Ar Plac'h hag an naer ganet war un hevelep tro gant ur wreg

Eus Wikiarroud
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

François-Marie Luzel (1821–1895) a ur gwerinoniour hag ur barzh brezhonek ; « Barz Treger  » a veze graet anezhañ gant e genvroiz. Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, implijet gantañ da sinañ oberoù zo, met sinet en deus meur a varzhoneg ivez dindan an anv Fañch ar Moal.

Kontadennoù ar Bobl eo anv an dastumad kontadennoù, 127 en holl, serret gantañ adalek 1847 betek 1892, e Bro-Dreger evit an darn vrasañ anezho, hag embannet gant Al Liamm adalek 1984.

Ar plac’h hag an naer ganet war un hevelep tro gant ur wreg a gaver e levrenn 1 embannadur Al Liamm, pp. 275–279.
Setu amañ darn eus ar gontadenn, evel m'eo bet moullet, gant an notennoù diwar dorn Martial Ménard (1951-2016).

p. 275, deroùp. 276, § 3[kemmañ]


Ur wezh e oa un aotrou pinvik hag e bried, euredet pell amzer a oa, ha n’o devoa bugel ebet ; hag e oant glac’haret a gement-se. Bet e oant en kalz a lec’hioù santel, o pediñ Doue hag e vamm benniget da reiñ dezhe ur bugel, paotr pe blac’h, ha ne ouient ket petra da ober.
  Un deiz, e-pad an nevezamzer, pa oant o tont eus ar Folgoad, e welent a bep tu, en hentoù[1] hag er parkoù, laboused-nij, ha naered[2], ha touseged, hag holl o devoa klodadoù re vihan, hag e tiskouezent bezañ eürus. Ma teuas neuze ar wreg da lâret, o welet kement-se :
  — Mar rofe an Aotrou Doue ur bugel din, pa pa rankfen genel gantañ un naer, pe un touseg, ne raen forzh !
  Kement-se na oa ket ur gomz vat. Setu ma teuas da vezañ brazez hepdale, hag e oa stad enni, hag en he fried ivez. Pa voe deut an amzer, e c'hanas ur plac'h vihan, ur bugel kaer a-walc'h, met un naer a oa rodellet en-dro d'he goûg. An naer a em dirodellas eus en-dro a c'hoûg ar bugel, hag ac'h eas er-maez an ti da em guzhañ indan ar geot, el liorzh a oa drek an ti.
  Badezet e voe ar bugel ha anvet levenez, abalamour da levenez he mamm hag he zad, hag e teue da greskiñ bemdez, en yec'hed hag en koantiri, met roud an naer a oa chomet en-dro d'he goûg, evel ur c'harkan ruz, ha netra n'halle[3] hen kas kuit, kaer a oa frotañ gant pep seurt louzoù.

  Pa voe deut Levenez da vezañ ur grennardenn war-dro daouzek vloaz, un deiz pa oa he-unan o vale 'barzh al liorzh, drek an ti, e voe souezhet bras o klevet ur vouezh o lâret :
  — Demat, ma c'hoarig ! Demat dit, ma c'hoarig Levenez !...
  Kaer he devoa sellet, ne wele den, hag ar vouezh a oa koulskoude tost dezhi.
[...]

p. 278, kreiz ar § 2p. 278, § 4[kemmañ]

  Pa dremene e-biou d’ar gambr difennet, e lâre bep tro : Daoust petra a zo aze ivez ? Hag he devoa c’hoant bras d’he digeriñ, rak an alc’hwez a oa ganti ivez, evel ar re all[4] ; met ne grede ket. Dougerez e oa. He fried, o welet anezhi un tammig trist, un deiz, dre ma oa he spered troet bepred gant ar gambr difennet, a c’houlennas diganti :
  — Petra a c’hoantaet, ma c’halonig ? Lâret din, ha n’eus forzh[5] petra a c’houlennfet, ho pezo.
  — Ne c’hoantaan netra evit bremañ, emezi, nemet ur c’hrank-mor.
[...]

p. 279, § diwezhañ ar gontadenn[kemmañ]

  Ma en divije gallet mestr ar c’hastell lazhañ Levenez, evel e wragez all, e vije bet e dekvet, hag en devije lazhet ugent o lazhañ dek, hag e vije aet neuze da sorser. Ez oa o vont da vezañ, met Doue na youlas ket ![6]

Notennoù[kemmañ]

  1. Skrid orin (S. o.) : hentjoù.
  2. S. o. : "hag aered" ; a-hed ar skrid e reas an Uhel gant "aer" evit "naer".
  3. S. o. : "netra c'halle".
  4. Kammzanevellet e tiskouez bezañ ar gontadenn amañ. Lavaret ez eus bet uheloc'h ne oa ket an alc'hwez-se e-kerz ar briñsez.
  5. Disoñjet en deus an Uhel skrivañ ar ger "forzh" en dornskrid.
  6. Evezhiadenn e galleg gant F. an Uhel : Il y a dans Straparole, nuit III, une femme qui accouche aussi, à la fois, d'une petite fille et d'une couleuvre, mais le reste du conte n'a rien de commun avec le nôtre.