Stadoù-Unanet Amerika
Neuz
(Adkaset eus Amerika)
♦ Ker bras eo Amerika ma vez gwir hogos kement tra a vez lavaret diwar he fenn, ha gwir ivez moarvat eo an eneb.
- America is so vast that almost everything said about it is likely to be true, and the opposite is probably equally true. — J. T. Farrell
♦ Pa vez nasket an Amerikaned gant an arc'hant e vez nasket an Amerikanezed gant ar pouez. A-zivout gounit e komz ar wazed, a-zivout koll e komz ar maouezed, ha n'ouzon ket pe hini eus an daou eo an arabadusañ.
- If American men are obsessed with money, American women are obsessed with weight. The men talk of gain, the women talk of loss, and I don't know which is the most boring. — Marya Mannes
♦ Un aterser a c'houlennas diganin pe levr a oa ar gwellañ arouez eus an Amerikanez a-vremañ. Ne c'hellis nemet respont Madame Bovary.
- An interviewer asked me what book I thought best represented the modern American woman. All I could think of to answer was Madame Bovary. — Mary McCarthy
♦ Amerika zo ur vroad hag a ergraf kalz ijinadennoù iskis a-benn mont d'ul lec'h bennak hogen a zo dic'houest da soñjal er pezh a raio ur wech erruet eno.
- America is a nation that conceives many odd inventions for getting somewhere but can think of nothing to do when it gets there. — W. Rodgers
♦ N'ouzomp ket petra hon eus c'hoant da gaout, met prest omp da zantañ un den bennak evit e gaout.
- We don't know what we want, but we are ready to bite somebody to get it. — W. Rodgers
♦ Amerika zo un tiriad ma treuzo ur c'heodedour ar meurvor da stourm evit an demokratelezh pa nac'ho treuziñ ar straed da vont da vouezhiañ en ur vouezhiadeg vroadel.
- America is a land where a citizen will cross the ocean to fight for democracy and won't cross the street to vote in a national election. — B. Vaughan
♦ Evel-just, Amerika a oa bet kavet a-raok Kristol Goulm met bepred e oa bet mouget.
- Of course, America had often been discovered before Colombus, but it had always been hushed up. — Oscar Wilde
♦ En Amerika, ar prezidant a ren e-pad pevar bloaz hag ar c'helaouennerezh a c'houarn bepred ha da viken.
- In America, the President reigns for four years, and journalism governs for ever and ever. — Oscar Wilde
♦ En Amerika, prest e vez atav ar yaouankizoù da lakaat an dud koshoc'h egeto da dennañ splet klok eus o diakuited.
- In America, the young are always ready to give to those who are older than themselves the full benefit of their inexperience. — Oscar Wilde
♦ Pep tra zo boutin e gwirionez etrezomp hag Amerika hiziv an deiz, war-bouez ar yezh evel-just.
- We have really everything in common with America nowadays except, of course, language. — Oscar Wilde
♦ Amerika zo ur vro na oar ket pe da lec'h emañ o vont hogen a zo mennet start da staliañ ur gourc'hoù tizh en ur vont di.
- America is a country that doesn't know where it is going but is determined to set a speed record getting there.
♦ Un abeg hepken zo da gavadenn Amerika gant Kristol Goulm : mennet e oa da reiñ da Europa ul lec'h ma c'hallje amprestiñ arc'hant.
- Colombus discovered America for only one reason: he wanted to give Europe a place to borrow money from.
♦ En Amerika e c'heller atav anavout ar beorien. Int eo a vlegn hag a walc'h o c'harr dezho.
- In America you can always recognize the poor. They are the ones who drive and wash their own car.