Benelouriezh

Eus Wikiarroud

Ar venelouriezh zo un hollad mennozhioù politikel ha sokial savet da zifenn ha da wellaat gwirioù ar merc'hed diouzh gwaskerezh ar wazed en ur gevredigezh. Awenet he deus aozadurioù, dezhe da bal kas da get an dizingalderioù sokial, politikel, armerzhel, sevenadurel pe an dizingalderioù war dachenn ar gwir a sko ar merc'hed.

XVIIvet kantved[kemmañ]

  • Mard eo bet ganet pep den en e frankiz, perak eo bet ganet an holl vaouezed er sklaverezh ?
Astell, Mary (1666–1731), Some Reflections Upon Marriage (1700), Saltar's Point Press, 2014 (ISBN 978-0-615-96405-8)

XVIIIvet kantved[kemmañ]

Mary Wollstonecraft
Charles Fouriert
  • Gwelet e vez mat, diouzh an doare m'en deus graet ouzhimp, ez eo Doue ur gwaz
Tencin, Claudine Alexandrine Guérin, marquise de (1682–1749), Mémoires du comte de Comminge (1735), Nabu Press, 2012 (ISBN 978-1-272-80031-4)
  • Harz nemetañ da embreg gwirioù naturel ar merc'hed eo an tiranterezh dizehan a vez enebet outañ gant ar wazed
Gouges, Olympe de (1748–1793), Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne (1791), Mille et une nuits, 2003 (ISBN 978-2-84205-746-6)Wikisource
  • Ne hetan ket d'ar merc'hed ober o renkoù war ar wazed, warno o-unan ne lavaran ket
Wollstonecraft, Mary (1759–1797), A Vindication of the Rights of Woman (1792) • Défense des droits des femmes, Garnier, 2016 (ISBN 978-2-8124-3146-3)

XIXvet kantved[kemmañ]

  • An dimeziñ eo bez ar merc'hed, pennaenn kement sujidigezh venel
  • Astenn gwirioù ar merc'hed eo pennaenn kement araokadur kevredigezhel a zo
Fourier, Charles (1772—1837), Théorie des quatre mouvements (1808), CSIPP, 2015 (ISBN 978-1-5174-3499-1)
  • Ar gwaz gwasketañ a c'hall gwaskañ ur boud, e wreg eo. Proleterez ar proleter end-eeun eo-hi
Tristan, Flora (1803—1844), Union ouvrière (1840–1843), Éditions des femmes, 1986 (ISBN 978-2-7210-0290-7)
  • Emezelit er sindikad, merc'hed, ha lavarit a-unvouezh : gopr kevatal evit ul labour kevatal !
Anthony, Susan Brownell (1820—1906), er gazetenn The Revolution, 7 Here 1869
  • Pa vo bet torret servelezh peurbadus ar merc'hed, pa vevint evito ha drezo, barzhed a vo anezho ivez !
Rimbaud, Arthur (1854—1891), en ul lizher da Baul Demeny deiziadet 15 Mae 1871 • Lefrère, Jean-Jacques : Correspondance de Rimbaud, Fayard, 2007 (ISBN 978-2-213-63391-6) [1]

Bloavezioù 1900[kemmañ]

Voltairine de Cleyre
  • Na kontañ war ar priñs koant eo ar venelouriezh
Renard, Jules (1864–1910) : Journal 1887-1910 [24/10/1904], Actes Sud, 2004 (ISBN 978-2-7427-5216-4)
  • Perak on-me sklavez ar Gwaz ? Perak e lavarer n'emañ ket ma empenn par d'e hini ? [...] Perak e vez mestroniet ma c'horf gant ma fried ? Perak en deus gwir da berc'hennañ ma labour er gêr ha da reiñ ar pezh a fell dezhañ en eskemm ?
Cleyre, Voltairine de (1866–1912) : Anarchism and American Traditions (1909) • Anarchisme et traditions américaines, Sextant, 2012 (ISBN 978-2-84978-040-4)
  • Bara evit an holl, ha rozennoù ivez
Lugan merc'hed war harz-labour e greanterezh gwiadel ar Massachussetts (1912) [2]

Bloavezioù 1920[kemmañ]

  • Ur venelourez a ra an dud ouzhin pa ziskouezan fromoù am diforc'h diouzh un torch-treid
West, Rebecca (1892–1983) : The Strange Necessity (1928), Virago Press, 1987 (ISBN 978-0-86068-504-3)
  • Livañ gevier eo lakaat ar merc'hed da reizh gwan. Un direizder a-berzh ar wazed e-keñver ar merc'hed eo. Mard eo an difeulster lezenn hor boudoù, gant ar merc'hed emañ an dazont.
Gandhi, Mohandas Karamchand "Mahatma" (1869–1948), prezegenn e-kerzh Kerzhadeg an Holen e Kareli, India, 20 Meurzh 1930 [3]

Bloavezioù 1930[kemmañ]

  • N'eo ket ar wazed a gont em buhez, ar vuhez a zo er wazed ne lavaran ket
West, Mae (1893–1980), er film I'm no Angel (1933), skrivet ganti

Bloavezioù 1940[kemmañ]

Simone de Beauvoir
Elsa Triolet
  • Ar vaouez hengounel zo un emskiant touellet hag ur benveg touellañ
  • Emañ ar merc'hed hiziv o tidronañ gwengel ar veneliezh : krog int en un doare fetis da gadarnaat o dizalc'h
  • Dre al labour o deus ar merc'hed dedreuzet pe dost an hed a oa etrezo hag ar bared  ; al labour hepken a c'hall gwarantiñ dezho ur frankis wirion
  • Hiziv e wisk ar stourm un dremm all ; e-lec'h mennout sparlañ ar wazed en un toull-bac'h e klask ar merc'hed tec'hel dioutañ
Beauvoir, Simone de (1908–1986) : Le deuxième sexe (1949), Honoré Champion, 2015 (ISBN 978-2-7453-3015-4)

Bloavezioù 1950[kemmañ]

  • Ur vaouez vodern, speredek, dizalc'h on-me. Da lavaret eo, ur vaouez ha na gav gwaz ebet
Winters, Shelley, er gazetenn Saturday Evening Post (1952) [3]

Bloavezioù 1960[kemmañ]

  • Ur gwaz zo d'ur vaouez evel ur marc'h-houarn d'ur pesk
Graffito war meur a voger e Paris e miz Mae 1968.
  • Ur gwaz diwar zaou zo ur vaouez !
Dianav ; war ur giton e manifestadeg ar Mouvement féministe français e Paris d'ar 26/08/1970 [3]
  • N'on nemet un den bac'het e korf ur vaouez
Morgan, Robin (*1941), Sisterhood is Powerful – An Anthology of Writings from the Women Liberation Movement, Vintage Books, 1970 (ISBN 978-0-394-70539-2)
  • Ha pa lavarfen gwenn, ha pa lavarfen du, ne welont nemet ruz
Triolet, Elsa (1896–1970), Proverbes d'Elsa, Éditions Aden, 2011 (ISBN 978-2-8059-2002-8)

Bloavezioù 1970[kemmañ]

Benoîte Groult
Margaret Mead
  • An MLF ne yelo ket en-dro keit ha ma vo meret gant bilhezed !
Dianav ; da heul diazezadur an MLF.
  • Lidet e-pad un devezh, korvoet a-hed ar bloavezh
Dianav ; lugan benelour e-keñver krouidigezh Gouel ar Mammoù e Bro-C'hall, d'an 28 a viz Mae 1972.
  • Komzet e vez c'hoazh eus ar veneliezh evel pa vije ur c'hleñved
McCling, Nellie L. (1873-1951), In Times Like These (The Social history of Canada), University of Toronto Press, 1972 (ISBN 978-0-8020-0143-6) • CSIPP, 2015
  • Ar pezh a wask ar merc'hed n'eo ket hepken ar reizhiad gourel, ar respont benel ne lavaran ket
  • Kant vloaz zo bet ret evit diverkañ an droukziforc'hoù anatañ etre ar wazed hag ar merc'hed, metpetra emeur o c'hortoz evit terriñ ar re a chom ?
Groult, Benoîte (1920-2016), Ainsi soit-elle, Le Livre de Poche, 1977 (ISBN 978-2-253-01605-2)
  • Peurgouezhet on en o follezhioù hep kavout ma re biskoazh. Pell zo emaon ouzh ma c'hortoz
Boucher, Denise (*1935), Les fées ont soif (1978), Typo, 2008 (ISBN 978-2-89295-234-6)
  • Un doare hepken zo hiziv da vout ur benelour, tevel eo. Lezel ar merc'hed da gomz eo.
Groult, Benoîte, Le féminisme au masculin (1980), Le Livre de Poche, 2011 (ISBN 978-2-253-16169-1)
  • Biskoazh den zo ben lazhet gant ar venelouriezh, ar matchoegezh a lazh bemdez
Groult, Benoîte, meneget e Montreynaud, Florence : Le féminisme n’a jamais tué personne, Les grandes conférences, 2004 (ISBN 978-2-7621-2571-9)

Bloavezioù 1980[kemmañ]

  • Bout ur vaouez hag emskiant war ar blanedenn-mañ a dalvez kement ha bevañ en ur stad a emsav dibaouez
Gendron, Marc (*1948) : Jérémie ou le bal des pupilles, Quinze, 1986 (ISBN 978-2-89026-358-1)
  • Bewech ma vez digabestret ur vaouez, ur gwaz a vez digabestret war an dro
Mead, Margaret (1901-1978), meneget e Favre, François : Dictionnaire des idées non reçues, Pierre Bordas et Fils, 1990 (ISBN 978-2-86311-256-4)
  • Ur benelour zo ur gwaz hag a asant troc'hañ ar berenn dre zaou pa vez sur ez eo ar berenn ar vaouez c'hoazh
  • Ar vaouez traezet zo ur grouadenn gant ar gwaz displet [4]
Leblanc, Louise (*1942) : Croque-messieurs, Le cherche midi, 1987 (ISBN 978-2-86274-123-9)

Bloavezioù 1990[kemmañ]

Louise Leblanc
  • Dibluñviñ a ra ar wazed abaoe ma skriv ar merc'hed
  • Da belec'h ez aje ar merc'hed hep ar wazed ? N'ouzont ket, met a bell e tistrojent
  • Hiziv e kemer ar merc'hed o flas en heol, ar pezh a laka ar wazed skeudikoc'h-skeudikañ
Leblanc, Louise : L'homme-objet, Stanke, 1992 (ISBN 978-2-86274-123-9)
  • An intañvelezh eo stad peurvat ar merc'hed
Posadas, Carmen (*1953) : Cinco moscas azules (1996), Editorial Alfaguara, 2009 (ISBN 978-84-204-8249-1)Cinq mouches bleues, Points, 2002 (ISBN 978-2-02-055078-9)
  • Ur vaouez zo muioc'h eget ar pezh a zellez forzh pe waz
Greer, Germaine (*1939) : The Whole Woman (1999), Black Swan Books, 2011 (ISBN 978-0-552-77434-5)

Bloavezioù 2000[kemmañ]

  • Keit ha ma vo ur vaouez hepken war ar blanedenn o c'houzañv efedoù ar revelouriezh e vo reizh emsav ar merc'hed, ha rekis ar venelouriezh
Alonso, Isabelle (*1953) : Pourquoi je suis Chienne de garde, Robert Laffont, 2001 (ISBN 978-2-221-09196-8)
  • Marteze e rankjec'h komz eus benelegezh evel m'en deus Aimé Césaire komzet eus morianegezh
Fouque, Antoinette (1936-2014), Qui êtes-vous, Antoinette Fouque ?, François Bourin Éditeur, 2009 (ISBN 978-2-84941-146-9)
  • Ar maouezed eo ar strollad nemetañ en Istor hag a zo bet dreistkaeraet betek an dic'halloud
Jong, Erica (*1942), Sappho's Leap, Arcadia, 2010 (ISBN 978-1-906413-66-8)

Bloavezioù 2010[kemmañ]

Courageous Cunts (2012)
  • Bout ur vaouez venelourez a rankje bout ken anat ha bout un den denelour
FEMEN (strollad) (*2008) : Manifeste FEMEN, Utopia, 2015(ISBN 978-2-919160-17-4)
  • Pegoulz hor bo gounezet ? Pa vo skeudennet un teuliad diwar-benn ar soñjal gant peñsoù Sartre
Fourest, Caroline (*1975), meneget e Liliane Kandel, une femme libre, Le Monde e-maez dastumad, 2011 [3]
  • Farsus eo klevout Obama a fell d'ar re Zu ha Hillary a fell d'ar merc'hed, petra avat diwar-benn ar merc'hed du ?
Adichie, Chimamanda Ngozi (*1977) : Americanah, Fourth Estate, 2013 (ISBN 978-0-00-735649-2)(fr) Folio, 2016 (ISBN 978-2-07-046880-5)
  • Un denelouriezh eo ar venelouriezh. Gant ar stourmoù benelour e vez kaset an holl re all
Taubira, Christiane (*1952), en Nuit des Idées, UQAM, 25 Genver 2018
  • Ur vaouez o lenn Playboy en em sant un tamm evel ur yuzev o lenn un dornlevr nazi
Steinem, Gloria (*1934), meneget e Delvaux, Martine : Les filles en série : des Barbies aux Pussy Riot, Remue ménage, 2019 (ISBN 978-2-89091-654-8)

Notennoù[kemmañ]

  1. 15 Mae 1871
  2. Eisenstein, Sarah : Give Us Bread but Give Us Roses – Working Women's Consciousness in the United States, 1890 to the First World War, Routledge, 1983 (ISBN 978-0-7100-9479-7)
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Boyer, Jean-Pierre : C'est pas parce qu'ils sont nombreux à avoir tort qu'ils ont raison !, Éditions Écosociété, Montréal (Québec), 2018 (ISBN 978-2-89719-336-2)
  4. La femme-objet est une création de l'homme abject.