar pesk a fritez hag egile war ar c'hazh.
  • Conchiuder lega è facile, difficile il mantenerla. — Aes eo sevel ur c'hevre, diaes eo e zerc'hel.
  • Confidenza toglie riverenza. — Gant ar fiziañs e vez lamet an azaouez.
  • Contadini, scarpe grosse e cervelli fini. — Kouerien, botoù-koad gros hag empennoù fin.
  • Contano più i fatti che le parole. — An oberoù a gont muioc'h eget ar c'homzoù.
  • Contro due donne neanche il diavolo può metterci il becco. — Zoken an diaoul ne c'hall ket bountañ e fri a-enep div vaouez.
  • Contro due non la potrebbe Orlando. — Orlando ne c'hallas ket ober enep daou.[19]
  • Contro la forza la ragion non vale. — Ar poell ne dalv ket enep an nerzh.
  • Contro la nebbia forza no vale. — Ar poell ne dalv ket enep al latar.
  • Coricarsi presto, alzarsi presto, danno salute, ricchezza e sapienza. — Mont abred da gousket, sevel abred a ro yec'hed, pinvidigezh ha furnezh.
  • Corpo satollo anima consolata. — Korf war e walc'h, ene frealzet.
  • Corpo sazio non crede a digiuno. — Korf war e walc'h ne gred ket er yun.
  • Cortesia schietta, domanda non aspetta. — Kourtezi wirion ne c'hortoz ket ar goulenn.
  • Cosa fatta capo ha. — Ur penn zo d'un dra c'hraet.
  • Cucina grassa, magra eredità. — Keginerezh druz, hêrezh truet.
  • Cuor contento gran talento. — Kalon eürus, donezon bras.
  • Cuor contento il ciel l'aiuta. — Kalon eürus, skoazellet gant an neñv.
  • Cuor contento non sente stento. — Kalon eürus ne gav ket diaes.
  • D'amore non si muore. — Diwar garantez ne varv den.
  • D'aprile ogni goccia val mille lire. — Emiz Ebrel e talv pep takenn mil lira.[20]
  • D'aquila non nasce colomba. — Gant an erer ne vez ket ganet koulm.
  • Da colpa nasce colpa. — Diwar gablusted e teu kablusted.
  • Da cosa nasce cosa. — Eus un dra e teu un dra all.
  • Da falsa lingua, cattiva arringa. — A yezh fall, prezegenn fall.
  • Da Lodi, tutti passan volentieri. — A-youl-vat e tremen an holl dud dre Lodi.
  • Da un disordine nasce un ordine. — Eus un dizurzh e teu un urzh.
  • Dagli amici mi guardi Iddio che dai nemici mi guardo io. — Ra'm gwarezo Doue diouzh ma mignoned, ma am gward diouzh ma enebourien.
  • Dàgli, dàgli, le cipolle diventano agli. — Ro dezhañ, ro dezhañ, da gignen e tro an ognon.[21]
  • Dai giudici siciliani, vacci coi polli nelle mani. — Dirak barnerien Sikilia kae gant laboused-yar ez taouarn.
  • Dall'asino non cercar lana. — Na glask ket gloan an azen.
  • Dall'opera si conosce il maestro. — Diouzh an oberenn ez anavezer ar mestr.
  • Dal passato è facile predire il futuro. — Diouzh an tremened ez eo aes diouganañ an dazont.
  • Dalla casa si conosce il padrone. — Diouzh an ti ez anavezer ar mestr.
  • Danaro e santità, metà della metà. — An arc'hant hag ar santelezh, an hanter eus an hanter.
  • Date a Cesare quel che è di Cesare. — Ro da Gaesar pezh a zo da Gaesar.
  • Davanti al cameriere non vi è Eccellenza. — Dirak ar mevel n'eus Dreistelezh ebet.
  • Davanti l'abisso e dietro i denti di un lupo. — An islonk dirak ha dent ar bleiz a-drek.
  • Debole catena muover può gran peso. — Ur chadenn wan a c'hall dilec'hiaén ur pouez bras.
  • Dei vizi è regina l'avarizia. — Rouanez ar sioù eo ar bizhoni.
  • Del senno di poi son piene le fosse. — Kilañ a leugn ar bezioù.
  • Delle calende non me ne curo purché a san Paolo non faccia scuro. — Ne ran forzh eus ar c'hala keit ha ma n'eo ket du anezhi e San Paolo.
  • Detto senza fatto, ad ognuno pare un misfatto. — Lavaret hep bezañ graet zo un torfed evit an holl dud.
  • Di buone intenzioni è lastricato l'inferno. — Pavezet a vennozhioù mat eo an ifern.
  • Di chi è l'asino, lo pigli per la coda. — Perc'henn an azen e gemer dre e lost.
  • Di dolore non si muore, ma d'allegrezza sì. — Ne varver ket diwar boan, diwar levenez e varver avat.
  • Di maggio si dorme per assaggio. — A-frapadoù e kousker e miz Mae.
  • Di malerba non si fa buon fieno. — Ne zeu ket foenn mat diwar geot fall.
  • Di quello che non ti interessa, non dire né bene né male. — Na lavar na mat na fall a-zivout pezh na sell ket ouzhit.
  • Di tutte le arti maestro è l'amore. — Ar garantez eo mestreza na holl arzoù.
  • Dice la serpe: non mi toccar che non ti tocco. Na stok ket ouzhin, ne stokin ket ouzhit eme an naer.
  • Dicono che è mercante anche chi perde, ma questo presto ridurrassi al verde. — Lavaret e vez e chom ur marc'hadour ur marc'hadour zoken pa goll, met buan e vo rivinet.
  • Dieci ne pensa il topo e cento il gatto. — Al logodenn a soñj a-zegadoù hag ar c'hazh a-gantadoù.
  • Dimmi con chi vai, e ti dirò che fai. — Lavar din gant piv emaout o vont hag e lavarin dit petra emaout oc'h ober.
  • Dimmi con chi vai, e ti dirò chi sei. — Lavar din gant piv emaout o vont hag e lavarin dit piv out.
  • Dio aiuti il povero, perché il ricco può aiutar se stesso. — Ra sikouro Doue ar beorien, pa c'hall ar binvidien em en sikour o-unan.
  • Dio dà la piaga e dà anche la medicina. — Doue a ro ar vosenn, hag ar remed ivez.
  • Dio guarisce e il medico è ringraziato. — Doue a bare hag ar mezeg a vez trugarekaet.
  • Dio li fa e poi li accoppia. — Doue o ra hag o c'houbl.[22]
  • Dio manda il freddo secondo i panni. — Diouzh an dilhad e kas Doue ar yenien.
  • Dio mi guardi da chi studia un libro solo. — Doue ra'm miro diouzh ar re na studiont nemet ul levr.
  • Dio misura il vento all'agnello tosato. — Diouzh an oan touzet e vuzuilh Doue an avel.
  • Dio vede e provvede. — Doue a wel hag a bourchas.
  • Disse la volpe ai figli: "Quando a tordi, quando a grilli". Gwech gant driski, gwech gant skrilhed eme al louarn d'e vugale.
  • Dolore comunicato è subito scemato. — Poan eztaolet a wana diouzhtu.
  • Domandare è lecito, rispondere è cortesia. — Reizh eo goulenn, kourtes eo respont.
  • Donna adorna, tardi esce e tardi torna. — Maouez fichet, diwezhat ez a ha diwezhat e tistro.
  • Donna baffuta sempre piaciuta. — Maouez vourraouek a vez atav karet.[23]
  • Donna bianca, poco gli manca. — Maouez wenn, nebeut a vank dezhi.
  • Donna rossa coscia grossa. — Maouez rouz, tec he morzhed.
  • Donna che canti dolcemente in scena, pei giovani inesperti è una sirena. — Ur vaouez o kanañ c'hwek war ul lennenn zo ur vorgwreg evit ar yaouankizoù hep skiant-prenet.
  • Donna che dona, di rado è buona. — Maouez a ro, ral a wezh a vez mat.
  • Donna che piange, ovver che dolce canti, son due diversi, ambo possenti incanti. — Maouez o ouelañ pa o kanañ c'hwek zo div strobinell zisheñvell met galloudus.
  • Donna che sa il latino è rara cosa, ma guardati dal prenderla in isposa. — Ral e vez ar maouezed hag a oar latin, met diwall da zimeziñ gant unan.
  • Donna e fuoco, toccali poco. — Maouez ha tan, arabat eo stekiñ re outo.
  • Donne e motori gioie e dolori. — Ar maouezed hag ar c'hirri, joaioù ha poanioù.
  • Donna e vino ubriaca il grande e il piccolino. — Maouez ha gwin a vezv bras ha bihan.
  • Donna giovane e uomo anziano possono riempire la casa di figli. — Maouez yaouank ha gwaz kozh a c'hall leuniaén an ti gant bugale.
  • Donna io conosco, ch'è una santa a messa e che in casa è un'orribil diavolessa. — Anaout a ran ur vaouez hag a zo ur santez en iliz hag un diaoulez er gêr.
  • Donna nana tutta tana. — Forzh pe zouarenn a zere d'ur gorrigez.
  • Donna nobil per natura è un tesor che sempre dura. — Ur vaouez nobl dre natur zo un teñzor peurbadus.
  • Donna pelosa, donna virtuosa. — Maouez vlevek, maouez vertuzus.
  • Donna pregata nega, trascurata prega. — Maouez aspedet a nac'h, maouez nac'het a asped.
  • Donna prudente, gioia eccellente. — Maouez evezhiek, levenez vras.
  • Donna savia e bella è preziosa anche in gonnella. — Prizius e vez ur vaouez fur ha kaer, zoken pa vez gwisket gant ur vrozh.
  • Donna si lagna, donna si duole, donna s'ammala quando lo vuole. — Klemm, gouelañ, kleñvel a ra ar maouezed pa garont.
  • Donne e sardine, son buone piccoline. — Mat e vez ar maouezed hag ar sardin pa vezont bihan.
  • Donne, danno, fanno gli uomini e li disfanno. — Ar maouezed, biskenn eo, a ra hag a zisc'hra ar wazed.
  • Dopo desinare non camminare; dopo cena, con dolce lena. — Arabat eo bale goude lein ; goude koan, gorrek.
  • Dopo il fatto il consiglio non vale. — Aner eo kuzuliañ goude.
  • Dopo il fatto viene troppo tardi il pentimento. — Aner eo kerse goude.
  • Dopo la grazia di Dio, la miglior cosa è la libertà. — Ar frankiz eo an dra wellañ, goude gras Doue.
  • Dopo vendemmia, imbuto. — Goude ar vendem, ar founilh.[24]
  • Dove c'è l'amore, la gamba trascina il piede. — El lec'h ma vez karantez, ar c'har a stlej an troad.
  • Dove è castigo è disciplina, dove è pace è gioia. — El lec'h ma vez kastiz e vez kenurzh, el lec'h ma vez peoc'h e vez levenez.
  • Dove entra la fortuna, esce l'umiltà. — Pa zeu ar chañs ez ar an uvelded kuit.
  • Dove l'accidia attecchisce ogni cosa deperisce. — el lec'h pa kresk al leziregezh e tizer pep tra.
  • Dove la fedeltà mette le radici, Dio fa crescere un albero. — El lec'h ma gwrizienn ar fealded e laka Doue ur wezenn da greskiñ.
  • Dove men si pensa rompe Po. — El lec'h ma soñjez an nebeutañ e torr ar Po[25]
  • Dove non c'è amore, non c'è umanità. — El lec'h ma n'eus karantez ebet n'eus kendruez ebet.
  • Dove non c'è fieno, i cavalli mangiano paglia. — Plouz a ya gant ar c'hezeg el lec'h ma'eus ket a foenn.
  • Dove non si crede né all'inferno né al paradiso, il diavolo intasca tutte le entrate. — El lec'h ma ne greder nag en ifern nag er baradoz, gant an diaoul ez a an holl c'hounidoù.
  • Dove non vi è educazione, non vi è onore. — El lec'h ma n'eus deskadurezh ebet n'eus enor ebet.
  • Dove non vi sono capelli, male si pettina. — Fall e vez kribet ar pennoù el lec'h ma n'eus blev ebet.
  • Dove può il vino non può il silenzio. — El lec'h ma c'hall ar gwin ne c'hall ket an didrouz.
  • Dove regna Bacco e Amore, Minerva non si lascia vedere. — El lec'h ma ren Bacchus ha Kupidon ne ziskouez ket Minerva beg he fri.
  • Dove regna il vino, non regna il silenzio. — el lec'h ma ren argwin ne ren ket an didrouz.
  • Dove son carogne son corvi. — El lec'h ma'z eus gagnoù ez eus brini.
  • Dove sono i pulcini, ivi è l'occhio della chioccia. — El lec'h ma vez ar poñsined e vez lagad ar yar.
  • Dove vola il cuore, striscia la ragione. — El lec'h ma nij ar galon e ruz ar poell.
  • Due cani che un solo osso hanno, difficilmente in pace stanno. — N'eus peoc'h ebet etre daou gi hag o deus an hevelep askorn.
  • Due noci in un sacco e due donne in casa fanno un bel fracasso. — Trouzus-bras e vez div graoñienn en ur sac'h ha div vaouez en un ti.
  • Dura più un carro rotto che uno nuovo. — Ur c'harr torr a bad pelloc'h eget unan nevez.
  • Duro con duro non fa buon muro. — Kalet gant kalet ne reont ket ur voger vat.
  • È cattivo sparviero quel che non torna al richiamo. — Fall eo ar sparfell na zistro ket pa vez galvet.
  • È difficile far diventare bianco un moro. — Diaes eo treiñ du da wenn.
  • È difficile guardarsi dai ladri di casa. — Diaes eo diall diouzh al laeron en ti.
  • È difficile piegare un albero vecchio. — Diaes eo plegañ ur wezenn gozh.
  • È difficile zoppicare bene davanti allo sciancato. — Diaes eo kammañ mat dirak an nammed.
  • È facile lamentarsi quando c'è chi ascolta. — Aes eo klemm pa vezer selaouet.
  • È impossibile come cavalcare un raggio di sole. — Ker dic'hallus eo ha mont a-c'haoliad war ur bann-heol.
  • È impossibile volare senza ali. — Dic'hallus eo nijal hep eskell.
  • È inutile piangere sul latte versato. — Aner eo gouelañ goude skuilhet al laezh.
  • È l'acqua che fa l'orto. — An dour eo a ra al liorzh.
  • È la donna che fa l'uomo. — Ar vauez eo a ra ar gwaz.
  • È lieve astuzia ingannar gelosia, che tutto crede quando è in frenesia. — Aes ha fin eo touellañ ar warizi, a gred pep tra pa vez diroll.
  • È meglio avere la cura di un sacco di pulci che una donna. — Gwell eo ober war-dro ur sac'had c'hwen eget war-dro ur vaouez.
  • È meglio contentarsi che lamentarsi. — Gwell eo tremen gant pezh a zo eget klemm.
  • È meglio correggere i propri difetti, che riprendere quelli degli altri. — Gwell eo d'an den reizhañ e sioù eget rebech re e hentez.
  • È meglio esser digiuno fuori, che satollo in prigione. — Gwell eo kaout naon er-maez eget kaout e walc'h en toull-bac'h.
  • È meglio essere testa d'anguilla che coda di storione. — Gwell eo bezañ penn ur silienn eget lost ur sturj.
  • È meglio essere uccel di bosco, che uccel di gabbia. — Gwell eo bezañ un evn er c'hoad eget un evn en ur gaoued.
  • È meglio essere umile a cavallo, che orgoglioso a piedi. — Gwell eo bezañ uvel war varc'h eget bezañ fier war droad.
  • È meglio gelare nella nuda cameretta della verità, che crogiolarsi nella pelliccia della menzogna. — Gwell eo kaout riv e kambr noazh ar wirionez eget ober grallig e feur ar gaou.
  • È meglio mangiarsi l'eredità, che conservarla per il convento. — Gwell eo lonkañ an hêrezh eget he mirout evit ar gouent.
  • È meglio meritar la lode che ottenerla. — Gwell eo dellezout ar meuleudi eget he c'haout.
  • È meglio sentir cantare l'usignolo, che rodere il topo. — Gwell eo klevet an eostig o kanañ eget al logodenn o krignat.
  • È meglio testa di lucertola che coda di drago. — Gwell eo penn ur glazard eget lost un aerouant.
  • È meglio un esercito di cervi sotto il comando di un leone, che un esercito di leoni sotto il comando di un cervo. — Gwell eo un armead kirvi renet gant ul leon eget un armead leoned renet gant ur c'harv.
  • È meglio un leone che mille mosche. — Gwell eo ul leon eget mil kelienenn.
  • È più facile biasimare, che migliorare. — Aesoc'h eo kareziñ eget gwellaat.
  • È più facile lagnarsi, che rimuovere gl'impedimenti. — Aesoc'h eo klemm eget lemel ar skoilhoù.
  • È più facile trovar dolce l'assenzio, che in mezzo a poche donne il silenzio. — Aesoc'h eo kavout douster en huelenn-c'hwerv eget sioulder en ur bodad maouezed.
  • È un bel predicare il digiuno a corpo pieno. — Aes eo prezeg ar yun gant ur c'horf leun.
  • È una bella risposta quella che si attaglia ad ogni domanda. — Bravat respont an hini a respont d'an holl c'houlennoù.
  • Ecco il rimedio per l'ipocondria: mangiare e bere in buona compagnia. — Setu amañ ar remed ouzh an hipokondriezh : debriñ hag evañ e kompagnunezh vat.
  • Errore non è inganno. — Faziañ n'eo ket touellañ.
  • Errore non paga debito. — Ar fazi ne bae ket an dle.
  • Errore riconosciuto conduce alla verità. — Ar fazi anzavet a gas d'ar wirionez.
  • Esser Dottrinadotto poco vale, quando gli altri non lo sanno. — Didalvez eo bezañ gouiziek pa ne oar ket an hentez.
  • Fa poco chi fa molto ma non quel che deve fare. — Neb a ra kalz a ra nebeut, met ne ra ket pezh a rank ober.
  • Fa quel che il prete dice, non quel che il prete fa. — Gra pezh a lavar ar beleg ober, na ra ket pezh a ra ar beleg.
  • Fa quello che fanno gli altri, e nessuno si farà Beffabeffe di te. — Gra evel ar re all ha den ne raio gop ouzhit.
  • Faccia bella, anima bella. — Dremm brav, ene brav.
  • Facile è criticare, difficile è l'arte. — Aes eo an dezvarn, diaes eo an arz.
  • Fare debiti non è vergogna, ma pagarli è questione d'onore. — Kaout dleoù n'eo ket mezhus, met un istor enor eo o faeañ.
  • Fare l'amore fa bene all'amore.[26] — Orgediñ zo mat evit ar garantez.
  • Fate del bene al villano, dirà che gli fate del male. — Grit ur vad d'un den fallakr, lavaret a raio e rit droug dezhañ.
  • Fatta la legge trovato l'inganno. — A-boan savet al lezenn e kaver ar mank enni.
  • Fatti asino e tutti ti metteranno la soma. — Tro da azen hag an holl az kargo.
  • Fatti di miele e ti mangieranno le mosche. — Tro da vel ha debret e vi gant ar c'helien.
  • Fatti le ali e poi vola. — Fardet an eskell kent nijal.
  • Febbraio, febbraietto mese corto e maledetto. — C'hwevrer, C'hwevrerig, miz berr ha milliget.
  • Felice non è, chi d'esserlo non sa. — Gwalleürus e vez neb na oar ket bezañ eürus.
  • Femmine e galline, se giran troppo si perdono. — Ar maouezed hag ar yer en em goll mar kantreont re.
  • Ferita d'amore non uccide. — Gouli karantez ne lazh ket.
  • Finché c'è vita c'è speranza. — Keit ha ma'z eus buhez ez eus goanag.
  • Fidarsi è bene, non fidarsi è meglio. — Fiziout zo mat, disfiziout zo gwell.
  • Fidati dell'arte, ma non dell'artigiano. — Fizi en arz, na fizi ket en artizan.
  • Fino alla bara sempre s'impara. — Betek an arched e tesker bepred.
  • Fortezza che parlamenta, è prossima ad arrendersi. — Kreñvlec'h o varc'hata zo tost da godianañ.
  • Fortuna cieca, i suoi acceca. — Ar chañs dall a zall he zud.
  • Fortuna instupidisce colui ch'ella favorisce. — Ar chañs a alvaon an dud a skoazell.
  • Fortunato al gioco, sfortunato in amore. — Chañsus gant ar c'hoari, dichañsus gant ar garantez.
  • Fra Modesto non fu mai priore. — Biskoazh n'eo aet breur Modesto da briol.[27]
  • Fra sepolto tesoro e occulta scienza, non vi conosco alcuna differenza. — N'anavezan diforc'h ebet etre teñzor douaret ha skiant kuzhet.
  • Fra un usuraio e un assassino poco ci corre. — Nebeut zo etre un uzurer hag ur muntrer.
  • Frutto precoce facilmente si guasta. — Aes ez a ar frouezh kentañ da vrein.
  • Fuggire l'acqua sotto la grondaia. — Tec'hel a-zirak an dour ha mont dindan an noed.
  • Funghi e poeti: per uno buono dieci cattivi.Foue ha barzhed : dek fall evit unan mat.
  • Gallina che non razzola ha già razzolato. — Yar ha na skrab ket he deus skabet dija.
  • Gallina vecchia fa buon brodo. — Yar gozh a ya da soubenn vat.
  • Gallo senza cresta è un cappone, uomo senza barba è un minchione. — Ur c'hilhog digribell zo ur c'habon, ur gwaz divarv zo ul labaskenn.
  • Gatta inguantata non prese mai topo. — Kazh maneget biskoazh logodenn n'en deus tapet.
  • Gattini sventati, fanno gatti posati. — Ar c'hizhierigoù skañvbenn a dro da gizhier sioul.
  • Gatto e donna in casa, cane e uomo fuori. — Kazh ha maouez en ti, ki ha gwaz er-maez.
  • Gatto rinchiuso diventa leone. — Kazh bac'het a dro da leon.
  • Gatto scottato dall'acqua calda, ha paura della fredda. — Kazh skaotet en deus aon rak an dour yen. [28]
  • Gelosia non mette ruga. — Ne zeu ket roufennoù d'ar warizi.
  • Gioco di mano gioco di villano. — C'hoari dorn, c'hoari bilen.
  • Giovani di buon cuore, indoli buone, crescono cattivi per poca educazione. — Ar yaouankizoù o c'halonoù mat, o spered aes, a dro da fall dre ziouer a zeskadurezh.
  • Giugno la falce in pugno. — Mezheven, ar falz en dorn.
  • Gli abiti e gli uomini presto invecchiano. — Buan ez a an dilhad hag ar wazed da gozh.
  • Gli abiti e i costumi sono mutabili. — Kemmus e vez an dilhad hag ar gwiskamantoù.
  • Gli abiti sono freddi, ma ricevono il calore da chi li porta. — Yen e vez an dilhad, met tommder o devez digant neb o gwisk.
  • Gli amori nuovi fanno dimenticare i vecchi. — Ar c'harantezioù nevez a laka da ankouaat ar re gozh.
  • Gli eredi dell'avaro sono onnipotenti, perché possono risuscitare i morti. — Hollc'halloudus eo hêred an den pizh, pa c'hallont lakaat an Anaon dasevel a varv da vev.
  • Gli eretici rubano la parola di Dio. — An disivouderien a laer komz Doue.
  • Gli errori degli altri sono i nostri migliori maestri. — Hor gwellañ kelennerien eo fazioù hon hentez.
  • Gli errori non si conoscono finché non siano commessi. — Dianav e vez ar fazioù kent na vefent graet.
  • Gli errori si pagano. — Paeet e vez ar fazioù.
  • Gli estremi si toccano. — Stok an eil ouzh egile eo ar pennoù pellañ.
  • Gli idoli separano papa e imperatore. — Gant an idoloù e vez dispartiet ar pab diouzh an impalaer.
  • Gli occhi s'hanno a toccare con le gomita. — Gant an ilin e ranker stekiñ ouzh an daoulagad.
  • Gli stolti fanno le feste e gli accorti se le godono. — Ar re sot a aoz ar festoù hag ar re fin a denn gounid anezho.
  • Gli uccelli dalle stesse piume devono stare nello stesso nido. — Al laboused heñvel o fluñv a rank chom er memes neizh.
  • Gli uomini onesti non temono né la luce, né il buio. — Ne zouj an dud onest nag ar gouloù nag an duder.
  • Gobba a ponente luna crescente, gobba a levante luna calante. — Tortenn er c'hornôg : loar war gresk ; tortenn er reter : loar war ziskar.[29]
  • Gola degli adulatori, sepolcro aperto. — Korzhailenn al lubanerien, bez digor.
  • Gotta inossota, mai fi sanata. — Biskoazh ne voe pareet an urloù uzet.
  • Gran giustizia, grande offesa. — Justis meur, dismegañs veur.
  • Grande amore, gran dolore. — Karantez vras, poan vras.
  • Gru e donne fan volentieri il nido in alto. — Ar garaned hag ar maouezed e plij dezho neizhiañ en uhel.
  • Guardalo, figlia, guardalo tutto, l'uomo senza denari com'è brutto. — Sell outañ, ma merc'h, sell outañ en e bezh, pegen divalav eo ar gwaz diarc'hantet.
  • Guardare e non toccare è una cosa da imparare. — Dav eo deskiñ sellet hep stekiñ.
  • Guardati da chi accende il fuoco e grida poi contro le fiamme. — Bez disfiz diouzh ar re a laka tan kent yudal enep ar flammennoù.
  • Guardati da cane rabbioso e da uomo sospettoso. — Bez disfiz diouzh ur c'hi kounnaret hag un den disfizius.
  • Guardati da chi giura in coscienza. — Bez disfiz diouzh neb a dou en e holl gaouded.
  • Guardati da chi non ha cura della sua reputazione. — Bez disfiz diouzh neb na daolket pled d'e vrud.
  • Guardati da chi ride e guarda da un'altra parte. — Bez disfiz diouzh neb a c'hoarzh en ur zistreiñ e selloù.
  • Guardati da tre cose: da cavallo focoso, da uomo infido e da donna svergognata. — Bez en disfiz diouzh tri zra : ur marc'h feuls, un den ganas hag ur vaouez divezh-kaer.
  • Guardati da tutte quelle cose che possono nuocere all'anima e al corpo. — Bez en disfiz diouzh kement tra a c'hall noazout ouzh an ene hg ouzh ar c'horf.
  • Guardati dai fanciulli che ascoltano: anche i piccoli vasi hanno orecchie. — Bez en disfiz diouzh ar vugale a vez o selaou : al listri zoken o deus divskouarn.
  • Guardati dai matti, dagli ubriachi, dagli ipocriti e dai minchioni. — Bez en disfiz diouzh ar sodien, ar vezverien, ar bilpouzed hag al labaskenned.
  • Guardati dai tumulti, e non sarai né testimonio né parte. — Bez en disfiz diouzh an tousmac'h, ha ne vi na test dezhañ na lodek ennañ.
  • Guardati dal diffamare, perché le prove sono difficili. — Bez en disfiz diouzh an divruderezh, rak diaes eo prouiñ.
  • Guardati dall'ipocrisia, perché è una cattiva malattia. — Bez en disfiz diouzh ar pilpouserezh peogwir ez eo ur gwall gleñved.
  • Guardati dalla primavera di gennaio. — Bez en disfiz diouzh nevezamzer miz Genver.
  • Guardati in tua vita di non dare a niun smentita. — Diwall da reiñ nep dianzav a-hed da vuhez.
  • Guerra, peste e carestia, vanno sempre in compagnia. — Kevret e vez atav ar brezel, ar vosenn hag an naonegezh.
  • Ha cento volte un uomo flemma e giudizio, alla centuna corre al precipizio. — Kant gwech en deus bet an den parfeted ha skiant-vat, ha d'ar c'hentañ gwech ha kant e red betek an islonk.
  • Ha bel mentir chi vien da lontano. — Neb a zeu a bell e vez aes dezhañ livañ gevier.
  • Ha la giustizia in mano bilancia e spada, perché il giusto s'innalza e l'empio cada. — Ar justis he deus ur ventel hag ur c'hleze en he dorn evit ma savfe ar re reizh ha ma kouezhfe ar re zireizh.
  • Ha più il ricco in un angolo, che il povero in tutta la casa. — Muioc'h en deus ar pinvidig en ur c'horn eget ar paour en ti a-bezh.
  • Ha un buon sapore l'odore del guadagno. — C'hwez vat zo gant ar gounid.
  • Ha un coraggio da leone, quello che non fa violenza ai deboli. — Kalonek evel ul leon eo neb na wallgas ket ar re wan.
  • Ho veduto assai volte un piccol malattiamale non rispettato, divenir mortale. — Meur a wech em eus gwelet ur c'hleñvedig ha n'eo ket bet prederiet o treiñ da varvus.
  • I baci sono come le ciliegie: uno tira l'altro. — Evel ar c'herez e vez ar pokoù : an eil a gas d'egile.
  • I cani abbaiano come sono nutriti. — Diouzh ma vezont maget e harz ar chas.
  • I cattivi esempi si imitano facilmente, meno i buoni. — Aes eo heuliañ ar skouerioù fall, diaes eo heuliañ ar re vat.
  • I debiti sono gli eredi più prossimi. — An hêred tostañ eo an dleoù.
  • I denari del lotto se ne van di galoppo. — D'ar pimperlamm ez a arc'hant al lotiri kuit.
  • I denari servono al povero di beneficio, ed all'avaro di gran supplizio. — Ur vad eo an arc'hant d'ar beorien, ur boureviadur eo d'ar bizharded.
  • I desideri non riempiono il sacco. — Ar c'hoantoù ne leugnont ket ar sac'h.
  • I doni dei nemici sono pericolosi. — Pirilhus eo roadoù an enebourien.
  • I fanciulli diventano uomini e le ragazze spose. — Da wazed e tro ar baotred ha da briedoù e tro ar merc'hed.
  • I fanciulli e gli ubriachi cadono nelle mani di Dio. — Etre daouarn Doue e kouezh ar vugale hag ar vezvierion.
  • I figli dei gatti mangiano i topi. — Bugale ar c'hizhier a zebr logod.
  • I figli sono la ricchezza dei poveri. — Pinvidigezh ar beorien eo ar vugale.
  • I figli sono pezzi di cuore. — Tammoù kalon eo ar vugale.
  • I fiori tanto profumano per i poveri come per i ricchi. — Ker frondus eo ar bokedoù evit ar beorien hag evit ar binvidien.
  • I frati non s'inchinano all'abate, ma al mazzo delle sue chiavi. — N'eo ket dirak an abad e stou ar vreudeur, dirak e zruilhad alc'hwezioù ne lavaran ket.
  • I gatti e i veri uomini cadono sempre in piedi. — Ar c'hizhier hag ar wazed wirion a gouezh atav war o zreid.
  • I genitori amano i figli, più che i figli i genitori. — Muioc'h e kar an dud o bugale eget ma kar ar vugale o zud.
  • I giovani vogliono essere più accorti dei vecchi. — Fellout a ra d'ar re yaouank bezañ speredekoc'h eget ar re gozh.
  • I giuramenti degli innamorati sono come quelli dei marinai. — Par da re ar voraeion eo leoù an amourouzien.
  • I guai della pentola li sa il mestolo che li rimescola. — Chastreoù ar gaoter a anavez ar gloge a vez ouzh o meskañ.
  • I ladri grandi fanno impiccare i piccoli. — Al laeron vras a laka krougañ al laeron vihan.
  • I loquaci e i vantatori son mal veduti da tutti. — Dispriziet gant an holl e vez ar flaperien hag ar vrabañserien.
  • I matti ed i fanciulli hanno un angelo dalla loro. — Un ael zo e-kichen ar sodien hag ar vugale.
  • I medici vogliono essere vecchi, i farmacisti ricchi ed i barbieri giovani. — Ar vezeien a venn bezañ kozh, an apotikerien a venn bezañ pinvidik hag ar varverien a venn bezañ yaouank.
  • "I miei datteri sono più dolci", dice il vischio che cresce sulla palma da datteripalma. Sukretoc'h eo ma datez-me, eme an uhelvarr hag a gresk war ar balmezenn-real.
  • I panni sporchi si lavano in casa. — Er gêr e vez gwalc'het an dilhad lous.
  • I paperi vogliono portare a bere le oche. — Fellout a ra d'ar gwaziigoù kas ar wazed da evañ.
  • I parenti sono come le scarpe: più sono stretti, più fanno male. — Evel ar botoù e vez ar c'herent : seul dostoc'h, seul boaniusoc'h.
  • I pazzi crescono senza innaffiarli. — Hep bezan douret e kresk ar sodien.
  • I pazzi e i fanciulli possono dire quello che vogliono. — Ar sodien hag ar vugale a c'hall lavaret a garont.
  • I pazzi per lettera sono i maggiori pazzi. — Ar sodien dre lizher eo ar re washañ.
  • I pazzi si conoscono dai gestogesti. — Dre jestroù en em anavez ar sodien.
  • I peccati di gioventù si piangono in vecchiaia. — Er gozhni e leñver da bec'hedoù ar yaouankiz.
  • I poeti nascono, e gli oratori si formano. — Ganet e vez ar varzhed ha stummet e vez ar brezegerien.
  • I poveri cercano il mangiare per lo stomaco, e i ricchi lo stomaco per mangiare. — Ar beorien a glask boued evit o stomog, hag ar binvidien a glask o stomog evit debriñ.
  • I poveri hanno la salute e i ricchi le medicine. — Ar beorien o deus ar yec'hed hag ar binvidien o deus ar vedisinerezh.
  • I pulci di vendemmia li tiene l'uomo e non le femmine. — Gant ar wazed e chom laou ar vendem ha n'eo ket gant ar maouezed.
  • I ricchi devono consolare i poveri. — Ret eo d'ar binvidien frealziñ ar beorien.
  • I rimproveri del padre fanno più che le legnate della madre. — Muioc'h e ra rebechoù an tad eget taolioù ar vamm.
  • I soldi non fanno la felicità. — N'eo ket gant arc'hant e teu an eurvad.
  • I veri amici sono come le mosche bianche. — Evel ar c'helien gwenn eo ar vignoned wirion.
  • I veri amici sono quelli che hanno il coraggio di dirti quando la tua faccia è sporca. — Ar vignoned wirion eo ar re hag a gred lavaret deoc'h ez eo lous ho tremm.
  • Il ben di un anno se ne va in una bestemmia. — Gant ur vallozh e koller madoù ur bloavezh.
  • Il ben fare non è mai tardo. — Ober mat nepred ne vez diwezhat.
  • Il bisognino fa trottar la vecchia. — Gant an ezhomm e trot ar wrac'h.
  • Il bue dice cornuto all'asino. — An ejen a lavar kornek d'an azen.
  • Il bue mangia il fieno perché si ricorda che è stato erba. — An ejen a zebr foenn peogwir en deus soñj e oa geot a-raok.
  • Il buon ordine è figlio del disordine. — Mab an dizurzh eo an urzh.
  • Il caffè deve essere caldo come l'inferno, nero come il diavolo, puro come un angelo e dolce come l'amore. — Ar c'hafe a rank bezañ tomm evel an ifern, du evel an diaoul, glan evel un ael ha c'hwek evel ar garantez.[30]
  • Il caldo delle lenzuola non fa bollire la pentola. — Tommder al liñselioù ne laka ket ar gaoteriad da virviñ.[31]
  • Il cane che ho nutrito è quel che mi morde. — Ar c'hi am eus maget eo an hini am dant.
  • Il cane è il miglior amico dell'uomo. — Gwellañ mignoned an dud eo ar chas.
  • Il cane pauroso abbaia più forte. — Kreñvoc'h e harzh ar c'hi aonik.
  • Il cane rode l'osso perché non può inghiottirlo. — Krignat an askorn a ra ar c'hi peogwir ne c'hall ket e lonkañ.
  • Il coccodrillo mangia l'uomo e poi lo piange. — Ar c'hrokodil a zebr an den, ha gouelañ a ra da c'houde.
  • Il colombo che rimane in colombaia è al sicuro dal falco. — Gwarezet diouzh ar falc'hun eo ar dube hag a chom er c'houldri.
  • Il coraggio copre l'eroe meglio che lo scudo il codardo. — Gwelloc'h e vez gwarezet an haroz gant e galonegezh eget an digalon gant e skoed.
  • Il corpo e l'anima ridono a chi si alza di buon mattino. — C'hoarzhin a ra ar c'horf hag an ene pa saver abred da vintin.
  • Il corvo piange la pecora e poi la mangia. — Leñvañ d'an dañvadez a ra ar vran kent he debriñ.
  • Il cuor cattivo rende ingratitudine per beneficio. — Ar galon fall a dro an dianaoudegezh da c'hounid.
  • Il cuor magnanimo si piglia con poco amore, e il cuore dello stolto con poca adulazione. — Gant nebeut a garantez e kemerer kalon an den hael, gant nebeut a lubanerezh e kemerer hini ar sod.
  • Il cuore ha le sue ragioni e non intende ragione. — Ar galon he deus he abegoù ne gompren ket er skiant-vat enno.
  • Il dare è onore, il chiedere è dolore. — Un enor eo reiñ, ur boan eo goulenn.
  • Il delitto non si deve tollerare, ma anche meno si deve approvare. — An torfed ne zle ket bezañ gouzañvet, hag aprouet nebeutoc'h c'hoazh.
  • Il denaro è il nervo della guerra. — Nervenn ar brezel eo an arc'hant.
  • Il denaro può molto, ma l'amore può tutto. — An arc'hant a c'hall ober kalz, met ar garantez a c'hall ober pep tra.
  • Il diavolo ben si lascia pigliare per la coda, ma non se la lascia strappare. — An diaoul a lez kregiñ en e lost, met ne lez ket e ziframmañ.
  • Il diavolo fa le pentole ma non i coperchi. — An diaoul a fard ar c'haoterioù, ar goloioù ne fard ket avat.
  • Il diavolo non è così brutto come lo si dipinge. — N'eo ket an diaoul ken divalav ha ma vez taolennet.[32]
  • Il diavolo vuol farsi cappuccino. — An diaoul a venn mont da gapusin.
  • Il diavolo vuol farsi santo. — An diaoul a venn mont da sant.
  • Il domandare è senno, il rispondere è obbligo. — Fur eo goulenn, ret eo respont.
  • Il dono del cattivo è simile al suo padrone. — Par da hini e vestr eo road ar fallakr.
  • Il dubbio è padre del sapere. — An arvariñ eo tad ar gouzout.
  • Il fare insegna a fare. — Ober a gelenn ober.
  • Il fatto non si può disfare. — Pezh a zo graet ne c'hall ket bezañ disc'hraet.
  • Il ferro di cavallo che risuona, ha bisogno di un chiodo. — Houarn-marc'h hag a zasson, eus un tach en deus ezhomm.
  • Il ferro è duro, ma il fuoco lo rende morbido. — Kalet eo an houarn met da vlot ez a gant an tan.
  • Il figlio al padre s'assomiglia, alla madre la figlia. — Evel an tad e vez ar mab, evel ar vamm e vez ar verc'h.[33]
  • Il filo sottile facilmente si strappa. — Aes e torr an neudenn voan.
  • Il fuoco che non mi scalda, non voglio che mi scotti. — Ne fell ket din bezañ skaotet gant an tan na'm domma ket.
  • Il fuoco che non mi brucia, non lo spengo. — Ne lazhan ket an tan ha na'm skaot ket.
  • Il gatto ama i pesci, ma non vuole bagnarsi le zampe. — Ar c'hazh a gav mat ar pesked, met glebiañ e bavioù ne venn ket.
  • Il gatto brontola sempre, anche quando gode. — Atav e c'hrumuz ar c'hazh, zoken pa vez plijet.
  • Il gatto è una tigre domestica. — Un tigr doñvaet eo ar c'hazh.
  • Il gatto lecca oggi, domani graffia. — Lipat a ra ar c'hazh hiziv, skilfañ a raio warc'hoazh.[34]
  • Il gatto non è gatto se non è ladro. — Kazh n'eo ket kazh ma n'eo ket laer.[35]
  • Il gatto non ti accarezza, si accarezza vicino a te. — Ar c'hazh na'z flour ket, en em flourañ ouzhit eo a ra.
  • Il generoso non ha mai abbastanza denaro. — An den brokus n'en devez nepred trawalc'h a arc'hant.
  • Il gentiluomo chiede solo il miele, ma la gentildonna vuol anche la cera. — An aotrou ne c'houlenn nemet mel, met an itron a venn kaout koar ivez.
  • Il gioco è bello quando dura poco. — Mat e vez ar c'hoari pa vez berr.
  • Il gioco, il lotto, la donna e il fuoco non si contentan mai di poco. — Ar c'hoari, al lotiri, ar vaouez hag an tan n'o devez nepred a-walc'h.
  • Il giudizio è opera di Dio. — Oberenn Doue eo ar justis.
  • Il grano rado non fa vergogna all'aia. — Gwinizh rouez ne ra ket mezh d'al leur-dornañ.
  • Il lamentarsi non riempie camera vuota. — Hirvoudiñ ne leugn ket ur gambr c'houllo.
  • Il lavorare senza pregare, è una botte senza vino, e oro senza splendore. — Labourat hep pediñ zo ur varrikenn hep gwin hag aour hep splannder.
  • Il lavoro nobilita l'uomo. — Noplaet e vez an den gant al labour.
  • Il letto si chiama rosa, se non si dorme si riposa. — Rozenn eo anv ar gwele, mar ne gouskez ket e tiskuizhez.
  • Il lotto è la tassa degli imbecilli. — Tell ar c'henaoueien eo al lotiri.
  • Il lotto è un inganno continuo. — Un touell padel eo al lotiri.
  • Il lupo non caca agnelli. — Ar bleiz ne gac'h ket oaned.
  • Il lupo perde il pelo ma non il vizio. — Koll e vlev a ra ar bleiz, e wallsi ne goll ket.
  • Il lupo quando acciuffa una pecora, ne guarda già un'altra. — Pan argad al bleiz un dañvadez e sell dija ouzh unan all.
  • Il magnanimo è superiore all'ingiuria, all'ingiustizia, al dolore. — Dreist ar gunujenn, an direizhder hag ar boan e vez an den hael.
  • Il magnanimo non ricorre all'astuzia. — An den hael ne ra ket gant ar gwidre.
  • Il male che non ha riparo è bene tenerlo nascosto. — Gwell eo derc'hel kuzh an droug ha n'eo ket bet reizhet.
  • Il male peggiore dei mali è il timore. — An aon eo ar gwashañ droug.
  • Il male viene in grandi quantità, e se ne va via a poco a poco. — A-vras e teu an droug, a-nebeudoù ez a kuit.
  • Il matrimonio è la tomba dell'amore. — Bez ar garantez eo an dimeziñ.
  • Il mattino ha l'oro in bocca. — Aour zo e genoù ar beure.
  • Il medico pietoso fa la piaga puzzolente. — Ar mezeg dister a laka ar gouli da flaeriañ.
  • Il meglio è nemico del bene. — Ober gwelloc'h zo enebeour da ober mat.[36]
  • Il merlo ingrassa in gabbia, il leone muore di rabbia. — Er gaoued e teva ar voualc'h tra ma varv al leon gant ar gounnar.
  • Il miele non è fatto per gli asini. — N'eo ket graet ar mel evit an ezen.
  • Il miglior tiro ai dadi è non giocarli. — Ar gwellañ bannañ diñsoù eo nag o bannañ.
  • Il mondo ricompensa come il caprone che dà cornate al suo padrone. — Ar bed a c'haredon evel ar bouc'h pa ro kerniel d'e vestr.
  • Il mulino di Dio macina piano ma sottile. — Gorrek hogen tanav e val milin Doue.
  • Il nano è piccolo anche se è sul campanile. — Bihan eo ar c'horr, zoken pa vez war tour an iliz.
  • Il passato deve essere maestro dell'oggi. — Dleet eo d'an tremened bezañ mestr d'ar bremañ.
  • Il passato non deve prendere a prestito dall'oggi. — Arabat eo d'an tremened amprestañ digant ar bremañ.
  • Il peggior passo è quello dell'uscio. — Hini an nor eo an toull gwashañ.
  • Il pesce puzza dalla testa. — Flaerius eo penn ar pesk.
  • Il poeta ben trova le palme, ma non i datteri. — D'ar barzh e plij ar balmezenn-real, hogen ket an datez.
  • Il politico bacia con la bocca, e tira calci con i piedi. — Pokat gant e c'henoù a ra ar politiker, ha reiñ taolioù gant e dreid.
  • Il povero non può e il ricco non vuole. — Ar paour ne c'hall ket hag ar pinvidig ne venn ket.
  • Il primo amore non si arrugginisce. — Ar garantez kentañ ne vergl ket.
  • Il primo amore non si scorda mai. — Nepred ne vez ankouaet ar garantez kentañ.
  • Il puledro non va all'ambio, se la cavalla trotta. — Ne vale ket an ebeul mar trot ar gazeg.
  • Il ramo assomiglia al tronco. — D'ar c'hef e tenn ar skourr.
  • Il ricco ha tanto bisogno del povero, quanto il povero del ricco. — Ar binvidien o deus kement ezhomm eus ar beorien ha m'o deus ar beorien ezhomm eus ar binvidien.
  • Il ricco vive, il povero vivacchia. — Ar pinvidig a vev, ar paour a grakvev.
  • Il riso abbonda sulla bocca degli stolti. — Puilh e vez ar c'hoarzh e genoù ar c'henaoueien.
  • Il riso nasce nell'acqua ma deve morire nel vino. — En dour e vez ganet ar riz met er gwin e rank mervel.
  • Il sapere è di tutti. — D'an holl eo ar ouiziegezh.
  • Il «se» e il «ma» sono due corbellerie da Adamo in qua. Mar ha met zo div sotoni gant Adam er bed-mañ.
  • Il silenzio è d'oro e la parola d'argento. — Aour eo an tav hag arc'hant ar gomz.
  • Il sospirar non vale. — Huanadiñ ne dalv ket.
  • Il superfluo del ricco è il necessario del povero. — Rekiz ar paour eo dreistezhomm ar pinvidig.
  • Il tatto è tattica. — Taktikel eo ar stek.
  • Il tempo è denaro. — Arc'hant eo an amzer.
  • Il tempo è un gran medico. — Ur mezeg meur eo an amzer.
  • Il tempo scopre tutto, perché è galantuomo. — An amzer a oar pep tra, peogwir ez eo un denjentil.
  • Il tempo vola. — Nijal a ra an amzer.
  • Il timore fa trottare anche lo zoppo. — An aon a laka ar gammeien zoken da drotal.
  • Il troppo gestire è da pazzi. — Follentez eo merañ betek re.
  • Il troppo tirare, l'arco fa spezzare. — Terriñ a ra ar wareg pa vez re stegnet.
  • Il ventre non ha orecchie. — N'eus divskouarn ebet d'ar c'hof.
  • Il vero infermo è quello che non vuol esser guarito. — An neb na fell ket dezhañ bezañ pareet eo ar c'hlañvad gwirion.
  • Il vino è buono per chi lo sa bere. — Mat eo ar gwin evit neb a oar e evañ.
  • Il vino è forte ma il sonno lo vince, ma più forte d'ogni cosa è la donna. — Kreñv eo ar gwin met faezhet e vez gant ar c'housk, ar vaouez avat eo a zo kreñvoch eget pep tra.
  • Il vino è il latte dei vecchi. — Laezh ar re gozh eo ar gwin.
  • Il vino è mezzo vitto. — Hanter voued eo ar gwin.
  • Il vino fa ballare i vecchi. — Ar gwin a laka ar re gozh da zañsal.
  • Il vino la mattina è piombo, a mezzodì argento, la sera oro. — Ar gwin zo plom da vintin, arc'hant da greisteiz hag aour da noz.
  • Impara a vivere lo sciocco a sue spese, il savio a quelle altrui. — Ar sod a zesk bevañ diwar e goust, ar fur diwar goust e hentez.
  • Impara l'arte e mettila da parte. — Desk an arz ha laka-eñ a-gostez.
  • In amore e in guerra niente regole. — N'eus reolenn ebet er garantez hag er brezel.
  • In bocca chiusa non entran mosche. — En ur genoù serr ned a kelienenn ebet.
  • In Campania si inganna persino il diavolo. — Zoken an diaoul a vez touellet e Campania.
  • In casa del calzolaio non si hanno scarpe. — N'eus botez ebet e ti ar c'here.
  • In cento libbre di legge, non v'è un'oncia di amore. — N'eus oñsad karantez ebet e kant levr lezennoù.
  • In chiesa coi santi e in taverna coi ghiottoni. — En iliz gant ar sent hag en davarn gant al lonkerien.
  • In compagnia prese moglie un frate. — E kavandenn e kemer ur manac'h ur pried.
  • In febbraio la beccaccia fa il nido. — E miz C'hwevrer e fard ar c'hefeleg-koad e neizh.
  • In Lazio si nasce coi sassi in mano. — El Lazio e vezer ganet gant mein en dorn.
  • In lunghi viaggi anche la paglia pesa. — Zoken ar plouz a vez pounner er beajoù hir.
  • In paradiso non ci si va in carrozza. — Ned eer ket d'ar baradoz gant ur rederig.
  • In Sardegna non vi son serpenti, né in Piemonte bestemmie. — N'eus naer ebet e Sardigna, na mallozh ebet e Piemonte.
  • In tanta incostanza e quantità delle cose umane, nulla, se non quello che è passato, è sicuro. — Ken hedro ha niverus eo aferioù mab-den ma n'eus nemet an tremened hag a zo diarvar.
  • In terra di ciechi, beato chi ha un occhio. — E bro an dalleien, benniget eo neb en deus ul lagad.[37]
  • In terra di ladri, la valigia dinanzi. — E bro al laeron, laka da valizenn dirazout.
  • In vaso mal lavato, il vino è tosto guastato. — Buan ez a ar gwin da fall en ur werenn lous.
  • Ingegno e capelli, crescono soltanto con gli anni. — Gant an amzer hepken e kresk an ijin hag ar blev.
  • Insieme non vanno la pudicizia e la beltà. — Elevez ha braventez ned eont ket asambles.
  • Inventare è poco, diffondere l'invenzione è tutto. — Ijinañ zo nebeut a dra, skignañ an ijinadenn zo pep tra.
  • L'abbaiare dei canecani non arriva in cielo. — Harzh ar c'hi ne dizh ket an neñv.
  • L'abbondanza non lascia dormire il ricco. — Ar builhentez ne lez ker arbinvidien da gousket.
  • L'abete che fa ombra crede di fare frutti. — Ar saprenn a gred dougen frouezh pa vann disheol.
  • L'abete cresce in altezza, ma la felce cresce in larghezza. — War an uhel e kresk ar saprenn, met war alledan e kresk ar raden.
  • L'abito non fa il monaco. — N'eo ket ar sae a ra ar manac'h.[38]
  • L'abuso insegna il vero uso. — Ar reober a gelenn an ober reizh.
  • L'acqua cheta rovina i ponti — An dour sioul a zismantr ar pontoù.
  • L'acqua corre al mare. — War-du ar mor e red an dour.
  • L'acqua e il fuoco sono buoni servitori, ma cattivi padroni. — Mevelien vat ha mistri fall eo an dour hag an tan.
  • L'acqua fa male e il vino fa cantare. — An dour a ra droug hag ar gwin a laka da ganañ.
  • L'acqua fa marcire i pali. — An dour a laka ar peulioù da vreinañ.
  • L'acqua di maggio inganna il villano: par che non piova e si bagna il gabbano — Touellet e vez ar c'houer gant dour miz Mae : evit doare ne ra ket glav, padal en emc'hleb ar gabanno.[39]
  • L'allegria dei cattivi dura poco. — Dibad e vez eurvad ar re zrouk.
  • L'allegria è di ogni male il rimedio universale. — Ar remed ouzh an holl boanioù eo al levenez.
  • L'allegria è il balsamo della vita. — Balzam ar vuhez eo al levenez.
  • L'allegria fa campare, la passione fa crepare. — Al levez az laka da vevañ, an entan az laka da vervel.
  • L'allegria piace anche a Dio. — Da zoue ivez e plij al levenez.
  • L'allegria scaccia ogni male. — Al levenez a skarzh pep poan.
  • L'allodola vola in alto, ma fa il suo nido in terra. — Uhel enij an alc'hweder met war an douar e ra e neizh.
  • L'altezza è mezza bellezza. — An hanter eus ar gened eo an uhelder.
  • L'ambizione e la vendetta muoiono sempre di fame. — Diwar naon atav e varv ar youl sevel hag an dial.
  • L'ambizione è nemica della ragione. — Enebourez ar skiant-vat eo ar youl sevel.
  • L'amore di carnevale muore in quaresima. — Karantez meurlarjez a varv da goraiz.
  • L'amore è cieco. — Dall eo ar garantez.
  • L'amore è cieco, ma vede lontano. — Dall eo ar garantez met pell e wel.
  • L'amore fa passare il tempo e il tempo fa passare l'amore. — Ar garantez a laka an amzer da dremen hag an amzer a laka ar garantez da dremen.
  • L'amore non è bello se non è litigarello. — Ar garantez n'eo ket brav mar n'eo ket un emgann.
  • L'amore non si misura a metri. — Ne vez ket muzuliet ar garantez a-vetradoù.
  • L'amore passa dentro la cruna di un ago. — Dre grao un nadoz e tremen ar garantez.
  • L'amore quanto più è bestia, tanto più sublime. — Seul loenek ar garantez, seul uhelek.
  • L'amore scalda il cuore e l'ira fa il poeta. — Tomañ d'ar galon a ra ar garantez, hag ar gounnar a ra ar barzh.
  • L'amore senza baciobaci è pane senza sale. — Ar garantez hep pokoù zo bara hep holen.
  • L'animo fa il nobiltà d'animonobile e non il sangue. — An ene eo a ra an noblañs, n'eo ket ar gwad.
  • L'anno produce il raccolto, non il campo. — Ar bloaz a ra an eost, n'eo ket ar park.
  • L'apparenza inganna. — Touellus e vez an neuz.
  • L'appetito non vuol salsa. — An ilboued ne venn ket lipig.
  • L'appetito vien mangiando. — Dre zebriñ e teu an ilboued.
  • L'arancia la mattina è oro, il giorno argento, la sera è piombo. — An orañjezenn zo aour da veure, arc'hant en deiz ha plom da noz.[40]
  • L'arcobaleno la mattina bagna il becco della gallina; l'arcobaleno la sera buon tempo mena. — Ur ganevedenn da vintin a c'hleb pigos ar yar ; ur ganevedenn da noz a zegas amzer vrav.
  • L'arte non ha maggior nemico dell'ignorante. — Brasañ enebour an arz eo an diouizieg.
  • L'asino e il mulattiere non hanno lo stesso pensiero. — Disheñvel eo soñj an azen diouzh hini an azener.
  • L'asino non conosce la coda, se non quando non l'ha più. — N'anavez ket an azen e lost, nemet p'en deus e gollet.
  • L'assai basta e il troppo guasta. — A-walc'h eo trawalc'h ha re zo fall.
  • L'avaro lascia eredi ridenti. — C'hoarzhin a ra hêred ar pizhard.
  • L'avaro non dorme. — Ar pizhard ne gousk ket.
  • L'avaro non vive, vegeta. — Ar pizhard ne vev ket, darvevañ a ra.
  • L'avversità che fiacca i cuori deboli, ingagliardisce le anime forti. — An drougeur a wana ar c'halonoù hag a galeta an eneoù kreñv.
  • L'eccesso degli obblighi può fare perdere un amico. — Re a zleadoù a c'hall kas da goll mignoned.
  • L'eccesso della gioia divien tristezza, e l'eccesso del vino ubriachezza. — Re a levenez a zegas tristidigezh, ha re a win a ezgas mezventi.
  • L'eccezione conferma la regola. — An ezreol a gadarna ar reol.
  • L'eclissi di sole avviene di giorno e non di notte. — Diouzh noz e c'harvez ar fallaenn-heol, n'eo ket war en deiz.
  • L'edera taciturna si arrampica in cima alla quercia. — Didrouz e sav an iliav betek barr n dervenn.
  • L'elefante non cura il morso delle pulcepulci. — An olifant ne bare ket krog ar c'hwenenn.
  • L'elemosina non fa impoverire. — Ned eer ket da baour dre an aluzen.
  • L'eloquenza del cattivo è falso acume. — Fals speredegezh eo helavarded ar fallakr.
  • L'erba del vicino è sempre più verde. — Glasoc'h e vez geot an amezeg.
  • L'erba voglio non cresce nemmeno nel giardino del re. — Zoken e liorzh ar roue ne gresk ket al louzaouenn a vennan kaout.
  • L'erba che non voglio, cresce nell'orto. — Al louzaouenn na vennan ket kaout a gresk el liorzh.
  • L'erba non cresce sulla strada maestra. — Ne gresk ket ar geot war an hent bras.
  • L'eredità paterna ai paterni, la materna ai materni. — Hêrezh an tad da du an tad, hêrezh ar vamm da du ar vamm.
  • L'errore che si confessa è mezzo rimediato. — Fazi anzavet, fazi hanter reizhet.
  • L'errore è un cocchiere che conduce sopra una falsa strada. — Ar fazi zo un toucher hag a veein war un hent fall.
  • L'errore è umano, il perdono divino. — Perzh an den eo faziañ, perzh Doue eo pardoniñ.
  • L'esercizio è buon maestro. — Ur mestr mat eo ar pleustriñ.
  • L'esperienza nel mondo conduce alla diffidenza, la diffidenza conduce al sospetto, il sospetto all'astuzia, l'astuzia alla malvagità e la malvagità a tutto. — Skiant-prenet ar bed a gas d'an disfiz, an disfiz d'an diskred, an diskred d'ar gwidre, ar gwidre d'ar fallagriezh hag ar fallagriezh da bep tra.
  • L'esperienza senza il sapere è meglio che il sapere senza sapienza. — Skiant-prenet ar bed a gas d'an disfiz, an disfiz a gas d'an diskred, an diskred a gas d'ar gwidre, ar gwidre a gas d'ar fallagriezh hag ar fallagriezh da bep tra.
  • L'estate ce la porta sant'Urbano e l'autunno san Bartolomeo.Sant Urban a zegas an hañv ha Bartolome an diskar-amzer.[41]
  • L'estate davanti e l'inverno dietro. — An hañv dirak hag ar goañv a-drek.
  • L'estate per chi lavora, l'inverno per chi dorme. — An hañv evit ar re a labour, ar goañv evit ar re a gousk.
L'estate è una schiava, l'inverno un padrone. — Ur sklav eo an hañv, ur mestr eo ar goañv.
  • L'estate per il povero è migliore dell'inverno. — Gwelloc'h eo an hañv eget ar goañv evit ar beorien.
  • L'eternità è una compera lunga. — Ur brenadenn hir eo ar beurbadelezh.
  • L'eternità non ha capelli grigi. — Ar beurbadelezh n'he deus ket blev gris.
  • L'eterno parlatore né ode né impara. — Neb a vez atav o flapat ne glev ket ha ne zesk ket.
  • L'idolo si adora finché non è infranto. — Azeulet e vez an idol betek ma vefe torret.
  • L'ignorante ha le ali di un'aquila e gli occhi di un gufo. — An diouizieg en deus eskell un erer ha gwel un toud.
  • L'inchiostro è il mio campo, su cui posso scrivere valorosamente; la penna, il mio aratro; le parole, la mia semente. — An huz eo ma fark, ma c'hallan skrivañ kadarn ; ar bluenn eo ma arar ; ar gerioù eo ma hadoù.
  • L'inchiostro è nero, e tinge le dita e la reputazione. — Du eo an huz, ha duañ a ra ar bizied hag ar vrud.
  • L'inferno e i tribunali son sempre aperti. — Atav e vez digor an ifern hag al lezioù-barn.
  • L'ingegno viene con gli anni, e se ne va con gli anni. — Gant an amzer e teu an ijinusted, ha gant an oad ez a kuit.
  • L'ingratitudine converte in ghiaccio il caldo sangue. — An dianaoudegezh a dro ar gwad da skorn.
  • L'ingratitudine è la mano sinistra dell'egoismo. — Dorn kleiz an emgarantez eo an dianaoudegezh.
  • L'ingratitudine è un'amara radice da cui crescono amari frutti. — An dianaoudegezh zo ur wrizienn c'hwerv ma kresk frouezh c'hwerv.
  • L'ingratitudine nuoce anche a chi non è reo. — Zoken d'ar re zidamall e noaz an dianaoudegezh.
  • L'ingratitudine taglia i nervi al beneficio. — An dianaoudegezh a droc'h nervennoù ar gounid.
  • L'intelletto è nella testa e non negli anni. — Er penn emañ ar speredegezh, n'emañ ket en oad.
  • L'intelletto non viene mai prima degli anni. — Nepred ne zeu ar speredegezh a-raok an oad.
  • L'inverno al fuoco e l'estate all'ombra. — En tan er goañv hag en disheol en hañv.
  • L'invidia è annessa alla felicità. — Stag ouzh an eurvad eo ar c'hoantegezh.
  • L'invidia è un gufo che non può sopportare la luce della prosperità degli altri. — Ar c'hoantegezh zo un toud ha na c'hall ket gouzañv gouloù an hentez.
  • L'invidia è una bestia che rode le proprie gambe, quando non ha altro da rodere. — Ar c'hoantegezh zo ul loen hag a grign e zivhar pa n'en devez tra ebet all da grignat.
  • L'invidia somiglia alla gramigna, che mai non muore, e da per tutto alligna. — Heñvel ouzh al louzeier fall ha ne varvont ket hag a baota e pep lec'h eo ar c'hoantegezh.
  • L'ipocrisia intasca il denaro, e la verità va mendica. — Ar pilpouserzh a gemer an arc'hant hag ar wirionez a ya da gestal.
  • L'ira senza forza, non vale una scorza. — Fulor dinerzh ne dalv ket ur bluskenn.
  • L'ira turba la mente e accieca la ragione. — Gant ar fulor e vez trubuilhet ar spered ha dallet ar skiant-vat.
  • L'Italia è il paese dove corre latte e miele. — Italia eo ar vro ma red al laezh hag ar mel.
  • L'Italia è un paradiso abitato da demoni. — Italia zo ur baradoz poblet gant diaouled.
  • L'Italia per nascervi, la Francia per viverci e la Spagna per morirvi. — Italia evit bezañ ganet, Bro-C'hall evit bevañ ha Spagn evit mervel.
  • L'occasione fa l'uomo ladro. — An dro a ra al laer.[42]
  • L'occhio del padrone ingrassa il cavallo. — Lagad ar mestr a lard ar marc'h.[43]
  • L'oggi non deve calunniare il passato. — Arabat eo da hiziv divrudañ an tremened.
  • L'ombra di un principe dev'essere la liberalità. — Skeud ur priñs a rank bezañ ar vrokusted.
  • L'ordine caccia il disordine. — An urzh a skarzh an dizurzh.
  • L'ordine è pane, il disordine è fame. — Bara eo an urzh, naon eo an dizurzh.
  • L'orgoglio crede che il suo uovo abbia due tuorlotuorli. — An den lorc'hus e kred dezhaéñ ez eus daou velen en e vi.
  • L'orgoglio è stoltezza, l'umiltà è saviezza. — Follentez eo anl lorc'h, Furnezh eo an uvelded.
  • L'orgoglio fa colazione con l'abbondanza, pranza con la povertà e cena con la vergogna. — Al lorc'h a leign gant ar builhentez, a verenn gant ar baourentez hag a goagn gant ar vezh.
  • L'orologio dell'amore ritarda sempre. — Dilerc'hañ atav a ra horolaj ar garantez.
  • L'ospite è come il pesce: dopo tre giorni puzza. — evel ar pesked e vez an herverc'h : flaeriañ a ra goude tri devezh.
  • L'ozio è il padre di tutti i vizi. — Mamm an holl wallsioù eo an arouaregezh.
  • L'ozio in gioventù non è la via della virtù. — An aruaregezh er yaouankiz n'eo ket an hent d'ar vertuz.
  • L'uguaglianza e misurar tutti con la stessa spanna, è la legge della morte. — An ingalded ha muzuliañ an holl gant ar memes rahouenn eo lezenn ar marv.
  • L'umiliarsi è da saggio, l'avvilirsi è da bestia. — Fur eo en em uvelaat, loenek eo en em vilaat.
  • L'umiliazione va dietro al superbo. — War-lerc'h an den otus e red ar vezh.
  • L'umiltà è il miglior modo di evitare l'umiliazione. — An uvelded eo an doare gwellañ da vitout ouzh ar vezh.
  • L'umiltà è la corona di tutte le virtù. — Kurunenn an holl vertuzioù eo an uvelded.
  • L'umiltà è la madre dell'onore. — Mamm an enor eo an uvelded.
  • L'umiltà è una virtù che adorna tanto la vecchiaia, quanto la gioventù. — An uvelded zo ur vertuz hag a glink koulz ar gozhni hag ar yaouankiz.
  • L'umiltà ottiene spesso più dell'alterigia. — Alies e ra an uvelded muuoc'h eget ar balc'hder.
  • L'umiltà sta bene a tutti. — Mat evit an holl eo an uvelded.
  • L'umiltà sta bene con la castità. — An uvelded hag an diorged a ya mat asambles.
  • L'unione fa la forza. — Gant an unaniezh e teu an nerzh.[44]
  • L'uomo avaro e l'occhio sono insaziabili. — Rankles eo ar pizhard hag al lagad.
  • L'uomo deve tenere aperta la bocca a lungo prima che c'entri un colombo arrostito. — E-pad hir amzer e rank an den derc'hel e c'henoù digor a-raok ma kouezhfe un dube rostet ennaén.
  • L'uomo fu creato per lavorare, come l'uccello per volare. — Evit labourat e voe krouet an den, evel al labous evit nijal.
  • L'uomo misero è un morto che cammina. — An den gwalleürus zo un dev marv war vale.
  • L'uomo ordisce e la fortuna tesse. — Anneuiñ a ra an den ha gwiadiñ a ra ar chañs.[45]
  • L'uomo politico accende una candela a Dio e un'altra al diavolo. — Ar politiker a entan ur c'houlaouenn-goa evit Doue hag unan all evit an diaoul.
  • L'uomo per la parola e il bue per le corna. — An den dre e c'her hag an ejen dre e gerniel.[46]
  • L'uomo propone e Dio dispone. — An den a ginnig ha Doue a ziviz.
  • L'uomo propone e la donna dispone. — Ar gwaz a ginnig hag ar vaouez a ziviz.
  • L'uomo si conosce al bicchiere. — Diouzh ar werenn ez anavezer an den.
  • L'uomo si giudica male dall'aspetto. — Fall eo barn un den hervez e neuz.
  • L'usura arricchisce, ma non dura. — Pinvidikaat a ra an uzurerezh, hogen ne bad ket.
  • L'usura è il miglior apostolo del diavolo. — Gwellañ abostol an diaoul eo an uzurerezh.
  • L'usura è la figlia primogenita dell'avarizia. — Mab henañ ar pizhder eo an uzurerezh.
  • L'usura è un assassinio. — Ur muntrer eo an uzurerezh.
  • L'usura è vietata da Dio. — Berzet gant Doue eo an uzurerezh.
  • L'usura veglia quando l'uomo dorme. — Dihun e vez an uzurerezh pa vez an den o kousket.
  • L'usuraio arricchisce col sudor dei poveri. — Diwar c'hwez ar peorien ez a an uzurer da binvidik.
  • L'usuraio ha un torchio a sangue. — An uzurer en deus ur waskell evit ar gwad.
  • L'usuraio ingrassa andando a spasso. — Tevaat a ra an uzurer en ur bourmen.
  • La bestemmia gira gira torna addosso a chi la tira. — Treiñ-distreiñ a ra ar mallozh kent distreiñ da neb en deus e vannet.
  • La buona cantina fa il buon vino. — Ur c'hav mat a ra gwin mat.
  • La buona mamma fa la buona figlia. — Mamm vat, merc'h vat.
  • La calma è la virtù dei forti. — Vertuz an den kreñv eo an habaskted.
  • La capacità si vede nelle difficoltà. — En diaester eo e weler an ampartiz.
  • La carestia è il pane dell'usuraio. — Bara an uzurer eo an naonegezh.
  • La carne migliore è quella intorno all'osso. — Tro-dro d'an askorn e vez ar gwellañ kig.
  • La carne senz'osso non fa brodo. — Kig diskorn ne ra bouilhoñs ebet.
  • La carrucola non frulla, se non è unta. — Pole ha n'eo ket lardet ne dro ket.
  • La cicala prima canta e poi muore. — Ar skrilh-wez a gan a-raok mervel.
  • La coda è la più lunga da scorticare. — Allost eo an hirañ da zigroc'henañ.
  • La compassione è la figlia dell'amore. — Merc'h ar garantez eo ar gendruez.
  • La contentezza viene dalle budella. — Eus ar bouzelloù e teu al laouenidigezh.
  • La corda troppo tesa si spezza. — Terriñ a ra ar gordenn pa vez re stegnet.
  • La cupidigia rompe il sacco. — Ar skloufoni a dorr ar sac'h.
  • La dieta ogni mal quieta. — An disvoued a dorr an holl boanioù.
  • La difficoltà sta nell'iniziare. — Boulc'hañ eo ar pep diaesañ.
  • La diffidenza aguzza gli occhi. — An disfiz a lemm an daolagad.
  • La diffidenza è la morte dell'amore. — Marv ar gratez eo an disfiz.
  • La diffidenza porta più avanti della fiducia. — Pelloc'h eget ar fiziañs e kas an disfiz.
  • La donna a 15 anni scherza, a 20 brilla, a 25 ama, a 30 brama, a 35 sente, a 40 vuole e a 50 paga. — Farsal a ra ar vaouez da 15 vloaz, skediñ a ra da 20, karout a ra da 25, c'hoantaat a ra da 30, santout a ra da 35, mennout a ra da 40 ha paeañ a ra da 50.
  • La donna bisogna praticarla un giorno, un mese e un'estate per sapere che odore sa. — Dav eo d'ar vaouez he embregiñ e-pad un devezh, ur mizvezh hag un haénvezh evit gouzout pe frond a zo ganti.
  • La donna buona vale una corona. — Maouez vat a dalv ur gurunenn.
  • La donna deve avere tre m: matrona in strada, modesta in chiesa, massaia in casa. — Dav eo d'ar vaouez bezañ un itronez er straed, bezañ uvel en iliz ha bezañ ur wreg-tiegezh er gêr.
  • La donna e l'orto vogliono un sol padrone. — Ar vaouez hag al liorzh a venn kaout ur mestr hepken.
  • La donna ha più capricci che ricci. — Ar vaouez he deus muioc'h a froudennoù eget a rodelloù.
  • La donna oziosa non può essere virtuosa. — Maouez arouarek ne c'hall ket bezañ vertuzus.
  • La donna per piccola che sia, vince il diavolo in furberia. — Bezañ ma'z eo bihan e vez trec'h ar vouez war an diaoul a-fet gwidre.
  • La donna più sciocca vale due uomini. — Kement ha daou waz e talv ar vaouez sotañ.
  • La donna troppo in vista, è di facile conquista. — Aes eo gounez ur vaouez a zo hewel betek re.
  • La fame caccia il lupo dal bosco. — Gant an naon e vez skarzhet ar bleiz eus ar c'hoad.
  • La fame condisce tutte le vivande. — Temz an hollveuzioù eo an naon.
  • La fame non vede la muffa nel pane. — An naon ne wel ket al loued er bara.
  • La fame è cattiva consigliera. — Ur c'huzulier fall eo an naon.
  • La fame, gran maestra, anche le bestie addestra. — Ur c'helenner meur eo an naon, pa zoñva al loened zoken.
  • La fame muta le fave in mandorle. — An naon a dro ar fav da alamandez.
  • La farina del diavolo va tutta in crusca. — Bleud an diaoul a dro da vrenn.
  • La fedeltà non è mai rimeritata abbastanza, e l'infedeltà mai abbastanza. — Ar fealded hag an difealded ne vezont nepred dellezet a-walc'h.
  • La femmina è cosa mobile per natura. — Hedro dre natur eo ar maouezed.
  • La fine della passione è il principio del pentimento. — Deroù ar morc'hed eo diwezh an entan.
  • La fortuna aiuta gli audaci. — Ar re her a vez skoazellet gant ar chañs.
  • La fortuna del savio ha per figliola la modestia. — Merc'h chañs ar fur eo an elevez.
  • La fortuna è cieca. — Dall eo ar chañs.
  • La fretta fa rompere la pentola. — Ar mall a dorr ar pod.
  • La furia non fu mai buona. — Biskoazh n'eo bet mat ar fulor.
  • La gallina del vicino sembra un fagiano. — Damheñvel ouzh ur fazan eo yar an amezeg.
  • La gatta frettolosa fece i gattini ciechi. — Mall ganti, ar gazhez he deus ganet kizhierigoù dall.
  • La gatta grassa fa onore alla casa. — Enor an ti eo ar gazhez tev.
  • La gatta, mette il piede davanti alla vacca. — Ar gazhez a laka he zroad dirak ar vuoc'h.
  • La gatta non s'accosta alla pentola che bolle. — Ar gazhez ne dosta ket d'ar gaoteriad dour berv.
  • La gatta vorrebbe mangiar pesci, ma non pescare. — Ar gazhez a venn debriñ pesked hep pesketa.
  • La gelosia della moglie è la via al suo divorzio. — Hent he dibriediñ eo gwarizi ar vaouez.
  • La gelosia è il peggiore di tutti i mali. — N'eus ket gwashoc'h gwall eget ar warizi.
  • La gelosia è una passione che cerca avidamente quel che tormenta. — Arwarizi zo un entan hag a glask lontek pezh a dregas.
  • La generosità è un muro che non si può alzare più alto di quello che arrivano i materiali. — Ar vrokusted zo ur voger na c'heller ket sevel uheloc'h eget an danvez a zo.
  • La gente ricca alleva male i suoi cani, e la gente povera i suoi figlioli. — Fall e vez desavet chas ar binvidien ha bugale ar beorien.
  • La gente savia non si cura di quel che non può avere. — Ar furien ne reont forzh eus ar pezh na c'hallont ket kaout.
  • La gioventù fugge, e la bellezza sfiorisce. — Tec'hal a ra ar yaouankiz ha steuziañ a ra ar gened.
  • La gioventù vuol fare il suo corso. — Ar yaouankiz a venn ober he zro.
  • La lealtà se ne è andata dal mondo e la dirittura si è messa a dormire. — Al lealded he deus kuitaet ar bed hag ar justis zo manet kousket.
  • La lega fa forte i deboli. — Dre ar c'hevre e tro ar re wan da greñv.
  • La liberalità non sta nel dare molto, ma saggiamente. — Ar vrokusted n'eo ket reiñ kalz, reiñ gant poell ha skiant eo.
  • La libertà del povero è di lasciarlo mendicare. — O lezel da gestal eo frankiz ar beorien.
  • La libertà è da Dio; le libertà, dal diavolo. — Eus Doue e teu ar frankiz, eus an diaoul e teu ar frankizioù.[47]
  • La libertà è più cara degli occhi e della vita. — Keroc'h eget an daoulagad hag ar vuhez eo ar frankiz.
  • La libertà fila con le sue mani il filo della sua tenda. — Gant he daouarn-hi e nez ar frankiz neud he rideoz.
  • La lingua batte dove il dente duole. — El lec'h ma c'houzañv an dant e sko an teod.[48]
  • La lingua non ha osso e sa rompere il dosso. — Diaskorn eo an teod ha gouzout a ra terriñ ar bos.
  • La lode propria puzza, quella degli amici zoppica. — Flaerius eo en em mvuliñ, kamm eo meuleudioù an hentez.
  • La luna di gennaio è la luna del vino. — Loar ar gwin eo loar miz Genver.
  • La luna è bugiarda: quando fa la C diminuisce, e quando fa la D cresce. — Ur gaouierez eo al loar : diskenn a ra pa ra P ha pignat a ra pa ra D.
  • La luna non cura l'abbaiar dei cani. — Al loar ne vir ket ouzh ar chas a harzhal.
  • La luna regge il lume ai ladri. — Al loar a zalc'h ar gouloù evit al laeron.
  • La luna, se non riscalda, illumina. — Al loar ne domma ket met sklêrijenniñ a ra.
  • La Lombardia è il giardino del mondo. — Liorzh ar bed eo al [[:w:Lombardia[Lombardia]]].
  • La madre del peggio è sempre incinta. — Mamm ar gwazh a vez atav o tougen.[49]
  • La madre degli imbecilli è sempre incinta. — Mamm ar c'henaoueien a vez atav o tougen.
  • La magnificenza spesso copre la povertà. — Alies e vez goloet ar baourentez gant ar pompad.
  • La mala erba non muore mai. — Nepred ne varv al louzeier fall.
  • La mala nuova la porta il vento. — War gein an avel e teu ar c'heloù fall.
  • La malerba cresce presto. — Buan e kresk al louzeier fall.
  • La malinconia e le cure fanno invecchiare anzitempo. — Ar velkoni hag armezegadurioù a laka an den da goshaat abred.
  • La miglior difesa è l'attacco. — An argad eo ar gwellañ difenn.
  • La minestra lunga sa di fumo. — Blaz ar moged zo gant ar soubenn astennet.
  • La modestia è il dattero che matura raramente sull'albero della ricchezza. — An uvelded zo un datezenn hag a zarev ral a wech war gwezenn ar binvidigezh.
  • La modestia è madre d'ogni creanza. — An uvelded eo mamm an holl donioù bras.
  • La necessità aguzza l'ingegno. — An ezhomm a lenn an ijinusted.
  • La notte è fatta per gli allocchi. — Evit ar c'haouenned ez eo graet an noz.
  • La notte porta consiglio. — Gant an noz e teu ar c'huzulioù.[50].
  • La pancia del buongustaio è il cimitero dei cibi buoni. — Bered ar meuzioù mat eo ar c'hof.
  • La parola del ricco è simile al sole, e quella del povero è simile al vapore. — Heñvel ouzh an heol eo komzoù ar binvidien, heñvel ouzh ar vurezh eo re ar beorien.
  • La pazienza è la virtù dei forti. — Vertuz an dud kreñv eo ar basianted.
  • La pazienza è una buon'erba, ma non nasce in tutti gli orti. — Ul louzaouenn vat eo ar basianted, nemet ne gresk ket en holl liorzhoù.
  • La pecora che se ne va sola, il lupo la mangia. — An danvadez hag a ya en he unan a vez debret gant ar bleiz.
  • La peggio ruota è quella che stride. — Ar rod washañ eo an hini hag a wigour.[51]
  • La peggior carne da conoscere è quella dell'uomo. — Gwashañ kig da anaout eo hini an den.
  • La penitenza corre dietro al peccato. — Ar binijenn a red war-lerc'h ar pec'hed.
  • La pentola vuota è quella che suona. — An hini a zasson eo ar gaoter c'houllo.
  • La pianta si conosce dal frutto. — Diouzh ar frouezhenn ez anavezer ar blantenn.
  • La pittura è una poesia tacita, e la poesia una pittura loquace. — Ur varzhoneg vut eo an daolenn, hag un taolenn helavar eo ar varzhoneg.
  • La polenta è utile per quattro cose: serve da minestra, serve da pane, sazia e scalda le mani. — Da bevar zra e talvez ar polenta : da soubenn, da vara, da zinaonañ ha da dommañ an daouarn.
  • La povertà è priva di molte cose, l'avarizia è priva di tutto. — Kalz traoù a ra diouer d'ar baourentez, pep tra a ra diouer d'ar bizhoni.
  • La povertà maggiore è quella dell'anima e del cuore. — Hini an ene hag ar galon eo ar brasañ paourentez.
  • La prima acqua è quella che bagna. — Ar glav kentañ eo an hini a c'hleb.
  • La prima eredità al primo figlio, l'ultima eredità all'ultimo figlio. — D'ar mab kentañ an hêrezh kentañ, d'ar mab diwezhañ an hêrezh diwezhañ.
  • La provvidenza quel che toglie rende. — Ar ragevezh a ro pezh a lam.
  • La pulce che esce di dietro l'orecchio con il diavolo si consiglia. — Ar c'hwenenn hag a zeu eus diadreñv ar skouarn a c'houlenn kuzul digant an diaoul.
  • La puttana e la lattuga una stagione dura. — Ar c'hast hag al letuzenn ne badont nemet ur c'houlz-amzer.
  • La rana è usa ai pantani, se non ci va oggi ci andrà domani. — Boazet ouzh ar fankeg eo ar ran, mar ned a ket hiziv ez aio warc'hoazh.
  • La rana non morde, perché non ha denti. — Ar ran ne zant ket peogwir n'e deus dant ebet.
  • La rana, o salta o piscia, ma mai non sbrana. — Lammat pe staotat a ra ar ran, nepred avat ne blaou.
  • La razza comincia dalla bocca. — Dre ar genoù e krog ar ouenn.
  • La roba dei pazzi è la prima ad andarsene. — Marc'hadourezh ar re sot eo an hini gentañ o vont kuit.
  • La ruota della fortuna gira. — Treiñ a ra rod ar chañs.
  • La ruota della fortuna non è sempre una. — Rod ar chañs ne vez ket atav unan.
  • La scorza fa bella la castagna. — Ar bluskenn ar ra ar bravañ kistinenn.
  • La scimmia è sempre scimmia, anche vestita di seta. — Ur marmouz a chom ur marmouz, zoken pa vez gwisket e seiz.
  • La sera leoni e la mattina coglioni. — Leoned da noz ha genaoueien da veure.
  • La speranza è cattivo denaro. — Arc'hant fall eo ar goanag.
  • La superbia è figlia dell'ignoranza. — Mab an diouiziegezh eo al lorc'haj.
  • La speranza è il pane dei poveri. — Bara ar beorien eo ar goanag.
  • La speranza è il patrimonio dei poveri. — Glad ar beorien eo ar goanag.
  • La speranza è il sogno dell'uomo desto. — Hunvre an den dihun eo ar goanag.
  • La speranza è l'ultima a morire. — Ar goanag a varv da ziwezhañ.
  • La speranza è la miglior consolazione nella miseria. — Ar goanag eo ar gwellañ frealz en dienez.
  • La speranza è la miglior musica del dolore. — Ar goanag eo gwellañ sonerezh ar boan.
  • La speranza è la ricchezza dei poveri. — Pinvidigezh ar beorien eo ar goanag.
  • La speranza è sempre verde. — Atav e vez glas ar goanag.
  • La speranza è un balsamo per i cuor piagati. — Balzam ar c'halonoù gloazet eo ar goanag.
  • La speranza è un sogno nella veglia. — Un hunvre dihun eo ar goanag.
  • La speranza infonde coraggio anche al codardo. — Ar goanag a ro kalonegezh, zoken d'ar re zigalon.
  • La speranza ingrandisce, l'esperienza rimpicciolisce. — Pa gresk ar goanag e tigresk ar skiant-prenet.
  • La superbia va a cavallo e torna a piedi. — Al lorc'haj a ya war varc'h hag a zistro war droad.
  • La troppa umiltà vien dalla superbia. — Diwar al lorc'haj e teu ar re a uvelded.
  • La vanagloria è un fiore che mai non porta frutta. — Ar c'hloriusted zo ur boked na zoug frouezhenn ebet.
  • La vera libertà è non servire al vizio. — Ar frankiz wirion n'eo ket e servij ar gwallsi.
  • La verità è nel vino. — Er gwin emañ ar wirionez.
  • La verità viene sempre a galla. — Atav e teu ar wirionez war wel.
  • La veste copre gran difetti. — Sioù bras a vez goloet gant an dilhad.
  • La vipera morta non morde seno, ma pure fa male coll'odor del veleno. — Un naer-wiber varv ne zant ket ar vronn, met gouest eo d'ober droug gant c'hwezh ar binim evelato.
  • La virtù sta nel mezzo. — Er c'hreiz emañ ar vertuz.
  • La vita è breve e l'arte è lunga. — Berr eo ar vuhez ha hir eo an arz.
  • La vita è già mezzo trascorsa anziché si sappia che cosa sia. — Tremenet eo an hanter eus e vuhez dija a-raok ma ouife an den petra eo.
  • La volpe si conosce dalla coda. — Diouzh e lost e anavezer al louarn.
  • Lamentarsi, supplicare e bere acqua è lecito a tutti. — Klemm, kestal hag evañ dour zo aotreet d'an holl.
  • Latte e vino, tossico fino. — Laezh ha gwin, pistrius er fin.
  • Lavora come se avessi a campare ognora, adora come avessi a morire allora. — Labour evel pa vevfes da viken, azeul evel pa rankfes mervel goude.
  • Lavoro non ingrassò mai bue. — Al labour n'en deus biskoazh lardet ejen ebet.
  • Le allegrezze non durano. — Dibad eo ar plijadurezhioù.
  • Le belle penne rendono bello l'uccello. — Pluñv brav, evn brav.
  • Le bellezze durano fino alle porte, la bontà fino alla morte. — Betek an dorioù e pad ar vraventez, betek ar marv e pad ar vadelezh.
  • Le bestie vanno trattate da bestie. — Ret eo ober ouzh al loened evel ouzh loened.
  • Le braccia e le mani del povero appartengono al ricco. — Ar binvidien zo perc'henned war divrec'h ha daouarn ar beorien.
  • Le bugie hanno le gambe corte. — Berr eo divhar ar gevier.
  • Le bugie sono lo scudo degli uomini dappoco. — Skoedoù an dud fallakr eo ar gevier.
  • Le cattive nuove sono le prime ad arrivare. — Ar c'heleier fall eo ar re gentañ oc'h erruout.
  • Le cattive nuove volano. — Nijal a ra ar c'heleier fall.
  • Le chiacchiere non fanno farina. — Ar voltennoù ne reont ket bleud.
  • Le cose lunghe diventano serpi. — Hir a dro da naer.
  • Le disgrazie non vengono mai sole. — Nepred ne c'hoarvez ar gwalleurioù en o unan.
  • Le dita della mano sono disuguali. — Dizingal eo bizied an dorn.
  • Le donne hanno lunghi i capelli e corti i cervelli. — Hir eo blev ar maouezed, ha berr o empennoù.
  • Le donne hanno quattro malattie all'anno, e tre mesi dura ogni malanno. — Ar maouezed o devez pevar c'hleñved bep bloaz, ha tri mizvezh e pad pep kleñved.
  • Le donne hanno sette anime... e mezza. — Ar maouezed o deus seizh ene... ha hanter.
  • Le donne ne sanno una più del diavolo. — Ar maouezed a oar hiroc'h eget an diaoul.
  • Le donne piglian bene le pulci. — Ar maouezed a dap mat ar c'hwen.
  • Le lacrime sono le armi delle donne. — Armoù ar maouezed eo an daeroù.
  • Le leghe e le corde fradice non durano a lungo. — Dibad eo ar c'hevreoù hag ar c'herdin gleb.
  • Le malattie ci dicono quel che siamo. — Ar c'hleñvedoù a lavar dimp piv omp.
  • Le montagne stanno ferme, gli uomini s'incontrano. — Diflach e chom ar menezioù kejañ an eil re ouzh ar re all a ra an dud.
  • Le parole sono femmine e i fatti sono maschi. — Benel eo ar c'homzoù ha gourel eo an oberoù.
  • Le piante che fruttano troppo presto, si seccano. — Disec'hiñ a ra ar plant a zoug frouezh re abred.
  • Le querce non fanno limoni. — An derv ne reont ket suravaloù.
  • Le ragazze sono d'oro, le sposate d'argento, le vedove di rame e le vecchie di latta. — En aour eo ar plac'hed, en arc'hant ar gwragez, e kouevr an intañvezed hag e staen ar gwrac'hed.
  • Le rane han perso la coda perché non seppero chiedere aiuto. — Kollet o lostoù gant ar raned, pa ne c'hellent ket goulenn skoazell.
  • Le rose cascano, le spine restano. — Ar roz a gouezh, an drein a chom.
  • Le teste di legno fan sempre del chiasso. — Atav e vez trouzus ar pennoù koad.[52]
  • Le vie della provvidenza sono infinite. — Didermen eo hentoù ar ragevezh.
  • Le vie del Signore sono infinite. — Didermen eo hentoù Doue.
  • Li miricule de la fratta quand’è bbun quand s’ha fatt; quand peró si fa li ficure schiaffete n’gul li miricule. — Mat eo mouar ar c'harzh pa vezont azv, met ar fiez pa vezont azv a votezad revr ar mouar.[53]
  • Lingua cheta e fatti parlanti. — Teod kousket, oberoù helavar.
  • Lo sbadiglio non vuol mentire: o che ha sonno o che vorrebbe dormire, o che ha qualche cosa che non può dire. — Ur vazailhadenn ne gont ket gevier : c'hoant kousket he deus, pe mennet eo da gousket, pe un dra bennak he deus da lavaret ha ne c'hall ket lavaret.
  • Lo scarafaggio corre sempre allo sterco. — Atav e red ar c'hloreg davit ar beuzel.
  • Lo scimunito parla col dito. — Gant e viz e komz an diod.
  • Lo scorpione dorme sotto ogni lastra. — Dindan forzh pe zarenn e kousk ar grug.
  • Lo smargiasso ciancia in guerra, il valente combatte muto. — Fistilhañ a ra ar pabor er brezel, didrouz en em gann ar c'hadarn.
  • Loda il gran campo e il piccolo coltiva. — Meul ar park bras e feurm ha gounez an hini bihan.
  • Loda il monte e tieniti al piano. — Meul ar menez e feurm ha dalc'h ar gompezenn.
  • Loda il pazzo e fallo saltare, se non è pazzo lo farai diventare. — Meul ar foll ha laka anezhañ da lammat, mar n'eo ket sot en e laki da dreiñ da sot.[54]
  • Lontano dagli occhi, lontano dal cuore. — Pell diouzh an daoulagad, pell diouzh ar galon.
  • Luna di grappoli a gennaio luna di racimoli a febbraio. — Loar kropadoù e miz Genver, loar briñsoù e miz C'hwevrer.
  • Lunga lingua, corta mano. — Teod hir, dorn berr.
  • Lungo come la quaresima. — Hir evel koari.
  • Luglio dal gran caldo, bevi bene e batti saldo.
  • Lungo digiuno caccia la fame. — Miz Gouere tomm, ev mat ha dorn mat.
  • Lupo non mangia lupo. — Ar bleiz ne zebr ket ar bleiz.
  • Ma in premio d'amore amor si rende. — Met priz ar garantez eo ar garantez.
  • Maggio ortolano, molta paglia e poco grano. — Miz Mae liorzher, kalz plouz ha nebeut a c'hreun.
  • Maggiore il santo, maggiore la sua umiltà. — Seul veuroc'h ar sant, seul vrasoc'h e uvelded.
  • Mai gli uomini sanno essere abbastanza riconoscenti verso gli inventori. — Biken ne vo an dud anaoudek a-walc'h ouzh an ijinerien.
  • Mal comune mezzo gaudio. — Poan rannet, hanter levenez.[55]
  • Mal può rendere ragion del proprio fatto chi lardo o pesce lascia in guardia al gatto. — Diaes eo asantiñ gant an den a lez lard pe besked dindan gwardoni ar c'hazh.
  • Mal si giudica il cavallo dalla sella. — Diaes eo barn ar marc'h diouzh an dibr.
  • Male che si vuole non duole. — Droug mennet ne ra ket a zroug.
  • Male ignoto si teme doppiamente. — Doujet div wech e vez an droug dianav.
  • Male non fare, paura non avere. — Dre chom hep ober droug e vezer dizaon.
  • Male voluto non fu mai troppo. — Droug mennet biskoazh n'eo bet a re.[56]
  • Maledetto il ventre che del pan che mangia non si ricorda niente. — Mallozh d'ar c'hof hag a beurzisoñj ar bara emañ o tebriñ.
  • Manca tanto la pazienza ai poveri, quanto la compassione ai ricchi. — Kement a basianted a ra diouer d'ar beorien hag a gendruez d'ar binvidien.
  • Mangiar molto e far buona digestione, è un privilegio che han poche persone. — Nebeut a dud zo brientek a-walc'h evit debriñ kalz ha treizhañ mat.
  • Mano dritta e bocca monda possono andare per tutto il mondo. — Un dorn dehou hag ur genoù kempenn a c'hall mont da bep lec'h er bed.
  • Marinaio genovese, mercante fiorentino. — Moraer a Genova, marc'hadour a Firenze.
  • Martello d'oro non rompe le porte del cielo. — Morzhol aour ne dorr ket dorioù an neñv.
  • Marzo è pazzo. — Sod eo miz Meurzh.
  • Marzo pazzerello guarda il sole e prendi l'ombrello. — Meurzh sod a sell ouzh an heol en ur gemer un disglavier.
  • Marzo molle, gran per le zolle. — Meurzh klouar evit ar moudennoù zo dispar.
  • Mazza e pane fanno i figli belli; pane senza mazza fa i figli pazzi. — Bazh ha bara a ra ar vugale vrav ; bara hep bazh a ra ar vugale sot.
  • Medico vecchio e chirurgo giovane. — Mezeg kozh ha surjian yaouank.
  • Mediocre bestiame ben pasciuto è di maggior vantaggio che molto bestiame mal mantenuto. — Saout dister ha maget-mat zo gwelloc'h eget kalz saout prederiet-fall.[57]
  • Meglio andare a letto senza cena, che alzarsi con debiti. — Gwell eo mont digoan da gousket eget sevel gant dleoù.
  • Meglio aperto rimprovero, che odio segreto. — Gwell eo ur rebech frank eget ur c'haz kuzh.
  • Meglio dietro agli uccelli, che dietro ai signori. — Gwelloc'h a-drek al laboused eget a-drek an aotrounez.
  • Meglio essere ben educato, che nascere nobile. — Gwell eo bezañ desket eget bezañ nobl ganet.
  • Meglio essere invidiati che compatiti. — Gwell eo bezañ erezet eget bezañ klemmet.
  • Meglio fare la serva in casa propria, che la padrona in casa altrui. — Gwell eo bezañ matezh er gêr eget bezañ mestrez e ti an hentez.
  • Meglio fave in libertà, che capponi in schiavitù. — Gwell eo fav en o frankiz eget kaboned er sklaverezh.
  • Meglio fringuello in man che tordo in frasca. — Gwell eo ar pint en dorn eget an drask war ar skourr.
  • Meglio il marito senz'amore, che con gelosia. — Gwell eo ur pried digarantez eget unan gwarizius.
  • Meglio l'uovo oggi che la gallina domani. — Gwell eo ar vi hiziv eget ar yar warc'hoazh.
  • Meglio mangiar carote in pace che molte pietanze in disunione. — Gwell eo debriñ karantez e peoc'h eget kalz boued en dizunvaniezh.
  • Meglio mendicante che ignorante. — Gwell eo ur c'hlasker-bara eget un diouizieg.
  • Meglio pane con amore, che gallina con dolore. — Gwell eo bara gant karantez eget kig-yar gant poan.
  • Meglio poco che niente. — Gwelloc'h nebeut eget netra.
  • Meglio soli che male accompagnati. — Gwelloc'h bezañ en e unan eget e gwall gompagnunezh.
  • Meglio tardi che mai. — Gwell eo diwezhat eget nepred.
  • Meglio un asino vivo che un dottore morto. — Gwell eo un azen bev eget un doktor marv.
  • Meglio un fiorino guadagnato, che cento ereditati. — Gwell eo ur florin gounezet eget kant bet en hêrezh.
  • Meglio un magro accordo che una grassa sentenza. — Gwell eo un emglev treut eget ur brezegenn dev.
  • Meglio una festa che cento festicciole. — Gwell eo ur gouel bras eget kant gouel bihan.
  • Meglio una volta arrossire che mille impallidire. — Gwell eo ruziañ ur wech eget glazañ mil gwech.
  • Meglio vivere ben che vivere a lungo. — Gwell eo bevañ mat eget bevañ pell.
  • Meno siamo meglio stiamo. — Seul nebeutoc'h a dud, seul welloc'h.
  • Merito non conosciuto poco vale. — Nebeut e talv an dellid dianav.
  • Milan può far, Milan può dir, ma non può far dell'acqua vin. — Milano a c'hall ober, Milano a c'hall lavaret, hogen ne c'hall ket treiñ an dour da win.
  • Mille errori sono più facilmente pronunciati che una verità. — Aesoc'h eo lavaret mil fazi eget ur wirionez.
  • Moglie e buoi dei paesi tuoi. — Gwragez hag ejen eus da vro.
  • Moglie maglio. — Morzholioù eo ar maouezed.
  • Molte cose si giudicano impossibili a farsi prima che siano fatte. — Kalz traoù zo dic'hallus a-raok bezañ graet.
  • Molte mani fanno l'opera leggera. — Kalz dornioù a skañva al labour.
  • Molte paglie unite possono legare un elefante. — Kalz plouzennoù a c'hall dibradañ un olifant.
  • Molte volte la belleza più adorabile si unisce alla stupidaggine più insopportabile. — A-unan alies e vez ar gened kehelus gant an diotiz dic'houzañvus.
  • Molte volte si perde per negligenza quello che si è guadagnato con giustizia. — Alies e vez kollet dre zievezh ar pezh a zo bet gounezet dre justis.
  • Molti hanno buone Carte da giococarte in mano, ma non le sanno giocare. — Kalz tud o deus kartennoù mat en o dorn, hogen ne ouzont ket penaos o c'hoari.
  • Molti inventano oro con la bocca ed hanno piombo alle mani e ai piedi. — Kalz tud a ijin an aour gant o genoù padal o deus plom en o daouarn hag en o zreid.
  • Molti parlano d'Orlando anche se non videro mai il suo bràndo. — Kalz tud a gomz diwar-benn Roland hep bezañ gwelet e gleze.
  • Molti sfuggono alla pena, ma non ai rimorsorimorsi della coscienza. — Kalz tud a dec'h rak ar c'hastiz, met rak morc'hed o c'houstiañs ne reont ket.
  • Molti si immaginano di avere il pulcino, che non hanno ancora l'uovo. — Kalz tud e soñj dezho kaout ar poñsin padal n'o deus ket ar vi c'hoazh.
  • Molti si lamentolamentano del buon tempo. — Kalz tud a glemm war an amzer vrav.
  • Molti sono i verseggiatori, pochi i poeti. — Kalz gwerzaouerien, nebeut a varzhed.
  • Molti squartano un gatto e giurano che era un leone. — Kalz tud o deus karteliet ur c'hazh ha lavaret e oa ul leon.
  • Molti voti fanno l'abate. — Kalz mouezhioù a ra an abad.
  • Molto denaro, molti amici. — Kalz arc'hant, kalz mignoned.
  • Molto fumo e poco arrosto. — Kalz moged ha nebeut a rost.[58]
  • Molto può nuocere una piccola negligenza. — Droug bras a c'hall dont diwar un taol gwallegezh bihan.
  • Morire di fame in una madia di pane. — Mervel gant an naon en un arc'had bara.
  • Morta la serpe, spento il veleno. — Pa vez marv an naer e vez lazhet ar binim.
  • Morto un papa se ne fa un altro. — Pa varv ur pab e reer unan all.
  • Mulo buon mulo, ma cattiva bestia. — Ur marc'h-mul zo ur mul mat hogen ul loen fall.
  • Muore il ricco, gli fanno il funerale; muore il povero, nessuno gli dice: vale. — Marvet ar pinvidig, obidoù a vez graet dezhañ ; marvet ar paour, den ebet ne lavar dezhañ : talvezout a ra ar boan.
  • Muove la coda il cane non per te, ma per il pane. — N'eo ket evidout e fich ar c'hi e lost, evit ar bara eo.
  • Natale con i tuoi, Pasqua con chi vuoi. — Nedeleg gant da re, Pask gant neb a gari.
  • Né di venere, né di marte non si sposa né si parte, né si dà principio all'arte. — Na da Wener na da Veurzh ne zimezer, na ne voulc'her ul labour.
  • Né donna né tela al lume di candela. — Na maouez na gwiad e gouloù ur c'houlaouenn-goar.
  • Ne uccide più la lingua che la spada. — Muioc'h eget ar c'hleze e lazh an teod.
  • Necessità fa legge e tribunale. — An ezhomm a dalv da lezenn el lez-varn.
  • Negli ordini pari, i pareri sono dispari. — Dibar e vez an alioù en urzhioù par.[59]
  • Nel bere e nel camminare si conoscono le donne. — Dre evañ ha bale ez anavezer ar maouezed.
  • Nel bosco tagliato non ci stanno assassini. — Ne vez muntrer ebet er goadeg troc'het.
  • Nel dubbio astieniti. — En entremar, lez da gas.
  • Nel paese degli zoppi, zoppicar non è vergogna. — N'eo ket mezhus kammañ e bro ar re gamm.
  • Nel regno di Dio, poveri e ricchi sono uguali. — Par-ouzh-par e vez ar beorien hag ar binvidien e rouantelezh Doue.
  • Nell'autunno non bisogna più sognare di rose e tulipani. — En diskar-amzer n'eus mui ezhomm a hunvreal e roz ha tulipez.
  • Nell'estate si deve pensare all'inverno, e nella gioventù alla vecchiaia. — En hañv e ranker soñjal er goañv, hag er yaouankiz er gozhni.
  • Nell'eternità si arriva sempre in tempo. — Atav e vezer d'an eur er beurbadelezh.
  • Nell'inverno il pazzo sogna rose, e nell'estate il savio le raccoglie. — Er goañv e hunvre ar foll e roz, en hañv e vezont kutuilhet gant ar fur.
  • Nella botte piccola c'è il buon vino. — Gwin mat a vez er varrikennig.
  • Nella felicità ragione, nell'infelicità pazienza. — Skiant-vat en eurvad, pasianted en drougeur.
  • Nelle sventure si conosce l'amico. — En drougeur eo ez anavezez da vignon.
  • Nessuna corona è più bella di quella dell'umiltà. — N'eus kurunenn ebet a zo bravoc'h eget an uvelded.
  • Nessuna fortezza è così salda che non si lasci conquistare dall'oro. — N'eus kreñvlec'h ebet na c'hounezer ket gant aour.
  • Nessuna ingiustizia rimane impunita. — Direizhder ebet ne chom digastiz.
  • Nessuna mela è così bella che non abbia qualche difetto. — N'eus aval ebet ker brav ha n'en deus si ebet.
  • Nessuna nuova, buona nuova. — Keloù ebet, keloù mat.
  • Nessuno è profeta in patria. — Den ebet n'eo douganer en e vro.[60]
  • Nessuno può dare quello che non ha. — Den ebet ne c'hall reiñ ar pezh n'en deus ket.
  • Nessuno può difendersi dalla beffa. — Den ebet ne c'hall en em zifenn diouzh ar goaperezh.
  • Ne uccide più Bacco che Marte. — Bacchus a lazh muioc'h eget Meurzh.
  • Neve di Dicembre dura fin che dura la brina. — Kement hag ar skorn e pad erc'h miz Kerzu.
  • Niente è più bello di una faccia allegra. — N'eus netra bravoc'h eget un dremm laouen.
  • Niuna guardia è migliore di quella che una donna fa a se stessa. — N'eus gward ebet gwelloc'h eget an hini a ra ur vaouez eviti.
  • Non accettare i rimproveri o consigli da chi educare non seppe i propri figli. — Na zegemerit ket rebechoù pe alioù digant ar re ha n'o deus ket gouezet desevel o bugale.
  • Non aspettar che l'abete porti pomi. — Arabat eo gortoz ma teufe avaloù ouzh ar saprenn.
  • Non bisogna fare il diavolo più nero di quello che è. — Arabat eo lakaat an diaoul da zuoc'h eget m'eo.
  • Non bisogna fasciarsi il capo prima di romperselo. — Didalvez eo lienañ penn an den a-raok e derriñ.
  • Non bisogna mai usare due pesi e due misure. — Arabat eo ober gant daou bouez ha daou vuzul.
  • Non bisogna scuotere l'orzo dal sacco prima di avere il frumento. — Arabat eo skarzhañ an heiz diouzh ar sac'h a-raok kaout ar gwinizh.
  • Non c'è alcuno così povero che non possa aiutare, né alcuno così ricco che non abbia bisogno d'aiuto. — N'eus den ebet ken paour ma ne c'hall ket sikour, na ken pinvidik ma n'en deus ket ezhomm a sikour.
  • Non c'è cosa più triste sulla terra dell'uomo ingrato. — N'eus tra dristoc'h war an douar eget un den dianaoudek.
  • Non si muove foglia che Dio non voglia. — N'eus delienn ebet o fiñval hep bolontez Doue.
  • Non c'è affanno senza danno. — N'eus poan dic'haou ebet.
  • Non c'è Carnevale senza luna di febbraio. — Ne vez meurlarjez ebet hep loar miz C'hwevrer.
  • Non c'è due senza tre. — Nepred ne vez daou hep tri.
  • Non c'è cosa così cattiva che non sia buona a qualche cosa. — N'eus droug ebet ha na vefe ket ur mad bennak.
  • Non c'è eretico che non abbia la sua credenza. — N'eus disivouder difeiz ebet.
  • Non c'è fumo senza arrosto. — N'eus moged ebet hep rost.
  • Non c'è gallina né gallinaccia che di gennaio l'uova non faccia. — N'eus yar pe yarez ebet ha ne zozv ket e miz Genver.
  • Non c'è intoppo per avere, più che chiedere e temere. — Ar brasañ skoilhoù eo goulenn ha doujañ.
  • Non c'è male senza bene. — N'eus droug ebet hep ur mad bennak.
  • Non c'è miglior cieco di quello che non vuole vedere. — N'eus ket gwelloc'h dall eget an neb ha ne venn ket gwelet.
  • Non c'è pane senza pena. — N'eus bara ebet hep poan.
  • Non c'è peggior sordo di chi non vuol sentire. — N'eus ket gwashoc'h bouzar eget an neb ha ne venn ket klevet.
  • Non c'è regola senza eccezioni. — N'eus reol ebet hep ezreol.
  • Non c'è rosa senza spine. — N'eus ket a roz dizrein.
  • Non ci fu mai frettoloso che non fosse pazzo. — Biskoazh n'eus bet mall fur.
  • Non ci rimane nessuna vigna da vendemmiare, e né meno nessuna donna da maritare. — Ne chom mui gwinieg da vendemiñ, na maouez da zimeziñ.
  • Non credere a donna, quand'anche sia morta. — Na gredit ket ur vaouez, ha pa vefe marv.
  • Non destare il can che dorme. — Na zihunit ket ar c'hi moredet.
  • Non dire quattro se non l'hai nel sacco. — Na lavarit ket pevar mar n'emaint ket er sac'h.
  • Non è arte il giocare, ma lo smettere. — N'eo ket c'hoari eo an arz, paouez eo.
  • Non è bello ciò che è bello, ma è bello ciò che piace. — Pezh a zo brav n'eo ket brav, met brav eo ar pezh a blij.
  • Non è bene esser poeta nel villaggio. — N'eo ket mat bezañ ur barzh er gêriadenn.
  • Non è bene riporre denaro in una cassa di cui non si ha la chiave. — N'eo ket mat d'an den lakaat arc'hant en un arc'h pa n'en deus ket an alc'hwez.
  • Non è col dire "miel, miel," che la dolcezza viene in bocca. — N'eo ket dre lavaret mel, mel e teuio ar c'hwekter er genoù.
  • Non è contento quel che si lamenta. — Neb a glemm n'eo ket laouen.
  • Non è in nessun luogo chi è in ogni luogo. — Neb a zo e pep lec'h n'eo neblec'h.
  • Non è mai gran gagliardia, senza un ramo di pazzia. — Nepred ne vez kadarnded vras hep un tamm follentez.
  • Non è povero, se non chi si crede tale. — N'eo ket paour an neb a gred dezhañ bezañ paour.
  • Non è sempre savio chi non sa esser qualche volta pazzo. — Ne vezer ket atav fur mar ne ouzer ket bezañ foll a-wechoù.
  • Non è sì tristo cane, che non meni la coda. — N'eus ki ebet ken trist ma ne fich ket e lost.
  • Non è tutto oro quel che luccica. — N'eus ket aour a gement a lufr.[61]
  • Non esiste amore senza gelosia. — N'eus karantez ebet hep gwarizi.
  • Non fa la stessa viva sensazione il solletico a tutte le persone. — Da bep den e zoare da santout an hilligoù.
  • Non facendo niente, più pena si sente. — Muioc'h a boan a santer pa ne reer netra.
  • Non far mai bene, non avrai mai male. — Pa ne reer mad ebet nepred n'en devezer droug ebet nepred.
  • Non fare agli altri quello che non vorresti fosse fatto a te. — Na ra ket d'an hentez pezh na fell ket dit a vije graet dit.
  • Non fare il male ch'è peccato, non fare il bene ch'è sprecato. — Na ra ket an droug hag a zo pec'hed, na ra ket ar mad hag a zo foranet.
  • Non fare il passo più lungo della gamba. — Arabat eo ober ur c'hammed hiroc'h eget ar c'har.
  • Non gira il corvo che non sia vicina la carogna. — Ne dro ket ar vran pa nez vez ket tost d'ar c'hagn.
  • Non lodare il bel giorno prima di sera. — Arabat eo meuliñ an devezh brav kent an noz.
  • Non mettere il carro davanti ai buoi. — Arabat eo lakaat an arar dirak an ejened.
  • Non mettere il rasoio in mano a un pazzo. — Arabat eo lakaat an aotenn etre daouarn ur foll.
  • Non mi morse mai scorpione, ch'io non mi medicassi col suo olio. — Biskoazh n'on bet dantet gant ur grug hep na parefen gant hec'h eoul.
  • Non nominar la corda in casa dell'impiccato. — Na gomzit ket a gordenn e ti ur grougadenn.
  • Non ogni abisso ha un parapetto. — N'eus ket un aspled da bep islonk.
  • Non ogni lettera va alla posta, non ogni domanda vuole risposta. — Ned a ket an holl lizheroù d'ar post, ne c'houlenn ket an holl c'houlennoù respontoù.
  • Non pensa il cuore quel che dice la bocca. — Ne soñj ket ar galon heñvel ouzh pezh a lavar ar genoù.
  • Non perde il cervello se non chi l'ha. — Ar re hepken hag o deus un empenn a c'hall e goll.
  • Non rimandare a domani quello che puoi fare oggi. — Arabat eo lezel ken warc'hoazh ar pezh a c'heller ober hiziv.
  • Non sempre va d'accordo la campana dell'orologio con la meridiana. — Kloc'h an horolaj ne vez ket atav a-du gant an horolaj-heol.
  • Non serve dire «Di tal acqua non berrò». — Didalvez eo lavaret Ne evin ket eus seurt dour. .
  • Non si campa d'aria. — Ne vever ket diwar aer.
  • Non si comincia bene se non dal cielo. — Ne voulc'her mat nemet diwar an oabl.
  • Non si dà fumo senza fuoco. — N'eus moged ebet hep tan.
  • Non si entra in Paradiso a dispetto dei Santi. — Ned eer ket tre er Baradoz hep asant ar sent.
  • Non si fa niente per niente. — Netra ne vez graet evit netra.
  • Non si fan nozze coi fichi secchi. — Ne lider ket un eured gant fiez sec'h.
  • Non si finisce mai di imparare. — Nepred ne baouezer da zeskiñ.
  • Non si insegna a nuotare ai pesci. — Ne vez ket desket d'ar pesked penaos neuial.
  • Non si legge mai libro senza imparare qualcosa. — Ne lenner levr ebet hep deskiñ un dra bennak.
  • Non si possono cavar le castagne dal fuoco colla zampa del gatto. — Ne c'heller ket tennañ ar c'histin eus an tan gant pav ar c'hazh.
  • Non si può avere la botte piena e la moglie ubriaca. — Ne c'heller ket kaout ar varrikenn leun hag ar vaouez vezviez.
  • Non si può bere e fischiare. — Ne c'heller ket evañ ha c'hwibanat war an dro.
  • Non si sa mai per chi si lavora. — Nepred ne ouzer evit piv e labourer.
  • Non si sta mai tanto bene che non si possa star meglio, né tanto male che non si possa star meglio. — Nepred ne vezer ken mat ma ne c'heller ket bezañ gwelloc'h, na ken fall ma ne c'heller ket bezañ gwelloc'h.
  • Non sono cacciatori tutti quelli che portano il fucile. — N'eus ket ur chaseour eus kement den hag a zoug ur fuzuilh.
  • Non sono uguali tutti i giorni. — An holl zevezhioù n'int ket heñvel.
  • Non ti far povero a chi non ha da farti ricco. — N'a ket da baouraat evit an neb na rank ket da lakaat da binvidik.
  • Non ti fidar d'un tratto, di grazia o di bontà. — Arabat eo fiziañ trumm er c'hras pe er vadelezh.
  • Non ti vantar farfalla, tuo padre era un bruco. — Arabat dit fougasiñ, balafenn, ur viskoulenn e oa da vamm.
  • Non tutte le ciambelle riescono col buco. — Ne zeuer ket atav a-benn da fardañ toull ar bignez.
  • Non tutte le lacrime vengono dal cuor. — Lod daeroù ne zeuont ket eus ar galon.
  • Non tutti i matti rompono i piatti. — An holl sodien ne dorront ket al listri.
  • Non tutti i pazzi stanno al manicomio. — N'emañ ket an holl sodien en ospital ar re foll.
  • Non tutti possiamo abitare in piazza. — Ne c'hall ket an holl dud bevañ el leurgêr.
  • Non tutti sono ammalati quelli che sono in letto. — N'eus ket ur c'hlañvad eus kement den zo ar ur gwele.
  • Non tutti sono infelici come credono. — An holl dud n'int ket ken klañv ha ma kred dezho.
  • Non tutti sono infermi quelli che gridano ahi! — N'eus ket ur c'hlañvad eus kement den hag a huch aiou ! .
  • Non tutti vedono la serpe che sta nascosta sotto l'erba. — Ar naer a zo kuzhet dindan ar geot ne vez ket gwelet gant an holl.
  • Non tutto il male vien per nuocere. — Ne zeu ket pep droug diwar noazout.
  • Non v'è mai tanta pace in convento, come quando i frati portano tonache uguali. — Nepred ne vez kement a beoc'h er manati ha pa vez an hevelep sae gant an holl venec'h.
  • Non vi è donna senza amore. — N'eus maouez digarantez ebet.
  • Non vi è inganno che non si vinca con l'inganno. — N'eus touell ebet ha na vefe ket trec'het dre douellerezh.
  • Non vi è lino senza resca, né donna senza pecca. — N'eus lin disoul ebet, na maouez dibec'hed.
  • Non vi è nulla che ricercando non si possa penetrare. — N'eus tra ebet na c'hall ket bezañ kavet dre glask.
  • Non vi è peggior burla che la vera. — N'eus ket gwashoc'h siklezon eget ar wirionez.
  • Non vi fu mai gatta che non corresse ai topi. — Biskoazh n'eus bet kazh ebet ha ne rede ket war-lerc'h al logod.
  • Non vendere la pelle dell'orso prima di averlo ucciso. — Arabat eo gwerzhañ kroc'hen an arzh a-raok endevout e lazhet.
  • Non vo' dormire né fare la guardia. — Ne vennan na kousket nag ober gward.
  • Notte, amore e vino fanno spesso l'uomo meschino. — An noz, ar garantez hag ar gwin a ra alies an den reuzeudik.
  • Novembre vinaio. — Ur gwinier eo miz Du.
  • Nulla è così buono che a lungo andare non venga a noia. — N'eus netra ken mat ma ned a ket da vorodus gant an amzer.
  • Nuovo padrone, nuova legge. — Mestr nevez, lezennoù nevez.
  • Nutri il corvo e ti caverà gli occhi. — Mag ar vran ha tennañ da zaoulagad diganit a raio.[62]
  • Nutri la serpe in seno, ti renderà veleno. — Mag an naer ez kerc'henn ha da bistriañ a raio.
  • O taceretaci, o di' cosa migliore del silenzio. — Tav 'ta, pe lavar un dra bennak a zo gwelloc'h eget an tav.
  • Occhio che piange cuore che duole. — Lagad o ouelañ, kalon o poaniañ.
  • Occhio non vede, cuore non duole. — Lagad na wel ket, kalon na boagn ket.
  • Occhio per occhio, dente per dente. — Lagad ouzh lagad, dant ouzh dant.
  • Olio di lucerna ogni mal governa. — Eoul al lamp a bare an holl zrougoù.
  • Oggi a me domani a te. — Din hiziv, dit warc'hoazh.
  • Ogni Abele ha il suo Caino. — Pep Abel en deus e Gain.
  • Ogni animale per non morir s'aiuta. — An holl loened en em sikour evit chom bev.
  • Ogni bel gioco dura poco. — Berrbad eo an holl c'hoarioù mat.
  • Ogni bella scarpa diventa ciabatta, ogni bella donna diventa nonna. — An holl skarpinoù brav a dro da gozhvotoù, an holl vaouezed kaer a dro da wrac'hed.
  • Ogni bene infine svanisce, ma la fama non perisce. — Pep tra a steuz en diwezh, met ar vrud ne varv ket.
  • Ogni cuffia per la notte è buona. — Mat eo an holl vonedoù-noz.
  • Ogni disuguaglianza, l'amore uguaglia. — Ar garantez a gompez an holl zigevatalderioù.
  • Ogni erba si conosce dal seme. — Dre o hadoù e vez anavezet an holl louzaouennoù.
  • Ogni fatica merita ricompensa. — Pep strivadenn a zellez bezañ garedonet.
  • Ogni gatta ha il suo febbraio. — Da bep kazhez he miz C'hwevrer.[63]
  • Ogni giorno non è festa. — Ne vez ket gouel bemdez.
  • Ogni giorno non si fanno nozze. — Ne vez ket euredoù bemdez.
  • Ogni grillo si crede cavallo. — Da bep krilh e kred bezañ ur marc'h.
  • Ogni lasciata è persa. — Pep tro c'hwitet zo un dro gollet.
  • Ogni legno ha il suo tarlo. — Da bep prenn e breñv.
  • Ogni lucciola non è un fuoco. — Pep c'hwibuenn-luc'h n'eo ket tan.
  • Ogni lumaca vede le corna delle altre. — Pep maligorn a wel kerniel ar re all.
  • Ogni matto fa il suo atto. — Pep foll a c'hoari e roll.
  • Ogni medaglia ha il suo rovescio. — Ur pil zo da bep medalenn.[64]
  • Ogni pazzo vuol dar consiglio. — An holl sodien a venn reiñ kuzulioù.
  • Ogni pelo ha la sua ombra. — Da bep blevenn he liv.
  • Ogni popolo ha il governo che si merita. — An holl bobloù o deus ar gouarnamant a zellezont.
  • Ogni promessa è debito. — Pep promesa zo un dle.
  • Ogni rana si crede gran dama. — Da bep ran e kred bezañ un itron.
  • Ogni serpe ha il suo veleno. — Da bep naer e vinim.
  • Ogni uccello fa il suo verso. — Da bep labous e gan.
  • Ognun patisce del suo mestiere. — Pep den a vez gwazh eus e vicher.[65]
  • Ognun per sé e Dio per tutti. — Pep unan evitañ e-unan ha Doue evit an holl.
  • Ognun vede le proprie ocaoche come cignocigni. — Pep den a laka e wazi da elerc'h.
  • Ognuno all'arte sua e il lupo alle pecore. — Da bep den e vicher ha d'ar bleiz an deñved.
  • Ognuno ama sentirsi lodare. — Da bep den e plij bezañ meulet.
  • Ognuno che ha un gran coltello, non è un boia. — Neb en deus ur gontell vras n'eo ket bourev.
  • Ognuno fa degli errori. — An holl dud a ra fazioù.
  • Ognuno ha i suoi gusti. — Da bep unan e zoareoù.
  • Ognuno ha la sua croce. — Da bep unan e groaz.
  • Ognuno tira l'acqua al suo mulino. — Pep den a sach an dour d'e vilin.
  • Orto, uomo morto. — Liorzh, den marv.
  • Orzo e paglia fanno il caval da battaglia. — An heiz hag ar plouz a ra ar marc'h-emgann.
  • Ospite raro ospite caro. — Kouviad rouez, kouviad karet.
  • Paese che vai usanza che trovi. — Er broioù ma'z i hengounioù a gavi.
  • Paga il giusto per il peccatore. — An den reizh a bae evit ar pec'her.
  • Pancia affamata, vita disperata. — Kof marnaoniek, buhez dizesperet.
  • Pancia piena non crede a digiuno. — Kof leun ne gred ket er yun.
  • Pancia vuota non sente ragioni. — Kof goullo ne glev ket skiant-vat.
  • Pane finché dura, vino con misura. — Bara keit ha ma pad, gwin diouzh ar muzuliad.
  • Parenti, amici, pioggia, dopo tre giorni vengono a noia. — Kerent, mignoned, glav, goude tri devezh a dro da vorodus.
  • Parenti serpenti, cugini assassini, fratelli coltelli. — Kerent naeron, kendirvi muntrerion, breudeur kontilli.
  • Parere e non essere è come filare e non tessere. — Hañvalout ha na vezañ zo evel nezañ ha na wiadiñ.
  • Passata la festa gabbato lo santo. — Goude ar gouel e vez touellet ar sant.
  • Passato il fiume scordato il santo. — Goude treuzet ar stêr, ankouaet ar sant.
  • Patti chiari, amici cari. — Emglevioù sklaer, mignoned ker.
  • Pazzi e buffoni hanno pari libertà. — Par da hini ar sodien eo frankiz ar farouelled.
  • Pazzo è colui che bada ai fatti altrui. — Sod an neb hag a emell en afer e hentez.
  • Pazzo per natura, savio per scrittura. — Foll dre natur, dre skrid a zo fur.
  • Peccati vecchi, penitenza nuova. — Pec'hedoù kozh, pinijenn nevez.
  • Peccato celato è mezzo perdonato. — Pec'hed kuzhet, hanter bardonet.
  • Peccato confessato è mezzo perdonato. — Pec'hed kofeset, hanter bardonet.
  • Per amore anche una donna onesta, può perdere la testa. — Zoken ur vaouez onest a c'hall koll he fenn dre garantez.
  • Per chi vuol esser libero, non c'è catena che tenga. — Chadenn ebet ne c'hall derc'hel un den hag a venn bezañ en e frankiz.
  • Per essere amabili, bisogna amare. — Dav eo karout evit bezañ hegarat.
  • Per fare l'elemosina non manca mai la borsa. — Nepred ne vez diank ar yalc'h evit reiñ an aluzen.
  • Per il saggio le lacrime delle donne sono come goccie salate. — Evit ar furien, daeroù ur vaouez zo evel takennoù sall.
  • Per imparare qualche cosa, non è mai troppo tardi. — Nepred ne vez re ziwezhat evit deskiñ tra pe dra.
  • Per l'abbondanza del cuore la bocca parla. — Evit puilhentez ar galon e komz ar genoù.
  • Per l'oro, l'abate vende il convento. — Evit an aour e werzh an abad an abati.
  • Per la santa Candelora dell'inverno siamo fora, ma se piove o tira vento, dell'inverno siamo dentro. — Da c'houel Maria ar gouloù e vezer er-maez eus ar goañv, met e-barzh ar goañv e vezer mar gra glav pe mar c'hwezh an avel.
  • Per natura tutti gli uomini sono simili; per l'educazione diventano interamente diversi. — Heñvel an eil re ouzh ar re all eo an dud dre natur ; dre an deskadurezh e teuont da vezañ disheñvel-krenn.
  • Per ogni civetta che si sente cantare sul tetto, non bisogna metter lutto. — N'eo ket dav gouelañ bewech ma klevit ur gaounen o kanañ war an doenn.
  • Per quanto alletti la bellezza di un fiore, nessuno lo coglie se ha cattivo odore. — Ne vern pegen hoalus eo braventez ur boked, den ebet n'he c'hutuilh mar flaer.
  • Per san Lorenzo piove dal cielo carbone ardente. — Glav glaou ruz a ra da c'houel sant Laorañs.
  • Per Santa Caterina, le bestie fuori dalla cascina. — Da c'houel santez Katell[66], al loened er-maez eus ar c'hraou.
  • Per trovare ingiustizie non occorrono lanterne. — N'eus ket ezhomm a letern ebet evit kavout direizhderioù.
  • Per un chiodo si perde un ferro, e per un ferro un cavallo. — En abeg d'un tach e koller un houarn-marc'h, hag en abeg d'un houarn-marc'h e koller ur marc'h.
  • Per un punto Martin perse la cappa. — En abeg d'ur pik e kollas Martin e vantell.[67]
  • Per una scopa formano un mercato tre donne e assordan tutto il vicinato. — Evit ur skubell, teir maouez a skoulm ur marc'had en ur vouzariñ an ardremez a-bezh.
  • Perde le lacrime chi piange davanti al giudice. — Neb a leñv dirak ar barner a goll e zaeroù.
  • Perdona a tutti, ma non a te. — Pardon d'an holl, hogen na bardon ket dit-te.
  • Perdonare è da uomini, scordare è da bestie. — Evit an dud eo pardoniñ, evit al loened eo ankouaat.
  • Pesce che va all'amo, cerca d'esser gramo. — Klask bezañ reuzeudik a ra ar pesk a ya d'an higenn.
  • Pianta a cui spesso si muta luogo, non prende vigore. — Ur blantenn a zilec'hier alies ned a ket war greñvaat.
  • Piccola fiamma non fa gran luce. — Ur flammenn vihan ne ra ket gouloù bras.
  • Piccola pietra rovesciar può il carro. — Ur maenig a ziskar ar c'harr.
  • Piccola scintilla può bruciar la villa. — Ur fulennig a c'hall deviñ an ti.
  • Piccole ruote portano gran pesi. — Pouezioù bras a vez douget gant rodoù bihan.
  • Piccolo ago scioglie stretto nodo. — Gant un nadozig e tigorer ur skoulm stardet.
  • Pietra che rotola non fa muschio. — Maen war ruilh ne zastum ket man.[68]
  • Piglia il bene quando viene, ed il male quando conviene. — Kemer ar mad pa zeu, hag ar fall pa vez ret.
  • Piove sempre sul bagnato. — Atav e ra glav war ar re c'hleb.[69]
  • Più alta la condizione, più si deve essere umili. — Sul uheloc'h an dere, seul uveloc'h e ranker bezañ.
  • Più briccone, più fortunato. — Seul fallakroc'h, seul chañsusoc'h.
  • Più il fiume è profondo, più scorre il silenzio. — Seul zonoc'h ar stêr, seul zidrousoc'h e red.
  • Più si chiacchiera, meno si ama. — Seul vuioc'h a flaperezh, seul nebeutoc'h a garantez.
  • Piuttosto un asino che porti, che un cavallo che butti in terra. — Gwell eo un azen az tougen eget ur marc'h az pann d'an douar.
  • Poca brigata vita beata. — Nebeut a dud, buhez eürus.
  • Poeti e Santi campano tutti quanti. — A Gampania eo an holl varzhed hag an holl sent.
  • Poeti, pittori e pellegrini a fare e a dire sono indovini. — Divinerien eo ar varzhed, al livourien hag ar birc'hirined dre o oberoù hag o lavaroù.
  • Polenta e latte bollito, in quattro salti è digerito. — Ar polenta hag al laezh a vez treizhet dre lammat peder gwech.
  • Portare frasconi a Vallombrosa. — Kas keuneud da Vallombrosa.[70]
  • Prendi la bruna per amante e la bionda per moglie. — Kemer an duardez da vestrez hag ar veleganez da bried.
  • Preghiera di gatto e brontolio di pulce non arrivano in cielo. — Pedenn ur c'hazh ha grumuz ur c'hwenenn ned erruont ket en neñv.
  • Preghiera umile entra in cielo. — Ur bedenn uvel a ya tre en neñv.
  • Prevedere per provvedere e prevenire. — Rakwelout evit pourchas ha disgwallañ.[71]
  • Prima della morte non chiamare nessuno felice. — Na rit ket den eürus eus den ebet a-raok ar marv.
  • Prima di ammogliarsi bisogna fare il nido. — Dav eo sevel an neizh a-raok dimeziñ.
  • Prima di andare alla pesca esamina ben bene la tua rete da pescarete. — A-raok mont da besketa, sell mat ouzh da roued.
  • Prima di domandare, pensa alla risposta. — A-raok goulenn, soñj er respont.
  • Prima lusingare e poi graffiare, è arte dei gatti. — Flourañ kent skrabañ, setu arz ar c'hizhier.
  • Prodigo e bevitor di vino, non fa né forno né mulino. — Foraner hag ever gwin ne ra na forn na milin.
  • Puoi ben drizzare il tenero virgulto, non l'albero già fatto adulto. — Ar greskenn dener a c'heller sonnaat, ar wezenn en oad ne c'heller ket.
  • Putto in vino e donna in latino non fecero mai buon fine. — Biskoazh n'eus bet finvezh vat ebet da vugel er gwin ha maouez el latin.
  • Qual proposta tal risposta. — Diouzh ar c'hinnig e vez ar respont.
  • Qualche intervallo il pazzo ha di saviezza, qualche intervallo il savio ha di stoltezza. — Gwech e vez furnezh gant ar foll, gwech e vez follentez gant ar fur.
  • Qualche volta anche Omero sonnecchia.Homeros zoken a vorede a-wechoù.
  • Quale uccello, tale il nido. — Diouzh al labous e vez an neizh.
  • Quand'anche si trapiantassero in paradiso, i cardi non porterebbero mai rose. — Zoken mar befent treuzplantet en neñv, an askol ne zougfent nepred roz.
  • Quando arriva la gloria svanisce la memoria. — Pan erru ar c'hlod e steuz an eñvor.
  • Quando c'è l'esercito, si trova anche il generale. — Pa vez ul lu e vez ur jeneral ivez.
  • Quando c'è la salute c'è tutto. — Ar yec'hed eo pep tra.
  • Quando canta la rana, la pioggia non è lontana. — Ar glav n'emañ ket pell pa gan ar ran.
  • Quando ci sono molti galli a cantare non si fa mai giorno. — Nepred ne vez deiz pa vez kalz kilheien o kanañ.
  • Quando è alta la passione, è bassa la ragione. — Izel e vez ar skiant-vat pa vez uhel an entan.
  • Quando è finito il raccolto dei datteri, ciascuno trova da ridire alla palma da datteripalma. — An holl dud a gav abeg er balmezenn-real goude eostet an datez.
  • Quando fischia l'orecchio dritto, il cuore è afflitto; quando il manco, il cuore è franco. — Pa c'hwiban ar skouarn dehou e vez doaniet ar galon ; frank e vez ar galon pa ne ra ket.
  • Quando gli eretici si accapigliano, la chiesa ha pace. — E peoc'h e vez an iliz pa vez an disivouderien oc'h en em gannañ.
  • Quando il colombo ha il gozzo pieno, le vecce gli sembrano amare. — Pa vez leun krubuilh an dube e kav dezhañ ez eo c'hwerv ar piz-logod.
  • Quando il culo è avvezzo al peto non si può tenerlo cheto. — Pa vez boas ar revr da vrammat ne c'heller ket e zerc'hel sioul.
  • Quando il fanciullo è satollo anche il miele non ha più gusto. — Ar mel zoken a vez divlaz pa vez ar bugel war e walc'h.
  • Quando il fanciullo ha sette anni, la ragione spunta in lui. — D'e seizh vloaz e strink ar skiant-vat er bugel.
  • Quando il gatto lecca il pelo viene acqua giù dal cielo. — Pa vez ar c'hazh o lipat e vlev e tiskenn dour eus an oabl.
  • Quando il gatto non c'è i topi ballano. — Pa vez aet ar c'hazh kuit e c'hoari al logod.
  • Quando il gatto non può arrivare al lardo dice che è rancido. — Pa ne c'hall ket ar c'hazh tizhout al lard e lavar ez eo boutet.
  • Quando il gatto si lecca e si sfrega le orecchie con la zampina, pioverà prima che sia mattina. — Glav a raio a-raok antronoz pa vez ar c'hazh o lipat e zivskouarn hag ouzh o frotañ gant e bav.
  • Quando il gozzo è pieno, le ciliegie sono acerbe. — Glas e vez ar c'herez pa vez leun ar c'hrubuilh.
  • Quando il grano ricasca, il contadino si rizza. — Pa gouezh ar greun e sav ar c'houer.
  • Quando il grano va a male, bisogna ringraziare Dio per la paglia. — Pan a ar gwinizh da fall e ranker trugarekaat Doue evit ar plouz.
  • Quando il lardo è divorato, poco val cacciare il gatto. — Ne dalv ket ar boan argas ar c'hazh pan eo be debret al lard.
  • Quando il mandorlo non frutta, la semente ci va tutta. — Dispignet-holl e vez ar c'hreunenn pa ne vez frouezhenn ebet ouzh an alamandezenn.
  • Quando il padrone zoppica, il servo non va diritto. — Pa gamm ar mestr ned a ket ar mevel war-eeun.
  • Quando il sole splende, non ti curar della luna. — Na vez ket chalet gant al loar pa vez an heol o parañ.
  • Quando il tempo è chiaro in autunno, vento nell'inverno. — Pa vez sklaer anezhi en diskar-amzer, avel er goañv.
  • Quando in autunno sono grassi i tassi e le lepri, l'inverno è rigoroso. — Pa vez tev ar broc'hed hag ar gedon en diskar-amzer e vez kalet ar goañv.
  • Quando l'amore è a pezzi non c'è alcuna colla che lo riappiccichi. — N'eus peg ebet evit adpegañ ar garantez torret.
  • Quando l'angelo diventa diavolo, non c'è peggior diavolo. — N'eus ket gwashoc'h diaoul eget un ael aet da ziaoul.
  • Quando l'avaro muore, il danaro respira. — Analat a ra an arc'hant pa varv ar pizhard.
  • Quando l'Italia suona la chitarra, la Spagna le nacchere, la Francia il liuto, l'Irlanda l'arpa, la Germania la tromba, l'Inghilterra il violino, l'Olanda il tamburo, nulla è uguale ad esse. — N'eus netra par da Italia pa son ar gitar, da Spagn pa rigedag, da Vro-C'hall pa son al lud, da Iwerzhon pa son an delenn, da Alamagn pa son an drompilh, da Vro-Saoz pa son ar violin, da Holland pa son an daboulin.
  • Quando la barba fa bianchino, lascia la donna e tienti al vino. — Pa ya ar barv da wenn, dilez ar vaouez ha chom gant ar gwin.
  • Quando la cicala canta in settembre, non comprare gran da vendere. — Arabat eo prenañ kalz traoù da werzhañ pa gant ar skrilh-wez e miz Gwengolo.
  • Quando la fame entra dalla porta, l'amore esce dalla finestra. — Pa zeu an naon tre dre an nor ez a ar garantez er-maez dre ar prenestr.
  • Quando la grazia di Dio è nel cuore, gli occhi nuotano nell'allegria. — Neuial el levenez a ra an daoulagad pa vez gras Doue er galon.
  • Quando la guerra comincia s'apre l'inferno. — Digeriñ a ra an ifern pa grog ar brezel.
  • Quando la neve si scioglie si scopre la mondezza. — Pa deuz an erc'h e kaver al lastez.
  • Quando la pera è matura casca da sé. — Hec'h-unan e kouezh ar berenn pa vez azv.
  • Quando la radice è tagliata, le foglie se ne vanno. — Da get ez ar an delioù pa vez troc'het ar wrizienn.
  • Quando la ragione dorme, il cuore scappuccia. — Pa vez ar skiant-vat o kousket e tec'h ar galon.
  • Quando la luna è bianca il tempo è bello; se è rossa, vuole dire vento; se pallida, pioggia. — Brav an amzer pa vez gwenn al loar ; avel pa vez ruz ; glav pa vez morlivet.
  • Quando la rana canta il tempo cambia. — Pa gan ar ran e kemm liv an amzer.
  • Quando non dice niente, non è dal savio il pazzo differente. — Pa ne lavar netra n'eo ket ar foll disheñvel diouzh ar fur.
  • Quando non sai, frequenta in domandare. — Pa ne ouzez ket, goulenn.
  • Quando piove col sole le vecchie fanno l'amore. — Orgediñ a ra ar gwrac'hed pa vez heol ha glav war an dro.
  • Quando piove d'agosto, piove miele e mosto. — Pa vez glav e miz Eost e vez mel ha fro a-builh.
  • Quando si è in ballo bisogna ballare. — Pa vezer en ur gorolladeg e ranker korolliñ.
  • Quando si è patito si è inclini a compatire. — Douget d'an druez e vezer p'en devezer gouzañvet.
  • Quando si mangia non si parla. — Ne gomzer ket en ur zebriñ.
  • Quando sono fidanzate hanno sette mani e una lingua, quando sono sposate hanno sette lingue e una mano. — Seizh dorn hag un teod pa vezont dimezet, seizh teod hag un dorn pa vezont euredet.
  • Quando un amico chiede, non v'è domani. — N'eus warc'hoazh ebet pa c'houlenn ur mignon.
  • Quando un povero dà al ricco, Dio ride in cielo. — Pa ro ur paour d'ur pinvidig e c'hoarzh Doue en neñv.
  • Quando una cosa è accaduta, poco vale lamentarsi. — Didalvez eo klemm goude ma'z eus c'hoarvezet un dra bennak.
  • Quando viene la forza, il diritto è morto. — Pa zeu an nerzh e varv ar gwir.
  • Quanto più è alto il monte, tanto più profonda la valle. — Seul uheloc'h ar menez, seul zonoc'h an draoñienn.
  • Quanto più la rana si gonfia, più presto crepa. — Seul vuioc'h e koeñv ar ran, seul vuanoc'h e tarzh.
  • Quanto più se n'ha, tanto più se ne vorrebbe. — Seul vuioc'h en devez an den, seul vuioc'h e venn kaout.
  • Quel che con l'acqua mischia e guasta il vino, merita di bere il mare a capo chino. — Neb a vesk hag a gousi ar gwin gant dour zo dellezek da evañ ar mor gant e benn stouet.
  • Quel che è disposto in cielo, conviene che sia. — Dereat eo e vefe eus ar pezh a zo bet aozet en neñv.
  • Quel, che è fatto, è fatto, e non si può fare, che fatto non sia. — Pezh a zo graet zo graet, ha ra ne vo ket graet pezh na c'heller ket ober.
  • Quel che non può l'ìngegno, può spesso la fortuna. — Pezh na c'hall ket an ijin ober, alies e c'hall ar chañs ober.
  • Quel che si dà al ricco, si ruba al povero. — Laeret digant ar beorien eo ar pezh a vez roet d'ar binvidien.
  • Quel che si fa a fin di bene, non dispiace mai a Dio. — Nepred ne zisplij da Zoue ar pezh a vez graet gant ur ratozh mat.
  • Quel che si fa all'oscuro, appare al sole. — Pezh a vez graet en duder a zeu war wel en heol.
  • Quel che supera il mio intelletto, lo lascio stare. — Lezel a ran ar pezh a zo dreist ma meiz.
  • Quella bellezza l'uomo saggio apprezza che dura sempre, fino alla vecchiaia. — Betek ar gozhni e pad ar vraventez a blij d'ar fur.
  • Quelli che hanno meno ingegno, ne hanno da vendere più degli altri. — Ar re o deus an nebeutañ a ijin o deus ar muiañ da werzhañ.
  • Quello che abbaia è il cane sdentato. — Ar c'hi dizent eo an hini a harzh.
  • Quello che deve durare per l'eternità non si deve scrivere con l'acqua. — Arabat eo skrivañ gant dour ar pezh a rank peurbadout.
  • Quello che è accaduto ieri, può accadere oggi. — Pezh a oa c'hoarvezet dec'h a c'hall c'hoarvezout hiziv.
  • Quello che è passato, è scordato. — Pezh a zo tremenet a zo ankouaet.
  • Quello che ha da essere, sarà. — Pezh a rank bezañ a vezo.
  • Quello che non avviene oggi, può avvenire domani. — Pezh na c'hoarvez ket hiziv a c'hall c'hoarvezout warc'hoazh.
  • Quello che non è stato può essere. — Pezh n'eo ket bet a c'hall bezañ.
  • Quello che si dice all'eco nel bosco, il bosco lo ripete. — Pezh a lavarer d'an heklev er c'hoad a vez adlavaret gant an heklev.
  • Quello che si impara in gioventù, non si dimentica mai più. — Biken ne ankouaer ar pezh a zesker er yaouankiz.
  • Quello che si usa non si scusa. — Boaz ne c'houlenn ket digarez.
  • Quello è un fanciullo accorto che conosce suo padre. — Bugel fin a anavez e dad.
  • Raglio d'asino non giunse mai al cielo. — Biskoazh n'eo savet breugadenn an azen betek an neñv.
  • Rana di palude sempre si salva. — Atav e tec'h ran ar geunioù.
  • Rane, malsane. — Kleñvedus eo ar raned.
  • Render nuovi benefici all'ingratitudine è la virtù di Dio e dei veri uomini grandi. — Vertuz Doue ha hini an dud veur eo ober madoù nevez d'an dianaoudeien.
  • Ricchezza mal disposta a povertà s'accosta. — Tostaat d'ar baourentez a ra ar binvidigezh digempenn.
  • Ricchi e poveri non portano che un lenzuolo all'altro mondo. — Koulz ar binvidien hag ar beorien ne gasont nemet un liñsel ganto d'ar bed all.
  • Ricco e grande fortuna potrà farti, ma mai il comune senso potrà darti. — Ar chañs vras a c'hall da binvidikaat, biken avat ne c'hallo reiñ skiant-vat dit.
  • Ride ben chi ride ultimo. — Mat e c'hoarzho neb a c'hoarzho da ziwezhañ.
  • Roba calda il corpo non salda. — Ne brenner ket an dilhad tomm.[72]
  • Roba d'altri, tutti scaltri. — Ijinus e vez holl draoù an hentez.
  • Roma non fu fatta in un giorno. — Ne voe ket savet Roma en ur ober tri devezh.
  • Rosso di mattina, pioggia vicina. — Ruz da veure, glav o tont.
  • Rosso di sera bel tempo si spera. — Ruz da noz, amzer vrav da c'hortoz.
  • Rovo, in buona terra covo. — En douar mat e kresk an drez.
  • Salta chi può. — Lammat neb a c'hall.
  • San Benedetto la rondine sotto il tetto. — Da ouel sant Benead[73], gwennili dindan an doenn.
  • San Lorenzo dalla gran calura. — Sant Laorañs a zegas tommder bras.
  • San Silvestro l'oliva nel canestro. — Da ouel sant Jelvestr[74], an olivez er baner.
  • Sangue giovane sempre spavaldo. — Atav e vez her ar gwad yaouank.
  • Sbagliando s'impara. — Dre faziañ eo e tesker.
  • Scalda più l'amore che mille fuochi. — Gwashoc'h eget mil tan e skaot ar garantez.
  • Scherza coi fanti e lascia stare i Santi. — C'hoari gant al lamponed ha lez ar sent e peoc'h.
  • Scherzando intorno al lume che t'invita, farfalla perderai l'ali e la vita. — Dre c'hoari en-dro d'ar gouloù az tesach, balafenn, e kolli da zivaskell ha da vuhez.
  • Scherzo di mano, scherzo di villano. — Choari daouarn, c'hoari bilen.
  • Schiena di mulo, corso di barca, buon per chi n'accatta. — Kein ur marc'h-azen, kentel bageal, gwell a-se evit neb a asant.
  • Scusa non richiesta, accusa manifesta. — Digarez ha n'eo ket goulennet, tamall anat.
  • Se ari male, peggio mieterai. — Fall an arat, dister an eost.
  • Se fossero buoni i nipoti non si leverebbero dalla vigna. — Mar bije mat ar vugale-vihan ne guitajent ket ar winieg.
  • Se gioventù sapesse, se vecchiaia potesse. — Mar gouije ar yaouankiz, mar gellje ar gozhni.
  • Se i gatti sapessero volare, le beccacce sarebbero rare. — Rouez e vije ar c'hefeleged-koad mar gouife ar c'hizhier nijal.
  • Se il coltivatore non è più forte della su' terra questa finisce per divorarlo. — Mar n'eo ket ar c'houer kreñvoc'h eget an douar e vo plaouiet en diwezh.
  • Se il ladro lasciasse il suo rubare, non ci sarebbero più forche. — Ne vije mui kroug ebet mar paouezje al laer da laerezh.
  • Se il giovane sapesse di quanto ha bisogno la vecchiaia, chiuderebbe spesso la borsa. — Serriñ e sac'h alies a raje an den yaouank mar gouije pegen bras eo ezhomm an dud kozh.
  • Se il padre di famiglia è miope, i servi sono ciechi. — Mard eo berrwel an tieg ez eo dall ar vevelien.
  • Se il piede destro è zoppo, Dio rafforza il sinistro. — Mard eo kamm an troad kleiz, Doue a greñva an troad dehou.
  • Se il poeta s'erige a oratore predicherà agli orecchi e non al cuore. — Mard a ar barzh da brezegenner e prezego d'an divskouarn ha n'eo ket d'ar galon.
  • Se il primo bottone hai fatto essere secondo, tutti sbagliati saranno da cima a fondo. — Mard eo an an eil an nozelenn gentañ ac'h eus prennet e vo faziek pep tra eus al laez d'an traoñ.
  • Se il re sputa sopra un abete si chiama subito abete reale. — Mar tuf ar roue war ur saprenn e vez graet diouzhtu saprenn-real anezhi.
  • Se il ricco conoscesse la fame del povero, gli darebbe del suo pane. — Mar gouije ar pinvidig a-zivout naon ar paour e roje e vara dezhañ.
  • Se il tuo gatto è ladro non scacciarlo di casa. — Mard eo da gazh ul laer, arabat eo dit e argas kuit eus an ti.
  • Se il virtuoso è povero, il lodarlo non basta; il dovere primo è d'aiutarlo. — Mard eo paour an den vertuzus, n'eo ket trawalc'h e veuleudiñ ; ret eo e skoazellañ da gentañ.
  • Se la pazzia fosse dolore, in ogni casa si sentirebbe stridere. — Mar bije poanius ar follentez e vije klevet ur yudadenn e pep ti.
  • Se le lattughe lasci in guardia alle oche, al ritorno ne troverai ben poche. — Mar lezez al letuz e gwar ar gwazi e kavi nebeut-tre pa vi distro.
  • Se ne vanno gli amori e restano i dolori. — Ar garantez a ya da get hag ar boan a chom.
  • Se nessuno sa quel che sai, a nulla serve il tuo sapere. — Mar ne oar den ebet e ouzez, didalvez eo da ouiziegezh.
  • Se non è zuppa è pan bagnato. — Mar n'eo ket soubenn ez eo ur gastelodenn c'hleb.
  • Se non hai mai rubato, la parola ladro non è per te un'ingiuria. — N'eo ket ar ger laer evidout mar ne'c'h eus biskoazh laeret.
  • Se occhio non mira, cuor non sospira. — Mar ne wel ket al lagad, ar galon ne huanad ket.
  • Se ognun spazzasse da casa sua, tutta la città sarebbe netta. — Kempenn e vije kêr mar skubje pep unan e di.
  • Se piovesse oro, la gente si stancherebbe a raccoglierlo. — Mar graje glav aour e yaje skuizh an dud ouzh e zastum.
  • Se son rose fioriranno. — Mard eo roz e vleugnint.
  • Se un fratello compie un omicidio, gli altri non sono responsabili. — Mard a ur breur da vuntrer, ar re all n'int ket atebek.
  • Se vuoi che t'ami, fa' che ti brami. — Mar fell dit bezañ karet ganin, lakat c'hoant da sevel ennon.
  • Se vuoi portare l'uomo a incretinire, fallo ingelosire. — Mar menne treiñ un den da sot, tro-eñ da warizius.
  • Segui il filo e troverai il gomitolo. — Heuilh an neudenn hag e kavi ar volotenn.
  • Senza denari non canta un cieco. — Hep arc'hant ne gan ket un dall.
  • Senza denari non si canta messa. — Hep arc'hant ne ganer ket an oferenn.
  • Senza umiltà tutte le virtù sono vizi. — Hep uvelded, an holl vertuzioù zo gwallsioù.
  • Sempre ti graffierà chi nacque gatto. — Atav e vi skilfet gant neb a zo ganet kazh.
  • Senza umanità non vi è né virtù, né vero coraggio, né gloria durevole. — Hep kuñvelezh n'eus na vertuz, na kalonegezh wirion, ha klod padus.
  • Seren d'inverno e nuvolo d'estate, non ti fidare. — Bez disfiz ouzh sklaerder er goañv ha koumoul en hañv.
  • Settembre, l'uva è fatta e il fico pende. — Miz Gwengolo, graet eo ar rezin hag a-ispilh ar fiez.
  • Si bacia il fanciullo a causa della madre, e la madre a causa del fanciullo. — Abalamour d'ar vamm e poker d'ar bugel, hag abalamour d'ar bugel e poker d'ar vamm.
  • Si deve alzare di buon'ora chi vuol contentare i suoi vicini. — Dav eo sevel abred mar menner plijout d'an amezeien.
  • Si dice il peccato, ma non il peccatore. — Ar pec'hed a diskulier, ar pec'heder ne reer ket.
  • Si mantiene un esercito per mille giorni, e non se ne fa uso che per un momento. — E-pad mil devezh e vez dalc'het un arme, na ve vez implijet nemet e-pad ur frapad.
  • Si parla del diavolo e spuntano le corna. — Pa gomzer eus an diaoul e teu kerniel war wel.
  • Si può conoscere la tua opinione dal tuo sbadigliare. — Diouzh da vazailhadenn ez anavezer da ali.
  • Si può vivere senza fratelli ma non senza amici. — Hep breur e c'heller bevañ, hep mignon ne c'heller ket.
  • Si stava meglio quando si stava peggio. — Gwelloc'h e oa pa oa gwashoc'h.
  • Sia l'astrologo che l'indovina ti portano alla rovina. — D'ar rivin e kas ar steredour hag an diviner.
  • Sin che si vive, s'impara sempre. — A-hed ar vuhez e tesker.
  • Sol gente di mal'affare, bestie e botte, van fuori di notte. — Ar walloberien, al loened hag al lopoù a ya er-maez en noz.
  • Son padrone del mondo oggi le donne e cedon toghe e spade a cuffie e gonne. — Hiziv ez eo ar maouezed mestrezed war ar bed, ha togaoù ha klezeier a roont d'ar c'hoefoù ha d'ar brozhioù.
  • Sono meglio cento beffe che un danno. — Gwell eo kant kunujenn eget un droug.
  • Sopra l'albero caduto ognuno corre a fare legna. — An holl dud a red da zastum koad diwar ar wezenn gouezhet.
  • Sotto la neve pane, sotto l'acqua fame. — Dindan an erc'h ar bara, dindan an dour an naon.
  • Spesso a chiaro mattino, v'è torbida sera. — Alies e vez koumoulek an abardaez goude ur beure sklaer.
  • Spesso chi commette un'ingiustizia, ne subisce una peggiore. — Neb a ra un direizhder a c'houzañv alies unan gwashoc'h.
  • Spesso vince più l'umiltà che il ferro. — Aliesoc'h eget an houarn e vez trec'h an uvelded.
  • Sposa bagnata sposa fortunata. — Plac'h nevez glebiet, plac'h nevez chañsus.
  • Stretta la foglia, larga la via dite la vostra che ho detto la mia. — Strizh ar follenn, ledan an hent, lavarit ho ker, lavaret em eus ma hini deoc'h.
  • Stringe più la camicia che la gonnella. — Stardetoc'h ar roched eget ar vrozh.
  • Studia non per sapere di più, ma per sapere meglio degli altri. — Studi, n'eo ket evit gouzout hiroc'h, hogen evit gouzout gwelloc'h eget ar re all.
  • Studio in gioventù, onore alla vecchiaia. — Studi er yaouankiz, enor er gozhni.
  • Sulla pelle della serpe nessuno guarda alle macchie. — Den ebet ne sell ouzh a tarchoù a zo war groc'hen an naer.
  • Superbia povera spiace anche al diavolo; umiltà ricca piace anche a Dio. — D'an diaoul ivez e tisplij al lorc'h paour ; da Zoue ivez e plij an uvelded pinvidik.
  • T'annoia il tuo vicino? Prestagli uno zecchino. — Ha tregaset e vezez gant da amezeg ? Prest ur sekin dezhañ.
  • Tagliare i capelli con la pentola. — Troc'hañ ar blev gant ur gastelodenn.[75]
  • Tal lascia l'arrosto che poi brama il fumo. — Neb a zilez ar rost a c'hall analat ar moged.
  • Tanti idoli, tanti templi. — Kant idol, kant azeuldi.
  • Tanti pochi fanno un assai. — Kalz nebeudoù a ra kalz.
  • Tanto l'amore quanto il fuoco devono essere attizzati. — Koulz ar garantez hag an tan a ranker brochañ.
  • Tanto l'amore quanto la minestra di fagioli vogliono uno sfogo. — Koulz ar garantez ha soubenn ar fav a falvez tarzhañ.
  • Tanto va la gatta al lardo che ci lascia lo zampino. — Kement ez a ar gazhez d'al lard ma lez louc'hoù dimp.
  • Tempo chiaro e dolce a capodanno, assicura bel tempo tutto l'anno. — Sklaer ha klouar anezhi da noz Kalanna, amzer vrav a-hed ar bloaz.
  • Tenga bene a mente un bugiardo quando mente. — Dalc'h soñj eus ur gaouier pa liv gevier.
  • Tentar non nuoce. — N'eus droug ebet e klask.
  • Terra bianca, tosto stanca. — Douar gwenn, war-nes diviet.
  • Terra coltivata raccolta sperata. — Douar labouret, eost gortozet.
  • Terra nera buon grano mena. — Douar du a ro greun mat.
  • Terra poca, terra assai: terra assai, terra poca. — Nebeut a zouar, kalz douar ; kalz douar, nebeut a zouar.[76]
  • Testa di pazzo non incanutisce mai. — Nepred ned a penn ar foll da wenn.
  • Tira più un capello di donna che cento paia di buoi. — Ur vlevenn maouez a sach muioc'h eget kant rumm ejened.
  • Tolta la causa, cessato l'effetto. — Aet an devouder da get, paouezet an devouded.
  • Tondi l'agnello e lascia il porcello. — Touz an oan ha lez ar porc'hell.
  • Tra cani non si mordono. — Ar chas ne zantont ket an eil egile.
  • Tra i due litiganti il terzo gode. — Etre div gevrenn, an trede a c'hounez.
  • Tra il dire e il fare c'è di mezzo il mare. — Ur mor zo etre lavaret hag ober.
  • Tra l'incudine e il martello, mano non metta chi ha cervello. — An dud speredek ne lakaont ket o dorn etre ar morzhol hag an annev.
  • Tra marito e moglie non mettere il dito. — Arabat eo lakaat ur biz etre ar pried hag ar wreg.
  • Tradimento piace assai, traditor non piace mai. — Kalz e plij an drubardiezh, nepred ne blij an trubard.
  • Trattar male il povero è il disonor del ricco. — Dizenor ar binvidien eo gwallgas ar beorien.
  • Tre cose cacciano l'uomo di casa: fumo, goccia e femmina arrabbiata. — Tri zra a skarzh ar gwaz eus an ti : ar moged, an dakenn hag ur vaouez kounnaret.
  • Tre cose fanno l'uomo ammalato: amore, vino e bagno. — Tri zra a laka ar gwaz da venel klañv : ar garantez, ar gwin hag ar c'hibellañ.
  • Trenta monaci e un abate non farebbero bere un asino per forza. — Tregont manac'h hag un abad ne lakafent ket un azen da evañ dre nerzh.
  • Triste e guai, chi crede troppo e chi non crede mai. — Trist ha reuzeudik, neb a gred re ha neb na gred nepred.
  • Triste quel cane che si lascia prendere la coda in mano. — Trist eo ar c'hi hag a lez un dorn tapout krog en e lost.
  • Triste quell'estate, che ha saggina e rape. — Trist eo an hañv hag en deus sorgo hag irvin.
  • Tromba di culo, sanità di corpo. — Bramm er revr, yec'hed er c'horf.
  • Troppa manna, nausea. — Re a vann, sav-kalon.[77]
  • Troppa modestia è orgoglio mascherato. — Re a uvelded zo ul loc'h dic'hizet.
  • Troppe soddisfazioni tolgono ogni voglia. — Re a laouenidigezh a gas pep c'hoant da get.
  • Troppi cuochi guastano la cucina. — Re a geginerien a voc'h ar c'heginañ.
  • Troppo povero e troppo ricco fa ugual disgrazia. — Kement a reuz a zeu eus re a baourentez ha re a binvidigezh.
  • Tu scherzi col tuo gatto e l'accarezzi, ma so ben io qual fine avran quei vezzi. — C'hoari gant da gazh a rez hag e flourañ, met gouzout a ran mat pe ziwezh a vo d'an orbidoù-se.
  • Tutta la strada non fallisce il saggio che, accortosi a metà, corregge il viaggio. — Ar fur hag a reizh e fazi hanter-hent ne fazi ket war an hent a-bezh.
  • Tutte le cose sono difficili prima di diventar facili. — Pep tra zo diaes kent treiñ da aes.
  • Tutte le strade portano a Roma. — An holl hentoù a gas da Roma.
  • Tutte le volte che si risataride si toglie un chiodo dalla cassa. — Bewezh ma c'hoarzher e tenner un tach eus an arched.
  • Tutti del pazzo tronco abbiamo un ramo. — Ur skourr eus ar c'hef foll zo gant pep unan ac'hanomp.
  • Tutti i fiumi vanno al mare. — D'ar mor ez a an holl stêrioù.
  • Tutti i giorni sono buoni per andare a caccia, ma non per prendere uccelli. — An holl zeizioù zo mat evit mont da chaseal, met evit tapout laboused n'int ket.
  • Tutti i guai son guai, ma il guaio senza pane è il più grosso. — An holl drubuilhoù zo trubuilhoù, met ar re hep bara eo ar re vrasañ.
  • Tutti i gusti son gusti. — Blazennoù eo an holl vlazennoù.
  • Tutti i mestieri danno il pane. — An holl vicherioù a ro bara.
  • Tutti i nodi vengono al pettine. — An holl skoulmoù a zeu war c'horre.[78]
  • Tutti i peccati mortali sono femmine. — Benel eo an holl bec'hedoù marvus.
  • Tutto ciò che dura a lungo annoia. — Da vorodus e tro kement tra a bad pell.
  • Tutto è bene quel che finisce bene. — Mat pep tra pan echu mat.
  • Tutto il cervello non è in una testa. — N'emañ ket an holl speredegezh en ur penn hepken.
  • Tutto il mondo è paese. — Ar bed a-bezh zo ur vro.[79]
  • Tutto quello che è bianco non è farina. — N'eus ket bleud eus kement tra a zo gwenn.
  • Tutto s'accomoda fuorché l'osso del collo. — Pep tra a vez ratreet war-bouez askorn ar gouzoug.[80]
  • Uccellin che mette coda vuol mangiare a tutte l'ore. — Ar pologed hag a lostenn a venn debriñ a-hed an amzer.
  • Umiltà e cortesia adornano più di una veste tessuta d'oro. — Uvelded ha kourtezi a dalv muioc'h eget dilhad gwiadet en aour.
  • Un bel tacer non fu mai scritto. — Nepred ne voe skrivet un tav kaer.
  • Un'anima magnanima consulta le altre; un'anima volgare disprezza i consigli. — Un ene hael a c'houlenn kuzul digant e hentez ; un ene vil a zispriz ar c'huzulioù.
  • Un'oncia di allegria vale più di una libbra di tristezza. — Un oñs levenez a dalv muioc'h eget ul lur tristidigezh.
  • Un'ora di contento sconta cent'anni di tormento. — Un eurvezhiad laouenidigezh a bae kant bloavezhiad trabas.
  • Un abete non fa foresta. — Ur saprenn ne ra ket ur goadeg.
  • Un bell'abito è una lettera di raccomandazione. — Ur gwiskamant brav zo ul lizher-erbediñ.
  • Un buon abate loda sempre il suo convento. — Un abad mat a veul atav e abati.
  • Un buon principio va sempre a buon fine. — Da zeroù mat, diwezh mat.
  • Un cattivo libro ha spesso un buon titolo, ed una fronte onesta, un cervello ribaldo. — Un titl mat a vez alies d'ul levr fall, ha d'un tal onest ur spered fallakr.
  • Un cuor magnanimo vuol sempre il bene, anche se il premio mai non ottiene. — Atav e venn ur galon hael ar mad, zoken pa ne vez nepred garedonet.
  • Un esercito senza generale è come un corpo senz'anima. — Un arme hep jeneral zo evel ur c'horf hep ene.
  • Un fratello aiuta l'altro. — An eil breur a skoazell egile.
  • Un granello fa traboccare la bilancia. — Ur c'hreunenn a laka ar ventel da fennañ.
  • Un ladro non ruba sempre, ma bisogna guardarsi da lui. — Ne vez ket al laer o laerezh atav, met dav eo disfiziout dioutañ.
  • Un lume è più presto spento che acceso. — Buanoc'h e vez lazhet ur gouloù eget ma vez elumet.
  • Un male tira l'altro. — Ur gwalleur a zegas unan all.
  • Un nemico è troppo, cento amici non bastano. — Un enebour zo re, kant mignon n'eo ket a-walc'h.
  • Un padre campa cento figli e cento figli non campano un padre. — Un tad a ro buhez da gant bugel ha kant bugel ne roont ket buhez d'un tad.
  • Un pazzo ne fa cento. — Ur foll a ra kant.
  • Un piccolo buco fa affondare un gran bastimento. — Un toullig a gas ul lestr bras d'ar strad.
  • Un povero virtuoso val più di un ricco vizioso. — Muioc'h e tav ur paour vertuzus eget ur pinvidig sius.
  • Una bella barba e un cuor valente adornano l'uomo. — Kinklet e vez ar gwaz gant ur barv brav hag ur galon greñv.
  • Una bella giornata non fa estate. — Un devezh brav ne ra ket an hañv.
  • Una bella lacrima trova facilmente un fazzoletto che la asciughi. — Aes e kav un daerenn gaer ul lien evit he sec'hañ.
  • Una bugia ha bisogno di sette bugie. — Ret eo d'ur gaou kaout seizh gaou.
  • Una buona risata si trasforma tutta in buon sangue. — Ur c'hoarzhadenn vat a ya da wad mat.
  • Una ciliegia tira l'altra. — Ur gerezenn a zegas unan all.
  • Una estate vale più di dieci inverni. — Un hañvezh a dalv muioc'h eget dek goañvezh.
  • Una parola tira l'altra. — Ur gomz a zegas unan all.
  • Una ma buona. — Unan hepken hogen mat.
  • Una fa, due stentano, ma a tre ci vuol la serva. — Unan a ra, div a boagn, met teir a falvez ar vatezh.
  • Una Fenice fra le donne è quella, che altra donna confessa essere bella. — Ur fenis a-douez ar maouezed eo an hini a zo anzavet he c'hened gant ur vaouez all.
  • Una mano lava l'altra e tutte e due lavano il viso. — Un dorn a walc'h egile hag an daou a walc'h an dremm.
  • Una mela al giorno leva il medico di torno. — Un aval bep mintin a bella ar medisin.
  • Una ne paga cento. — Kant a baeer evit unan.
  • Una rondine non fa primavera. — Ur wennili ne ra ket an nevezamzer.[81]
  • Una volta corre il cane e una volta la lepre. — Ur wech e red ar c'hi, hag ur wech ar c'had.
  • Una volta per uno non fa male a nessuno. — Ur wech hepken ne ra droug da zen.
  • Uno semina, l'altro raccoglie. — An eil a had, egile a eost.
  • Uomo a cavallo, sepoltura aperta. — Den war varc'h, bez digor.
  • Uomo avvisato mezzo salvato. — Den gouzavet, hanter saveteet.
  • Uomo da nessuno invidiato, è uomo non fortunato. — Gwalleürus neb na vez aviet gant den ebet.
  • Uomo di vino, non vale un quattrino. — Paotr e win ne dalv ket ur gwenneg.
  • Uomo morto non fa più guerra. — Un den marv ne ra mui brezel.
  • Uomo senza quattrini è un morto che cammina. — Un den diarc'hant zo un den marv war vale.
  • Uomo solitario, o angelo o demone. — Den digenvez, ael pe ziaoul.
  • Uomo zelante, uomo amante. — Den intampius, den karantezus.
  • Uovo di un'ora, pane di un giorno, vino di un anno, donna di quindici e amici di trent'anni. — Vi un eur, gwin ur bloaz, maouez pemzek vloaz ha mignoned tregont vloaz.
  • Va' in piazza vedi e odi, torna a casa bevi e godi. — Kerzh d'al leugêr, gwel hag argarzh, distro d'ar gêr, ev ha bourr.[82]
  • Va più di un asino al mercato. — Ouzhpenn un azen a ya d'ar marc'had.
  • Val più un piacere da farsi che cento di quelli fatti. — Plijusoc'h eo an traoù a farder eget an traoù fardet.
  • Val più una messa in vita che cento in morte. — Muioc'h e talv un oferenn er vuhez eget kant er marv.
  • Vale più la pratica che la grammatica. — Muioc'h e talv an embreg eget an damkan.
  • Vale più un fatto che cento parole. — Ur fed a dalv muioc'h eget kant ger.
  • Vale più un testimone di vista che cento d'udito. — Un test a-lagad a dalv kant a-skouarn.
  • Vanga e zappa non vuol digiuno. — Ar bal hag ar bigell ne vennont ket yuniñ.
  • Vanga piatta poco attacca, vanga ritta terra ricca, vanga sotto ricca il doppio. — Pal blat a voulc'h nebeut, pal sonn douar pinvidik, pal sanket douar div wech pinvidikoc'h.
  • Vecchiaia d'aquila, giovinezza d'allodola. — Kozhni an erer, yaouankiz an alc'hweder.
  • Vedere e non toccare è una cosa da crepare. — Gwelet hep stekiñ, peadra da greviñ.
  • Vedere per credere. — Gwelout evit krediñ.
  • Vento fresco mare crespo. — Avel fresk mor rodellet.
  • Ventre vuoto non sente ragioni. — Kof goullo ne glev skiant-vat ebet.
  • Vesti un legno, pare un regno. — Laka dilhad d'ur c'hoad, neuz ur rouantelezh zo dezhañ.[83]
  • Vi sono dei matti savi, e dei savi matti. — Sodien fur ha furien sod zo.
  • Vicino alla chiesa lontano da Dio. — Nes an iliz, pell diouzh Doue.
  • Vicino alla serpe c'è il biacco. — Nes an naer-wiber emañ ar silienn-c'harzh.
  • Vigna nel sasso e orto in terren grasso. — Gwinieg en douar meinek ha liorzh en douar druz.
  • Vincere un ambo al lotto è un malefizio, che più accresce la speranza al vizio. — Ur mallozh eo gounit div wech el lotiri, pa laka ar spi siek da greskiñ.
  • Vino battezzato non vale un fiato. — Gwin badezet ne dalv ket ur glukadenn.[84]
  • Vino battezzato, non va al palato. — Gwin badezet ne zere ket d'ar staon.
  • Vino dentro, senno fuori. — Gwin e-barzh, furnezh er-maez.
  • Vino di fiasco la sera buono e la mattina guasto. — Buredad gwin, mat da noz ha fall da vintin.
  • Vino e sdegno fan palese ogni disegno. — Ar gwin hag ar fulor a ziskuilh an holl vennadoù.
  • Vino non è buono che non rallegra l'uomo. — N'eo ket mat ar gwin na laouena ket an den.
  • Violenza non dura a lungo. — Ar feulster ne bad ket.
  • Vivi e lascia vivere. — Bev ha lez da vevañ.
  • Vizio di natura fino alla fossa dura. — Ur si naturel a bad betek ar bez.
  • Voglia di lavorar saltami addosso, lavora tu per me che io non posso. — C'hoant da labourat a sailh warnon, te a labour evidon rak me ne c'hallan ket.
  • Volere è potere. — Mennout zo gallout.[85]

Levrlennadur

[kemmañ]

Notennoù

[kemmañ]
  1. Schwamenthal, § 78 ; keñveriañ ouzh Gutta cavat lapidem.
  2. Titl ur romant gant Achille Campanile (1899-1977) e 1930, aet da grennlavar hag e yezh ar pemdez.
  3. En un ti-kenwerzh.
  4. Diwar-benn an dud hag a voulc'h un oberenn hep bout gouest d'e gas da bennvat ; brudet e veze ar C'hallaoued evit argadiñ hep tec'hiñ, padal e ouie ar Spagnoled en em denn e koulz.
  5. Divalav en diavaez, brav en diabarzh.
  6. Dav e vez gortoz pell kent ma c'hoarvezfe an darvoudenn a c'hoanager.
  7. Goude skrivet un emglev war baper e c'heller kousket dibreder.
  8. Da get peurliesañ e kas adskoulmañ darempredoù goude hir amzer.
  9. En abeg d'ar frouezh, d'ar seiz ha d'ar prenn.
  10. Didalvez eo klask ober kant tra war un dro.
  11. Neb a foran e arc'hant el lotiri a vo en noazh, ret e vo dezhañ kreskiñ ur feur evel un arzh evit em wiskañ.
  12. Neb a noaz ouzh an hentez a rank bezañ en gortoz a respontoù heñvel.
  13. Kenderc'hel a ra ar vuhez goude marv un den karet.
  14. Marc'hadmat zo ker.
  15. Neb a vir an traoù re bell e-lec'h ober ganto bremañ o gwelo o kouezhañ en o foull.
  16. (br) Da heul ar bleiz ned a ket an oan.
  17. Heñvelster gant Chi si contenta gode. — Dav eo ober gant pezh a zo.
  18. Meneget e Filippo Moisè, Storia della Toscana dalla fondazione di Firenze fino ai nostri giorni, V. Batelli e compagni, 1848, p. 73
  19. Gant an niver e teu ar surentez ; Roland eo Orlando, diwar Orlando Innamorato ("Orlando amourous"), ur varzhoneg gant Matteo Maria Boiardo (1440-1494).
  20. Al lira e oa moneiz Italia kent an euro (1 a viz Genver 2002).
  21. En dave d'an dañjerioù a vez degaset d'an dimezelled gant ar garantez.
  22. Techet e vez an den da zaremprediñ tud a zo damheñvel outañ.
  23. Desachet e vez ar wazed gant blev ar maouezed, a-hervez.
  24. Meneget e Salvatore Battaglia, Grande Dizionario della Lingua Italiana, VII Grav - Ing, Unione Tipografico-Editrice Torinese, Torino, 1972, p. 331.
  25. Krennlavar eus Ferrara, hervez Riccardo Bacchelli e Il Mulino del Po, hag a ra dave da zourioù bras dirakwelus ar Po ; alies e sko an tonkadur el lec'h ma kreder bezañ e surentez.
  26. Meneget e Piero Angela, Ti amerò per sempre: La scienza dell'amore, Mondadori, Milano, 2005, p. 68 (ISBN 88-04-51490-6)
  27. Ne dizher ket ar renkoù uhel pa vezer re zilorc'h.
  28. (br) Kazh skaotet / En deus aon rak an dour bervet.
  29. Tu sklêrijennet al loar eo an dortenn amañ.
  30. Meneget e Anna Fata, Lo zen e l'arte di cucinare, Edizioni Il Punto d'Incontro, Vicenza, 2010, p. 178. (ISBN 978-88-8093-714-2)
  31. Meneget e Salvatore Battaglia, Grande Dizionario della Lingua Italiana, XII Orad - Pere, Unione Tipografico-Editrice Torinese, Torino, 1984, p. 1065.
  32. Meneget e Dizionario di Italiano, corriere.it, diavolo.
  33. (br) Mab e dad eo Kadioù, merc'h he mamm eo Katell.
  34. Meneget e Roberto Allegri, 1001 cose da sapere e da fare con il tuo gatto, Newton Compton, Roma, 2014, § 100 (ISBN 978-88-541-6678-3)
  35. Meneget e Brigitte Bulard-Cordeau, Il piccolo libro dei gatti, traduzione di Giovanni Zucca, Fabbri Editori, Milano, 2012, p. 40 (ISBN 978-88-58-66237-3)
  36. (br) Re a vann ne dalv mann.
  37. (br) E bro an dalleien, ur born zo mat da roue.
  38. (br) N'eo ket an tog a ra an eskob.
  39. Gabanno : dilhad labour implijet e Toscana dreist-holl, koulz gant ar gouerien hag ar vicherourien.
  40. En dave d'an dud hag o devez poan o treizhañ an orañjez.
  41. Urban : d'an 19 a viz Mae ; Bartolome : 24 a viz Eost.
  42. (br) Pa vez tro d'ober un dra / Arabat chom da varc'hata.
  43. (br) Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed 'barzh an arc'h.
  44. (br) Kan neudenn / A ra kordenn.
  45. Ral a wech e kaser ur raktres da bennvat hep skoazell ar chañs.
  46. Dalc'het gant e c'her e vez an den, evel ma vez dalc'het an ejen dre e gerniel.
  47. Ar frankizioù : an doareoù dichek.
  48. Techet e vezer da chaokat soñjoù poanius.
  49. Meneget e Luigi Pozzoli, Sul respiro di Dio. Commento alle letture festive. Anno B, Paoline, Milano, 1999, p. 14.
  50. (br) En noz e kemerer ar silioù.
  51. (br) Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ.
  52. Tennet eus ar varzhoneg Il Re Travicello gant Giuseppe Giusti (1809-1850) ; boas eo ar c'henaoueien da gontañ sotonioù en ur vrabañsal.
  53. Krennlavar eus an Abruzzo, e rannyezh ar rannvro-se.
  54. Ar gwellañ doare da gaout an dizober eus ur sod eo sevel a-du gantañ hag e skuizhañ gant goulennoù diskiant. Heñvel a reer evit treiñ un den da sot.
  55. Poan rannet a vez aesoch gouzañvet.
  56. Meneget e Temistocle Franceschi, Atlante paremiologico italiano, Edizioni dell'Orso, 2000.
  57. Meneget e Carlo Giuseppe Sisti, Agricoltura pratica della Lombardia, Milano, 1828, p. 99.
  58. Avel n'eo ken.
  59. Pa vez parder e teu dispeoc'h diwar an alioù.
  60. (br) Biskoazh sant n'eo bet / En e barrez meulet.
  61. (br) Lement a strak / Ne dorr ket krak.
  62. (es) Cría cuervos y te sacarán los ojos.
  63. E miz C'hwevrer peurliesañ e krog ar c'hazhezed da vezañ ludik ; gennaio , miz Genver, a lavarer e Su Italia, ma vez abretoc'h ar c'hazhezed.
  64. (br) Nend eus ket menez hep deval.
  65. Pep den a zilez dudioù e arz, a zo aet da get dre forzh labourat : d'ar c'heginer ne blij ober chervad ha fall eo botoù ar c'here.
  66. D'ar 25 a viz Du.
  67. Mantell an abad eo, pa gollas Martinus e garg en abeg d'ur pik en ur frazenn ; gwelit [:w:Listennad lavaredoù latin#Un|Uno pro puncto caruit Martinus Asello (Ob solum punctum caruit Martinus Asello)]].
  68. (br) Bili wa- ziribin ne zastumont ket bezhin.
  69. Atav e vez gwashoc'h an traoù evit ar re a zo reuzeudik dija.
  70. Vallombrosa zo un anv a vez roet d'ul lec'h koadek.
  71. Meneget e Piero Angela, A cosa serve la politica?, Mondadori, Milano, 2011, p. 145. ISBN 978-88-04-60776-2
  72. Meneget e Augusta Forconi, Le parole del corpo. Modi di dire, frasi proverbiali, proverbi antichi e moderni del corpo umano, SugarCo, 1987.
  73. 21 a viz Meurzh a-raok kemmadur deiziadur an Iliz katolik e 1969 ; 21 a viz Gouere bremañ.
  74. 31 a viz Kerzu.
  75. Meneget e Salvatore Battaglia, Grande Dizionario della Lingua Italiana, XII Orad - Pere, Unione Tipografico-Editrice Torinese, Torino, 1984, p. 1065.
  76. Aesoc'h eo ober berzh gant traoù bihan eget gant traoù re vras.
  77. Mann : hervez ar Bibl (levr an Ermaeziadeg), boued burzhudus kaset da Hebreiz en dezerzh.
  78. Abred pe ziwezhat e verzer ar c'hudennoù.
  79. Petronio Arbitro, Satyricon, 45, 4.
  80. Meneget e Vezio Melegari, Manuale della barzelletta, Mondadori, Milano, 1976, p. 35.
  81. (br) N'eo ket ur skandillig a ra an hañv / Nag ur barr-avel ar goañv.
  82. Meneget e Novo vocabolario della lingua italiana, vol. I-II, coi tipi di M. Cellini e C., 1870, p. 312.
  83. (br) N'eo ket an tog a ra an eskob.
  84. Badezet : dour ennañ.
  85. (br) Neb a venn a c'hall.