Prosper Proux

Eus Wikiarroud
Mont da : merdeiñ, klask

AR MERC’HETAER gant Prosper Proux (1811-1873)

Abaoe an devezh milliget ma chañsas d’hor mamm gentañ
Kaout ur c’hoantadenn avaloù n’eus 'met poanioù er bed-mañ
Martolod , eskob ,devezhour, pep hini ‘n deus e vizer
Mes n’eus ket kri(s)oc’h planedenn ‘vit hini ar merc’hetaer

Mil drubuilh, mil displijadur, a renk bemdez anduriñ
Ne c’hall ket paouez ur pennad atav en devez soursi
Evel ar c’had er radeneg ne gousk morse ‘met hanter
Pa vez aet an holl d’o gwele e rod c’hoazh ar merc’hetaer

Gwell ez eo bezañ dastumet, chadennet ‘vel ur c’hi
Lakaet da ziwall ar gwragez en rouantelezh an Turki

Bezañ broudet evel un azen sammet vel ur marc’h
glaouer Argaset evel ar bleizi eget bezañ merc’hetaer

Na n’eus nag enor na profid da c’honit e-barzh ar stad
Koulskoude a-benn en ober eo ret bezañ dilikad
Kaout un teod distagellet, ul lagad lemm ha seder
Pasianted ur gevnidenn vit bezañ gwir merc’hetaer
Ret e vezo evel an targazh, gwelet en devalijenn
Bezañ soutil vel ul louarn, meür vel ur silienn
Kalonek vel ul leon, krapat ‘giz d’ur gwiñver
Bezañ skañv evel ar c’harv vit bezañ gwir verc’hetaer
Bezañ gadal ha servijus, cherisañ ar vugale
Laret ez int patrom o zad evit plijout d’ar gwragez
Gout tremen brav diouzh an dud kozh, selaou mat o zaolioù kaer
Paeañ dezhe bannac’hoù lapach vit bezañ gwir merc’hetaer

Kaout divskouarn eus ar skiltrañ, tevel pezh en deus klevet
Diwall mat da’n em vrabañsal eus madelezh ar merc’hed
Gout an tu da livañ gevier, nac’h a-wechoù pezh zo sklaer
Touiñ e vez noz da greisteiz vit bezañ gwir merc’hetaer

Klevet prepozioù dipitus, bezañ boutet en kaozioù
Insultet gant kozh rampenned, reiñ ha resev bac’hadoù
Anduriñ meurbet alies ar glav an erc’h, an tommder
Foeltrañ e gorf hag e zilhad, stard eo bezañ merc’hetaer.

Miret un nor da wigourat, miret ur c’hi da harzhal
Mont en tier dre ar prenestr, memes dre ar siminal
Krapat demeus ar mogerioù, gout lampat dreist ar girzhier
Bale sioul vel al logod vit bezañ gwir merc’hetaer

Mestroniañ e santimant derc’hel kloz war e soñjoù
Choarzhin gant kañv en e galon, skuilhñ pezh a gar daeloù
Kemer, hervez m’eo ret dezhañ, ur stumm souret pe seder
En em divoazañ da ruziañ, vit bezañ gwir merc’hetaer

Mes ar stardañ eus ar vicher ez eo gonit ar merc’hed Kizidikoc’h marc’hadourezh na n’eus ket war boul ar bed Diouzh he santimant, he diviz da bep hini ‘renk ober Lenn memeus ‘barzh en soñjoù vit bezañ gwir merc’hetaer

Vit dont a-benn eus ur seurez eo ret ober ar gluvenn Evit gonit un everez soubilhañ he c’horzailhenn D’ar merc’hed a gar ‘nem bentañ reiñ ur c’hoef, un davañjer Laret amploc’h ‘vit justoc’h vit bezañ gwir merc’hetaer

Goude lakaat e holl galloud fouetañ e liardigoù Kavout fourgas e nec’hamant, kabouilhat dre ar poulloù E vank alies e daolioù e teu divragoù d’ar gêr Pinous evel ur c’hog dibluet , start eo bezañ merc’hetaer

Euzhiñ a ran pa gomprenan pegement a drubuilhoù
A vizer hag a boan-spered a soufr ar paourkaezh Pitoù
Mes ar merc’hed zo ken temtus ha va c’halon ken tener
Ma’z on en desped d’am barv kontregn da heuilh ar vicher