Albert Einstein

Eus Wikiarroud
Einstein a-dreuz an amzer
Einstein a-dreuz an amzer

Albert Einstein (1879-1955) a oa ur fizikour a embannas arlakadennoù ar geñverelezh hag a labouras war tachennoù all ar fizik.
Priz Nobel ar Fizik a voe roet dezhañ e 1921 abalamour d'e labour war an efed luc'hdredanel.

Arroudoù testeniekaet[kemmañ]

 Bloavezhioù 1890[kemmañ]

Re laouen gant ar bremañ e vez an den eürus da soñjal kalz en dazont.

  • Un homme heureux est trop content de la présence pour penser beaucoup à l'avenir. [1]Mes projets d'avenir, un displeg gallek skrivet evit un arnodenn d'an 18 a viz Gwengolo 1896. [2]

 Bloavezhioù 1900[kemmañ]

Ha muzul ar gremm zo ennañ
eo tolz ur c'horf ?

Brasañ enebour ar wirionez eo ar sentiñ dall.

  • Autoritätsdusel ist der größte Feind der Wahrheit. — Lizher da Jost Winteler (1901). [3]

Ha muzul ar gremm zo ennañ eo tolz ur c'horf ?

  • Ist die Trägheit eines Körpers von seinem Energieinhalt abhängig?Annalen der Physik 18, 639-641 (1905). [4]

E=mc²Annalen der Physik, 27 Gwengolo 1905. [4]

 Bloavezhioù 1910[kemmañ]

An natur ne ziskouez dimp nemet lost al leon. Hogen n'eus arvar ebet em spered emañ al leon ennañ zoken pa ne c'hallket en em ziskuliañ en un taol d'hon daoulagad abalamour d'e vent dreistmuzul. N'er gwelomp nemet evel pa vefemp ul laouenn warnañ.

  • Die Natur zeigt uns vom Löwen zwar nur den Schwanz. Aber es ist mir unzweifelhaft, dass der Löwe dazugehört, wenn er sich auch wegen seiner ungeheuren Dimensionen dem Blicke nicht unmittelbar offenbaren kann. Wir sehen ihn nur wie eine Laus, die auf ihm sitzt. — Lizher da Heinrich Zangger (10 Meurh 1914). [5]

Pa vever en "amzer dreist"-mañ e kaver kalz bout ezel eus ar spesad sot ha dilignezet-se hag a zo lorc'h ennañ gant e frankdivizout. Na c'hoant am eus e vefe un enezenn e lec'h pe lec'h evit ar furien a youl vat ! Me zoken a vefe ur brogarour entanet eno !

  • In living through this "great epoch," it is difficult to reconcile oneself to the fact that one belongs to that mad, degenerate species that boasts of its free will. How I wish that somewhere there existed an island for those who are wise and of good will! In such a place even I should be an ardent patriot! — Lizher da Baul Ehrenfest, Kerzu 1914. [6]

Par d'ur vouc'hal e daouarn un torfedour klañv eo hon holl araokaat teknikel.

  • Unser ganzer gepriesener Fortschritt der Technik, überhaupt die Zivilisation, ist der Axt in der Hand des pathologischen Verbrechers vergleichbar. — Lizher da Heinrich Zangger (1917). [7]

 Bloavezhioù 1920[kemmañ]

Soutil eo an Aotrou, met drouk n'eo ket.

  • Raffiniert ist der Herrgott, aber boshaft ist er nicht. — E Skol-veur Princeton, Ebrel 1921. [8]

[Ne viran ket] hevelep ditour em spered peogwir en e gaver e levrioù... Talvoudegezh ar c'helennadur skolveuriat n'eo ket deskiñ kalz fedoù, gourdonañ ar spered war ar soñjal eo.

  • [I do not] carry such information in my mind since it is readily available in books. ...The value of a college education is not the learning of many facts but the training of the mind to think. — Respont goude bout bet dic'houest da reiñ tizh ar gouloù en arnodenn Edison. [9]

Keit ha ma komz arlakadennoù ar matematik eus ar beziadoù, ne vezont ket diarvar, ha keit ha ma vezont diarvar ne gomzont ket eus ar beziadoù.

  • Insofern sich die Sätze der Mathematik auf die Wirklichkeit beziehen, sind sie nicht sicher, und insofern sie sicher sind, beziehen sie sich nicht auf die Wirklichkeit.Geometrie und Erfahrung (1921) [10]

Azezet e oan war ur gador e burev ar brevedoù e Bern pa zeuas ur soñj din a-daol-trumm : "P'emañ an den o kouezhañ dishual ne sant ket ar pouez a zo ennañ." Seizet e voen. Fromet-don e voen. Broudet e voen war-du arlakadenn ar c'herc'hellerezh.

  • I was sitting in a chair in the patent office at Bern when all of sudden a thought occurred to me: "If a person falls freely he will not feel his own weight." I was startled. This simple thought made a deep impression on me. It impelled me toward a theory of gravitation. — Prezegenn e Kyōto, 14 Kerzu 1922. [11]

"Me, bepred, zo sur ne c'hoari ket Eñ an diñsoù"
"Me, bepred, zo sur ne c'hoari ket Eñ an diñsoù"

Estlammus eo al loc'honiezh pementadel, a-dra-sur. Met ur vouezh em c'hreizon a lavar din n'eo ket an dra gwirion c'hoazh. An arlakadenn a zegas kalz a draoù, hogen n'hor c'has ket tostoc'h da gevrin an Hini Kozh. Me, bepred, zo sur ne c'hoari ket Eñ an diñsoù.

  • Die Quantenmechanik ist sehr achtung-gebietend. Aber eine innere Stimme sagt mir, daß das doch nicht der wahre Jakob ist. Die Theorie liefert viel, aber dem Geheimnis des Alten bringt sie uns kaum näher. Jedenfalls bin ich überzeugt, daß der nicht würfelt. — Lizher da Vax Born, 4 Kerzu 1926. [12]

Diouzh an arlakadenn a implijit e c'hallit arsellout un dra pe get. An arlakadenn a ziuz ar pezh a c'heller arsellout.

  • Whether you can observe a thing or not depends on the theory which you use. It is the theory which decides what can be observed. — Evezhiadenn e-kerzh ur brezegenn gant ar fizikour Werner Heisenberg e Berlin e 1926. [13]

Klaskit mont tre e kevrinoù an natur gant hor galloudoù berr, ha kavout a reot a-drek pep gwidennad hewelus e chom un dra bennak soutil, dreist krog ha na c'heller ket displegañ. Ma relijion eo azaoueziñ an nerzh-se hag a zo dreist kement tra a c'hallomp kompren. Un den a relijion zo ac'hanon diouzh ar savboent-se.

  • Try and penetrate with our limited means the secrets of nature and you will find that, behind all the discernible concatenations, there remains something subtle, intangible and inexplicable. Veneration for this force beyond anything that we can comprehend is my religion. To that extent I am, in point of fact, religious. — Da Alfred Kerr, 1927. [14]

Krediñ a ran e doue Spinoza, en em ziskuilh en unvaniezh leal ar bed, ket en un doue a zo prederiet gant planedenn hag oberoù mab-den.

  • Ich glaube an Spinozas Gott, der sich in der gesetzlichen Harmonie des Seienden offenbart, nicht an einen Gott, der sich mit Schicksalen und Handlungen der Menschen abgibt. — Respont d'ar goulenn "Ha krediñ e Doue a rit ?" ; pellskrid d'ar rabin Herbert S. Goldstein, 24 Ebrel 1929.[15]

Mard eo A berzh er vuhez, neuze A = x + y + z. Labour eo x, c'hoari eo y, ha derc'hel e c'henoù prenn eo z.

  • If A is success in life, then A = x + y + z. Work is x, play is y and z is keeping your mouth shut. — Lavaret da J. Woolf e Berlin en hañv 1929. [6]

 Bloavezhioù 1930[kemmañ]

Par da vont war varc'h-houarn eo ar vuhez. Ret d'an den kenderc'hel da fiñval evit mirout e gempouez.

  • Life is like riding a bicycle. To keep your balance you must keep moving. — Lizher d'e vab Eduard, 5 C'hwevrer 1930. [16]

Krediñ a ra din ez eus un abeg da gement tra a reomp pe a vevomp ; mat eo koulskoude na vout gouest d'e welout.

  • I believe that whatever we do or live for has its causality; it is good, however, that we cannot see through to it. — Kendiviz gant Rabindranath Tagore, 14 Ebrel 1930. [17]

Ne c'heller ket dielfennañ ar sonerezh pa vez mat-dreist, ha pa vefe eus ar Reter pe eus ar Gornaoueg.

  • The really good music, whether of the East or of the West, cannot be analyzed.[17]

Gwech ebet ne soñjan en dazont. Buan a-walc'h e teu.

  • I never think of the future. It comes soon enough.[6]

Kement ha minelloù e pep lec'h hag anevaladur e talvez un diktatouriezh. En un aergelc'h a frankiz eztaoliñ hepken e c'hall ar skiant bleuniañ.

  • Die Diktatur bringt den Maulkorb und dieser die Stumpfheit. Wissenschaft kann nur gedeihen in einer Atmosphäre des freien Wortes. — 1930. [18]

Diazez an holl skiantoù naturel eo ar c'hrediñ en ur bed diavaez dizalc'h diouz an arseller.

  • Der Glaube an eine vom wahrnehmenden Subjekt unabhängige Außenwelt liegt aller Naturwissenschaft zugrunde.Maxwells Einfluss auf die Entwicklung der Auffassung des Physikalisch-Realen, dornskrid, 1931. [19]

Aezezet e bac'h e vennozh eo pep den ; ret eo dezhañ e zigeriñ frank, ha kement-se en e yaouankiz, evit arnodiñ e vennozhioù er veziadelezh.

  • Everyone sits in the prison of his own ideas; he must burst it open, and that in his youth, and so try to test his ideas on reality.[20]

Ar vuhez bevet evit an hentez eo ar vuhez talvoudus nemeti.

  • Only a life lived for others is a life worthwhile. — 1932. [21]

Atav e vez an dud a vuhezegezh izel desachet gant an nerzh.

  • Force always attracts men of low morality. — 1934. [22]

An holl skiantoù n'int nemet purerezh soñjal ar pemdez.

  • All of science is nothing more than the refinement of everyday thinking. — 1936. [23]

 Bloavezhioù 1940[kemmañ]

A-viskoazh ez eus bet enebiezh feuls ouzh ar speredoù meur a-berzh ar re zister. Dic'houest eo ar spered dister da gompren an den a nac'h plegañ dall d'ar rakvarnoù kendivizadek hag a zibab ezteurel e veno gant kadarnded hag onestiz.

  • Great spirits have always encountered violent opposition from mediocre minds. The mediocre mind is incapable of understanding the man who refuses to bow blindly to conventional prejudices and chooses instead to express his opinions courageously and honestly. — Lizher da Vorris Raphael Cohen, 19 Meurzh 1940.

Pep tra zo bet kemmet gant digabestrañ galloud an atom war-bouez hon doareoù da soñjal ha neuze emaomp o trivañ war-du ur gwallreuz hep e bar.

  • The unleashed power of the atom has changed everything save our modes of thinking and we thus drift toward unparalleled catastrophe. — 1946. [24]

Gant ar vombezenn derc'hanel ez eo bet kemmet don hiziv natur ar bed a anavomp, ha rak-se en em gav mab-den en un annezva e rank azasaat e soñjoù outañ.

  • Today the atomic bomb has altered profoundly the nature of the world as we know it, and the human race consequently finds itself in a new habitat to which it must adapt its thinking. — 1946. [25]

Mard em bije gouezet ne vije ket gouest an Alamaned da ober ar vombezenn derc'hanel, ne'm bije ket savet ur biz.

  • Had I known that the Germans would not succeed in producing an atomic bomb, I would not have lifted a finger. — 1947. [26]

Speredek-tre on. Ket ken kalonek avat hag an holl labourerien war an an Douar, pa giont dizehan ken nemet evit magañ o familh pa ne ran-me nemet evit diluziañ ur gudenn dic'hallus.

  • I am very smart. But not as strong-hearted as all the workers on Earth for he toils endlessly and does it all to feed his family while I do it merely for solving an impossible puzzle. — Lizher d'e genderv Richard Einstein, Here 1947. [27]

Aesoc'h eo dinaturiñ ar plutoniom eget denaturiñ spered fallakr mab-den.

  • It is easier to denature plutonium than it is to denature the evil spirit of man. — 1946. [28]

Abaoe m'eo bet aloubet arlakadenn ar geñvelerezh gant ar vatematikourien, me ne gomprenan netra enni ken.'

  • Since the mathematicians have invaded the theory of relativity, I do not understand it myself anymore. — 1949. [29]

N'ouzon dare gant petore armoù e vo renet an Trede Brezel-bed, met gant bizhier ha mein e vo renet ar Pevare Brezel-bed.

  • I know not with what weapons World War III will be fought, but World War IV will be fought with sticks and stones. — 1949. [6]

A-daol-trumm e teu ur mennozh nevez, hag en un doare nadel mui pe vui. Met n'eo an nadiñ nemet disoc'h ur vuhezad gefredel gent.

  • A new idea comes suddenly and in a rather intuitive way. But intuition is nothing but the outcome of earlier intellectual experience. — 1949. [16]

Na rit tra ebet gwech ebet enep ho emouezañ zoken pa vez gourc'hemennet gant ar stad.

  • Never do anything against conscience even if the state demands it. — 1949.[29]

Evit ar pezh a sell ouzh ar wirionez hag ar justis ne c'heller ket diforc'hañ etre kudennoù bras ha kudennoù bihan ; rak dirannadus eo ar pennaennoù hollek a savel emzalc'h an dud. Nep piv bennak a zo dievezhiant war ar wirionez a-fed traoù bihan ne c'haller ket fiziout ennañ a-fed aferioù pouezus.

  • In matters concerning truth and justice there can be no distinction between big problems and small; for the general principles which determine the conduct of men are indivisible. Whoever is careless with truth in small matters cannot be trusted in important affairs. — Lizher da Murray W. Gross, 26 Ebrel 1947. [30]

 Bloavezhioù 1950[kemmañ]

Krediñ a ra din e tafar ar butuniñ ar c'horn d'ur skiant-varn sioul ha diuntu ekement afer denel a zo.

  • I believe that pipe smoking contributes to a somewhat calm and objective judgment in all human affairs. — 1950. [31]

Un dra am eus desket en ur vuhez hir : kentidik ha mibilius eo hon holl skiant pa vez lakaet e-keñver ar beziadoù – hag an dra priziusañ hon eus eo koulskoude.

  • One thing I have learned in a long life: that all our science, measured against reality, is primitive and childlike — and yet it is the most precious thing we have. — Lizher da Hans Muehsam, 9 Gouhere 1951. [6]

Ne'm eus tamm donezon dibar ebet, n'on nemet kurius-kenañ.

  • Ich habe keine besondere Begabung, sondern bin nur leidenschaftlich neugierig. — Lizher da Garl Seelig, 11 Meurzh 1952. [32]

An dra iskis er c'hoshaat eo e koller tamm-ha-tamm an hevelebiñ don ouzh an amañ hag ar bremañ ; an den en em sant treuzlec'hiet er beurbadelezh, en e unan mui pe vui, distag diouzh spi pe spont, oc'h arsellout hepken.

  • The strange thing about growing old is that the intimate identification with the here and now is slowly lost; one feels transposed into infinity, more or less alone, no longer in hope or fear, only observing. — Lizher d'ar rouanez-vamm Elisabeth a Velgia, 12 Genver 1953. [33]

Nep piv bennak en em laka da varner ar Wirionez hag ar Ouiziegezh a vez kaset da get gant c'hoarzhadeg an doueed.

  • Whoever undertakes to set himself up as a judge of Truth and Knowledge is shipwrecked by the laughter of the gods. — 1953. [34]

Na glaskit ket treiñ d'un den a verzh, met klaskit kentoc'h treiñ d'un den a dalvoudegezh.

  • Try not to become a man of success, but rather try to become a man of value. — 1955. [35]

Notennoù[kemmañ]

  1. *de la présence : du présent eo ar bomm gallek reizh.
  2. (en) The Collected Papers of Albert Einstein Vol. 1, Princeton University Press, 1987 (ISBN 978-0-6910-8475-6)
  3. (en) CARTER Paul & HIGHFIELD Roger, The Private Lives of Albert Einstein , p. 79 Lenn en-linenn
  4. 4,0 ha4,1 Lenn en-linenn
  5. (en) EISENSTAEDT Jean, The Curious History of Relativity, 2006, p.126 Google Books.
  6. 6,0 6,1 6,2 6,3 ha6,4 CALAPRICE Alice, The New Quotable Einstein, p.3 – Princeton University Press, 2005 (ISBN 978-0-6911-2075-1)
  7. (en) LIGHTMAN Alan, A Sense of the Mysterious: Science and the Human Spirit, p. 110 – Vintage, 2006 (ISBN 978-1-4000-7819-6)
  8. CLARK Ronald W., Einstein: the Life and Times, William Morrow, 2001 (ISBN 978-0-0613-5184-6)
  9. (en) BRIAN Denis, Einstein, A Life, p. 129 – Jossey Bass, 1997 (ISBN 978-0-4711-9362-3)
  10. (en) POPPER Karl, The Two Fundamental Problems of the Theory of Knowledge, Routledge, 2008 (ISBN 978-0-4153-9431-4)
  11. (en) EINSTEIN Albert, How I Constructed the Theory of Relativity Lenn en-linenn
  12. BORN Max, The Born-Einstein Letters, 1916-1955: Friendship, Politics and Physics in Uncertain Times, Palgrave Macmillan, 2005 (ISBN 978-1-4039-4496-2)
  13. SALAM Abdus, Unification of Fundamental Forces: The First 1988 Dirac Memorial Lectures, p. 98-101 – Cambridge University Press, 1990 (ISBN 978-0-5213-7140-7)
  14. (en) KESSLER Harry G., Diaries of a Cosmopolitan, 1918-37, Weidenfeld & Nicolson History, 2000 (ISBN 978-1-8421-2061-3)
  15. (en) The New York Times 25 April 1929
  16. 16,0 ha16,1 ISAACSON Walter, Einstein: His Life and Universe, p. 367 – Simon & Schuster, 2008 (ISBN 978-0-7432-6474-7)
  17. 17,0 ha17,1 TAGORE Rabindranath, The Religion of Man, Rupa & Co., 2005 (ISBN 978-8-1716-7628-6)
  18. (en) FORST-BATTAGLIA Otto, Dictatorship on Its Trial, Ayer & Co., 1930 (ISBN 978-0-8369-1607-2)
  19. (de) Lenn en-linenn
  20. (en) EINSTEIN Albert, On Cosmic Religion and Other Opinions and Aphorisms, Dover Publications, 2009 (ISBN 978-0-4864-7010-8)
  21. (en) The New York Times, 20 Even 1932
  22. EINSTEIN Albert, The World As I See It, Citadel, (ISBN 978-0-8065-2790-1)
  23. (en) EINSTEIN Albert, Out of My Later Years, Philosophical Library/Open Road, 2015 (ISBN 978-1-4532-0493-1)
  24. (en) ANDREWS Robert, Famous Lines: A Columbia Dictionary of Familiar Quotations, Columbia University Press, 1996, p. 340 (ISBN 978-0-2311-0218-6)
  25. (en) EINSTEIN Albert, Only Then Shall We Find Courage, Emergency Committee of Atomic Scientists, 1946 Lenn en-linenn
  26. (en) Atom: Einstein, the Man Who Started It All, Newsweek Magazine, 10 Meurzh 1947 ; meneget gant WALZER Michael, Just and Unjust Wars: A Moral Argument With Historical Illustrations, Basic Books, 2015 (ISBN 978-0-4650-5271-4)
  27. (en) Einstein Archives Online
  28. (en) EINSTEIN Albert, The Real Problem Is in the Hearts of Men, The New York Times, 23 Even 1946
  29. 29,0 ha29,1 (en) SCHILPP Paul Arthur, Albert Einstein: Philosopher-Scientist, Fine Communications, 2001 (ISBN 978-1-5673-1432-8)
  30. (en) HOLTON Gerald & ELKANA Yehuda, Albert Einstein: Historical and Cultural Perspectives, Dover Publications, 2012 (ISBN 978-0-4862-9879-5)
  31. Lavaret pa'z emezelas er Montreal Pipe Smokers Club ; (en) OEIJORD Nils K., The General Genetic Catastrophe: On the Discovery and the Discoverer, iUniverse, 2001 (ISBN 978-1-4502-9764-6) (ASIN: B00N1GB2HU) Google Books
  32. (de) ETH Bibliothek
  33. (en) HOFFMAN Banesh,Albert Einstein: Creator and Rebel, Plume, 1981 {ISBN|9780452261938}}
  34. (en) EINSTEIN Albert, Essay to Leo Baeck en Essays presented to Leo Baeck on the occasion of his eightieth birthday, East and West Library, 1954 (ASIN: B005E87FHY)
  35. (en) EINSTEIN Albert, Old Man's Advice to Youth: 'Never Lose a Holy Curiosity, Life Magazine, 2 Mae 1955 YouTube