Karantez

Eus Wikiarroud
Pierre Auguste Cot (1873)

Gaston Bachelard[kemmañ]

♦ Ar garantez n'eo nemet un tan da dreuzkas. An tan n'eo nemet ur garantez da soupren.

  • L'amour n'est qu'un feu à transmettre. Le feu n'est qu'un amour à surprendre. — 1949. [1]

Publius Vergilius Maro[kemmañ]

♦ Eus pep tra e teu a-benn ar Garantez : ha plegomp dirak ar Garantez.
  • Omnia vincit Amor: et nos cedamus Amori [2]

Mousfent[kemmañ]

♦ N'eus netra galloudus enep ar garantez war-bouez an dic'halloud hepken.
  • Nothing is potent against love save only impotence. — Samuel Butler

♦ Neb en deus karantez outañ e-unan n'en devo kevezer ebet biken.

♦ Atav e c'hallit kavout un den bennak d'ho karout – zoken mar rankit en ober ho-unan.
  • You can always get someone to love you – even if you have to do it yourself. — Tom Masson

♦ Par d'ar brezel eo ar garantez : aes da voulc'hañ met diaes-kenañ da herzel.
  • Love is like war: easy to begin but very hard to stop.H. L. Mencken

♦ Gourzrec'h ar faltazi war ar meiz eo ar garantez.
  • Love is the triumph of imagination over intelligence. — H. L. Mencken

♦ "Karout a ran ar vaouez-se. Me 'garje dimeziñ ganti, met he ziegezh zo enep." – "He ziegezh ?" – "Ya, he fried hag o fevar a vugale."
  • "I love that girl. I'd like to marry her but her family objects." – "Her family?" – "Yes, her husband and four kids." — E. Morecambe & E. Wise

♦ Ar garantez eo ar from he devez atav ur vaouez ouzh ur c'hi-rodellek hag a-wechoù ouzh ur gwaz.
  • Love is the emotion that a woman feels always for a poodle dog and sometimes for a man. — George Jean Nathan

♦ Moarvat e oar an den hag a azeul an douar ma kerzh e zousig emañ he zad perc'henn war an dra.
  • The man who worships the ground his girl walks on problably knows her father owns the property. — L. J. Peter

♦ Ne c'hall ket an arc'hant prenañ karantez met gwellaat a ra ho renk war ar marc'had.
  • Money can't buy love but it improves your bargaining position. — L. J. Peter

♦ An darempred a garantez peurvat eo an hini a gaser dre ar post.

♦ Ar re zifeal a oar diouzh plijadurioù ar garantez ; ar re feal eo a oar diouzh trajediennoù ar garantez.
  • Those who are faithless know the pleasures of love; it is the faithful who know love's tragedies. — G. B. Shaw

♦ Soñjet e vez e rank ar maouezed gortoz diflach betek ma vefe graet al lez dezho. Setu penaos e c'hortoz ar c'hevnid ar c'helien.
  • It is assumed that the woman must wit, motionless, until she is wooed. That is how the spider waits for the fly. — G. B. Shaw

♦ Eus pep tra e teu a-benn ar garantez, war-bouez ar baourentez hag ar boan-dent.
  • Love conquers all things except poverty and toothache.Mae West

♦ Ur gwaz a c'hall bout laouen gant forzh pe vaouez keit ha ma n'he c'har ket.
  • A man can be happy with any woman as long as he doen't love her.Oscar Wilde

♦ Atav e fell d'ar wazed bout kentañ karantez ur vaouez ; soutiloc'h eo anien ar maouezed : ar pezh a blij dezho eo bout tenergan diwezhañ ur gwaz.
  • Men always want to be a woman's first love; women have a more subtle instinct: what they like is to be a man's last romance. — O. Wilde

♦ Ar garantez wirion nemeti eo ar garantez diwar ar selladenn gentañ ; steuziañ a ra diwar an eil selladenn.
  • The only true love is love at first sight ; second sight dispels it. — Israel Zangwill

♦ Mard ez pije ma c'haret evit gwir ez pije priedet unan bennak all.
  • If you had really loved me, you would have married someone else.

♦ Ur meurvor a fromoù gronnet-holl a zispignoù eo ar garantez.
  • Love is an ocean of emotions entirely surrounded by expenses.

Aviel[kemmañ]

  • En em garit an eil egile. Aviel Yann 12

Pennadoù kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. BACHELARD Gaston (1949), La psychanalyse du feu, Folio, 1985, pennad 3 : Psychanalyse et préhistoire (ISBN 978-2-0703-2325-8)
  2. P. VERGILI MARONIS, Egloga decima, gwerzenn 69 – Lenn en-linenn