Prosper Proux

Eus Wikiarroud
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Prosper Proux
Poltred gant Yan' Dargent

Prosper Proux zo ur skrivagner brezhonek bet ganet e Poullaouen d'an 20 a viz Here 1811 ha marvet e Montroulez d'an 11 a viz Mae 1873.

Brudet eo evel saver kanaouennoù skañv, evel Ar merc'hetaer, a gavor amañ.
« Lousañ kanaouenn vrezhonek a-viskoazh », Margodig koant, a vije bet savet gantañ ivez, petra bennak ma 'z eus bet skolveuridi o skrivañ kontrol ; amañ en he c'havor ivez.


  • AR MERC’HETAER
Abaoe an devezh milliget ma chañsas d’hor mamm gentañ
Kaout ur c’hoantadenn avaloù n’eus 'met poanioù er bed-mañ
Martolod , eskob, devezhour, pep hini 'n deus e vizer
Mes n’eus ket kri(s)oc’h planedenn 'vit hini ar merc’hetaer
Mil drubuilh, mil displijadur, a rank bemdez anduriñ
Ne c’hall ket paouez ur pennad, atav en devez soursi
Evel ar c’had er radeneg ne gousk morse 'met hanter
Pa vez aet an holl d’o gwele e rod c’hoazh ar merc’hetaer
Gwell ez eo bezañ dastumet, chadennet 'vel ur c’hi
Lakaet da ziwall ar gwragez en rouantelezh an Turki
Bezañ broudet evel un azen sammet 'vel ur marc’h glaouer
Argaset evel ar bleizi eget bezañ merc’hetaer
Na n’eus nag enor na profid da c’honit e-barzh ar stad
Koulskoude a-benn en ober eo ret bezañ dilikat
Kaout un teod distagellet, ul lagad lemm ha seder
Pasianted ur gevnidenn 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Ret e vezo evel an targazh, gwelet en deñvalijenn
Bezañ soutil 'vel ul louarn, meür 'vel ur silienn
Kalonek 'vel ul leon, krapat 'giz ur gwiñver
Bezañ skañv evel ar c’harv vit bezañ gwir verc’hetaer
Bezañ gadal ha servijus, cherisañ ar vugale
Lâret ez int patrom o zad evit plijout d’ar gwragez
Goût tremen brav diouzh an dud kozh, selaou mat o zaolioù kaer
Paeañ dezhe bannac’hoù lipach 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Kaout divskouarn eus ar skiltrañ, tevel pezh en deus klevet
Diwall mat da ’n em vrabañsal eus madelezh ar merc’hed
Goût an tu da livañ gevier, nac’h a-wechoù pezh zo sklaer
Touiñ e vez noz da greisteiz 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Klevet prepozioù dipitus, bezañ boutet en kaozioù
Insultet gant kozh rampenned, reiñ ha resev bazhadoù
Anduriñ meurbet alies ar glav, an erc’h, an tommder
Foeltrañ e gorf hag e zilhad, start eo bezañ merc’hetaer.
Miret un nor da wigourat, miret ur c’hi da harzhal
Mont en tier dre ar prenestr, memes dre ar siminal
Krapat demeus ar mogerioù, goût lampat dreist ar girzhier
Bale sioul 'vel al logod 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Mestroniañ e santimant, derc’hel kloz war e soñjoù
Choarzhin gant kañv en e galon, skuilhañ pezh a gar daeloù
Kemer, hervez m’eo ret dezhañ, ur stumm souret pe seder
En em zivoazañ da ruziañ, 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Mes ar stardañ eus ar vicher ez eo gonit ar merc’hed
Kizidikoc’h marc’hadourezh na n’eus ket war boul ar bed
Diouzh he santimant, he diviz da bep hini 'rank ober
Lenn memes 'barzh he soñjoù 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Vit dont a-benn eus ur seurez eo ret ober ar gluvenn
Evit gonit un everez soubilhañ he c’horzailhenn
D’ar merc’hed a gar 'n em bentañ reiñ ur c’hoef, un davañjer
Lâret amploc’h 'vit justoc’h 'vit bezañ gwir verc’hetaer
Goude lakaat e holl c'halloud fouetañ e liardigoù
Kavout fourgas e nec’hamant, kabouilhat dre ar poulloù
E vank alies e daolioù e teu divragoù d’ar gêr
Pinous evel ur c’hog dibluet, start eo bezañ merc’hetaer
Euzhiñ a ran pa gomprenan pegement a drubuilhoù
A vizer hag a boan-spered a soufr ar paourkaezh Pitoù
Mes ar merc’hed zo ken temptus ha va c’halon ken tener
Ma’z on en desped d’am barv kontregn da heuilh ar vicher
  • MARGODIG KOANT [1]
Margodig koant, paotrez he lagad mignon
A lavare :
Pezh diaoul lubrik a drubuilh din va c'halon,
Perak noz-deiz
E verv ar gwad e-barzh ma holl wazhied ?
Ha pa gouskan
'M eus soñjoù lous war strobelloù ar baotred
Ken e staotan
O ya
Ken e staotan
Ma bronnigoù bihan n'eus ket pell amzer
'Vel div brunenn
A zo bremañ kement ha tezh un ounner
Dare da loen
Un torkad struj em gaol a zo diwanet
Hag a-wechoù
E red ar gwad penn-da-benn ma divvorzhed
War ma botoù
O ya
War ma botoù
Tridal a ran pa welan ur marc'h kouilhek
Dispak e stal
Ridet e fri, o sailhañ war ur gazeg
'N ur c'hwirinal
Em c'hwil neuze e vountan ma bizied
Donañ m' hallan
Ha zig ha zoug, e talc'han da ribotet
Ken e vramman
O ya
Ken e vramman
E korn ur vur en ur dremen pa welan
Lost un aotrou
Em eus mil boan o virout teurel warnañ
Ma c'hrabanoù
Evel genoù ur pesk en e agoni
Ma staotijenn
Ne baouez ket da serriñ, da zigeriñ
Leun a c'hlaourenn
O ya
Leun a c'hlaourenn
'Drek ur ridoch a-greiz kofes pa welan
Flemm ur c'hure
O fistoulat 'vel ur pikol silienn
Dindan e sae
Neuze 'santis ma daoulagad o vervel
'Vit morediñ
Hag e taolis ma dorn war ur gorz-avel
Leun a vic'hi
O ya
Leun a vic'hi
En anv Doue, lârdin pelec'h on dalc'het
Lâr din, Loeiza
Rak war ma feiz mar ne 'z on ket louzaouet
'Rankan foeltrañ
Margodig kaezh, me ne 'm eus ket a louzoù
'Vit da gleñved
Mes Yann an Tourc'h en deus e-barzh e vragoù
Ur vuredad
O ya
Ur vuredad

Notennoù[kemmañ]

  1. War-dro 1845, kanet war ton Gastibelza. Hervez an doare bet embannet er gelaouenn Yod Kerc'h, niv. 5, 1975