Shakespeare

Eus Wikiarroud
Tri foltred eus William Shakespeare
Disin (1610), John Taylor (1610), Martin Droeshout (1623)

William Shakespeare (Stratford-upon-Avon, badezet 26 Ebrel 1564 – idem, 23 Ebrel 1616) a oa ur barzh, un dramaour hag un aktour saoz. Er bed a-bezh e vez lakaet da wellañ skrivagner saoznek, ha da wellañ dramaour biskoazh.

The Tragedy of Romeo and Juliet (1591)[kemmañ]

  • Siwazh, ar garantez-se, ken c'hwek ouzh he gwelout, a vefe tirantus ha garv en amprou !
— Benvolio, I-1
  • Ar garantez zo ur vogedenn hag a sav diwar aezhenn an huanadennoù.
— Romeo, I-1
  • El lec'h ma vez ar preder o chom ne vo biken ar c'housked.
— Friar Laurence, II-3 • Lenn en-linenn

King Henry the Sixth (1592-93-95)[kemmañ]

  • Par d'ur c'helc'h en dour eo ar c'hlod, ne baouez ket da greskiñ betek en em astenn kement ma strew en netra.
— Joan La Pucelle, I-2 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Richard the Third (1592-93)[kemmañ]

  • Ur marc'h ! Ur marc'h ! Ma rouantelezh en eskemm ouzh ur marc'h !
— Richard, V-4 • Lenn en-linenn

A Midsummer Night's Dream (1594)[kemmañ]

  • Da draoù izel ha vil, talvoudegezh ebet dezho, e c'hall ar garantez reiñ kened ha dinded.
— Helena, I-1
  • Lavarout n'eo ket a-walc'h, lavarout gwirionez zo ret.
— Lysander, V-1
  • Ar Foll, an Amourouz hag ar Barzh zo leun-chouk a faltazi.
— Theseus, V-1 • Lenn en-linenn

The Rape of Lucrece (1594)[kemmañ]

  • Ral a wech e wel an dud o fazioù.
Lenn en-linenn

The Tragedy of King Richard the Second (1595)[kemmañ]

  • Ur vrud disaotr eo ar glannañ teñzor a c'hall an amzer varvel reiñ.
— Mowbray, I-1
  • Ar marv o tistruj ar marv eo mervel en ur stourm, tra m'eo kaout aon rak mervel paeañ truaj an anal d'ar marv.
— The Bishop of Carlisle, III-2 • Lenn en-linenn

The Merchant of Venice (1596-98)[kemmañ]

  • Bez' ez eus tud hag a bok da skeudoù ; ar re-se n'o devez nemet hevoud ur skeud.
— Arragon, II-9
  • An den-se ha na gar ket ar sonerezh ez eo ret kaout aon razañ ha tremen hebiou dezhañ. Dall ha bouzar eo ouzh kened ar bed, ha gouest eo da ober forzh petra, rak teñvalijenn zo ennañ.
— Lorenzo, V-1 • Lenn en-linenn

King Henry the Fourth (1597)[kemmañ]

  • Mar bevomp, e vevomp evit kerzhout war rouaned ; mar marvomp, kalonek eo ar marv pa varv priñsed ganimp ! Evit hor c'houstiañs, reizh eo an armoù pa vezont douget gant ur mennozh reizh.
— , V-1 • Lenn en-linenn

All's Well That Ends Well (1598)[kemmañ]

  • Alies e vez hor remedoù ennomp, p'o gortozomp digant an neñv.
— Helena, I-1 • Lenn en-linenn
  • N'eus hêrezh ebet ker pinvidik hag onestiz.
— Mariana, III-5 • Lenn en-linenn

The Merry Wives of Windsor (1599)[kemmañ]

  • Mard a an arc'hant dirak, an holl hentoù a zigor.
— Mistress Alice Ford, II-2 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Julius Caesar (1599)[kemmañ]

  • Re a breder a vez gantañ : arvarus eo hevelep tud.
— Caesar, I-2
  • Pep sklav en deus etre e zaouarn ar galloud da derriñ e vac'hidigezh.
— Casca, I-3
  • Drougimplij ar veurded eo disrannañ ar broud-koustiañs diouzh ar galloud.
— Brutus, II-1 • Lenn en-linenn

As You Like It (1599-1600)[kemmañ]

  • Un druez eo ne c'hall ket ar sodien kontañ gant furnez ar sotonioù a ra ar furien.
— Touchstone (Clown, Clo.), I-2
  • Peogwir eo tavet an nebeud spered o deus ar sodien e weler gwelloc'h sotonioùigoù ar furien.
— Cellia, I-2
  • Ar bed a-bezh zo ul leurenn, hag ar wazed ha maouezed, c'hoarierien hepken.
— Iaques, II-7
  • An amzer a veaj gant meur a dizh gant meur a zen.
— Orlando, III-2
  • Ar foll a gred bout fur, met ar fur a oar ez eus ur foll anezhañ e-unan.
— Touchstone, IV-3 • Lenn en-linenn

Much Ado About Nothing (1600)[kemmañ]

  • Na pegen gwelloc'h eo gouelañ gant al levenez eget bout laouen gant ar gouelañ.
— Leonato, I-1
  • N'eus biskoazh bet prederour ebet a gement a c'hellje gouzañv an droug dent gant pasianted.
— Leonato, V-1 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Hamlet, Prince of Denmark (1599-1601)[kemmañ]

Sarah Bernhardt o c'hoari Hamlet, 1889
  • Ur boultrenenn zo a-walc'h evit trubuilhañ lagad ar spered.
— Horatio, I-1
  • Follentez eo kement-se, met kempoell zo enni.
— Lord Polonius, II-1
  • N'eus tra vat pe fall ebet, soñjal er gra evel-se.
— Hamlet, II-2
  • Peurflourenn ar boultrenn eo mab-den.
— Hamlet, II-2
  • Ene ar veizegezh eo ar grennegezh.
— Lord Polonius, II-2
  • Ar follentez er veurien a rank bout evezhiet.
— Claudius, III-1
  • Bout, pe na vout : hennezh eo ar gudenn.
— Hamlet, III-1
  • Ret eo din bout kriz, evit bout jentil hepken : evel-se e krog an droug, hag ar gwazh a chom a-dreñv.
— Hamlet, III-4
  • Kel leun a warizi diampart eo ar gablusted m'en em ziskuilh dre aon rak bout diskuliet.
— Gertrude, IV-5 • Lenn en-linenn

Troilus and Cressida (1602)[kemmañ]

  • An aon dall, ambrouget m'eo gant ar poell spiswel, eo suroc'h e droad eget ar poell dall hag a strebot dizaon.
— Cresida, III-2
  • An amzer zo par d'un ozhac'h a renk uhel hag a stard skañv dorn e gouviad o vont, hag a zigor bras e zivrec'h da gas e gouviad o tont en ti, evel pa nijje kuit.
— Uysses, III-3 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Othello, The Moor of Venice (1604)[kemmañ]

  • Liorzhoù eo hor c'horfoù, hor youloù eo o liorzherien.
— Iago, I-2
  • An doare tostañ da zesachañ ur gwall nevez eo klemmichal a-zivout ur gwall hag a zo bet ha tremenet.
  • An den laeret hag a vousc'hoarzh a laer un dra bennak digant al laer.
— Duke of Venice, I-3
  • Ur rakvarn didalvoud ha touellus eo ar vrud, gounezet alies hep dellid ha kollet hep justis.
— Iago, II-3
  • Sellout a rin kent arvariñ ; pa arvarin, ra vo prouenn : ha diwar brouenn, ne chom nemet skarzhañ diouzhtu ar garantez pe ar warizi !
— Othello, III-3 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Macbeth (1606)[kemmañ]

  • Koulskoude em eus aon rak da natur, re leun eo gant laezh teneridigezh mab-den.
  • Evit touellañ an dud, diskouezit bout heñvel ouzh an dud ; bezit degemerus dre ho lagad, ho torn, ho teod : diskouezit bout heñvel ouzh ar vleuñvenn dinamm, met bezit an naer dindani.
— Lady Macbeth, I-5
  • Macbeth : Penaos emañ an noz ? — Lady Macbeth : Hogos en diemglev gant ar beure, difraezh.
— III-4
  • Ar surentez eo enebour pennañ bediz.
— Hecate, III-5 [1]
  • Er bed-mañ, ober droug a vez meuladus alies, ober vad a vez lakaet da follentez arvarus a-wechoù.
— Lady Macduff, IV-2
  • N'eo ar vuhez nemet ur skeud war vale.
— Macbeth, V-5 • Lenn en-linenn

The Life of Timon of Athens (1607)[kemmañ]

  • Ar wennilienn ne ya ket da heul an hañv gant brasoc'h youl egedomp war-lerc'h ho aotrouniezh.
— Second Lord, III-6
  • Na gant brasoc'h youl eget an deil war-lerc'h ar goañv ; laboused hañv eo an dud.
— Timon, III-6 • Lenn en-linenn

The Tragedy of Coriolanus (1607-8)[kemmañ]

  • Helavar eo an ober.
— Volumnia, III-2 • Lenn en-linenn

The Tragedy of King Lear (1608)[kemmañ]

  • Iskis eo arz hor redioù, pa c'hall treiñ traoùvilda brizius.
— Lear, III-2
  • Un denjentil eo priñs an Deñvalijenn.
— Edgar, III-4
  • Bosenn hon amzer eo emañ ar re zall kaset gant diskianted.
— Gloucester, IV-1
  • Sell gant da zivskouarn.
— Lear, IV-6
  • An dud a rank gouzañv mont kuit ac'hann, evel o donegigezh amañ : bout darev eo pep tra.
— Edgar, V-2 • Lenn en-linenn

The Tempest (1611)[kemmañ]

  • Ur raklavar eo ar pezh a zo tremenet.
— Antonio, II-1
  • Diwar danvez an hunvreoù omp graet, ha gronnet gant kousked eo hor buhezig.
  • Al leoù kreñvañ zo plouz e tan ar gwad : bezit dilontekoc'h.
— Prospero, IV-1 • Lenn en-linenn

Notennoù[kemmañ]

  1. Lod gouizieien a lavar ne vije ket ar senenn-mañ digant Shakespeare, pa n'eo ket skrivet e pemptroadegoù iambek ha pa ne zegas netra d'an istor.