Mont d’an endalc’had

Julius Caesar

Eus Wikiarroud
C. Iulii Caesaris quae extant, 1678

Caius Iulius Caesar Ⅳ (Imperator Iulius Caesar Divus goude e varv), 12 pe 13 a viz Gouere 100 KJK — 15 a viz Meurzh 44 KJK, politiker, jeneral ha skrivagner roman.

Arroudoù

[kemmañ]

Deuet on, gwelet em eus, trec’h on bet

Veni, vidi, vici[1] [2]

Skrivet en ur rentañ-kont da Roma e 47 kent JK war-lerc'h bezañ bet trec'h war Farnases e Zela (Azia Minor) dindan pemp devezh.


Te ivez, ma mab !

καὶ σὺ τέκνον (kai su teknon)[3]

Lavaret e henc’hresianeg, hervez lod skrivagnerien (hervez re all n’en deus lavaret netra), gant Caesar, pa oa o vervel, da Vrutus en devoa e gontellataet.

Alies meneget e latin : Tu quoque, mi fili.
E doare ebet ne oa Brutus mab da Gaesar, met implijet e veze ar ger τέκνον evit menegiñ un den yaouankoc’h, par da « ma faotr ».
N’eo ket sklaer perak en deus lavaret kement-se. Hervez lod tud e oa souezhet o welout Brutus e-touesk an dud a oa deuet evit e lazhañ ; hervez re all e felle dezhañ lavarout da Vrutus « te ivez az po ar memes tonkadur ».


Daveoù

[kemmañ]
  1. (la) De vita Caesarum, levrenn 1 — Vita divi Iuli, Suetonius, pennad 37 — Lenn war ar Wikimammenn.
  2. (fr) Vie des hommes illustres, levrenn Caïus Julius César, Ploutarc’hos, troet gant Alexis Pierron, emb. Charpentier, 1853 — Lenn war ar Wikimammenn.
  3. (la) De vita Caesarum, levrenn 1 — Vita divi Iuli, Suetonius, pennad 82 — Lenn war ar Wikimammenn.