Donald Knuth
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Donald Ervin Knuth (ganet d’an 10 a viz Genver 1938) a zo un urzhiataerour stadunanat, Professor Emeritus e skol veur Stanford. Aet eo dezhañ priz Turing e 1974. Savet an-deus ar meziant TeX ha levr The Art of Computer Programming.
Arroudoù[kemmañ]
Diwallit d’ar fazioù er c’hod-mañ : prouet am eus eo reizh ha netra all, n’am eus ket klasket peurgas anezhañ.
Beware of bugs in the above code; I have only proved it correct, not tried it[1].
Da lavarout eo : un algoritm hag ar program a seven anezhañ n’int ket ar memes tra.
Muiaat re abred eo orin an holl fall.
Premature optimization is the root of all evil[2].
Da lavarout eo : gwelloc’h skrivañ ur program reizh da gentañ, a-raok muiaat anezhañ (lakaat anezhañ da vezañ founnusoc’h pe da gemer nebeutoc’h a vemor).
Daveoù[kemmañ]
- ↑ (en) « The correspondence between Donald E. Knuth and Peter van Emde Boas on priority deques during the spring of 1977 », Peter van Emde Boas, Pajenn bersonel Peter van Emde Boas e lec’hienn skol-veur Amsterdam.
- ↑ (en) « 1974 Turing Award Lecture », Communications of the ACM 17 (12), Kerzu 1974, p. 671.