Louis Eunius

Eus Wikiarroud
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Louis Eunius ou Le Purgatoire de Saint Patrice zo ur pezh-c'hoari brezhonek, embannet gant Georges Dottin, e ti Honoré Champion e Pariz e 1911. Kinniget ha troet eo ar pezh e galleg gant Dottin. Seblantout a ra ar pezh bezañ bet skrivet war-dro dibenn an XVIIIvet kantved e yezh Treger pe Goueloù.

...

pajenn 134[kemmañ]

Buhez Louis Eunius
Denjentil ha pec'her bras

Arsa, marv eo ma zad, ma mamm ha ma breudeur
bennozh Doue gante, poent e voe dê mervel
bennozh Doue gante, me 'm eus ma liberte
ma zad a voe ken kozh dija e radote
ma mamm ar memes tra; ma'm bije hi kredet
ne'm be nep plijadur e nep feson ebet
partiet int tout hag aet holl d'ar bed all
ar re onestañ 'varv koulz evel ar re all
Rentet e voan gante ker sec'h, ker langisant
ma'm be sentet onte 'vijen bremañ ur sant;
mes kustum an dud kozh eo bepred radotal
me gemere dre (u)r skouarn, a laoske gant una all
N'eo ket gant se emañ bremañ ma fantezi
an diñsoù, ar voutailh, ar merc'hed a blij din;
piv bennak en devo bolantez d'am c'haet
'vo en ostaleri , pe 'n ur vordell bennak;
pe war an heñchoù bras o violiñ merc'hed
setu eno ar plasoù ma vin muiañ kaet;
...

pajenn 200[kemmañ]

...
Un den war varc'h a dremen, LOUIS a ra un tenn dezhañ:
Arsa, ec'h an en kêr da'n em rafrechisañ
n'eo ket bet kaer an dro evit ar veaj-mañ
(mes) arc'hoazh e c'hellin dont kerkent ha ma vo deiz
marteze e rin well 'vit ne'm eus graet hirie
en ti-mañ ec'h eus sistr ha gwinardant, me gred,
ret(-mat) eo din antren; terrupl em eus sec'hed
Salud gwreg a feson, sistr mat zo en ho ti?
deuit din ur chopinad evit m'en tañvain.

AN OSTIZEZ
N'oufed ket kavet gwell, mes en gras ho pedan
da gaozeal goustad, rak en frod e werzhan
hag ar valtouterien a deu en-dro bemde
aon vras am eus ne ven diskuliet gant ur re

LOUIS
Bet hardi divorc'hed, ostizez pa laran,
rak fete, maltoutier ne antre(y) en ti-mañ;
...

pajenn 210[kemmañ]

LOUIS ... Eh bien 'ta, kamarad, mar zo tan ni fumo; Me zo sur a vutun, mes tan ne'm eus bannac'h ma rafec'h din un tamm e ven oblijet dac'h.

AR MARC'HADOUR Ne'm eus fumet biskoazh, aotrou, na (ne) rin biken, rak ar moged butun 'ra urboan vras d'am penn kenavo ar c'hentañ, aotrou, hag iskuzet ma c'hallhen ho sikour, asuret em be graet.

pajenn 210[kemmañ]

LOUIS Nebaon gallout a-walc'h, m'ho pije c'hoant, kokin, dalet, c'hweshaet ma bazh, chetu war ho min dalet, dalet, raktal, kozh marc'hadour lien, rentet din hoc'h arc'hant pe me dorro ho penn. ...

pajenn 234[kemmañ]

LOUIS Arrif a zo ur plac'h yaouank hag a zo brav meurbet ret 'vo he saludiñ propañ ma vo gallet Leret din merc'h yaouank, ya mar plij ganac'h pegeit zo ac'hann da gêr rak ne on bet biskoazh.

AR PLAC'H Teir lev hoc'h eus c'hoazh, aotrou, ac'hann d'ar gêr a Vitre

... LOUIS Pa ve dogan ho kwaz, nebaon, me zo ivez ...