Chief Seattle
Si'áb Si'ahl e anv luchoutsidek, Chief Seattle ha Chief Sealth e saozneg (c. 1786–1866) a oa e penn ar pobloù amerindian Duwamish ha Suquamish war tiriad Stad Washington hiziv.
E 1853 e voe diazezet Tiriad Washington war douaroù an Indianed. E deroù 1855, pa vennas gouarnour Oregon rediañ ar boblad da "werzhañ" o douaroù d'ar Stad, e klaskas Si'áb Si'ahl kozh — 67 vloaz — teuler ur pont dreist an islonk a oa etre doareoù an dud wenn hag an Indianed dre zistagañ ur brezegenn hag a zo chomet en eñvorioù.
D'an 22 a viz Genver 1855 e voe sinet feur-emglev Point Elliot etre an dud ruz hag ar re wenn.
Setu amañ unan eus doareoù ar brezegenn a vije bet distaget gant Si'áb Si'ahl dirak ar gouarnour Isaac Stevens da geñver ar c'huzul a voe dalc'het a-raok sinadur ar feur-emglev ; troet eo diwar The Washington Historical Quaterly, levrenn XXII, niverenn 4, Here 1931. Er gazetenn Seattle Sunday Star e voe embannet an doare koshañ anavezet, e 1887.
An oabl a-us hor pennoù, hag en deus skuilhet daeroù a drugarez war ma fobl e-pad kantvedoù ha kantvedoù, hag a hañval dimp bout divrall ha peurbadus, zo kemm-digemm. Sklaer eo hiziv, goloet a goumoul e vo warc'hoazh marteze. Heñvel ouzh ar stered a vez digemm atav eo ma c'homzoù : ar pezh a lavar Si'ahl, ar penn meur e Washington a c'hall fiziout ennañ da ger sur ha ma c'hall krediñ e distro an heol hag ar pevar amzer. Ar penn gwenn a lavar e kas dimp ar penn meur e Washington e c'hourc'hemennoù a vignoniezh hag e hetoù mat. Hegarat-tre eo eus e berzh, rak gouzout a reomp n'en deus ket ezhomm eus hor mignoniezh. Diniver eo e bobl, a zo evel ar geot hag a wisk ar pradeier bras. Distank eo ma fobl, damheñvel eo ouzh gwez dispak ur gompezenn skubet gant ar gorventenn. Ar penn gwenn meur, ha mat hep mar, a ro dimp da c'houzout e fell dezhañ prenañ hon douaroù, met mennet eo da lezel trawalc'h anezho dimp evit ma c'hellfemp bevañ klet. Reizh eo ar c'hinnig-se war a hañval, brokus zoken, rak pelloc'h emañ an den ruz disrannet diouzh gwirioù a c'hellje gourc'hemenn ma vije doujet outo ; poellek eo ar c'hinnig ivez war a hañval, pa n'hon eus mui ezhomm eus ur vro ec'hon-ec'hon.
Un amzer zo bet ma veze goloet an douar gant hor pobl evel koummoù ur mor treboulet o liñvañ e strad pavezet a gregin. Met echu eo ar mare-se a-werso gant meurded ar meuriadoù n'hon eus anezho hiziv nemet un eñvorenn ranngalonus. Ne bouezin ket en ur leñvañ war hor steuzidigezh re abred, na ne rebechin d'hor breudeur o fennoù distronk he hastañ, rak hep mar ez omp-ni tamallus ivez en un doare.
Buanek eo ar yaouankiz. Pa vez kaset hor gwazed yaouank gant ar vrouez en abeg d'un direizhder gwirion pe ijinet, ha pa zistresont o dremmoù gant liv du, kement-se a ziskouez ez eo du o c'halonoù ; alies neuze e troont da griz ha didruez, hag ar re goshoc'h ne c'hallont ket derc'hel enno. A-viskoazh eo bet evel-se. Evel-se eo bet pa oa krog an dud wenn da argas hon hendadoù war-du ar c'hornaoueg. Hiziv avat e fell dimp ne vije biken mui digoret brezel etrezomp. Pep tra hor bije da goll. Ar gedern yaouank a laka an dial da reizh, zoken pa vez sevenet e priz o buhez, met ar gozhidi hag a chom er gêr pa vez brezel, hag ar mammoù nec'het evit o bugale, a oar mat n'eo ket gwir.
Hon tad mat e Washington — rak dastum a ran ez eo hon tad koulz ha ho hini bremañ, pan eo gwir en deus ar roue George [1] kaset e harzoù pelloc'h war-du an norzh —, hon tad meur ha mat, emezon, a lavar en hor gwarezo mar greomp diouzh e c'hoant. E gadourion gadarn a savo ur voger zidreuzadus tro-dro dimp, ha leun e vo hor porzhioù gant e listri-brezel marzhus, kement ha ker kaer ma paouezo hon enebourien gozh eus tiriadoù pell an Norzh, an Hidaed hag an Dimpsioned, a spontañ hor gwragez, hor bugale hag hor c'hozhidi. Hon tad gwirion e vo da neuze, hag e vugale wirion e vimp. Ha c'hoarvezout a raio kement-se d'un deiz bennak avat ? Ho toue n'eo ket hon doue ! Ho toue a gar ho pobl hag a argarzh ma hini. Gant karantez ez astenn e zivrec'h kreñv ha gwarezus tro-dro d'ar penn distronk hag en e ambroug dre e zorn evel ma ra un tad d'e vugelig — met dilezet en deus e vugale ruz, mard int e vugale evit gwir. Hon doue, ar Spered Meur, a hañval ivez bout hon ankouaet. Ho toue ho laka kreñvoc'h-kreñvañ bemdez. Dizale en em astenno ho pobl war an douar-mañ en e bezh. Ne baouez ket hon hini a strishaat evel un tre hag a ziskenn buan ha na zistroio biken ken. Hep mar, doue an den gwenn ne gar ket hor pobl, anez en e warezfe. Par omp da emzivaded na c'hellont treiñ da neblec'h da gavout sikour. En degouezh-se, penaos e vefemp ho preudeur ? Penaos e c'hellfe ho toue dont da vout hon hini, daskor hor finborte dimp, azgenel ennomp hunvreoù a veurded adkavet ? Mard hon eus holl an hevelep tad en neñv, dilennoù en deus a-dra-sur, rak dirak e vugale wenn hepken eo em ziskouezet. Bikoazh n'hon eus e welet. Lezennoù en deus roet deoc'h ; ger ebet n'en deus bet avat evit e vugale ruz, an engroez diniver anezho o c'holeiñ ar c'hevandir-mañ gwechall evel ar stered o leuniañ an oabl. Nann ! Div ouenn distag zo ac'hanomp, disheñvel o orin ha kenforc'h o zonkadur. Nebeut a dra zo boutin d'hor pobloù.
Nevet eo ludu hon hendadoù evidomp-ni, ha douar santel eo al lec'h m'emaint en o gourvez. C'hwi a gantren pell diouzh bezioù ho re, digeuz war a hañval. Ho relijion zo bet skrivet war taolennoù maen gant biz houarn ho toue evit n'he ankouafec'h ket. Biskoazh n'en deus gellet an den ruz he c'hompren hag he c'hounaat. Gweet gant hengounioù hon hendadoù eo hor relijion — an hunvreoù hag a zo bet kaset gant ar Spered Meur d'hor re gozh da eurioù solenn an noz, gweladennoù hor Furien — hag e kalon hor pobl emañ skrivet.
Ho re varv a baouez d'ho karout, koulz hag an douar en deus gwelet o ganedigezh, diouzhtu pa dremenont dre zorioù ar bez da vont da vale en tu-hont d'ar stered. Buan e vezont argaset diwar ho eñvorioù ha ne zistroont mui. Gwech ebet ne zisoñj hor re ar bed marzhus en deus roet buhez dezho. Kenderc'hel a reont da garout e draoñiennoù glasvezus, e stêrioù hiboudus, e venezioù hollgaer, e saonioù-kev, e lennoù hag e oufoù o glannoù koadek ; bepred e vezont poazh gant ar garantez tener ha trugarezus ouzh ar re vev o c'halonoù digenvez, hag alies e tistroont da vro an Hemolc'hoù Gwenvidik evit o gweladenniñ, o ambroug, o frealziñ hag o c'hennerzhañ.
Ne c'hall ket an deiz hag an noz bevañ kevret. Atav eo tec'het an den ruz a-zirak an den gwenn evel m'en em denn brumenn ar beure dirak an heol o sevel.
Koulskoude e hañval ho kinnig bout reizh, ha krediñ a ra din e vo degemeret gant ma breudeur, en em denno er gwarezva a brofit dezho. Neuze e vevimp e peoc'h an eil re pell diouzh ar re all, rak gerioù ar Penn Meur Gwenn a ziskouez bout mouezh an Natur o komz ouzh ma fobl eus donder an deñvalijenn digerzhadus.
Kalz ne vern al lec'h ma tremenimp an nemorant eus hon devezhioù, ne vint ket gwall niverus forzh penaos. Teñval e vo noz an Indian war a hañval. N'eus steredenn ebet o lugerniñ a-us e zremmwel, avelioù kañvaouus zo o klemm er pelloù. Nemesis hirisus a hañval heuliañ roudoù an den ruz : e kement lec'h ma 'z aio e klevo hiviziken kammedoù e zistrujer ferv, hag e fardo talañ difrom ouzh e donkadur, evel ma ra an heizez c'hloazet pa glev an hemolc'her o tostaat.
Un nebeud loariadoù c'hoazh, un nebeud goañvezhioù, ha ne chomo diskennad ebet eus an ostizidi c'halloudus hag a boblas gwechall an tiriad ec'hon-mañ, pe a vevas e tiegezhioù eürus dindan gwarez ar Spered Meur, ne chomo den ebet da ouelañ war bezioù ur bobl hag a voe gwechall bleuniusoc'h ha leugnoc'h a spi eget ho hini. Perak a vat e toagnfen abalamour da steuzidigezh re abred ma re ? An eil meuriad a heuilh egile, ur vroad a zeu war-lerc'h unan all, evel koummoù ar meurvor. Evel-se emañ lezenn an natur, ha didalvez eo pep keuz war a hañval. War hir dermen c'hoazh marteze emañ ho tiskar, met dont a raio hep mar, rak zoken an den gwenn ambrouget gant e zoue hag a gomz outañ evel ouzh ur mignon ne c'hello ket tec'hel rak an tonkadur boutin. Breudeur zo ac'hanomp marteze, goude pep tra. Gwelet e vo.
Pizh e sellimp ouzh ho kinnig, ha p'hor bo kemeret un disentez e lavarimp deoc'h. Met evit ma ve degemeret ganimp e verkan-me an diviz-mañ a-benn bremañ : ra ne vo ket nac'het ouzhimp ar gwir da weladenniñ forzh pegoulz, hep bout gwallgaset, bezioù hon hendadoù, hor mignoned hag hor bugale. Nevet eo pep pann eus an douaroù-mañ e spered ma fobl. Pep tor, pep traoñienn, pep kompezenn, pep garzhaoueg zo bet santelaet gant un darvoudenn laouen pe reuzius a c'hoarvezas d'ur mare aet da get pell zo. Ar reier zoken, a hañval bout mut ha marv, a zic'hwez dindan an heol a-hed an aod didrouz, hag a zaskren pa soñjont e darvoudoù meur stag ouzh buhez ma re ; gant muioc'h a garantez e tegemer an douar hor c'hammedoù eget ho re, abalamour m'eo bet pinvidikaet gant poultrenn hon hendadoù ha ma 'z eo emskiant hon treid diarc'hen eus ar c'henstok-se leun a garantez. An holl re hag a zo aet kuit, hor c'hedern, hor mammoù karet, hor merc'hed yaouank eürus laouen o c'halonoù, ha zoken ar vugale vihan hag a vevas amañ ha na anavezjont al levenez nemet e-pad ur c'houlzad berr, a gendalc'h da garout al lec'hedoù-se, a zo hurennek ha didud hiziv ; bemdez, da serr-noz, e tistro di un niver bras a speredoù. Pa vo aet an den ruz diwezhañ a-ziwar an Douar-mañ, hag ar c'houn eus ma re da wengel e-touez an dud wenn, birviñ gant Anaon diwelus ma meuriad a raio an aodoù-mañ, ha pa gredo bugale ho pugale bout en o unan er parkeier, er stalioù, war an hentoù pe e tav ar c'hoadeier dihentadus, ne vint ket. War an Douar a-bezh n'eus lec'h ebet ma c'heller bout en distro. Da noz, pa vo didrouz straedoù ho kêrioù ha kêriadennoù ha pa gredo deoc'h ez int didud, e vint leun gant engroez an teuzed hag a anneze gwechall ar vro gaer-mañ a garont c'hoazh. Biken ne vo an den gwenn en e unan.
Ra vo reizh, ha ra zamanto ouzh ma fobl, rak ar re varv n'int ket dic'halloud.
Ar re varv, emezon ? N'eus marv ebet. Ur c'hemm bed hepken.
Notennoù
[kemmañ]- ↑ George IV ar Rouantelezh-Unanet, a renas adalek 1820 betek 1830.